Awwwwwwwwww yeah!

28 02 2011

Yessssssss, kentañ ! Haha, lavaret ‘m ‘oa deoc’h ! Pebezh stress spontus pa erruer d’an 3 anv diwezhañ… ha d’an 2 ziwezhañ ! (dreist-holl pa grog “Cap Caval” gant an hevelep son ha “Kemper”, brrrr) Daoust ma n’eo ket gwall jentil eo diaes mirout a huchal gant al levenez pa vez embannet an eil… Ha n’eo ket c’hwi !

Reizhoc’h e vefe, en ur mod, kregiñ gant an hini kentañ, ha mont tamm ha tamm betek an hini diwezhañ. Boñ, ne vefe ket kement a suspense, met stlakañ a rafe an dud o daouarn evit gwir, gant levenez evit ar stollad embannet, ha ket peogwir  e soñjont “ouf, n’eo ket me !”. War an tu all, evel-just, ne vefe klevet netra peogwir e vefe ar re gentañ oc’h huchal ha lammat e pep-lec’h xD

Haha, n’eo “nemet” ur genstrivadeg, met vat a ra 😀

D’an Oriant bremañ, da gaout un ugentvet titl a gampion Breizh (d.l.e. kampion ar bed, hehehe), youc’hoù !





Belo, mam belo !

26 02 2011

Goulennet zo bet diganin gant ur mignon din tresañ un tamm marc’h-houarn faltazius evit ur c’hoari en ur c’hamp vakañsoù… Siwazh n’em eus ket bet kalz amzer, met graet ‘m eus un draig memestra, petra soñjit anezhañ ? Mont a ra buan a-walc’h ober seurt konerioù propik gant photoshop, memestra xD Desket am eus penaos e veze savet rodoù marc’h-houarn, ivez, dedennus a-walc’h… ^^

(klikidi-klikit a-benn brasaat, mar fell deoc’h)





A-daol-trumm

26 02 2011

Ah, ha pa soñje din e oa sioulaet an traoù, setu ma teu traoù dic’hortoz da cheñch ma flanning, tsss ! Netra displijus, dre eurvat, hogen ne soñje ket din, en ur vont d’an emvod a vez bep miz gant kelennerien, dañvez masteridi ha danvez doktored ar rann Studioù Iwerzhonek, en em gavfen o tebriñ istr e ti ur c’helenner betek 1e vintin (eh, mat e oa ar gwin ^^). Raktresoù all am boa evit an nozvezh-se koulskoude, met pa vezer e-kreizig-kreiz ur gaozeadenn hag e vez kinniget deoc’h mont da zebriñ… Bah ! Ha dedennus e vez bepred komz gant ar gelennerien, gwelet tu all ar melezour ha bed iskis politikerezh ar Skol-Veur. Un digarez evito ivez da c’houzout ar pezh a c’hell ar studierien soñjal eus ar gelennerien all, hehe… ^^ Met un doare mat din ivez da lakaat un troad er bed-se a fell din labourat ennañ a-benn un nebeud bloavezhioù… All in all, un nozvezh eus ar re blijusañ (ha daoust d’an alkoloù niverus, n’on ket klañv an deiz war-lec’h, pa lavaran deoc’h ne evan ket kement-se –pe re voaz e vefen? :p)

N’ouzon ket ar pezh a zo gant ar boued er mare mañ, kentañ gwech ma tebran tofu an deiz all, kentañ gwech aze ma kredan debriñ istr… Ha n’eo ket fall, ket ken gludek hag ar pezh am befe kredet. Divlaz a-walc’h, sur (ket evel an tofu, memestra), met gant chug suraval e tremen mat-tre. Ne chom nemet nebeut a draoù war listenn ar boued n’on ket evit lonkañ neuze (keeeeeeeeeeuz, bleeeeeeeeeeeeeh), gwell-a-se, gwell-a-se…

Gwelet a ran emañ klañv an holl en-dro din er mare-mañ (ma zro a oa bet abretoc’h), spi ‘m eus e ya mat an traoù ganeoc’h 🙂





Glasdebrerien

23 02 2011

N’em eus netra a-ene d’ar re na fellfe ket dezho debriñ kig, evit abeg pe abeg, keit ma ne zeuont ket d’am rediañ – re gar on da vlaz ar c’hig, kig ruz dreist-holl. Daoust ma komprenfen ar bras eus an arguzennoù hag an abegoù, ne soñj ket din e vefen gouest d’ober hep ma zamm kig pemdeziek (pe ma zamm pesked, n’on ket re dorr revr :p). Un afer blaz. Ur gaozeadenn hir am boa bet war ar poent se gant mignoned, ha daoust ma ne vefe ket bet cheñchet ma ali (nag o hini) em eus he c’havet dedennus. Ne vutunan ket, ne evan nemet ral a wech e gwirionez (ma, ken ken ral se sizhunvezhioù ‘zo, met a-is d’ar geidenn on a-dra sur), kement hag ober e tibabin an doare ma varvin me ivez, leun a broteinoù hag a louzoù fall, haha ! Bo, ne vo ket graet an tabut amañ, evel am eus lavaret emaon a-du ganto dre vras, daoust ma kendalc’hin-me da zebriñ kig chugus (met ket forzh pe hini, diwall a ran memestra d’ar pezh a brenan).

An deiz all koulskoude e oan e Naoned e-pad un dibenn-sizhun, evit ur stummadur kinniget d’an aozadurioù ha kevredigezhioù-studier. Dedennus bras, met skuizhus ivez, ha da sul kreisteiz, goude bezañ bet da bompiñ-anezhi-up da sadorn da noz (eh, Saturday Night Fever a vez e Naoned ivez, hañ ^^) hag heuliet ar stummañ a-hed ar mintinvezh e oa marnaoniet an holl. Setu ni neuze da vont d’ar sal-debriñ ha…

…tofu, da sul kreisteiz, devez ar c’hig-yar-gant-fritez santel ! Herezi ! Anzav a ran e kavan mat ar meuzioù vejetarian dre-vras, met aze… Urg. Ha koulskoude e oa an hini oc’h ober ar boued unan a-vicher arbennikaet war ar boued veggie ha tout, hañ, ne oa ket forzh petra…

Diskleriañ a ran ar blog tiriad tofu-free neuze, arabat dikoñiñ !





Boñ, boñ, boñ

22 02 2011

Setu, tremenet ar rush dre-vras. Ur spont eo bet, met boñ, en em dennañ a reer xD Nag a draoù a zo c’hoarvezet, fall peurliesañ… Met setu, emañ ma zaou c’hwec’hmiziad ganin, meneg mat-tre evit an daou (pa lavaran deoc’h e labouran, memestra !), gellout a ran analat un tammig. N’eo ket ne chomfe ket dek mil tra mallus d’ober hag n’em befe ket ur c’hounskrid da skrivañ, met n’eo ket ken mallus pep-tra bremañ ha n’eo ket ken pouezus an traoù war verr-dermen kennebeut, lakaomp.

Gant Kejadenn e vo aozet ur bern traoù, sañset, ma ya mat, festoù noz, un devezh Afrika-Breizh, skignañ filmoù, sevel ur c’hafe-filo miziek… Ya, traoù a vo da ober. Traoù am eus da skrivañ ivez, bremañ m’am eus amzer en-dro, lec’hiennoù internet da dreiñ… Piv en eus lavaret e oa sioulik buhez ar studierien ? Afi, dre zibab ivez, marteze.

Emaon, pe emaomp, o peurlipat ma goulennoù evit an doktorelezh ar bloaz a-zeu, gant ma yelo mat pep-tra evit se (n’ouzon ket piv eo sant patrom ar studioù, Jerom? Pedit evidomp, forzh piv ‘vefed :p), an tem: ar skrivagnerien zivroet/harluet en 20vet kantved, kreizennet war Hemon, Gwernig hag Ar C’halan. Peadra a vo da lavar, emichañs.

Evit poent ez eus un deiziad bras war an deiziadur ken bras all, kenstrivadeg ar bagadoù disul a-zeu, er C’hwartz e Brest-city. Ah, kement a eurvezhioù o pleustriñ, ha n’am eus mui dibenn-sizhun ebet abaoe div pe deir sizhunvezh dija… Gant ma talvezo ar boan ! N’eo ket an dachenn eus an dedennusañ ar bloaz-mañ –bro an Naoned, met hep hini Gwenrann, da lavaret eo ne chom ket kalz a dra a-fed sonerezh xD. Koulskoude n’eo ket ken borrodus hag ar pezh a soñje deomp er penn-kentañ. Ma ‘z oc’h dedennet e kinnig FR3 an abadenn war-eeun d’ar sul 27 (amañ). Tremen a ran me (ma, ni) da 4e19, ma fell deoc’h gwelet kampioned Breizh a-zeu, haha! (kregiñ a ra da 1e30, ‘mod all ^^)

Mat, mat, setu, distro d’al lusk pemdeziek 🙂





Kollet

14 02 2011

En ur zistreiñ eus ar Skol-Veur hiziv ez on diskennet e Clemenceau, dre fazi.
Skuizh on.