Derc’hel da vont…

5 12 2014

PSX_20141205_130708Ah, un amzer a oa m’am boa amzer, just a-walc’h, ha n’edon ket o redek a-gleiz hag a-zehou evel ma ran bremañ, pe ket kement, d’an nebeutañ. Ma vezen en ul lec’h war ar sizhun, hag ma chomen eno pell a-walc’h da vezañ em aes. Ma, n’eo ket klemm a ran (hepken), mat eo kaout labour ha plijus e chom beajiñ memestra (ma, e Breizh hepken, hañ, n’on ket ken pinvidik/chañsus), ha bep sizhun e vezan en tren etre 10 ha 15 eurvezh. Gellout a ran kadarnaat brud fall an SNCF war an dale, haha !  Keit ma ‘z on yaouank c’hoazh… En tren e c’heller labourat, lenn, kousket zoken, luskellet gant boubou an hent-houarn ha lusk ar c’hrenadennoù. Kemper Landerne, Landerne-Roazhon, Roazhon Kemper… Setu an tric’horn diaoulek ! Ma, diaoulek n’eo ket, hogen diaes eo a-wechoù gouzout pelec’h emañ tra-mañ tra, e peseurt hini eus ho tiez pe ho ranndiez emañ chomet an dra ho peus ezhomm anezhañ diouzhtu-dak ! Pe evel ur maligorn e rankfen bezañ marteze, holl ma feadra war ma c’hein bepred. Diaes a-wechoù rankout sevel abred, bezañ en ti-gar da 6e vintin evit bezañ d’an eur ur wech treuzet Breizh war un tu pe un tu all.

Montourlez, heh

Montroulez diwar ar pont bras

Rak ouzhpenn ar cheñch lec’h emañ ivez ar cheñch bed, hanter ar sizhun er gêr vras, e Roazhon, em ranndi, un hanter all e ti ma zud pe e Landerne, n’eo ket ar memestra evel-just. Ha bedoù disheñvel em fenn ivez, al labour melestradurel hag hini an dezenn n’o deus ket kalz tra da welet (met gellout a ran lakaat un teuliad Word e stumm deoc’h digudenn, c’hac’ha !), ha kentelioù a roan ivez, ur bed all c’hoazh. Se a sonerezh, e Roazhon koulz hag e Kemper, ha mignoned a-bep lec’h ivez. Nag a draoù e gwirionez d’am derc’hel da vont. Ha c’hwi ouzh ma lenn, forzh pelec’h e vefec’h ! Ha war an hent, pe zouar, ter-du pe houarn e vefe, e kaver traoù da welet bepred, traoù brav, ur sav pe ur c’huzh-heol, un asked war ar sterioù, ur porzh dindan an heol, pe c’hoazh un draonienn zianav d’an holl.

Langerne

Landerne, diwar du mat ar ster 😀

En tren e plij din lezel an ijin da vont, a-dizh, buanoc’h eget an TTB emichañs. Eno, evel ma ra da lod er strinkadenn, e teu soñjoù din, eno em eus bet skrivet barzhonegoù hag istorioù, em eus bet savet sonerezh, em eus lennet par ma c’hellen hag em eus kejet gant tud, ivez, a-wechoù. N’eus netra par d’un tren sac’het e-kreiz an noz, etre Kerneblec’h ha Plougollet, evit lakaat an dud da gomz kenetrezo. Profet e vo boued deoc’h gant ar sneuf-neu-neu ma chom re bell an tren difiñv da eur ar pred, na jentil int, neketa ? 🙂 An dieasañ, memestra, a zo n’eus ket amzer da chom. Bezañ dilec’hiet bepred, daosut ma vefe mont a lec’h anavezet da lec’h anavezet, a zo diaes din a-wechoù. N’em eus ket amzer da vezañ sioul en ul lec’h, da gaout ul lusk, ma ‘z an luit d’unan all, d’ul lusk all. Ah, na pegen aes a-wechoù, pegen frealzus un implij-amzer klok, digemm. Ha pegen plijus, war an tu all, ober traoù disheñvel bemdez, bezañ pell eus ar boaz, deus ur bemdez diliv a vefe borrodus re vuan. Un deiz a vo, ha buanoc’h e teuio marteze eget na soñj din, ma ‘m bo keuz d’ar mareoù-se en tren, ma c’hellen beajiñ em fenn a soñj da soñj tra ma veaje ma c’horf a ved da ved, da c’hortoz e klaskin ober ma mad eus an amzer-se am eus evidon c’hoazh.

PSX_20141205_130522

Ti-gar Sant-Brieg, mintin abred





Aerfort / Aerborzh

12 04 2010

Moran Dipode live eus aerborzh Shannon ! ^^ Plijus eo an deknologiezh memestra, gellout kaout ar wifi un tammig ‘pep-lec’h e-giz-se, pe en ti-gar pe en aerborzh, er McDo’ pe c’hoazh er c’harr-boutin e vefe. Ya, ar wifi o deus er c’hirri-boutin amañ (ma, er re a ya a gêr d gêr, ket ar re e kêr), Celtic Tiger e vezer pe ne vezer ket ^^. Hag e bourzh ar c’hirri nij ivez bremañ (ket Ryanair, d’am soñj, pe gant un taos 200€ >__<)…

Prientet am boa un notenn e ken degouezh ma n’hellfen ket kavout an tu d’en em lugañ, ha da welet ma ya en dro an embann-daleet, met dalc’het e vo evit ur wech all war a seblant (haha, gellout a rafen skrivañ 7 pennad en un taol ha straniñ e-pad ur sizhunvezh !). Emaon o kreviñ gant an tommder, ha spi am eus evito e vo fresk ar c’harr-nij, ‘mod all e tigorin ur prenestr pa vimp a-us da vor Iwerzhon ^^ (pe ar Mor Keltiek kentoc’h, neketa, eus Shannon emaon o tont, ket eus Dulenn).

Farsus eo gwelet an aerborzh-mañ o cheñch bewech ma teuan, mont a ra al labourioù war-raok war a welan (emezañ azezet en unan eus al lounge-où nevez ^^), goude bezañ gwelet hini Dulenn e ra un tammig bihan evel-just (ur gwir gourmarc’had eo hini ar gêrbenn), met tennañ a ra kalz da hini Naoned, hehe ^^. Anat eo eo liammet an aerborzhioù dre ar vent, hini Galway (Galway mem’ zoken) a zo bihan-tout, dres evel hini… An Oriant, a zo liammet dezhañ e-kerzh an hañv ^^

Mall zo warnon bezañ distro, e gwirionez, evit gwelet ma/an dud tra ken ^^ Un droig er bagad ivez, dont da Roazhon… Ne vo ket amzer da goll. Keit ha m’emaon o komz eus ar bagad, ma ‘z oc’h ‘kostez Kemper d’ar 6 a viz Even e kinnigo bagad Kemper (!) e abadenn ziwezhañ adarre, evit netra ^^ Breizh-Balkanik, meskaj etre sonerezh reter Europa hag hon hini, gant sikour Erik Marchand hag ur bochad sonerien all. Kalz plijadur hon oa bet ar wech diwezhañ m’hon oa sonet (deuet e oan da Vreizh e-pad 3 devezh, just evit se ^^), ha plijet en doa kalz d’an arvesterien kement-all !  M’ho peus c’hoant gouzout un tammig hiroc’h ha klevet un tammig, kit ‘ta da ober un dro war lec’hienn ar bagad (er pennad diwar-benn BB ez eus video-où ^^)

Setu tudoù, ken ar c’hentañ neuze (pe ken warc’hoazh amañ forzh penaos 😉, ma’m eus amzer e rin war dro unan eus an 10,000 tresadenn am eus da skaniñ/reizhañ/livañ ^^), gant ma kasin an heol ganin eus Iwezhon (ac’hac’ha, piv en defe kredet e skrivfen se un deiz bennak !)

p.s.: lakaet eo bet an troidigezhioù nevez, sañset; gant al labour a zo bet graet an deiz all ez eus bet tizhet ur bazenn ^^ Tamm ha tamm e vo reizhet an holl fazioù ha troet pep-tra (kalz eus ar pezh a chom da dreiñ a zo liammet gant foromoù da skouer, pe temoù resis, sañset eo mat evit an implij pemdeziek ^^), met traoù a vez ouzhpennet ganto bep sizhun ivez gant an nevezentizoù ^^