Ultramarine

2 12 2014

Boh, n’eo ket nevez-nevez, met n’em boa ket e lakaet amañ. Warhammer goud Star Wars, n’eo ket Soubenn ar Geek amañ met Soubenn an Nerd marteze 😉

Ya, ur fanboy Ultramarine divezh on, hahaha, met ar pezh a zo plijus gant bed Warhammer 40,000 dre vras a zo eo digor pep-tra eno. Forzh peseurt istor pe dudenn a fellfe deoc’h kontañ pe grouiñ a c’hellit ober. Ur stergoumoulenn a-bezh a zo da zizoloiñ, milionoù, miliardoù a vedoù ha degadoù a ouennoù a-bep-seurt. Ar Space-Marined (sic) evel an hini amañ-dindan a zo aozet dre Chabistroù mil soudard, ha gellout a ra pep hini ijinañ e strollad mar fell dezhañ (pe chom gant unan bet krouet dija, evel-just). Betek-hen em boa dibabet chom gant ar re vrudetañ (na pegen dibar, haha !), hogen nevez zo ez on kroget da sevel lod nevez, d’o livañ ha da ijinañ o istor. Ur wezh all e vo kaoz diwar o fenn marteze, met evel a lavaren dec’h eo plijus a-wezhoù en em goll en ur bed faltazius…

Ultramarine

(Da geñveriañ gant an dresadenn-mañ marteze, haha. Mont a raer war-raok e doug daou vloaz, emichañs.)

planet3

Planedennoù home-made !

g.s. n’en deus netra da welet : 850 string a zo bet troet ganin hiziv, ha kadarnaet un 230 bennak ouzhpenn. Spi ‘m eus e teuio ar cheñchamantoù war-wel buan.





Brezelvorzhol ?

22 02 2012

Re a Warhammer ? Morse, ma den mat.

(klikidi-klikit da vrasaat)

O pleustriñ emaon c’hoazh war al livañ gant ‘toshop, kentoc’h eget tresañ. Labour ‘zo, hag amzer n’eus ket, met mont a ra war-welaat memestra, goustadig. Ur mare zo dija eo bet graet homañ (rak ur mare zo n’on ket bet evit tresañ, evel a lavaren dec’h). Ma ! Dont a raio. Evit a denn d’ar skeudenn end-eeun, evit ur forom bennak e oa, savet ganto ur Chabistr (?) Space Marines, gant al livioù se.





Tresadennoù ? C’hoazh ?

30 10 2011

Bah ya ! Daoust ma n’on ket bet o skrivañ amañ ez on bet oc’h ober traoù, memestra !

Hag un dro e bed Warhammer am eus graet adarre… Goude bezañ bet awenet gant un istor pe un dresadenn bennak em eus divizet tresañ un Inkizitour (pe un Imbouc’her, marteze ? Ne vije ket un droidigezh fall, d’am meno).

Un nebeud munutennoù da c’houde em boa un tamm brastres :

Divizet am oa e vefe un houarnwisk gantañ (ur gremmhouarnwisk, zoken), hag edo an I bras a-dreñv e benn da aroueziañ e garg (an I barennet, =][=, o vezañ arouezh an Imbouc’h, pe Inkizision neuze, e bed Warhammer 40,000). Ret e oa neuze ‘naetaat’ ar brastres, da gaout peadra da livañ da c’houde, hag ouzhpennañ munudoù:

Evel a welit ez eo bet dalc’het darn vuiañ an traoù ganin, stumm an divskoazh, ar vruched ledan, an doare en deus d’en em zerc’hel, ar vrec’h hag all. Un arm a zo bet roet dezhañ, cheñchet tu d’e benn un disterig hag ouzhpennet kinkladurioù e-leizh. Poent e oa neuze kregiñ da lakaat livioù dezhañ:

Hengounel a-walc’h an dibab livioù, du hag alaouret evit an houarnwisk, livioù a ya mat asambles, ruz evit ar gapenn, ul liv liammet gant ar galloud a-viskoazh (hag an Imbouc’h e bro Spagn, da skouer), glas da gempouezañ ar ruz. Ouzhpennet am eus an tammoù paper ivez, a vez kavet a-vil-vern e bed ‘40k. Peont neuze reiñ un tamm volum d’an dresadenn, gant skeudoù ha gouloù, ha lakaat un tammig gwiadezh enni:

Ha setu, graet an taol, tamm pe damm. Tu a zo da ouzhpennañ ur foñs bennak, un dalenn, met gellout a ra chom e-giz-se ivez. Met dre ma oan gant ma lañs…





E3 – Sony (ha traoù all)

16 06 2010

Hehe, ul logo droch bewech, yessss ^^ Boñ beñ Sony… Sony… Hehe, netra dreistordinal e gwirionez. Move a seblant mont mat-tre en-dro ha sur on e vo c’hoarioù mat, met rik-rak evel ar Wii e ya en-dro, netra nevez, siwazh.

Kinniget eo bet ar PlayStation Plus, ur servij e-linenn dre goumanant, kevatal d’an Xbox Live tamm pe damm. Ur servij evit netra a oa gant Sony dija (evel Microsoft, gant an XBLive ‘silver’), ha traoù ouzhpenn a vo degaset aze (evel Microsoft gant an XBLive ‘Gold’)… Mmmh, n’eo ket gwall zedennus kennebeut, e gwirionez ! Hag an tamm brasañ evit Sony: ar c’hoarioù e 3D, evel just. Arabat disoñjal eo Sony an hini nemetañ eus an 3 a ra skinweloù ivez, ha pep tra da vont tro-dro (ur c’hit surround a zo bet kinniget ganto ivez), gouest int neuze da vezañ sur e yelo mat gant o binviji, ha c’hoant o deus da lakaat an dud da brenañ, evel just ^^ Met goude an 3DS e ra iskis rankout lakaat lunedoù :\

Ar gudenn a oa e gwirionez ne oa ket kalz c’hoarioù ne vezint kavet nemet war PS3, ar pezh a ra n’eo ket ken dedennus marteze. Met ur God of War nevez a vo (war PSP), ul Little Big Planet ivez, Gran Turismo a-benn ar fin (pegeit ‘zo e vez lavaret emañ o tont ! Met e 3D ^^), ha Killzone 3 (3D ivez :p). Da heul prezegenn Nintendo e oa hini Sony, ha ne gomz an holl nemet eus an 3DS ha pegen dispar eo… Setu an dalc’h, diskouez un dra gant fiñvoù goude ma vefe bet diskouezet un doare nevez gant Microsoft, diskouez traoù e 3D goude un dra nevez gant Nintendo (di-lu-ne-doù ^^)… Digarez, Sony, epic fail ar bloaz-mañ.

Met estreget an teir frezegenn-se a zo en E3, eveljust, ha kalz c’hoarioù a vez kinniget gant an embannerien diouzhtu, evit ar PC da skouer (pe an UP, pe UH, ma fell deoc’h :p). C’hoarioù evel Civilizations (ar pempvet), unan eus ar c’hoshañ heuliadoù c’hoarioù strategiezh, Need For Speed, un MMO Fallout (yay !), met un dra all a oa lipous-tre evidon : daou (2 !) c’hoari Warhammer 40,000 ! Ahahaha ! Ma n’eo ket peurc’heekelezh, se ! Space Marine, da gentañ, e-lec’h ma ‘z oc’h ur… Space Marine (petra a lavaren diwar-benn an titloù hag an ijin ? >_<), emgann 100% (there is only war, neketa ?) ohoho, soñjal ? Piv a rank soñjal ?

Met an dra dispar a oa eo bet diskouezet an MMO (d.l.e. ur c’hoari e-linenn gant miliadoù a dud, evel World of Warcraft, da skouer) evit ar wech kentañ ! Warhammer 40K : Dark Millenium Online, neuze.

Oh, ur bloavezh c’hoarioù-videoek e vo ! M’am befe arc’hant xD





Brezelvorzhol 40,000 ^^

31 05 2010

C’hoarioù-video ? Check. Skiant-faltazi ? Check. Moliac’h ? Check. Tremen eurvezhioù oc’h ijinañ penaos gwellaat e urzhiataer ? Check. Warhammer ? Check. Ur sapre geek/nerd on, memestra 😀

Un tamm plijadur mezhus un tammig, livañ boulommigoù, met ur blijadur koulskoude. Evel just ne servij da netra (peseurt hobby a ra ?), ha ker ruz e koust, ya (re ger evit ‘pezh eo, sur a-walc’h)… Met boñ, ne ran ket tunning war ur c’harr na labour dorn em c’harrdi, perak ne rafen ket ^^ Oc’h en em zifenn emaon padal n’eus bet rebechet netra din, na taget na netra, met ur skeudenn fall a walc’h a zo gant seurt dudioù memestra, hini ar skiant-faltazi mui hini ar geek hag ar c’hrennard gorek (ha gorrek, sur a-walc’h :p). Koulskoude eo un tammig evel ar c’hoarioù-video, emañ ar geidenn-oad a-us da dregont vloaz (kalzig a-us, zoken), ha tud a bep seurt a vez o kemer perzh (lavaret e vez, a vouezh-izel, e vefe… merc’hed, zoken !).

Ar pezh a gavan dedennus, ouzhpenn d’an tu ‘arzel’ (hey, ya, memestra, kit da livañ boulommigoù 28mm gant aked !), rak ur sapre daouarn-yod on gant barroù-livañ, a zo ar bed savet tro-dro d’ar c’hoari. Rak n’eo ket ur c’hoari a zo bet savet diwar ur bed met ar c’hontrol, ur bed skiant-faltazi ijinet da dreuskas c’hoari emgannoù moliac’h Warhammer en egor. Hiziv an deiz eo brudetoc’h Warhammer 40,000 (W40k, 40k WH40k…) eget ar c’hoari fantasy, Warhammer (Warhammer Fantasy Battle, WHFB, WFB…). Boñ, n’emaon ket o vont da zisplegañ pep tra amañ d’ar re n’anavezfent ket, un dro a c’hellit ober war wikipedia, e brezhoneg mar-plij, da gaout un nebeud titouroù. Boulc’het e oa bet ar pennad gant ul lisead ha kroget am eus d’e glokaat  Kentoc’h eget skrivañ se div wech e c’hellit mont du-hont neuze. Met ur bed eus ar pinvidikañ eo, kredit ac’hanon, a live gant Star Wars/Trek. N’eus nemet Dune, d’am soñj, a zo ken pinvidik (ar pezh a zo souezhus, dre m’eo labour un den dreist holl oO). Savet eo bet gant degadoù a dud a hed muioc’h eget 20 vloaz bremañ. Levrioù, bannoù treset, ur film o vezañ graet, ha tout-se ouzhpenn da reolennoù diazez ar c’hoari. Evit lavar gwir n’am eus ket c’hoariet un droiad c’hoazh, ha koulskoude on arbennik a-walc’h war ar bed-se, ha kalz boulommigoù a zo o c’hortoz an droiad gentañ-se war ma zaol-labour 😉 Rak plijus eo livañ, memestra, evit an disoc’h tra-ken :

Ar skeudenn e krec’h ar pennad a zo eus ma re ivez, ha brasoc’h eo ar boulommig war ar skeudenn aze eget n’eo e gwirionez. Un nerzh a zo gant skeudenn kadourien dreist-denel en egor oc’h en em gannañ gant klezeioù hag houarnwiskoù divent. Ha n’eo nemet ul lodenn eus ar bed, evel-just, meur a ouenn all a zo (re verr an arc’hant evidon da zastum meur a hini ^^).Pa vo bravoc’h an amzer hag ar gouloù e rin ul poltred a-stroll eus ar re am eus livet betek-hen, ehehe ^^Ur sapre kementad skeudennoù a zo bet livet ha treset da sevel ar bed ivez  ivez, ha meur a levr arz hepken am eus amañ ivez, ouzhpenn d’un nebeud romantoù:

N’eo nemet ul lodenn vihan-tout eus ar pezh a zo bet embannet, evel-just, hag o klokaat ar rummad emaon tamm ha tamm. Lod a zo e galleg ha lod all e saozneg amañ, met e saozneg e vezont skrivet holl (an daou levr bras en traoñ a gleiz hag an hini bras du a-zehoù a zo levrioù artwork). N’am eus nemet ul levrenn eus ar bannoù-treset bet nevez embannet, ret ‘vo din kavout a re all, hehe.  E-pad ur mare e oa bet ganto ur gelaouenn ne embanne nemet arz, bannoù-treset ha danevelloù. Boñ, holl al levrioù se n’int ket lennegezh a live uhel-uhel bepred, hañ, ret mat eo anzav e vezo prenet un tammig forzh petra gant ar re a zo sot gant ur bed bennak, met dre vras ez int dudius, ha skrivagnerien ‘zo a zo mat-tre memestra, hag a c’hounnezh prizoù lennegezh (D. Abnett, G. McNeill, B. Counter…) e rann ar faltazi. Levrioù all am eus, diwar ar bed moliac’h kentoc’h, met nebeutoc’h evit poent, dre ma soñj din ez eus traoù all gwelloc’h hag e chom kalz klaseloc’h ar bed-se (daoust dezhañ bezañ pinvidik ha dedennus ivez ^^). E-giz-se e vez krouet ha ledanaet ur bed a-seurt se, dre skrivañ traoù a-bep seurt. Hag ar pezh a zo mat ganto a zo o deus 10,000 bloavezh istor da implij (da lavaret eo e vez kontet ganto darvoudoù eus ar bloavezhiù 30,000 d’ar re 40,000, tamm pe damm), ha milionoù a vedoù hag a lec’hioù, peadra da lezel ijin ar c’hoarierien da labourat, dezho da grouiñ traoù nevez ivez, bedoù, harozed, istorioù da bep tudenn.Ar c’hoari end-eeun a zo unan brezel, ur wargame, ‘keta (‘There is only War’ eo ger-stur ar c’hoari :p), hag un digarez eo seurt romantoù da ziorren tuoù all ar gevredigezh. Bremañ ouzhpenn-se ez eus ur c’hoari-roll da vat, evel D&D da skouer, e bed Warhammer, Dark Heresy (ya, laouen bepred an titloù ^^).

Lod a skriv istorioù o kontañ an troiadoù ho deus graet gant o mignoned, hag all, dudius-tre e c’hell bezañ ! Ha graet eo pep-tra gant ar grouerien evit ma chomfe kevrinus kalzig munudoù ivez, a c’hell pep hini ijinañ. Gant se on dedennet ivez, met anzav a ran eo gant ar skeudennoù hag ar skeudennaouiñ on bet sunet er bed-se, gant ar feulster teñval, ar c’hredennoù ken feulz all, an dispi hag ar Fall. Rall a wech e vez bedoù ken teñval e pep keñver, n’eus gouenn ebet e-touez an degadoù a zo bet ijinet (gellout a reer c’hoari un 7 bennak, disrannet e meur a du) a vefe ‘mat’, holl int feuls ha gouennelour peurliesañ, brezelour bepred, hag ar re washañ pe dost eo an dud en o zouez ^^ A-fed relijion, kevredigezh ha sevenadur ez eus soñjoù dedennus ivez, war don an ‘ha ma ?’, troet d’an teñvalañ posubl.

Ma vefe da dreiñ kement-se e brezhoneg e vefe ur veaj iskis a-walc’h e donder geriaoueg puilh ar spont, an anken hag ar boan e brezhoneg, ‘m eus aon, kement-se mesket gant ijinañ termenoù nevez evit an ijinadennoù en dazont (40,000 bloavezh, memestra ^^) hag ar gerioù bet cheñchet da lakaat liv ur bed all war an destenn (kunujennoù, da skouer :p). Dedennus e c’hellfe bezañ !