Derc’hel da vont…

5 12 2014

PSX_20141205_130708Ah, un amzer a oa m’am boa amzer, just a-walc’h, ha n’edon ket o redek a-gleiz hag a-zehou evel ma ran bremañ, pe ket kement, d’an nebeutañ. Ma vezen en ul lec’h war ar sizhun, hag ma chomen eno pell a-walc’h da vezañ em aes. Ma, n’eo ket klemm a ran (hepken), mat eo kaout labour ha plijus e chom beajiñ memestra (ma, e Breizh hepken, hañ, n’on ket ken pinvidik/chañsus), ha bep sizhun e vezan en tren etre 10 ha 15 eurvezh. Gellout a ran kadarnaat brud fall an SNCF war an dale, haha !  Keit ma ‘z on yaouank c’hoazh… En tren e c’heller labourat, lenn, kousket zoken, luskellet gant boubou an hent-houarn ha lusk ar c’hrenadennoù. Kemper Landerne, Landerne-Roazhon, Roazhon Kemper… Setu an tric’horn diaoulek ! Ma, diaoulek n’eo ket, hogen diaes eo a-wechoù gouzout pelec’h emañ tra-mañ tra, e peseurt hini eus ho tiez pe ho ranndiez emañ chomet an dra ho peus ezhomm anezhañ diouzhtu-dak ! Pe evel ur maligorn e rankfen bezañ marteze, holl ma feadra war ma c’hein bepred. Diaes a-wechoù rankout sevel abred, bezañ en ti-gar da 6e vintin evit bezañ d’an eur ur wech treuzet Breizh war un tu pe un tu all.

Montourlez, heh

Montroulez diwar ar pont bras

Rak ouzhpenn ar cheñch lec’h emañ ivez ar cheñch bed, hanter ar sizhun er gêr vras, e Roazhon, em ranndi, un hanter all e ti ma zud pe e Landerne, n’eo ket ar memestra evel-just. Ha bedoù disheñvel em fenn ivez, al labour melestradurel hag hini an dezenn n’o deus ket kalz tra da welet (met gellout a ran lakaat un teuliad Word e stumm deoc’h digudenn, c’hac’ha !), ha kentelioù a roan ivez, ur bed all c’hoazh. Se a sonerezh, e Roazhon koulz hag e Kemper, ha mignoned a-bep lec’h ivez. Nag a draoù e gwirionez d’am derc’hel da vont. Ha c’hwi ouzh ma lenn, forzh pelec’h e vefec’h ! Ha war an hent, pe zouar, ter-du pe houarn e vefe, e kaver traoù da welet bepred, traoù brav, ur sav pe ur c’huzh-heol, un asked war ar sterioù, ur porzh dindan an heol, pe c’hoazh un draonienn zianav d’an holl.

Langerne

Landerne, diwar du mat ar ster 😀

En tren e plij din lezel an ijin da vont, a-dizh, buanoc’h eget an TTB emichañs. Eno, evel ma ra da lod er strinkadenn, e teu soñjoù din, eno em eus bet skrivet barzhonegoù hag istorioù, em eus bet savet sonerezh, em eus lennet par ma c’hellen hag em eus kejet gant tud, ivez, a-wechoù. N’eus netra par d’un tren sac’het e-kreiz an noz, etre Kerneblec’h ha Plougollet, evit lakaat an dud da gomz kenetrezo. Profet e vo boued deoc’h gant ar sneuf-neu-neu ma chom re bell an tren difiñv da eur ar pred, na jentil int, neketa ? 🙂 An dieasañ, memestra, a zo n’eus ket amzer da chom. Bezañ dilec’hiet bepred, daosut ma vefe mont a lec’h anavezet da lec’h anavezet, a zo diaes din a-wechoù. N’em eus ket amzer da vezañ sioul en ul lec’h, da gaout ul lusk, ma ‘z an luit d’unan all, d’ul lusk all. Ah, na pegen aes a-wechoù, pegen frealzus un implij-amzer klok, digemm. Ha pegen plijus, war an tu all, ober traoù disheñvel bemdez, bezañ pell eus ar boaz, deus ur bemdez diliv a vefe borrodus re vuan. Un deiz a vo, ha buanoc’h e teuio marteze eget na soñj din, ma ‘m bo keuz d’ar mareoù-se en tren, ma c’hellen beajiñ em fenn a soñj da soñj tra ma veaje ma c’horf a ved da ved, da c’hortoz e klaskin ober ma mad eus an amzer-se am eus evidon c’hoazh.

PSX_20141205_130522

Ti-gar Sant-Brieg, mintin abred





Emvod

15 04 2012

Pennoù-avel o c’hwezhañ kreñv
O barradoù diefedus
War an douar ha don en neñv
O oberoù hag o c’hoantoù

Ha komz ha komz, komzoù goullo
Dibreder pe bred en aner
Berr ar soñjoù pa vez ganto
Blaz ar c’hozh, c’hwezh louedet-kaer

Pe oad karantez an arc’hant ?
Re a dud difoutre amañ
Pa vez gwerzhet c’hoazh d’an amkant
Dazont hor yezh ken gwan bremañ

Hag an hevelep re bepred
O klask lakaat da dalvezout
O fizhoni ken digengred
O brammoù-spered didalvoud

Klevet am eus bet se ivez
Evel an holl bodet er sal
Perak c’hoazh klask gwerzhañ pa vez
Preñved e kalon an aval

Aluzen, aluzen ar paour
Setu petra a chom bremañ
Hag an teñzorioù, hag an aour ?
Mojenn Arzhur, pelec’h emañ ?

Nag haroz nag aerouant
Ne chom nemet an dud diglod
Sec’h o c’halon evel grouan
Pep hini o tifenn e lod

Betek ar re nevez zo kozh
Mirdi an hengounioù kollet
An alarc’h e ziwezhañ poz
War c’hreunvaen o fennoù kalet

Lod a fellfe dezho bodañ
An holl dud asambles, padal
E vezont-int ar re gentañ
O klemmichañ hag o krozal

Hag un nebeud re memestra
O soñjal a-raok digeriñ
O beg bras a-benn dislonkañ
Fallgeusteurenn o c’honeri

.

Me, imoret fall ? Me ? >_>





Levraoueg

8 04 2012

Paper melen, sonioù na vezont klevet ken
Kalet evel greunvaen, don evel ar mor yen
An amzer en ec’hon e-touez al levrioù kozh
Da vouskomzoù laouen, da ganaouenn en noz
Poultrenn ar soñjoù kent ha gerioù dispredet
Ha pajennoù troet ha follennoù joget
O klask trumm en o mesk an awen, ar fulor
Didrouz, tamolodet e tommder an eñvor
Ha kreion war baper evel kan an imbourc’h
Kerdin, kouevr ar preder lezet gantañ e louc’h
Evel da vuzelloù war ma job, ma c’halon
O tarzhañ, laz-seniñ, e gensonioù eson
Kantadoù, miliadoù a vuhezioù dalc’het
An niver, an implij, ar preder disoñjet
Pe lazhet, pe foeltret pa vez dister bremañ
—n’hellan ankounac’haat da zremm— al levr-mañ
A c’halver d’an heol, d’ar gouloù pulluc’her
Eveldout d’am spered, un drouk-kelc’h kabestrer
Da wiriekaat buan lavarenn un hengoun
Da c’houzout ma oa gwir ha ma oa reizh ar c’houn
Ma oa mat da virout lod henskrivagnerien
Pa gouezh war ar paper takennoù an awen
Pa glaskan en aner ma asked er poull hesk
E skleur da zaoulagad, ar bed-holl en o mesk





Fenoz

25 03 2012

Daoust ha distreiñ a ri fenoz ?
Daoust ha gellout a ri ? Penaos,
Pa vo bet freuzet c’hoazh ha c’hoazh
Da galon ha da groc’hen noazh ?

Distreiñ a rin pa ne vo den
Evit rebech d’ar bed bezañ
Evel ma teu, evel ma ya
El levenez hag en anken

Daoust ha chom a ri fenoz ?
Daoust ha digor e vo ar c’hloz ?
Pa vo bet beuzet adarre
Da zivjod gant an daeroù-se ?

Chom a rin-me pa ne vo mui
Da gondaoniñ hag evit barn
Pell diouzh ar fulor, an houarn
Nemet an arzoù hag ar spi

Daoust ha mont kuit a ri fenoz ?
Daoust ha kemm a ra ar boan gozh ?
Pa vo bet trec’h, ur wezh ouzhpenn
Ar ranngalon, ar yenijenn

Mont a rin kuit pa ne vo ken
Evit da c’henel ha lazhañ
Evit da azginivelañ
Ezhomm diouzhin, mabig an Den





Pff

12 12 2011

Boñ, kaer zo din lavar, war a seblant ne zeuan ket a-benn da vezañ reoliek amañ ken ! N’eo ket ken diaes-se kavout un nebeud munutennoù bemdez da skrivañ un draig, memestra, geo?

 

Klask a rin, klask a rin.





Petra

5 11 2010

Petra lavar pa ne chom mui
Nemet didrouz en ho kalon,
Petra ober war-bouez krouiñ
Ul lec’h da glevet an dasson ?
Neblec’h da sevel un dazont.

Petra skrivañ pa n’hellit ken
Kavout doare da frealziñ,
Petra pa n’hoc’h eus ket, zoken
Kalon da selaou an ali
Trouz ar bed-holl oc’h analiñ ?

Petra sevel pa vez rivin
Tour uhel ho prizhkredennoù
Petra pa ne chom da gevrin
Nemet blaz c’hwek he muzelloù
Nemet sklêrijenn du, selloù

Petra lenn c’hoazh pa vez ingal
Ken paour ken treut ho faltazi
Petra pa ne chom ken ar Fall ?
Evit un dister alaziñ
Ez out an dister a lazhi.





Aet on

19 10 2010

Boñ, n’em eus ket lakaet traoù amañ abaoe un nebeud devezhioù (war-bouez hir a respontoù da Barisot), evit abegoù liesseurt, ha n’hellin ket lakaat kalz a dra kent dilun a-zeu d’an nebeutañ, dre ma ne gasan ket ma urzhiataer ganin da Iwerzhon (n’eus ket plas !). Marteze e kavin unan du-hont ur wech ar mare, da lakaat un nebeud soñjoù ha da gontañ ma buhez (oh-so-dedennus), gwelet ‘vo. E-mod all e tozvin ur mega-notenn pa vin distro, gant luc’hskeudennoù emichañs, deoc’h d’ober goap un tammig eus ar Moran oc’h ober e damm furlukin ^^

D’am soñj e vo mat din mont kuit eus ar Stad brein-mañ (ne gomzan ket eus ma stad din-me, evit ur wech :p), gwelet traoù all, daoust ma vefe pell ar Stad iwerzhonat a vezañ direbech. Ma, cheñch aer un tammig, gwelet tud en-dro ha glebor sklas Galway, mmmmh 🙂 Un dra bennak a zo gant Iwerzhon, n’ouzon ket petra re vat, met disheñvel e vezer pa vezer war an enezenn. Ar Fomoire, marteze, per ar boudiged, n’ouzon ket, met un dra bennak a zo. Ha kêr Dulenn, ivez, ma vez gwelet an Istor, hag an istorioù, warni c’hoazh. Un aergelc’h a zo, unan dibar d’ar re all, ha n’eo ket ouezh e vefe bet kement a skrivagnerien o lakaat Dulenn da dudenn, pe da foñs meurdezus ha lous, d’an nebeutañ. Un dra bennak a zo.

Ma, evel-just ne vo gwir kement-mañ nemet ma teuan a-benn da vont da Naoned, kentañ tra (na rankfe ket bezañ re ziaes memestra, d’ar gwashañ-holl e kavin tud en ur c’hoari biz-meud xD), ha, dreist-holl, ma zo dour-tan gant ar c’harr-nij ha ma vez e lezet da zibradañ. Evel-just eo e Naoned ez eus ar muiañ a gudennoù gant an dour-tan, ha n’ouzon ket re petra eo stad an harzoù-labour en aerborzhioù met boñ… Sell ‘ta, setu ur stourm efedus, stankadennoù a servij d’un dra bennak, hep trenioù, hep kirri-nij, hep dour-tan e vez diaes d’ur vro kenderc’hel da vont, hag e pleg ar gouarnamantoù. Hag aze on prest da vezañ hegaset, peogwir e tegaso un dra-bennak. Hep skolioù-meur… E vo pout ar bobl, ar pezh a fell da Sarko ha d’e vignoned forzh penaos, hervez ar mac’hagnañ a reont eus an deskadurezh. E gwirionez emañ stankerien R2 o sikour ar gouarnamant ! Omd ! :p

Ha dre ma vez nebeutoc’h a dalvoudegezh gant un aotreegezh (pe un diplom all) tapet en un hanter-bloavezhiad kentelioù e vo tu d’ober fae war studierien R2, hag e teuo nebeutoc’h a dud eno (ar pezh a zo bet gelet goude pep stankadenn), da lavaret eo e vo nebeutoc’h a dud o stourm, peogwir e vint e skolioù-meur n’o deus ket spered stourm Roazhon 2 (ar spered a zo mat, hañ, an doare a zo null). A-benn ar fin e vo koll ar stourm, ur wech ouzhpenn. Padal e c’hellfemp bezañ penn-araok ur stourm nevez, ha bodañ an dud, kreñvaat levezon hor spered, gwelaat ar vro, ar gevredigezh hag he c’heodedourien, pe klask, d’an nebeutañ. Met ne vo ket, evel-boaz e vo ‘stankaaaaaañ‘, evel ma huchfe lod all ‘braaaaaaaaains‘. Brein-s, kentoc’h.

Gortoz a ran ivez ar mare (a zeuio buan ma n’eo ket deuet dija) ma c’halvo an AG da vanifestiñ evit an dud dibaper, al lojeiz, Haiti, chase ar balumed hag Hadopi, kement ha meskañ pep-tra ha tanavaat ar stourm, hañ. Pe doare ar spagetti eo marteze, bannañ pep tra ouzh ar gouarnamant ha gwelet ar pezh a beg ? Mat eo stourm evit pe a-enep d’an holl draoù-se, ha ret eo en ober, met pep-tra war an dro ? Ne ra nemet morañ pep stourm en ul latarenn distumm ha diefedus. Unvaniezh ha sklaerded, n’eus nemet e-giz-se e ya en-dro, pep stourm d’e dro, efedusoc’h e vezer pa vezer holl gant an hevelep pal. Divide et impera, pa lavaran deoc’h, seul vuioc’h a balioù disheñvel seul ziaesoc’h. Evel-just eo teorikel, met n’eus nemet sellet eus ar stourmoù diwezhañ, hañ, pouf-pouf c’hwitet pep-tra. Gouarnamant Sarko n’eo ket evel hini Chichi, ha kentoc’h eget c’hoari pom-pom-girl dirak ar savadur B e vefe mat paouez gant ar chichioù (see what I did there?) ha bezañ efedus. Mod all e c’heller chom da stankañ betek hor 65 bloaz (67 ? :p), ivez, hañ, kement hag ober, ne vo ket efedusoc’h.

Kroget evel m’emañ e vo stanket ar skol-veur betek ar vakañsoù forzh penaos (d.l.e. e yelo an holl studierien d’ar gêr hiziv goude ar vanif’ ^^, pe pa vo trenioù adarre :p). Ha me o soñjal e c’hwitfen kentelioù gant an tamm beaj-mañ, ahaha, pegen buoc’hig ^^ N’eo ket gwall strik, gant ma vo ur skol-veur c’hoazh pa zistroin, ha gant ma ne vo ket bet re a zistruj (bah ya, distruj hag graffiti-añ an añfioù a zo ken efedus, hag a dorr kement revr ar gouarnamant, wou-c’hoù ! Ha kement hag ober e vefe mat distruj an taolioù hag ar c’hadorioù ivez, hag ar prenistri, evel boaz, hag ar mekanig sncf ivez, Sarko n’hello ket prenañ e vilhed er skol-veur, na pegen añmerdet e vo ! /goap). N’ouzon ket perak ez eus kasoni ouzh ar Skol-Veur gant lod studierien, soñjal a rae din e felle deomp he difenn, un nebeud bloavezhioù ‘zo ?

Ma, ne vin ket aze da respont neuze n’eo ket dav tagañ ac’hanon en evezhiadennoù 😉 Pe ket diouzhtu d’an nebeutañ. Ma, pe grit ha tabutit etrezoc’h :p Me a vo oc’h evañ Guinness, sañset, hag o kaout un tammig craic a-raok distreiñ d’ar vro. Pe marteze e vo stanket an holl aerborzhioù hag e vo ret din chom da evañ Guinness pelloc’h, nag ur vezh e vefe !

Bezit fur, da c’hortoz (emañ Nedeleg o tostaat ! 😉 )





Dazont

9 10 2010

Kizellet a daolioù taer e greunvaen kozh da goustiañs
Delwennoù o zresoù kaer e roc’h didro da fiziañs
Ar re ac’h eus savet din, daoust ma vefe follentezh
Krediñ ken kreñv e c’hellin sammañ pouez da hêrelezh

Na den all ebet moarvat, ken meurdezus ez out bet,
Ne vez ket gwall aes avat kaout soñj eus an tremenet
Pa vezer o stouañ penn, saotret c’hoazh er poulloù du
Pa vez war lufr ar feur gwenn hini fank glas gwenn ha ruz





Toutou !

22 07 2010

Gouelioù Meur Kerne a zo e Kemper er mare-mañ, advadeziet ‘Cornouaille Quimper e galleg pebezh anv null, hag evel bep bloazh abaoe 2003 e vez aozet ur bagad evit ar sizhun en ur vodañ tud a youl vat deuet a vagadoù ar c’horn-bro (pe a belloc’h, lod eus Strasbourg hag Hambourg a zo ar bloaz-mañ ^^), hag evel bep bloazh abaoe ar penn-kentañ e kemeran perzh, tikiji a zo da gaout ! Un doare mat da brientiñ e skevent evit kentstrivadeg an Oriant ivez, hag ar sizhunvezh pleustriñ a vez a-raok. Setu perak neuze on skuizh a-walc’h er mare-mañ hag e vez leun-mat ma devezhioù, rak ouzhpenn d’ar Bagad Festival ez eus pleustradegoù ma bagad din-me, ha sonadeg e Douarnenez warc’hoazh, ha gant Carlos Nuñez disadorn ouzhpenn d’an dibunadegoù a-hed ar sizhun hag an hini hengounel bras da sul… Emaon o kousket war-sav er mare-mañ ^^

Avel zo...





Gââââââ

30 05 2010

Setu ar stad ma oan tamm pe damm o tistreiñ d’ar ger… Hag o sevel mintin-mañ… Pe goude-merenn-mañ kentoc’h >__< Ha dre ma ‘z omp un eurvezh en araok war Iwerzhon amañ on kollet un tammig a fed amzer ! Un jet-lag un eurvezh, gant ar vezh… Un nebeud gwastilli ouzhpenn hag en em santin er gêr da vat. Crumble hiziv (per-chokolad, evit cheñch ^^), gwelet vo ‘vit warc’hoazh ! Vakañsoù-soù-soù ! 😀

Spi ‘m eus emañ mat an traoù ganeoc’h diouzh ho tu !





Kêr madig kêr

13 04 2010

Ooooh Breeeeeeeeiizh ma broooooo… nanaaaaa nanaaaaaaaaaaa ! Hum, ya, er gêr emaon ^^ Boñ, mont a ra, n’eo ket re yen an amzer, 8/10, lakaomp. Kement a dud o komz galleg amañ, kalz re a douristed ! ^^

Mat eo bet ar veaj, en a-raok evel boaz (ah, kalz traoù a c’heller rebech da Ryanair, met ket se ^^), plijus eo adkavout e wele (kousket a reer mat ennañ 😀), e familh, ha boooooouuueeed !  Boued maaaaaaat kentoc’h, zoken (ya, devezh ar vogalennoù hiiiiiiiir eo ^^).

Mat, emaon o venel kousket dija neuze ne chomin ket re bell, kroget am eus da labourat war un dresadenn pe ziv, emaon o lenn ul levr a vurutellin marteze, emaon o skrivañ ha selaou eus sonerezh a vurutellin marteze ivez, traoù a vo amañ. Meeeeeet (!) ket fenoz. N’ouzon ket m’eo an jetlag (un eurvezh, youc’hoù !) pe ar fed c’hoarzhin a -hed an devezh (mammig+c’hoar = fentigelloù nullañ ar bed, hag an devezh kentañ eo hepken ^^), hogen brevet on da vat (ha n’eo ket ar bak). Farsus eo memestra, gellout a rit chom pell eus ar gêr, pa zistroit e vez an traoù evel a-raok, zoken ma n’int ket. Seblantout a ra pep tra mont aes hag anat, peogwir eo ho familh, ha peogwir n’eus ket da zisplegañ. Emichañs emañ e-giz-se gant ar vignoned ivez. Piv ‘oar, marteze en em gavin gant tud n’am eus ket gwelet abaoe 15 vloaz un deiz bennak, hag e vo pep tra evel a-raok. Daoust ha sin ur gwir vignoniezh e vefe ? Ma, n’on ket e soñj gortoz pemzek vloaz evit gouzout, met ma c’hoarvez e lavarin deoc’h ^^

Talvoudus eo kaout ul lec’h ma c’helloc’h distreiñ bepred. Lavarout a raen ne oa netra gwelloc’h eget mont d’an estrenvro evit dizoloiñ pegen kar oc’h d’ho pro… Ar memestra evit ar gêr, war a seblant.