Motherfouzhing Star Wars !

30 11 2014

Gwelet ho peus an trailer evit ar Star Wars nevez ? Ar seizhvet hini ? Ma n’hoc’h eus ket, kit d’en ober diouzhtu ! Gant un nebeud eilennoù (88, ez ofisiel) e vo disoñjet al lodennoù I, II, ha III ganeoc’h, ha ne voc’h ket evit gortoz miz Kerzu ar bloaz a-zeu (ya, ur bloavezh a-bezh da c’hortoz !). Dreist eo pep-tra, an aergelc’h, an neuz (kozh hag implijet), an distro d’al lunelloù ha d’an traoù savet evit gwir kentoc’h eget dre uzhiataer hepken, sonerezh Williams evel-just (sonerezh nevez, ouzhpenn-se), ar Falc’hun Millenium, an X-Wingoù nevez… Pep. Tra. Hag ar sabrenn-lazer never ivez, na! (bez e oa diouzh seurt sabrennoù er bannoù-treset dija, heh, n’eo ket dav tufañ war JJ, alato). D’am soñj e vo mat. Ya, ret eo d’ar film bezañ mat… Me ho ped… Aaaaaah ! N’hellin ket gortoz !

D’am soñj n’hellan ket lavar pegen entanet on ken mat ha gant ur gif (tumblr, setu-me !), ha n’em eus ket kavet ken sklaer ha gwir hag hemañ-dindan :

When-the-new-Star-Wars-Teaser-came-outOh ya, oh ya, Star Wars ! Lod ac’hanoc’h o do soñj eus se marteze e plij SW din forzh penaos ha forzh pegement :

BaS

Bloavezhioù war-lec’h ha ma lakaat a ra da c’hoarzhin c’hoazh (ya, n’eus ket ezhomm a galz tra).

Laouen on o welet e tistro ar skiant-faltazi hag ar space-opera diouzh ar c’hiz mui pe vui. Goude Edge of Tomorrow, Oblivion, pe c’hoazh Gravity emañ deuet Guardians of the Galaxy (a zo ur space-opera ma ‘z eus unan), a zo ennañ ur RAKOUN A GOMZ, memestra ! Rocket Racoooooooon !

raccoon

Ha gros eo war ar marc’had 😉

Interstellar da c’houde, war an tu skiantel kalz muioc’h daout ma chomfe un istor dizoloiñ ha ergerzhiñ e gwirionez. Sot on bet gant an dibaboù graet gant Nolan a-fed neuz, ar pouezelloù-gouloù mod-kozh, ar skrammoù ulliv, ar robotoù karrez penn da benn, hag all. 2001-ek penn-da-benn, ur bamm. Hag an egor, evel-just.

interstellar

Deoc’h da gaout soñj memestra, ne oa ket vil-put GotG kennebeut, daoust ma oa war an tu faltaziek kentoc’h eget an tu skiantel, evel ma tere d’ur Space-O (oh ya, babeh~, kalz re diouzh ar c’hiz on me ivez) :

Evit filmoù a-seurt-se e talvez ar boan c’hoazh mont d’ar sinema, d’o gwelet war ur skramm bras. Fentigelloù ur film farsus a vo ken farsus all war skramm vihan ur skinwel pe un urzhiataer, met pe Avatar, pe C’hravity, pe Interstellar e vefe, ne c’hell bezañ ken saourus d’ho taoulagad nemet pa vezont peurveuzet er skeudenn (ha c’hoazh, n’on ket bet o welet Interstellar en un Imax…). Un abadenn eo, hag arabat disoñjal pegen dreist e c’hell ar sonerezh bezañ ivez e seurt filmoù (ah, Zimmer…).

Ya, bugel on chomet sur ‘walc’h, bammet gant bedoù arall, dudiet gant euzhviled hag harozed, oc’h hunvreal eus an egor c’hoazh, hag eus marvailhoù da zizoloiñ. Ha ne ran van, keit ha ma vo krouet traoù brav ha dizoloet ivez pegen brav e c’hell ar wirionez bezañ e vin laouen o vezañ bammet ha bugel ur wezh c’hoazh.

Ar paour-kaezh kaouenn a zo dall, ha kement a stered en he daoulagad koulskoude…

Hag evit echuiñ, koulz war ar skiant-faltazi ha war marvailhoù ar gweledvaoù-egor, setu Wanderers, un tamm berrfilm brav-eston a ra tro an Etrerouedad er mare-mañ. Mouezh Carl Sagan a glevoc’h enni (diwar Pale Blue Dot, a zo ret deoc’h sellet outañ ma ‘z oc’h dedennet gant an egor pe ar skiant dre vras un disterañ), ken plijus bepred, hogen ar skeudenoù eo a zo ar bammusañ. Da welet en HD ha leun ho skramm, evel-just.





Ur gerig hepken

27 12 2010

Ya, disoñjet ‘m eus hetiñ un Nedeleg laouen deoc’h! Gant ar vezh. Ma, gant an tad-Nedeleg em eus bet ur sklentenn c’hrafek vihan (da welet ma plij din labourat gant seurt traoù, kent prenañ unan ‘pro’, a zo ker, memestra ^^), un dresadennig neuze, din da bleustriñ un tammig gant ar benveg nevez se ^^ (cf. an dresadenn ziwezhañ en notenn gent, ivez ^^)





Sonerezh ha testennoù

7 12 2010

Gizioù a zo gant ar video-où sonerezh ivez. Gellout a rafed divinout peseurt doare sonerezh a zo gant un arzour dre sellet eus ar video ofisiel hepken  (siwazh), met lod gizioù a zo dedennusoc’h. Set amañ daou am eus kavet nevez ‘zo, a gavan simpa a-walc’h (boñ, ar sonerezh… a blij pe ne ra ket, lakaomp ^^)…

An hini kentañ:

hag an eil:

N’eo ket diaes gwelet ar pezh a zo boutin d’an daou, ha ne vefen ket souezhet o teskiñ eo bet graet gant an hevelep tud ^^ Met dedennus o c’havan dre ar pouez a lakaont war ar gerioù, ar pozioù, ha dre-se, war ar ster, kentoc’h eget kinnig tud o tañsal hepken (ouais, super…) pe un istor bennak ne seblant liammet e doare ebet d’ar ganaouenn (ar pezh a c’hell bezañ dedennus ivez, met perak na ober just ur film, neuze ? oO). N’eo ket fall kennebeut evit ar re ne gomprenfent ket ar pezh a vez lavaret, hehehe.

N’ouzon ket m’ho peus bet gwelet lod all a-seurt-se ?





Sul #20

4 07 2010

Sul dija ? Eh beh… Da vezañ imoret mat da gentañ, un nebeud munutennoù eus buhez ur vaot :p

Ar wech diwezhañ e oa bet graet goap eus Zelda, setu Conan: the Musical bremañ 😀 Ha peogwir ne vez morse a-walc’h a Star Wars e c’heller ober goap eus Luke ivez, gant ur remix eus komzoù ur film gant skeudennoù egile ^^ (evel just n’eo farsus nemet ma anavezit IV, V, VI dre eñvor :p)

Komzet e vez kalz eus an efedoù a c’heller ober er filmoù dre urzhiataer bremañ, ha pegen gwirion e c’hellont bezañ, met chom a ra lod a ra gwir efedoù c’hoazh, ur maskl e lateks peurwirion, da skouer (war bouez ar beg a zo iskis e seblant pep tra gwir a-walc’h memestra oO). Lod all a ra traoù… n’int ket ken gwirheñvel ^^ Brezeliñ gant armoù e karton, da skouer ^^ Hag al live a-us, ar c’harr-hobregonet e karton ha pvc :p

Ha peogwir ez eus traoù brav ivez, Your secret, ur film diwar ho penn, pe evidoc’h, d’an nebeutañ.





Sul #19

28 06 2010

Ya, ar sul a zo evel ar gwastilli en ti-mañ, pa ne vez ken e vez c’hoazh (Tiramisú ar wezh-mañ ^^) N’am eus ket bet tro da lakaat an dastummadig liammoù sizhunvezhiek dec’h, hiziv e vo neuze ^^

Me zo sur n’ho peus ket bet a-walc’h a Star Wars ar wezh tremen, setu unan all neuze, un TB-TouTou, mar karit (ya, e galleg emañ ar c’hoari-gerioù, iskis e vefe e brezhoneg :p, met gwelet e vez oc’h ober TB-TiTich :D). N’ouzon ket penaos eo bet graet, gant un urzhiataer hep mar, ha setu un dra alla a c’heller ober gant un urzhiataer, da ziskouezh pegen galloudus e c’hell merañ ar gouloù hag ar fizik bezañ er c’hoarioù-video bremañ (ha dont a ra a benn da lakaat brikennoù o tañsal da vezañ brav oO), ha bruderezh eus an dazont, ivez.

Ha keit ha m’emaomp gant bruderezh, setu ar pezh a c’hoarvez pa vez mesket Pixar ha Google ^^, hag amañ amañ ar pezh a c’hoarvezfe ma yafe Apple re bell [NSFW] :p

M’ho peus c’hoant un tammig barzhoniezh kentoc’h e c’hellit dont d’e glask amañ, ijin a zo gant tud ‘zo, memestra. Hag e keit-se ez eus tud a ra traoù digredu, evel ur film Batman a 30 munutenn a dalvez ar boan gwelet. N’ouzon ket peseurt budjed o doa met waow. Hag en un doare all penn-da-benn, The Legend of Awesome, d’ober goap eus Zelda un tammig (PETRA ? eme ar c’heekezig :p), c’hoarioù video all a zo goapaet gant an hevelep re, mar klaskit traoù awesome ^^





Sul #18

20 06 2010

Un tammig Star Wars da gregiñ? Ur bern c’hoarioù video a zo bet, hag a vo c’hoazh, ha filmigoù brav a zo bet krouet evito ^^ Setu amañ an teaser evit The Old Republic, un MMO da zont, ur filmig gant sabrennoù-lazer, kloned, robotoù Sithed (sited ?), un Jediez (Jedayez ?) hag he deubeul-sabrenn-lazer, etre fin an trede ha penn-kentañ ar pevare, war Alderaan… Nerdgasm (Starworgasm ?). Ha ma n’eo ket a-walc’h evidoc’h ez eus un arzh o c’hoari gant ur sabrenn-lazer amañ (n’eus nemet efed ar sabrenn a zo ouzhpennet, ar pezh a ra da vat a zo zouezhus dija !). Ha un tammig choazh, ar pennc’heekelezh, ur meskaj Lost ha Star Wars :p (Locke gant ur sabrenn lazer = epic win ^^)

Keit ha m’emaomp gant an traoù geekel, setu tudennoù Aotroù ar Gwalennoù e feur evit ho pabiged ^^ (freaky, memestra :p). N’eo ket geek a-walc’h evidoc’h ? Mmmmh, un den o tisplegañ penaos o deus lakaet ur robot da c’hoari bilhar, marteze ? 😀 Ha penaos e vefe ma vefe graet ar pezh a ra un urzhiataer hiziv an deiz gant an dorn ? (farsuoc’h eo ma ouzit peseurt trouzioù a ra ur Mac ^^)

Ale, pellaomp eus ar geeked iskis-se, deomp da welet un deiziadur pin-uped noazh kentoc’h, a ziskouez pep tra da vat (na vezit ket aon, n’on ket troet da sot memestra ^^). Mmmh, kement ha bezañ gant an traoù iskis, evit ar re n’hellont ket dibab etre CD ha Vinyl, setu unan en eus lakaet an daou war an hevelep pladenn 😀

E mod all e vez atav an dud a fell dezho sikour a laka an traoù da vont falloc’h: Smoking Will Kill You, ur berrfilm plijus a-walc’h.

Setu holl, folks ^^





Sul #17

13 06 2010

N’ouzon ket m’ho peus merzet, met diouzh ar c’hiz emañ an ‘infographics‘ er mare-mañ, ar skeudennoù hiiiiir peurlisañ  gant ur bern tirouroù diwar benn un dra bennak resis. Setu unan amañ a zo graet mat-tre diwar-benn an Douar, eus penn ar menez uhelañ d’an donañ islonk er mor bras. Hir-mat eo ar skeudenn ^^

Lod o deus re a amzer dieub ivez war aseblant, hag a ijin hag a glask gwerzhañ forzh petra, ur gravatenn da c’hwezhiñ, da skouer, evit kousket e-kerzh an emvodoù :p 20$ memestra ^^

Ar re a sellet ouzh Futurama a oar marteze e krogo ar 6vet bloavezh er Stadoù-Unanet a-benn nebeud, hag un diverrañ eus ar pemp kentañ a c’heller kavout e 7 munutenn amañ, kontet gant Zap Brannigan. ‘Mod all, mod all, ur robot droch amañ (met n’eo ket Bender ^^), ha Japan ken sot ha biskoazh.

A-hend all emaon o sellet eus an holl Cowboy Bebop er mare-mañ, n’am eus ket bet tro da zizoloiñ kalz tra all neuze ^^ Met setu amañ ur marc’h-tan tredan (pe ur marc’h-tredan, marteze ^^), 200 GK, muioc’h  eget 200 km d’an eur; ur batri gant rodoù, kwa ^^ Daoust ha talvezout a ra ar boan klask ijinañ traoù a-seurt-se ?

Ar c’hamerien amañ o deus anavezet Mortal Kombat hag e feulster digredus (FINISH HIM!!) a c’hell kaout un tañva eus ar berrfilm savet da glask kendrec’hiñ ar Warner da reiñ grifoù evit ur gwir fim (FATALITY!!). Feuls ha gwadek, Mortal Kombat penn-da-benn. Hag un nebeud devezhioù war lec’h ez eus bet gwelet un trailer evit ur c’hoari nevez eus ar rummad, just a-walc’h.

Mmmh, warc’hoazh e krog an E3, kaoz a vo a c’hoarioù-video amañ marteze neuze (n’eo ket sur, gant an diforc’h eur e vo diwezhat ^^), gwelet ‘vo !





Sul #16

6 06 2010

War a seblant emañ al Legoioù diouzh ar c’hiz er mare-mañ war ar gwiad ! Da gentañ ez eus bet skeudennoù, goude-se ur mekanig na servij da netra (met digredus a-walc’h, eizh unutenn oc’h heuliañ hentig un nebeud bolotennoù a-dreuz an hentad lego-technic !), ha setu ur voullerez, bremañ !

E mod all ez eus ijin gant ar puboù c’hoazh, honnez da skouer, evit LG, a zo ur gwir berrfilm, un istro a-bezh hep komzoù, padal e ped adidas ur bern tud vrudet (euh, sañset, n’anavezan ket ar sportourien :p) e-barzh unan eus tammoù mojennel (sic) Star Wars, ar c’hantina, evit brasañ plijadur ar re a fellfe dezho gwelet un doare all c’hoazh gant Greedo da vervel ^^

Gouzout a ran e vefe poellekoc’h lakaat seurt liammoù da vintin, ma fell deoc’h o gwelet e-kerzh an devezh… Mmmh, ret e vo din prientiñ-se gwelloc’h :p Met n’on ket boa c’hoazh gant tizh digredus (ahem…) internet amañ, keñveriet gant Galway, ha kalz hiroc’h eo sellet eus 10 000 film 😉 (n’eo ket evit netra em boa kroget d’ober kalz muioc’h du-hont ^^).





Sul #15

30 05 2010

Mmmmh ! War a seblant em boa ezhomm eus un hir a nozvezh c’hoazh ! Gaaaargl. Ur boud noz on marteze, ha marteze ivez emañ ma c’horf o klask lakaat ac’hanon d’en kompren ! Kooooouuusssk e-pad an deeeeeeiiiiz…, emezañ ^^ Evel just n’em eus ket bet kalz amzer da straniñ war TEH INTERWEBZ, evel ma lavarfe kizhier a anavezan, met un nebeud traoù memestra :

  • Ha me soñje din e oa marvus an cheesecake… gwashoc’h ‘zo ! Ur skeudenn eo  hepken, pe un heuliad skeudennoù kentoc’h, hogen pa yan d’ober un dro war YouTube e kinnig video-où rekipe din diouzhtu… Daoust ha ken anat eo e plij ar sukr din ? Tsss !
  • Switch, un dresadennig-vev (ha chomit betek ar fin !)… Plijout a ra ar stil tresañ din kalz, ha fent a zo ^^
  • M’ho peus gwelet Iron-Man e kavoc’h Iron-Baby ken fiskal all (ha ma n’ho pefe ket gwelet ar film, zoken ^^); souezhus eo pegen mat eo graet e gwirionez ^^
  • Ijinourien Dyson o tiskouez an traoù droch a c’heller ober gant o ijinadenn ziwezhañ, ur avelaer diviñs (a zo brav hag a seblant efedus, ez teorikel ^^)
  • M’ho ‘peus prenet un iPad (gant ar vezh, petra an diaoul ‘maoc’h o vont da ober gant se ?) e c’hellit ober gant an doare-mañ d’e implij ha d’e stagañ e pep lec’h ! Youc’hoù !… :p
  • Ma ‘z oc’h bet o straniñ dre amañ hag o klikañ war al liammoù a lakan da sul e ouzit marteze e plij ar filmoù n’ho deus ster ebet din a-wechoù… Setu unan all neuze, a zo graet brav, evel gant paper 🙂 (ha ret eo din deskiñ seniñ gant ar piano)
  • M’ho peus anavezet ar c’hoari Worms (piv n’en deus ket !) e vo c’hoarzhadeg amañ (ha sellit eus lod all graet gant ar memes tud, lod a zo ken farsus all ^^)




Sul #14

23 05 2010

Oho, traoù am eus da gontañ deoc’h ! Emaon o vont da gousket da gentañ (ezhomm ‘zo), ha gwelet ‘vo se warc’hoazh 😉 Un nebeud filmoù ha video-où a-bep-seurt da c’hortoz :

  • Bruderezhioù ‘zo o deus ijin, pe a zo graet mat d’an nebeutañ, unan all, unan all c’hoazh (n’eo ket bemdez e vez Michael Bay oc’h ober goap outañ e-unan ^^), hag ur pevare (div evit priz unan, e gwirionez, sapre Peugeot ^^)
  • Lod all o deus ijin evit klipoù o c’hanaouennoù
  • Fly, ur filmig graet gant ar studio a ra Wallace ha Gromit (met ket e toaz-merat ar wech-mañ ^^), doareoù mat  a zo d’en em zizober eus ur gelienenn… Ha lod n’int ket ken mat 😉
  • Emañ ar robotoù o tont; ha pa ne vint ket laouen ken… :p
  • Tu a zo da cheñch ster kalz traoù gant un dibab lodennoù ha sonerezh 😀
  • Unan eus ar bravañ tresadennoù-bev am eus bet gwelet, ken simpl ha ken brav ❤ (ha skiant-faltazi ^^)
  • Ha kement ha bezañ gant skiant-faltazi, m’en doa plijet an Alien versus Predator-où deoc’h (mmh, nanar serie B, evel-just, met ne oa ket re fall an hini kentañ :p) ez eus bet graet ur filmig 20 munutenn gant un den, un den ha 500 dollar, ha n’eo ket fall tamm ebet !




Sul #13

16 05 2010

Hop, hop, un nebeud liammoù buan ha buan, kent din lammat betek ar gegin evit ur wastell nevez (ya, c’hoazh ! ) ha kenderc’hel gant ma labour…

Filmoù:

  • Up vs Gran Torino, ya, mont a ra mat mouezh Clint d’an tadig-kozh eus Up ^^
  • Pop, pop pop pop goes the world ? ^^

Lec’hiennoù :

  • Stereotypes, un nebeud kartennoù diwar ar pezh a lavarer eus hon amezeien. Ma plij seurt konerioù gant kartennoù deoc’h ho alian da vont d’ober un dro war Strange Maps, a ginnig traoù digredus a-wechoù ^^
  • Speed of Light, un diskouezadeg savet diwar lazeroù (klikit war ar skeudenn evit cheñceh anezhi), traoù brav-tre a zo, ha lod all fentus a-walc’h (ar gourvez-vank, da skouer ^^)
  • Dubai, ur skeudenn 45 Gigapiksel. GIGApiksel !! N’eus ket kalz a dra dedennus da welet, siwazh, met gellout a reer tremen eurvezhioù o pourmen enni !

N’eus ket kalz a dra met n’am eus ket amzer evit straniñ er mare-mañ dre ma klaskan bezañ sirius (!). Gwelloc’h e vo a-benn un nebeud devezhioù, pa vin e vakañsoù da vat (Yiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiic’hoooooooù !)





Sul #12

9 05 2010

War a seblant n’on ket an hini nemetañ o kaout poan da sevel da vintin, hirik eo Alarm, met graet brav, hag ar penn-kentañ a zo ur mintin moranek penn-da-benn ! Ma, n’on ket d’ar poent-se c’hoazh marteze, met ‘maon ket pell.

Lod a ra traoù digredus gant paper : Airplane, lod all a ijin buhezioù d’ar paper-se en ur vevskeudenn Harcover & Paperback, padal e vez lod oc’h en em zizober anezhañ penn-da-benn, hag o skrivañ war ar mogerioù (met m’eo ken efedus an diverkañ hag an taolennoù velleda hon oa er skol…)… Kentoc’h eget ijinañ traoù e c’hellit bezañ enno, e-barzh Star Wars, da skouer, m’ho peus skeudennoù diouzhoc’h hag un nebeud mignoned (pe Avatar pe Iron Man, m’ho peus ur webcam, met n’eo ket ken farsus hag o kwelet er film da vat !).

Hogen lakaomp e fellfe deoc’h krouiñ, da vat, kit d’ober un dro war lec’hienn Aviary, a ginnig un doare photoshop en-linenn (gant gwiskadoù ha tout !), ur poellad da labourat gant sonerezh (ha traoù dispar a c’heller ober, gant n’ouzon ket pet ‘kanol’ disheñvel) hag un nebeud re all. Graet mat-tre, efedus-tre, brav an taol. En desped da se,  keit ho po c’hoari gant photoshop hag efedoù, a-wechoù e teu an natur da adkas da soñj deoc’h n’oc’h eus ijinet netra (ah, m’am befe 1/100 eus donezon al luc’hskeudennerien-se ! ^^) Reiñ a ra c’hoant din mon da bourmen, sell ‘ta ^^

Hag evit ar re o defe soñj bezañ c’hoariet pokemon war o GameBoy: a wild airport appears !





Sul #11

2 05 2010

Ur mare zo em boa liammet ur film bet graet gant ur benveg luc’hskeudenniñ (Canon 5D, miam !), ha war a seblant ez eus berzh ganto peogwir e vezont kavet muioc’h-mui ! Daou amañ, gant an hevelep aozer : Feelings hag Ashes, filmoù mut, en ur mod, enno trivliadoù ha sonerezh, ha skeudennoù brav. Met war a seblant o deus divizet ober gwelloc’h, setu unan bet filmet e HD… gant ur pellgomz ! Boñ, neo ket kalz a dra, hag un taol bruderezh evit Nokia kentoc’h eget ur gwir film met… whoa ! Digredus a-walc’h… Ar wech a zeu ma teuio Nessie pe un alien d’ober un dro e vo diaes dezhañ kuzhat, dreist-holl pa zeuer a-benn da filmañ traoù diouzh noz hep implij gouleier all eget re ar straed : Nocturne, lusket, digomprenus un tammig, plijus-tre, ha sklaer-tre ar skeudenn. Ah, teknologiezh !

Marteze eo en aner penn-da-benn, hañ, ken aes eo bremañ ober traoù dre urzhiataer, tresadennoù-bev, da skouer : Alma, ooooh, creeeepy. Pe bruderezhioù graet mat : And then there was Salsa (anzav a ran n’em eus merzet netra a-raok ar fin o_O )… met tamm ha tamm e tostaer muioc’h-mui da draoù gwirion, zoken ma kendalc’her da hunvreal: Steel Life, n’eus titl gwelloc’h ebet da vezañ kavet evit hemañ, metal ha barzhoniezh ^^, pe c’hoazh Artificial Paradise, petra a glaskfed ma vefe digor deoc’h holl gouiziegezhioù Mab-Den ? Ar pezh a zo bet kollet, marteze.

Met e gwirionez… Ez omp erru d’ar poent dija ma n’eus ket ezhomm eus an diavaez, war a seblant : The Third & The Seventh, en enor d’an daou arz-se, tisavouriezh ha sinema. Hep lenn an diskrivadur n’em befe ket kredet e oa graet dre urzhiataer 100%. Kant. Dre. Gant… Beuh, poan am eus o krediñ (zoken m’eo anat er fin, ha graet a-ratozh emichañs. Ne ‘c’hoarvez’ netra ennañ, met pegen brav ar skeudennoù (hag ar sonerezh). Anzav a ran eo bet ret din klask ma javed war al leur e-pad ur mare (poent eo renkañ ar gambr-se) goudebezañ gwelet pegen pell eo erru an efedoù a c’heller ober… Betek ar mare ma c’hellimp sevel ur bed dre urzhiataer ?

Koulskoude n’eus ket ezhomm eus skeudennoù gwirvoudel bepred evit ober ur filmig dispar: Procrastination, ohoho, pegen gwir ^^ Ha dre gavout traoù all da ober kentoc’h eget labour (c’hem…) e kaver lec’hiennoù da seniñ piano, ha koll un nebeud eurvezhioù oc’h ijinañ un ton (klask a rin enrollañ ^^), hag ur veaj dre lec’hiennoù brudetañ ar WorldWide Web gant La Fontaine, lod o deus ijin !





Sul #10

25 04 2010

Boñ boñ boñ, gant bordel bras ar sizhun-mañ em eus ezhomm amzer a-benn adtapout al lusk, war a seblant ! Met plijus adkavout an dud amañ, ha mont ‘maez ivez ^^ Netra gwelloc’h evit gwellaat an imor, neketa ?
Ma, n’em eus ker bet kalz amzer da sellet eus kalz traoù, hag un darn vras eus ar pezh am eus sellet a oa diwar-benn StarCraft II (miam, ur c’hoari-video a c’hortozer abaoe 10 vloaz ^^) ha Photoshop CS5 (da lavaret eo an hini a zeu, a zeu er-maez a-benn un nebeud devezhioù hag a zo digredus, me lavar deoc’h !), da lavaret traoù ne zedennfent ket kalz tud amañ ^^

Un nebeud traoùigoù memestra:

  • Space Monkey, graet gant WWF, soñj o peus eus ar varmouzed a veze kaset en egor ? Emañ unan du-hont c’hoazh ^^
  • When it Will Be Silent, skiant faltazi ? Iskis a-walc’h, ur bed… eee… goudeapokalipsel ? ^^’ N’eus ket kalz ‘istor’ da vat, ur film aergelc’h kentoc’h…

e saozneg 

  • The Raven, ur film a ra trouz war ar Gwiad er mare-mañ, skiant-faltazi, $5,000, efedoù graet mat a-walc’h… Plijus ‘m eus kavet, daoust m’eo berrig, hag e vefe ret ober un heuliad, a-dra-sur.

Hag evit echuiñ…

Seeeeeetu, warc’hoazh: labourat.





Sul #8

11 04 2010

Hop hop hop, emaon diwar-dizh, ha n’am eus ket kalz amzer ^^ Emañ Dr. House war ar skinwel ouzhpenn-se ! Un devezh brav ouzhpenn, d’am soñj emañ Iwerzhon oc’h ober goap ouzhin da vat ^^ Penaos emañ an amzer e Breizh ? Tro am eus bet da sellet eus un nebeud traoù memestra… Setuuuuu :

Filmoù :

  • Paralell lines, ur soñj a gavan dispar a-walc’h, 5 film disheñvel mik met gant an hevelp komzoù. N’eus ket kalz anezho, gwir eo, hag evit ober bruderezh evit skinwel nevez phillips eo, met ur sapre live a zo, ha diskouez a ra enaos e c’heller ijinañ ur bern traoù diwar an hevelep diazez. Un tammig pounner al lec’hienn (muioc’h eget un tammig), met gellout a rit dibab yezh an istitloù. Mod all e c’hellit gwelet ar filmoù war youtube :
  • Pixels, unan a ra trouz war an etrerouedad er mare-mañ ^^ Taget ar bed gant pikseloooooù ! Aaaarg ! Ur redi sellet outa@ evit an disterañ geek.

e galleg

  • Fard, dis-par. Mont a ra pelloc’h eget un dresadenn-vev hepken. Pebezh ijin, ha pebezh stil, ur sapre labour, me lavar deoc’h.
  • Skhizein, ken dispar all. Un den o vevañ da 91 kantimetr  dioutañ. Iskis, hañ ? Kit da welet a-benn kompren ^^

e saozneg

  • The Matrix Runs on Windows, anat a-walc’h an titl, d’am soñj ^^ Pa sonjan e oa deuet ar film e 1999 ! Er skolaj e oan c’hoazh 🙂

Sonerezh

  • I Gotta Feeling, gant skipailh Collegehumor ivez, oc’h ober goap eus kanaouenn ar Black Eye Peas… Sarpant-niiiiiij !

 Setu setu, ret eo din echuiñ gant ma fakañ… Dont a benn da lakaat ar muiañ a draoù posupl er bihanañ plas >__<





Sul #7

4 04 2010

Sul fask hiziv, ha pedet tud ganeomp, un doare meskaj etre hengounoù Iwerzhon, Aostria, Breizh ha Bro-C’hall. Plijus-tre an devezh daoust d’ar glav ^^ Gant ar c’hudennoù a zo bet gant ma Internet ez eo bet diaes un tammig mont da ziskoachañ filmoù, lec’hiennoù pe traoù all… Afi, sed aze un nebeud re memestra 😉

Filmoù:

  • Trichrome Blue, ah, barzhoniel, plijout a ra din a vez labouret war ar sonerezh hag an trouzañ…
  • Kiwi!, kozh a-walc’h bremañ, met evit an nebeud re n’ho defe ket gwelet dija ^^
  • Okatapodi, savet e skol ar Gobelins e Pariz, awenet gant Pixar hep mar, bet tapet un oscar gato e 2009 war a seblant ^^ farsus-tre 😉
  • Monstera Deliciosa, ha tud donezonet a zo forzh pegement er Gobelins, just a-walc’h ^^

sonerezh:

e saozneg:

  • Cs5: Content-aware fill, pe penaos e vo faosoc’h c’hoazh ho luc’hskeudennoù gant doare nevez photoshop; video-où all a zo war al lec’hienn, mar fell deoc’h gwelet muioc’h a draoù digredus oO (betek gellout keginañ ?)
  • g., un den a fell dezhañ nijal, en un doare disheñvel. Plijout a ra kalz an doare filmañ hag an aergelc’h din ^^
  • RE: Monday, digromprenus, tenn, n’ouzen ket petra soñjal eus ar fiml-se betek ar fin. Met kenderc’hel a raer da sellet, tapet an higenn er spered.

Lec’hiennoù:

  • Ma bed divyezhek, lammet Stefan e-barzh ! Done mat dit neuze e bed faltazius WordPress 😀
  • 100 Pixar characters, ur skeudenn kentoc’h eget ul lec’hienn, da lidañ 100 tudenn  krouet gant speredoù dispar tud Pixar (alese an titl ><)
  • Zoomquilt II, un oberenn arzel a stroll (lezit da gargañ ur mare)

Ma, a-benn ar fin ez eus kalzig traoù ^^





Sul #6

28 03 2010

Arrrgl, re verr eo an devezhioù, ha berroc’h c’hoazh gant un eurvezh toutou nebeutoc’h :p Emaon o kalsk liesoberiañ ar gwellañ ma c’hellan… Hep dont a-benn ken mat hag ar pezh a fellfe din ^^

E-giz-se eo bet a-hed ar sizhun tamm pe damm, tra ma krogan gant al labourioù am eus da rentañ a-benn fin ar c’hwerc’hmiziad (labourat a ran mat pa vez mall, un tammig re abred eo c’hoazh ^^), ma adwelan evit an iwerzhoneg (arnodenn dre-gomz dimerc’her, dirak daou gelenner, gant ur sonenroller >.<), ma echuan al levr (a zlefe bezañ prest evit an dibenn-pred ^^) emañ gorrekoc’h-gorrekañ an internet dre amañ Ma, evit poent e ya mat an traoù war-raok memestra. Daoust ha padout a raio ? Bah… gwelet vo :p

Filmoù:

  • Things Last, en ‘efe ranket bezañ gant an dastumad SF, hag am eus disoñjet >.< Graet eo mat-kenañ, a gavan, ha dedennus a-walc’h, gant un tammig fent, dres evel a blij din.
  • Pivot, ar mare ma ya an traoù da fall… Ur stil iskis marteze, met efedus.

e saozneg

  • A Trailer for Every Academy Award Winning Movie Ever (ahaha, an titrloù hirañ ar gwellañ ^^), ma kavit e seblant an holl filmoù kinniget en Oscar bezañ savet war an hevelep patrom hag eo borrodus ha feneant Hollywood… Gourfasus da vat (gourfarsus-kabidant, zoken). Kit da welet video-où all ar strollad, mar plij deoc’h (ha ket ganeoc’h, me ne ran ket van ^^), war britanick.com, lod a zo farsusoc’h c’hoazh ^^
  • Broken Things, n’eo ket ken farsus (pa weler an titl…), met graet eo mat, istor ur paotrig o welet e dud o tizimeziñ, o klask peoc’h er piano. Kalsel a-walc’h an istor, met gwirion-tre an tudennoù, ha dedennus.

Lec’hiennoù:

  • TinEye, marteze ne servijo ket deoc’h alies, met dispar e kavan ar soñj. Ul lusker-enlask eo (evel Google pe Bing, ma fell deoc’h), met kentoc’h eget kalsk gant gerioù e kalsk skeudennoù. Kinnig a rit ur skeudenndezhañ ha kavout a raio deoc’h ar re heñvel. Da betra servij ? Da gavout mentoù disheñvel, da skouer. Meur a wech em eus kavet skeudennoù bihan, re vihan evit ar pezh a felle din ober ganto (pe c’hoari gant photoshop pe lakaat da foñs-skramm e vefe), poufpouf, kavet ar skeudenn d’ar vent vat !
  • DaFont, n’eo ket nevez, met ma vezit o klask ur polis-skritur (font) evit tra pe dra e kavot ho peadra aze sur a-walc’h, hag evit netra. Implij a ran kalz polisoù, ha plijout a ra din kaout un dibab. Lechiennoù all a zo met graet mat eo honnezh, ha kavet ‘ m eus ar pezh a felle din betek-hen ^^

Hop, emañ House o kregiñ, poent eo din mont ! Ha distreiñ d’al labour goude-se 😉





Filmvagner

22 03 2010

Farsus eo gwelet arzourien o labourat. Hiziv e oan o sikour adarre evit ar film a gomzen anezhañ derc’h, da lavaret eo straniñ ha gortoz a-hed an deiz, tamm pe damm. Ma, dedennus memestra gwelet anezho o komz e-pad ken pell eus pelec’h lakaat ar gouloù, ha pegen kreñv, ha peseurt liv, hag all, divizout da c’houde e pelec’h e vo lakaet ar c’hamera (n’eus nemet unan ganto, ret eo filmañ hag adfilmañ diwar kognoù disheñvel neuze, da lavaret eo ober an hevelep lodennoù c’hoazh hag adarre)…

Istor ar berrfilm ? Ur skrivagner diawen, gennet dirak e bajenn wenn ! Haha ! Ne oan ket o soñjal er film ha me o skrivañ an deiz all, koulskoude. Hogen dedennus eo gwelet an dibaboù a vez graet ganto, ha soñjal eo evel skrivañ, un tammig. Pa zibabomp ni (ya, lakaomp ez eus ur skrivagner ac’hanon, memestra, pe un danvez-skrivagner d’an nebeutañ) ar gerioù e tibabont int ar gouloù, pa droomp hor frazennoù e cheñchont lec’h d’ar c’hamera, pikoù ha virgulennoù a zo hon talennoù o cheñch, ho frammoù hon rannbennadoù. An diforc’h o vezañ n’eus aktour ebet dirazomp, hag e krouomp holl o zrivliadoù. Dedennusoc’h a-wechoù eget displegañ e-pad 10 munutenn ar pezh a fell deoc’h gwelet an aktour oc’h ober. Hogen gellout a ra tud all degas traoù n’ho pefe ket soñjet, traoù nevez hag o fersonelezh. Mat eo bezañ digor d’ar soñjoù all, digor war ar bed ivez, d’am soñj. Kalz skrivagnerien a lavar e kavont o awen er vuhez pemdez, er bed tro-dro dezho, skrivagnerien gwirvoud ha lod faltaziusoc’h. An disterañ tra a c’hell lakaat an ijin da vont. Setu perak eo pouezus lenn, ivez, d’am soñj. Evit kaout soñjoù nevez. Gwelloc’h ‘vefe evel-just ma c’hellfemp dibab e-touez kantadoù a levrioù nevez e brezhoneg, peadra da blijout d’an holl ha da aweniñ yezh ha stil ar skrivagnerien pe an danvez-skrivagnerien, met graet ‘vo gant ar pezh a vo, ne dalvez ket ar boan lakaat palioù d’ar yezh ne vint tizhet biken.

Ma, geo, mat eo lakaat palioù uhel, kement hag ober, ha strivañ da vont an tostañ diouto, met arabat mont re bell ganti, ne vo morse kant milion a dud o komz brezhoneg, ha n’hon o morse kement a skrivagnerien eget ar galleg, ar rusianeg pe ar saozneg. N’hon eus ket ezhomm kennebeut. Diwar ar c’hantadoù a vez embannet bep bloaz e galleg n’eus nemet un darn vihan eus al levrioù a vez dalc’het soñj anezho, a zo talvoudus e mod pe vod. Mat e vefe deomp kaout kement a levrioù mat (ar pezh am eus lavaret dija pa gomzen eus ar filmoù hag all), ar pezh a zo posubl, kentoc’h eget kement a levrioù hepken, hep soñjal en o zalvoudegezh lennegel. Evit poent neuze e vezan awenet gant al levrioù a lennan e saozneg, a zo tostoc’h o ereadur d’ar brezhoneg a-wechoù eget na c’hell ar galleg bezañ (houeskoc’h eo ereadurezh ar saozneg, memestra). E pep levr ez eus soñjoù da gemer, traoù da zeskiñ ha teknikoù dezrevell da verzout. Ha gant ar stummadur lennegel am eus e seblant din ez on efedusoc’h o skrivañ ivez, pa gomprenan penaos e c’hell traoù zo bezañ lennet, ha war meur a live. An hevelp istor adarre, ul lenner eo ar skrivagner, evel ma ‘z eo an den o filmañ ur seller da gentañ.

Poent eo din distreiñ d’ar film, neuze (lodennoù anezhañ a c’hoarvez diouzh an noz ^^), gant ar spi kavout enno fulennoù da entaniñ ma awen, ur wech ouzhpenn, pe da vagañ he zan, d’an nebeutañ.





Sul #5

21 03 2010

Bet on bet o sikour ober ur film hiziv (savet da eizh eur d’ur sul ? N’a ket mat ?!), chomomp en tem neuze gant un dibabig eus an dibab (haha). Goude ar re Skiant-Faltazi an dibenn-sizhun tremenet, setu un nebeud filmoù moliac’h neuze ^^ Diaesoc’h da gavout eget re Skiant-Faltazi, dre ma ‘z int diaesoc’h da ober marteze ? Farsus a-walc’h gwelet tud gant armoù plastik pe garton o skeiñ war “houarn”-wiskoù paper ha barv faos, met n’eo ket gwall zedennus. Ur bern filmoù a vez graet dre c’hoarioù-video ivez (WoW dreist-holl), n’am eus ket o diskouezet amañ… Gant ma plijo deoc’h ^^

Arz

Bevskeudennoù

  • Mauvais Rôle, graet e Breizh (en ESRA, e galleg neuze) ! N’eo ket moliac’h kant dre gant, met plijout a rankfe ober d’ar geekelañ ac’hanoc’h… ^^
  • The Fly, penaos eo deuet ar zen da Vaster Chen ^^

E saozneg

  • Descendants, bleunioù a gomz, loened iskis a karantez dibosubl (gant mouezh Whoopi Goldberg memestra ^^)
  • A gentlemen’s Duel, un doare steam-moliac’h (burezvoliac’h ?), un emgann etre ur gall hag ur saoz evit kalon ur vourc’hizez… Ah ! Met kalz farsusoc’h e gwirionez. Savet eo bet Gant Blur Studio, a zo brudet mat e bed ar c’hoarioù-video. Dleout a rafed kompren hep gouzout saozneg zoken.
  • Assassin’s Creed: Initiation, a zikouez n’eo ket ret ober pep tra e 3D, hag ez eus un dazont gant an tresañ c’hoazh. Brav eo, met siwazh n’eo ket gwall zedennus mar n’anavezit ket ar choari. (mar plij deoc’h  Assassin’s Creed 2 hag e ved e Italia an adginivelzh e alian deoc’h mont da welet Assassin’s Creed Lineage, un heuliad berrfilmoù eus ar bravañ (emañ an 3 en 1 el liamm a roan))

Ha

  • The le ar film: Born of Hope, un eurvezh dek a blijadur, soñjit ‘ta, ul lodenn all eus The Lord of The Rings, e doare P. Jackson. Un eurvezh ! Gellout a rit dibab e-touez meur a yezh evit an istitloù. C’hoarvezout a ra an istor a-raok an tri film o peus gwelet hag adwelet dija, diwar stagadennoù Tolkien ! Plijaaaaaaaaduuuur ! *glaour*

 

p.s.: Bonus droch evit ar re n’ho defe ket gwelet se c’hoazh: Farador, kebekiz oc’h ober goap eus D&D ^^





Sul #3

7 03 2010

Hag ur sulvezh all, youc’hoù ! Ha liammoù ! Youc’houc’hoù ! Aet on da ober un tamm tro er re am eus bet dastumet e kerzh ar mizioù paseet, setu ez eus traoù kozh a-walc’h a wechoù, hag o pezo gwelet dija marteze. Spi ‘m eus e vo un nebeud traoù n’anavezit ket ivez ^^ Sellit ouzh ar filmoù e HD ma c’hellit, plijusoc’h eo bepred 😉

Filmoù, diyezh (ha n’eo ket diaes ^^) an holl anezho:

  • Synesthesia, mar fell deoc’h gouzout petra ‘ra bezañ kemeret dramm (sirius, c’hoant am eus da c’houzout ar pezh a gemeront, efedus e seblant bezañ !)… Klaskit petra dalvez an titl a-benn kompren (goude bezañ sellet, n’eo ket farsus ‘mod all ^^.
  • Invisible Drumkit, n’eo ket ur film da vat met ul lodenn eus un abadenn gant Rowan Atkinson, a zo dispar-bazar.
  • Last Day Dream, evel ma lavar an titl, pa dremen ho puhez dirak o taoulagad. Berr-kenañ, brav-eston.

Tresadennoù-bev 3D, ken diyezh all:

Lec’hiennoù:

  • Pintando una canción, ne rit ket tra-pe-dra gant ar ganaouenn da vat, hogen brav eo, ha gellout a rit sellet en dro, ha n’eo ket fall ar ganaouenn ha… kit da welet. ^^
  • Fucking Windows, netra da welet gant microsoft, cheñchit ment ho prenestr internet (hini o merdeer, ‘keta ?) ha gwelit ar pezh a c’hoarvez. Ya, ya, gouzout a ran ne servij da netra, gouzout a ran ^^

Chetu chetu, ar sizhun a-zeu e vo ur sulvezh Skiant-Faltazi hepken, hohoho !