Un Haik, Haiku

30 06 2010

Gouloù ar stered
Donder an nozioù teñval
Puñs da zaoulagad

.

.

.

Seizh marvailh ar bed
Hunvreoù kent an dazont
Digenvez bremañ

.

.

.

Un daerenn er poull
Holen er sterioù krouet
Dour ar c’halonoù





Klask

29 06 2010

Bez on me eus ar re lent
Eus ar re na gredont ket
Komz ha lavar o intent
Gant aon bezañ goapaet
Eñvorennoù marteze
Eus ur mare a zo bet
Hag ar fiziañ am beze

Poan am eus hiziv an deiz
Da zibrennañ ar potailh,
Da enebiñ ouzh ar bleiz
O puniñ ha klask katailh
D’am c’halon am gra diouer,
D’am soñjoù hag o marvailh,
Evel da yer ar c’houer

Ezhomm am eus koulskoude
Eus unan d’am derc’hel bev
Ha pa yafe kuit goude
D’am sikour, d’am lakaat glev
Rak da betra bevañ c’hoazh
Da betra gouzañv ar yev
Ken digenvez ha biskoazh ?

Daoust da gement tra a reoc’h,
D’an holl donañ enklaskoù,
A-benn ar fin ne chom deoc’h,
En desped d’ar fazioù
Netra pouezusoc’h er bed
Eget ar c’hoarzhadegoù,
Cholori ar vignoned





Sul #19

28 06 2010

Ya, ar sul a zo evel ar gwastilli en ti-mañ, pa ne vez ken e vez c’hoazh (Tiramisú ar wezh-mañ ^^) N’am eus ket bet tro da lakaat an dastummadig liammoù sizhunvezhiek dec’h, hiziv e vo neuze ^^

Me zo sur n’ho peus ket bet a-walc’h a Star Wars ar wezh tremen, setu unan all neuze, un TB-TouTou, mar karit (ya, e galleg emañ ar c’hoari-gerioù, iskis e vefe e brezhoneg :p, met gwelet e vez oc’h ober TB-TiTich :D). N’ouzon ket penaos eo bet graet, gant un urzhiataer hep mar, ha setu un dra alla a c’heller ober gant un urzhiataer, da ziskouezh pegen galloudus e c’hell merañ ar gouloù hag ar fizik bezañ er c’hoarioù-video bremañ (ha dont a ra a benn da lakaat brikennoù o tañsal da vezañ brav oO), ha bruderezh eus an dazont, ivez.

Ha keit ha m’emaomp gant bruderezh, setu ar pezh a c’hoarvez pa vez mesket Pixar ha Google ^^, hag amañ amañ ar pezh a c’hoarvezfe ma yafe Apple re bell [NSFW] :p

M’ho peus c’hoant un tammig barzhoniezh kentoc’h e c’hellit dont d’e glask amañ, ijin a zo gant tud ‘zo, memestra. Hag e keit-se ez eus tud a ra traoù digredu, evel ur film Batman a 30 munutenn a dalvez ar boan gwelet. N’ouzon ket peseurt budjed o doa met waow. Hag en un doare all penn-da-benn, The Legend of Awesome, d’ober goap eus Zelda un tammig (PETRA ? eme ar c’heekezig :p), c’hoarioù video all a zo goapaet gant an hevelep re, mar klaskit traoù awesome ^^





On the road again

27 06 2010

Alala, distro er vro ^^ Plijus eo bet, met pegen hiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiir ar veaj ! Gant ar c’harr e vez hir dija, met 15 eurvezh karr-boutin… Oh ma faour-kaezh pennadreñv !

Ur gouelig plijus e oa memestra, e banlev Strasbourg, hag aozet gant tud jentil a-walc’h da reiñ tikiji deomp da gemer an tram da greiz-kêr ar gerbenn europat 🙂 Bretzel, flammenkuche, gwin gwenn, gwin ruz, bier, spaetzle… Un degemer mat 😀 Ha plijet en eus an t-shirt droch dezho, hehehe ^^ A-benn ar fin e oa ur gouel ‘fañfaroù’, ha stolladoù a-seurt se a oa dreist-holl, ouzhpenn d’ar skol sonerezh lec’hel gant o sonadegoù lisseurt ^^ Da noz hon eus sonet ni, pa oa klouar ha plijus tre an amzer, pell tre eus an 38°C a oa e kreiz-kêr Strasbourg ! An dra vat nemeti gant seurt tommder a zo e ra vat ar banne bier muioc’h c’hoazh eget boaz, ehehe ^^^N’omp ket bet mezv poch, met peadra a oa da lidañ, deizioù-ha-bloaz, diplomoù, hag all ^^ A-boan loc’het ar c’harr-boutin eus Kemper e oa digoret ar champagne (ha skuilhet ul lodenn :p), pemzek eurvezh war-lec’he kendalc’he ar banneoù da zont… Ha fresk ha kempenn an dud evit eniñ da noz koulskoude, ar boaz emichañs ^^

Ha souezhet an dud du-hont gant pegen galloudus e c’hell ur bagad bezañ, pegen kreñv ^^ Goude ploñploñoù ar strolladoù all e oa souezhus sur a-walc’h ^^ War hol lerc’h koulskoude ez eus bet ur strollad, ‘La Fanfare en Pétard’, a oa dispar, meskaj binviji fañfar (trompilh, tuba, saks…) ha kan doare rap/ragga, dreist da vat ! O lakaat a rimp da zont da Vreizh un deiz bennak ^^

Ruilhet hon eus ‘pad an deiz hiziv, eus 8e vintin da 10e noz, ha sellet eus ur bern filmoù… Neuze… Sellit eus ‘Le concert’, a zo ur film dispar savet tro-dro ul laz-seniñ rusat o tont da Bariz da seniñ Tchaikovski dre guzh un tammg, e plas an hini ofisiel. Graet eo brav-tre, hag al lodenn fin, ar sonadeg end-eeun, a zo marzhus da vat. War an tu all penn da benn, na sellit ket eus 2012, a zo ken null m’eo farsus, ma welit ar pezh a fell din lavar. Dirollet e oa an holl er c’harr-boutin oc’h ober goap eus ar paour-kaezh aktourien truilh hag ar forzh petra a c’hoarveze ^^

Ma, da gousket, skuizh marv on da vat ha warc’hoazh e vefe mat din bezañ dihun da dapout paotr UPS hon eus c’hwitet warnañ digwener :p





22

26 06 2010

Hop, hop, hop, ur bloavezh ouzhpenn o terriñ revr ar bed ^^ Evel bep bloaz n’en em santan ket gwall zisheñvel diouzh an deiz a-raok, warc’hoazh e vo kaletoc’h ma dremm marteze, hag em bo poan blev, met gwelet ‘vo ^^ Gouzout a ran vez e vo tarzhet ma skevent hag em bo poan brec’h, met n’en do netra da welet gant al lidañ ^^

Ne choman ket gwall bell  neuze, traoù am eus da ober, met ken plijus eo Elzas ha biskoazh, mat ar bier, hir ar veaj, netra dreistordinal ^^ Farsus eo memestra beajiñ gant ar bagad, pa vez bet tapet ur pifadig (hey, apero, mem’stra !) e krog an holl da ganañ, hag ur strollad gallegerien o kanañ an Alac’h hag o c’houzout ar pozioù dindan ‘eñvor a zo souezhus :p Ha kanaouennoù all a-seurt-se ivez, hehe. Evel-just ez eus un nebeud brezhonegerien er strollad, met kanañ a ra an holl da vat xD

N’eus ket tu da lavar e rafe Bodadeg ar Sonerion (yay Gwened !) kalz strivoù evit ar brezhoneg, met stag e vez an dud d’ar sevenadur en desped da bep tra. Evel just ez eus fazioù e pep lec’h, ha ral a wezh em eus bet gwelet titloù reizh… Met kollet am eus spi war an dachenn-se un tammig, ma ne zeuont ket da c’houlenn ha ma ne reont ket tamm forzh ebet gant ar pezh a lavarer… Boñ, he, chomomp gant un imor vat, deiz-ha-bloaz laouen din :p





Aet on !

25 06 2010

Tamm pe damm ^^ Prientet ar peadra, dilhad, benveg, peadra da lidañ an deiz-ha-bloaz, hehe ^^ Ur c’hard ac’hanon a zo Elzasad, neuze (un hanter bigoud’ hag un c’hard treger, ‘mod all ^^), ha gant plijadur ez an du-hont, da evañ bier ha gwin gwenn ha da zebriñ kaol-go (mmmh, ket gant an amzer-se, marteze) ha bretzeloù. An t-shirt a gomzen diwar e benn an deiz all a gasin ganin, evel-just ^^

Unan eus perzhioù mat seniñ en ur bagad eo, beajiñ, mont ha dont e pevar korn ar bed (a zo ur voul, ya, gouzout a ran ^^). Ar wech-mañ n’eo nmet evit un nebeud eurvezhioù, siwazh, dre ma’z omp kuit fenoz evit distreiñ disul nozn (un 12 eurvezh hent bennak gant ar c’harr-boutin…), ne vimp du-hont nemet un devezh neuze, ar 26, hehehe ^^ Seniñ a reomp da noz, klasket vo chom divezv memestra (ya, ur bagad eo met sirius omp war traoù ‘giz se memestra, enor ar strollad a zo da zerc’hel digatar). Mont da vro Spagn, Alamagn, bro Skos, Sina, Senegal hag all n’eo ket fall ^^ Ha mont da seniñ er Stade de France, er Zenith pe en Olympia n’eo ket fall kennebeut, dreist-holl pa ne baeit ket an disterañ gwenneg toull ^^

Ur mare diaes a-walc’h eo evit strolladoù sonerezh, pa ne vez ket arc’hant gant ar gouelioù d’hol lakaat da zont bepred (beñ, e penn pellañ Breizh emaomp memestra, n’eo ket an tostañ eus Nice pe Vienna ^^). Dre chañs eo Bagad Kemper unan eus ar re vrudetañ (goude Lann-Bihoue ^^), ha digredus eo an niver a sonadegoù a vezo graet en daou viz-mañ (unan bep sizhun pe dost ^^). Marteze ho po tro da zont da selaou, ma’z oc’h dedennet gant seurt traoù ^^ Souezhus eo gwelet pegen plijet e vez an dud en estrenvro, gwir eo ez eus ur galloud gant seurt sonerezh, hag eo kreñv ha nerzhus ar binvioù, met e Spagn da skouer e oa ur bern o tañsal (evel a felle dezho, hañ, ket al laridenn ^^), o stlakañ o daouarn hag oc’h heuliañ ac’hanomp, ur blijadur 🙂





Heeeeeeeeeeol !

24 06 2010

Hey, met, krog’ eo Hañv !

Hag ur fentigell ouzhpenn: petra eo arabat obet d’ur voudistez er Perou ?

Dallañ he lama

Haha !





3-3

23 06 2010

The sad song in my head
Is spinning, is spinning
Ensnaring, silken thread
It’s soft grip tightening

Ne vez ket heñvel-poch
Ar sonioù, ar gerioù
Oc’h harzal en o loch
Divergont o zrouzioù

Golden words I loved then
Caressing and healing
I’ll never hear again
Devoid of suffering

Galloud glann ar vouezh noazh
Trivliadoù, arlivioù
Pa n’eo fall e vez gwazh
Andon hesk ma soñjoù

When you have nothing left
To live for but memoirs
Diamond chips, minor theft
From your past roman noir

Ne chom mui en ho penn
Tarzh an deiz da serr-noz
Nemet ar ganaouenn
Ho lazho, poz ha poz





Plop, plop, plop…

22 06 2010

Ne vin ket aze an dibenn-sizhun-mañ, mont a rin d’ober un dro d’ar vro orin d’ur c’hard diouzhin; Elsaz. Ur mareig zo n’em eus ket sonet gant ar bagad, ha war a seblant eo mont da gostez Strasbourg un doare mat da adkregiñ ganti. D’am soñj e vo euzhus a-walc’h evit ma faour-kaezh skevent bihan n’en deus ket pleustret abaoe pell, met plijus e vo gwelet anezho en dro, ha bezañ gant ar bagad e bro ar bier… Ah bah ne vo ket nemet ar skevent en o kudennù, me ‘anavez un avu ne vo ket laouen kennebeut 😀 Hag ar gwashañ ? Pe ar gwellañ e gwirionez: ma deiz a bloaz a vo pa vin du-hont, hahahaha ! Evel-se em bo un digarez evit bezañ mezv-poch, ouzhpenn-se, da zisoñjal ar gozhni ha ma melloù poanius ^^ (“gwelet a reoc’h pe voc’h ma oad”, emezañ en ur hejañ e vazh-kamm)

N’am eus ket kalz amzer fenoz kennebeut, ha ret e vo din sevel abred warc’hoazh (!) ha goude-warc’hoazh (!!), pleustriñ kalzig ha prientiñ pennadoù evit ar mare ma ne vin ket aze, peadra a vo d’am derc’hel dihun daoust d’an diouer a gousk (boñ, boñ, kousket am eus, prometiñ a ran ^^). Diriaou e rin harz-labour vakañsoù, da lavaret e e vin o labourat, tamm pe damm :p

Ur sapre hañv e vo ebit ar bagad e gwirionez, hag hiroc’h a skrivin diwar-benn radio-bagad er mizioù da zont.





Footouilhek

21 06 2010

A-benn ar fin eo dedennus Kib ar Bed, disoñjit RIS, Plus Belle la Vie pe Julie Lescault, emañ skipailh ar c’hallaoued o krouiñ ar gwellañ heuliad-filmoù gall am befe gwelet abaoe pell. Harozed, lod drouk, treitourien, emgannoù, leñvadennoù, pep-tra ! Alala, pegen farsus, pegen null. Ma vije bet ur skipailh gant Breizh… ^^

Ha setu, kailharet ‘skeudenn ar vroad’, eme ar vinistred… Ah mat, n’ouzen ket e veze barnet enor ha madelezh ar broadoù dre o skipailh foot, met mat-tre, mat-tre… E keit-se e c’hell ar gouarnamant kenderc’hel gant e aferioù bihan, paour-kaezh itron Betancourt. Ma vije bet ur gouarnament gant Breizh… ^^

Spi am boa koulskoude e vefe klevet komz diouto kalz nebeutoc’h dre ma oant null, met war a seblant e fell dezho ma hegasiñ, ha c’hwi ivez peogwir e klevit komz diwar o fenn betek amañ ! C’hac’ha !

Me n’am eus ket kalz amzer evidon er mare-mañ, o sikour ur vignonez gant un nebeud kudennoù en he buhez emaon. A-wechoù e servijan d’un dra bennak memestra, vad a ra. N’eo ket aes gwelet tud a garit o vont dre vareoù diaes, ha spi am eus e yelo gwelloc’h ganti buan. Ma digarezit neuze ma n’am eus ket a dra da gontañ, met dre ma plij ar sport dezhi e oamp  o sellet eus Korea an Norzh-Portugal, ha ret mat eo din anzav e oa plijus ar c’hrogad da arvestiñ. 0-7, dija, da lavaret eo ez eus bet ur bern palioù, ar pezh a zo ral hervez an disoc’hoù all am eus gwelet war ar gazetenn, ha daoust ma seblant eo bet pulluc’het Korea gant ar Portugal e oa brav ar c’hoari eus an daou du, plijus, buan, ouesk; kalz muioc’h eget hini fenoz, Spagn-Honduras, a oa hollad an holl draoù ne blijont ket din gant ar sportoù war ar skinwel, borrodus, diresis, un tredeog tuet, ha dreist-holl, ar gwashañ tout, an displegerien nul-nemet-kard, gant o fent beauf (diwar benn tredeog match Brazil hag e garton ruz da g/Kaka, “Il nous a sorti son petit Kaka’… oO)… Gwelloc’h e oa re dehefeñ (sic), zoken ! 

Afi, afi, c’hoarzhadeg…





Sul #18

20 06 2010

Un tammig Star Wars da gregiñ? Ur bern c’hoarioù video a zo bet, hag a vo c’hoazh, ha filmigoù brav a zo bet krouet evito ^^ Setu amañ an teaser evit The Old Republic, un MMO da zont, ur filmig gant sabrennoù-lazer, kloned, robotoù Sithed (sited ?), un Jediez (Jedayez ?) hag he deubeul-sabrenn-lazer, etre fin an trede ha penn-kentañ ar pevare, war Alderaan… Nerdgasm (Starworgasm ?). Ha ma n’eo ket a-walc’h evidoc’h ez eus un arzh o c’hoari gant ur sabrenn-lazer amañ (n’eus nemet efed ar sabrenn a zo ouzhpennet, ar pezh a ra da vat a zo zouezhus dija !). Ha un tammig choazh, ar pennc’heekelezh, ur meskaj Lost ha Star Wars :p (Locke gant ur sabrenn lazer = epic win ^^)

Keit ha m’emaomp gant an traoù geekel, setu tudennoù Aotroù ar Gwalennoù e feur evit ho pabiged ^^ (freaky, memestra :p). N’eo ket geek a-walc’h evidoc’h ? Mmmmh, un den o tisplegañ penaos o deus lakaet ur robot da c’hoari bilhar, marteze ? 😀 Ha penaos e vefe ma vefe graet ar pezh a ra un urzhiataer hiziv an deiz gant an dorn ? (farsuoc’h eo ma ouzit peseurt trouzioù a ra ur Mac ^^)

Ale, pellaomp eus ar geeked iskis-se, deomp da welet un deiziadur pin-uped noazh kentoc’h, a ziskouez pep tra da vat (na vezit ket aon, n’on ket troet da sot memestra ^^). Mmmh, kement ha bezañ gant an traoù iskis, evit ar re n’hellont ket dibab etre CD ha Vinyl, setu unan en eus lakaet an daou war an hevelep pladenn 😀

E mod all e vez atav an dud a fell dezho sikour a laka an traoù da vont falloc’h: Smoking Will Kill You, ur berrfilm plijus a-walc’h.

Setu holl, folks ^^





Toutou

19 06 2010

Wow wow wow, 7 eurvezh toutou e 5 devezh ? N’eo ket vakañsoù aze, ar bordel bras kentoc’h -_-‘ Plijout a ra an noz din, evel am eus bet lavaret dija, an didrouz, an deñvalijenn a dro pep lec’h en ur c’havell bihan klet. Evidon me eo koulz an ijin, ar mare ma vez aesoc’h skrivañ, tresañ, betek lenn zoken. Marteze eo peogwir e kred din emaon o c’hounez amzer, emaon sañset ‘bevañ’ e-pad a deiz hag ober seurt dudioù da noz kentoc’h eget ‘koll’ amzer e-kerzh an devezh. Sot eo, gouzout a ran, met un doare poell a zo.

Ar gudenn, kouslkoude, a zo ne vezan ket skuizh pa vezan o tresañ, ne welan ket an amzer o tremen, ha pa soñj din bezañ bet o vont hag o tont etre ma c’hreion ha ma gomenn e-pad dek munutenn ez eus tremenet un eurvezh dija… Ha ket ma ne baouezan ket ne santan ket ar skuizhder, war-bouez ur vazailhadenn ur wech an amzer. N’eo nemet ur wech erru ar mintin en em rentan kont da vat, “Kaoc’h, ur wech ouzhpenn…”. Kousket un nebeud eurvezhioù ha bezañ skuizh-marv pe chom dihun ha bezañ damfresk (iskidat tra) ? Peurliesañ e choman dihun, hag e-pad an deiz ez eus peadra d’am derc’hel dihun pa vez zud er gêr.

Anzav a ran ivez e plij din menel kousket pa vezan skuizh-marv, an doare a zo da sankañ er goubenner, a.n doare ma vez bouk ha klet betek al leurioù beton noazh ^^ Un tammig evel menel kousket ez vezv, ur mare morediñ eus ar plijusañ, dramm an empenn, hag ur c’housk o tont buan.

Peurliesañ, pa ‘z an da gousket d’un eur dereat, e vezan hir-tre o venel kousket, e chom soñjoù da dreiñ, ha ne vez morse ar soñjoù plijus. Aze emañ an noz ivez, mare an hirezh, an eñvorennoù, ar velkoni. Atav eo bet evidon ur mare ma tistroe ma duañ soñjoù ma mezhusañ eñvorennoù. Diaes eo din menel kousket en didrouz bremañ, pa ne vez netra o sachañ ma soñjoù pell diouzh ar c’hornioù disklêrijenn. Netra gwelloc’h neuze eget bezañ brevet, rak pa vorgouskan ne vez ket displijs peurliesañ, ha morse n’em bez soñj eus ma hunvreoù ne vern penaos.

Ha plijout a ra kousket din koulskoude, anat d’an neb en eus ma gwelet da vintin ^^ Menel kousket ne lavaran ket. Graet ‘vo ur striv fenoz hag adpaket an amzerg gollet un tammig, n’hello ket ma c’horf padout kalz pelloc’h forzh penaos ^^





Kenavo

18 06 2010

Douarañ er mor

Dibradet out diwar ar prad
Nijet pell ez ijin peurbad
Dilezet da nec’h war da lerc’h
Disoñjet dec’h, ar bec’h, da drec’h
Ul lerc’h, ur roud, ul louc’h, ur merk
Diverket, un diverk heverk,
Da drivliadoù, da guzh liac’h
Distrujet da struj, da voliac’h
Dismantroù kollet da vantroù
Memor ar mor, da voredoù





Digarezit

18 06 2010

Chaous, re ziwezhat! Chomet on d’en em c’houlenn ma rankfen embann.

Traoù ‘zo a zo gwelloc’h kuzh, emichañs.





E3 – Sony (ha traoù all)

16 06 2010

Hehe, ul logo droch bewech, yessss ^^ Boñ beñ Sony… Sony… Hehe, netra dreistordinal e gwirionez. Move a seblant mont mat-tre en-dro ha sur on e vo c’hoarioù mat, met rik-rak evel ar Wii e ya en-dro, netra nevez, siwazh.

Kinniget eo bet ar PlayStation Plus, ur servij e-linenn dre goumanant, kevatal d’an Xbox Live tamm pe damm. Ur servij evit netra a oa gant Sony dija (evel Microsoft, gant an XBLive ‘silver’), ha traoù ouzhpenn a vo degaset aze (evel Microsoft gant an XBLive ‘Gold’)… Mmmh, n’eo ket gwall zedennus kennebeut, e gwirionez ! Hag an tamm brasañ evit Sony: ar c’hoarioù e 3D, evel just. Arabat disoñjal eo Sony an hini nemetañ eus an 3 a ra skinweloù ivez, ha pep tra da vont tro-dro (ur c’hit surround a zo bet kinniget ganto ivez), gouest int neuze da vezañ sur e yelo mat gant o binviji, ha c’hoant o deus da lakaat an dud da brenañ, evel just ^^ Met goude an 3DS e ra iskis rankout lakaat lunedoù :\

Ar gudenn a oa e gwirionez ne oa ket kalz c’hoarioù ne vezint kavet nemet war PS3, ar pezh a ra n’eo ket ken dedennus marteze. Met ur God of War nevez a vo (war PSP), ul Little Big Planet ivez, Gran Turismo a-benn ar fin (pegeit ‘zo e vez lavaret emañ o tont ! Met e 3D ^^), ha Killzone 3 (3D ivez :p). Da heul prezegenn Nintendo e oa hini Sony, ha ne gomz an holl nemet eus an 3DS ha pegen dispar eo… Setu an dalc’h, diskouez un dra gant fiñvoù goude ma vefe bet diskouezet un doare nevez gant Microsoft, diskouez traoù e 3D goude un dra nevez gant Nintendo (di-lu-ne-doù ^^)… Digarez, Sony, epic fail ar bloaz-mañ.

Met estreget an teir frezegenn-se a zo en E3, eveljust, ha kalz c’hoarioù a vez kinniget gant an embannerien diouzhtu, evit ar PC da skouer (pe an UP, pe UH, ma fell deoc’h :p). C’hoarioù evel Civilizations (ar pempvet), unan eus ar c’hoshañ heuliadoù c’hoarioù strategiezh, Need For Speed, un MMO Fallout (yay !), met un dra all a oa lipous-tre evidon : daou (2 !) c’hoari Warhammer 40,000 ! Ahahaha ! Ma n’eo ket peurc’heekelezh, se ! Space Marine, da gentañ, e-lec’h ma ‘z oc’h ur… Space Marine (petra a lavaren diwar-benn an titloù hag an ijin ? >_<), emgann 100% (there is only war, neketa ?) ohoho, soñjal ? Piv a rank soñjal ?

Met an dra dispar a oa eo bet diskouezet an MMO (d.l.e. ur c’hoari e-linenn gant miliadoù a dud, evel World of Warcraft, da skouer) evit ar wech kentañ ! Warhammer 40K : Dark Millenium Online, neuze.

Oh, ur bloavezh c’hoarioù-videoek e vo ! M’am befe arc’hant xD





E3 -Nintendo

15 06 2010

Oh ma Doue benniget, leun e revr a doulloù preñved ! Pebezh prezegenn, 1e30 a nerdgasm ! Big N, roueed ar c’hoarioù-video. Penaos kregiñ gant ur mell flac’had ? Ar Zelda nevez, Paf ! Brav-tre, ur meskaj etre doare Twilight Princess hag hini the Wind Waker, da lavaret eo eo stummet reizh an tudennoù, met e cel-shading memestra. The Legend of Zelda: Skyward Sword, neuze. Daoust d’an nebeud kudennoù wiimote a zo bet gant Miyamoto (hallelujah) e seblant dispar, ur wech ouzhpenn. Gant ar WiiMotionPlus e vez resis-tre ar fiñvoù, ha traoù nevez a zo gant Link ur skourjez, un doare c’hwil a c’hell nijal da gerc’hat traoù pe da weladenniñ. an trovardroioù. Gellout a raer lakaat ar bombezennoù da ruilhañ ivez, evel ur voulenn bowling ^^ Alala, Zelda ! Ar bloaz a zeu, e vo deomp, ma friziuis !

Ha goude-se eo bet flac’hadoù da bep c’hoari pe dost. Distreiñ a ra mario da ved ar sportoù (volley, hockey, dogeball, basket…) e-barzh Mario Sports (+10 poent evit an ijin aze ivez >_<). Okay, se hag Wii Party (un hollad c’hoarioù bihan), un Nintendogs nevez (+cats !), setu ar c’hoarioù ‘meh‘ evidon. Bremañ, to the good stuff (war-bouez Zelda am eus komzet diwar e benn dija, hag a zo dienn karamel amann-sall keñveriet gant forzh pe c’hoari all ^^)

E-kerzh e hir a istor e bed ar c’hoarioù video ez eus bet kalzig merkoù, bedoù, tudennoù ijinet gant Nintendo, ha lod anezho a zo bet disoñjet un tammig nevez ‘zo… Ha distro int holl war an dro, war a seblant !

Sur a-walc’h e anavezit Kirby, pe dre e anv pe dre e neuz, ar vouboulennig roz, ha pell zo (7 vloaz) ne oa ket bet gwelet en ur c’hoari dezhañ e-unan, ha setu eñ distro, hag e pebezh doare ! Graet eo ar c’hoari a-bezh evel ma vefe tammoù danvez gwriet an eil re ouzh ar re all, e 2D, ha gellout a rer digoriñ serroù-prim, pe sachañ war an danvez da zizoloiñ trtaoù,hag all, nez en eus dispar-bazar da vat, degas un haroz en dro en ur cheñch e zoare kentoc’h eget ober ctrl+C ctrl+V, dispar ! Ar c’hontrol-mik evit unan all ne oa ket bet gwelet abaoe ur mare, Donkey Kong ! Roots penn-da-benn ar c’hoari, Donkey Kong Country Returns, e 2D ivez (brav ur spont), ha distro da wriziennoù ar SNES.

Etre an daou emañ Samus Aran, a zo bet gwelet nevez a-walc’h ‘zo e c’hoaroù FPS (er c’hentañ gour, neuze), met a zistro aze d’un doare tostoc’h eus e orin, d’an trede gour (zoken ma vezo tu da c’hoari er c’hentañ ivez, hervez an ezhomm). Metrois: Other M, ur c’hoari dispar ouzhepnn, sur a-walc’h ^^

Oh, kement a draoù  a zo da lavar ! Boñ, an tamm gwastell chugusañ a oa an nevezenti bras: an 3DS. Un DS, met gant ur skramm gouest da siskouezh skeudennoù e teir ment da vat, hep f*cking lunedoù 😀 Evel-just e oa dibosubl din gwelet an efed, dre ma oan o sellet eus ur skramm, ha ket gant an 3DS em dorn, met war a glevan eo kendrec’hus an efed, daoust ma vefe ret diwall da begen pell e vezer eus ar skramm evit ma vefe mat an efed. Ur ruzbouezell (ya, ijinañ a ran gerioù ma fell din :p) a zo da cheñch donder an efed ivez.

Hail your new master 😀

Hag ur c’hoari da ginnig pep-tra, distro un haroz kozh all (a zo bet gwelet e-barzh Super Smash Bros Brawl, memestra), Pit ! Kid Icarius o tistreiñ neuze, ur soñj vat-tre evit an 3D, dre ma vezer o nijal alies-tre er c’hoari ! Brav-tre e seblante bezañ, evel ur GameCube pe ur Wii, met war ur skramm bihan ^^ Mall zo warnon gwelet an efed 3D da vat ! Hag ar pezh a zo kendrec’hus ivez a zo al listenad c’hoarioù a vo prest pa zeuio ‘maes (n’eus bet roet deiziad ebet, siwazh !), sellit ‘ta: 71 c’hoari  (evit poent !)! Hag en o zouez emañ Resident Evil, Bomberman, Contra, PES, Fifa, ar Sims 3, Metal Gear (!), Pr. Layton, Ridge Racer (!), Mario Kart, StarFox 64 3D (pebezh anv :p), Paper Mario, Sonic, Dragon Quest, Final Fantasy, Kingdom Hearts, Dead or Alive, Ninja Gaiden, Assassin’s Creed, Splinter Cell, Lego Batman… Evit reiñ un nebeud anvioù 😀

Gant ul listennad a-seurt-se e ouzan dija e vo berzh-spontus gant an 3DS… Ha n’eo ket tout ! Daou gamera a zo war gein ar benveg, da lavaret eo e c’hell kemer luc’hskeudennoù e 3D… Ha tu a vo da sellet eus filmoù e 3D ivez ! Un emglev a zo gant Disney, Dreamworks hag ar Warner dija. Evel just eo bihan ar skramm, met boaz eo an dud da sellet eus traoù war o iPhone dija, hag aze e vo teirmentek, hep lunedoù, siñpa er metro :p Se mui un bern servijoù digoust dre internet, mho peus ar wifi, ohoho, douaret ar gevezerien a-raok kregiñ, dija xD

Oh shiney video-games, thou shalt be mine !

An tu negativel un tammig a zo n’eus bet kaoz eus hogos c’hoari ‘nevez’ ebet, an holl a oa gant tudennoù anavezet mat dija, betek ur c’hoari nevez gant Mickey zoken, a seblant dispar da vat, etre c’hoari-roll, c’hoari emgann ha lodenoù 2D, ur veaj a-dreuz bedoù Disney gant dibadoù da ober en o toare-c’hoari, pe distruj pe krouiñ eivt mont war-raok (en ur reiñ livioù d’ar bedoù en-dro pe o tiverkañ traoù), a cheñcho an istor hag an doare ma vezo an dud ganeoc’h. Ur spred du a-walc’h, souezhus evit ur Mickey, hag ur veaj marzhus e bed Disney, eus an tresadennoù gwenn ha du kentañ d’ar filmoù nevesoc’h !

Paour-kaezh Sony a zo warc’hoazh… Daoust ma c’hell Move bezañ dedennus e seblant bezañ pell a-dreñv… Nerzhioù ar PlayStation, Final Fantasy, Metal Gear, a zo aet kuit, ne chom nemet ar c’hoarioù made in Sony (God of War, Gran Turismo…), ha n’eo ket kalz a dra, siwazh dezho (anzav a ran ne blj ket Sony din, met boñ ^^). Hag ar PSP a oa o klask adtapout an DS dre ma oa galloudusoc’h, met bremañ m’eo galloudus-mat an 3DS (live ar Wii d’an nebeutañ, war a weler)… Gwelet ‘vo warc’hoazh ^^





E3 – Microsoft

14 06 2010

Fenoz, evel ma oa raktreset, ez eus bet embannet e nevezentizoù gant Microsoft da ved ar c’hoarioù-video. Xbox hepken, gwazh a-se evit ar PC… Tsss. Me boñ, ul lodenn vras eus ar prezegennaouiñ ha diskouez c’hoarioù a oa kreizennet war Kinect (a oa anvet Natal a-raok), o respont d’ar Wii (gant dale :p Go Big N !). Ha ret eo anzav e seblant dedennus a-walc’h, evit un nebeud abegoù… Met da gentañ e veze kinniget ar c’hoarioù bras da zont, Call of Duty, Halo, Fable, Metal Gear, Forza, ar vandennad, pe’a. Netra dianav da vat, war bouez ar Metal Gear marteze, ma vezer ennañ Raiden ez-yaouank kentoc’h eget Snake (n’eo ket anvet ‘Rising’ evit netra), hag ur sistem siñpa a-walc’h a seblant bezañ gant kas ar c’hatana; e fin ar videoig kinnig e veze gwelet an dudenn o troc’hañ ur bastekenn a dammoù munud, resis tre, farsus a-walc’h ^^ Met boñ, c’hoarioù paw paw vroum vroum, dre-vras ^^

Boñ, Kinect neuze, ar c’hoarioù kinniget end-eeun n’o doa netra dreistordinal e gwirionez, klonoù eus ar pezh a vez graet war Wii tamm pe damm (Kinect Sports, da skouer, pe ur c’hoari fitness gant Ubisoft ^^), met un diforc’h a zo memestra : ar vouezh. Gellout a reer kas traoù, urzhioù, gant ar vouezh d’an Xboest, a-drugarez da gamera/mikro Kinect.

Un dra farsus a oa, da skouer, ur babig tigr a responte d’ar pezh a lavare ur plac’hig ha d’he jestroù (‘Kinectimals’, pebezh ijin evit an anvioù !), en ur dostaat, o vezañ flouret, o vont da gerc’hat traoù bannet pe traoù a-seurt-se. N’eo ket dedennus per se, met fromus a-walc’h gwelet ar pezh a c’heller ober. Hag aze e teu ul lodenn fun a-walc’h ivez; an Xboest a zo ul lenner liesvedia, ha m’eo luget da internet e c’heller sellet eus filmoù, ha selou sonerezh, hag all (pe a-ziwar ar bladenn-galet, evel just), ha gant Kinect e c’heller mont dre ar menuioù gant ar vouezh. ‘xbox, music’, ha pouf, setu c’hwi el lenner ^^ Hag an dra plijus ivez, o sellet eus ur film eo trawalc’h lavar ‘xbox, stop’, pe ‘xbox, pause’, hag all, evit ma rafe. Se mui fiñval er menu gant un dorn er vann ? Minority Repooooooort ! Digredus eo da welet, evit lavar gwir, ha seblantout a ra mont mat-tre en-dro ! Met daout ha padout a raio ? Marteze e vo kavet torr revr buan, n’ouzon ket re. Ma, dont a ra er-maez d’ar 4 a viz du, gant ur 15 c’hoari bennak ouh e implij evit ar poent (hag ur Star Waaaars ar bloaz a zeeeeeeeu ! Zioumzioum, sabrennoù laser en ho taouarn !)

Ur gudenn memestra : quid eus ar yezhoù all, hañ (na zisoñjit ket war peseurt blog emaoc’h :p) ?,  Mont a ra ma-tre ar vouezh en dro e saozneg, evit ar pezh a zo bet gwelet (an dud a oa war al leurenn o tiskouez, ne oa ket enrolladennoù ^^), ha troet e vo, met ne vo ket brezhoneg el listenn… Tu a zo da gomz saozneg, ok, met n’eo ket ma yezh kennebeut… Plijus e vefe ma c’hellfed dibab ar pezh a lavarer (hag evit ar re o deus ur pouez-mouezh disheñvel a-walc’h ivez, n’ouzon ket ma kompreno ar sistem tud Glasgow, da skouer ^^), kelenn e vouezh d’ar mekanig. Allas… Ret e vefe d’an Ofis mont e darempred gant Microsoft, troet eo bet Windows hag Office, neketa ?

Boñ, Nintendo warc’hoazh… 3DS ! *kroazet ma bizied*





Sul #17

13 06 2010

N’ouzon ket m’ho peus merzet, met diouzh ar c’hiz emañ an ‘infographics‘ er mare-mañ, ar skeudennoù hiiiiir peurlisañ  gant ur bern tirouroù diwar benn un dra bennak resis. Setu unan amañ a zo graet mat-tre diwar-benn an Douar, eus penn ar menez uhelañ d’an donañ islonk er mor bras. Hir-mat eo ar skeudenn ^^

Lod o deus re a amzer dieub ivez war aseblant, hag a ijin hag a glask gwerzhañ forzh petra, ur gravatenn da c’hwezhiñ, da skouer, evit kousket e-kerzh an emvodoù :p 20$ memestra ^^

Ar re a sellet ouzh Futurama a oar marteze e krogo ar 6vet bloavezh er Stadoù-Unanet a-benn nebeud, hag un diverrañ eus ar pemp kentañ a c’heller kavout e 7 munutenn amañ, kontet gant Zap Brannigan. ‘Mod all, mod all, ur robot droch amañ (met n’eo ket Bender ^^), ha Japan ken sot ha biskoazh.

A-hend all emaon o sellet eus an holl Cowboy Bebop er mare-mañ, n’am eus ket bet tro da zizoloiñ kalz tra all neuze ^^ Met setu amañ ur marc’h-tan tredan (pe ur marc’h-tredan, marteze ^^), 200 GK, muioc’h  eget 200 km d’an eur; ur batri gant rodoù, kwa ^^ Daoust ha talvezout a ra ar boan klask ijinañ traoù a-seurt-se ?

Ar c’hamerien amañ o deus anavezet Mortal Kombat hag e feulster digredus (FINISH HIM!!) a c’hell kaout un tañva eus ar berrfilm savet da glask kendrec’hiñ ar Warner da reiñ grifoù evit ur gwir fim (FATALITY!!). Feuls ha gwadek, Mortal Kombat penn-da-benn. Hag un nebeud devezhioù war lec’h ez eus bet gwelet un trailer evit ur c’hoari nevez eus ar rummad, just a-walc’h.

Mmmh, warc’hoazh e krog an E3, kaoz a vo a c’hoarioù-video amañ marteze neuze (n’eo ket sur, gant an diforc’h eur e vo diwezhat ^^), gwelet ‘vo !





Empenn

12 06 2010

Ah, Brest en heol, peadra d’am lakaat da soñjal e c’hell bezañ gêr vrav, daoust d’al labourioù a zo er mare-mañ (evit an tram ?). Boñ, diabarzh ar stalioù am eus gwelet dreist-holl, shopping evit ar c’hoar vihan e oa pal an droig. Ha skuizhus eo ober shopping ! Argl ! Dreist-holl pa ne raer nemet heuliañ. Na vezit ket souezhet neuze, dimezelled, ma ya poaz  buan ar baotred ouzh ho heuliañ er stalioù; mont da heul unan bennak hep gouzout re vat da belec’h emaño vont hag ober troioù ha distroioù diboell a zo skuizhus-tre evit hon empennoù unober (pe ma hini, d’an nebeutañ ^^).

N’ouzon ket re vat m’eo gwir ar vojenn a lavar ne c’hellfe ar baotred lakat o aked nemet war un dra hepken, hogen gouzout a ran e vez diaes din a-wechoù ! Pa vezan o lenn, da skouer, n’eo ket dav klask gervel ac’hanon, n’ho klevin ket. Pe geo, o klevet a rin e gwirionez, met ne daolin ket pled da vat, hep gouzout din e vo silet gant ma empenn, tamoueziet an trouz tro-dro din ha graet fae war ho tonañ krioù :p Met n’eo ket ma c’hoant da vat ^^ Diaes eo din selaou ouzh ur ganaouenn bennak en ur dresañ pe en ur skrivañ ivez, klevet e vo, met ne vo ket selaouet. Peurliesañ e lakan sonerezh digomzoù (doare B.O. Aotroù ar Gwalennoù, da skouer) pa vezan o labourat (pe an didrouz ivez, hañ ^^), kuit d’en em gavout o kanañ kentoc’h eget o soñjal (pe o tañsal em gwele, ar pezh n’eo ket kalz gwelloc’h -_-‘)

Ya, un ‘dra’ dedennus eo an empenn. Ne gredan ket e vefe un ene gant an dud, met ret eo anzav eo digredus a-walc’h e c’hellfe tredan o tremen e kelligoù bihan-bihan krouiñ soñjoù, aweniñ, hol lakaat da grediñ traoù, da gompren traoù all, da gaout trivliadoù ha c’hoantoù… N’eo ket souezh e vefe kredet ez eus un dra all. Ur gramm warn-ugent, sañset ^^ Ha daoust ma vefe konerioù penn-da-benn mojenn an 10% eus an empenn implijet hepken e chom kalz traoù deomp da zizoloiñ war e vont-en-dro.

War an tu all e kendalc’her da glask ijinañ speredoù artifisiel, ha gant dizoloadennoù a zo bet graet nevez ‘zo e bedig ar stlenn kantomek (Kwantik ? Kantegek ? Kantek ? Kantik ? Kantikel ? Petek, pedel ? -_-) e tostaet muioc’h-mui ouzh an doare ‘eo savet an empenn. Ha pep dizoloadenn nevez a vez graet en tu biologel a glasker ebarzhiañ er savennoù stlennek, betek ar mare neuze ma c’hellimp krouiñ ur ‘spered’. Da live hini ur c’hazh emaomp erru. Ma n’eo ket c’hoari doueig ! Hag aze e vo goulennoù nevez, a zo bet graet dija gant Asimov, da skouer, pe gant ar manga Gunnm (oh, ma n’och eus ket lennet eo ret deoc’h en ober <3). Penaos ober an diforc’h da c’houde etre un den hag ur mekanig ? Laomp e vefe ur spered artifisiel en ur c’horf biologel, hag un empenn biologel en ur c’horf robot ( a c’hellfe dont buanoc’h eget na greder, hervez tud zo), piv eo  an ‘denelañ’ eus an daou ? Adalek pegoulz e vo ret reiñ gwirioù d’ar mekanikoù, ha da betra e servijimp-ni (pe hor bugale vihan[-vihan-vihan] kentoc’h) pa c’hello ur spered artifisiel krouiñ lod all ? Lezennoù ar roboted ijinet gant Asimov ne oant ket fall, zoken ma tiskoueze eñ e-unan bevennoù seurt soñj, ha tud all o deus o gwellaet war-lec’h, gant ar spi e c’hellfent servij da grouiñ ur bed gwelloc’h, sur a-walc’h.

Evel boaz koulskoude e vo evit an arme hag ar brezel e vint implijet da gentañ, evel darn vrasañ an ijinadennoù a-vremañ… Pebezh bed.





Κλειώ & Ἔρως

11 06 2010

Ur fentigellig da gregiñ: Ur pemoc’h a oa a oa tort e spered, hag ur mignon en doa a oa gwashoc’h c’hoazh: tortoc’h ar pemoc’h 😀

Ya, a wechoù e teu ar farsadennoù a bell-tre. Ha ya, null tre e vezont ^^ Gwelet ho peus an amzer hiziv ? Brav (amañ d’an nebeutañ); brav an imor ivez neuze 🙂 Redek noazh er parkeier gant al labousedigoù o kanañ ar ar bleunioù en o bleuñv, traoù a-seurt-se, gou’t a rit ^^ Ma, kroget eo gant ar c’hrogad foot emichañs, gant ar spi e kollint diouzhtu ha ne vo ket klevet komz eus ar gib kement er sizhunvezhioù a-zeu, niehehe 😀

C’hoariomp gant ar gerioù un tammig, da c’hortoz. Plijus e kavan peurliesañ ijinañ reolennoù a glaskin doujañ outo pa skrivan ur varzhoneg, tra ken evit lakaat er pleustr ar pezh a vez desket deomp pa zielfenner barzhonegoù. Ma vez –piv ‘oar– tud o tielfennañ ma re e vo boued ouzhpenn evito marteze, hag ur boelladenn blijus eo, am laka da zizoloiñ gerioù gloev a-wechoù ^^ Hag un dra ouzhpenn, pa vez bihan an dibab gerioù e kav ar varzhoneg he ster drezhi he-unan a-wechoù, an hini da-heul, da skouer, a oa kroget gant ur soñj n’en deus ket kalz a dra da welet ken gant an disoc’h. Ha plijout a ra din evel-se ^^

 

Awen

Kavet kaerañ kabestr kalon Klio gantañ
Goulakaet goustad gant o gor goueledel,
Oberoù orgedus o oadoù o tremen,
Barr touellus torosoù, tommder-tan tekoù trouz,
En bac’has, bleiz bagol, badaouet, bogodet

Emlusk engehentadur o ene emberr,
Oc’h ostizañ osmoz oriadell o deskiñ
Darbaret dalc’hmat daoust da gan diaouled diroll
Gant Eros, gwir garantez ganet gant Gaia

Ebatoù enheñvel, euredoù en e Skiant,
Amourouzed aon ganto aberzhiñ, allas,
Gremm gouiziegezh gwezhall, gwask gouriz Gwir Istor
Ingal oc’h islonkañ intampi an Imbourc’h