John !

15 05 2010

Oula, faziet on gant eur iwerzhon aze, ah, boem John McCLane o terc’hel ac’haon dira ar skramm bihan (n’eo ket ken bihan se e gwirionez ^^). Filmoù ‘zo n’eont ket da gozh ! Ha forzh penaos n’ont ket beg-figus gant ar filmoù, peurliesañ. Daoust din klemm a-wechoù ha na vezañ c’hoant da vont da welet unan pe da chom dirak ar skinwel o c’havan plijus dre-vras p’emaon plantet dirak. N’eus nemet ur film pe zaou n’on ket bet gouest da c’houzañv (L’ours; Cours, Lola, cours; unan all marteze met n’am eus ket soñj eus an titl ^^). Boñ, n’an ket da welet forzh petra kennebeut (‘m eus ket gwelet Transformers pe DBZ, da skouer, ha ne rin ket, Twilight kennebeut), ha n’on ket sot gant ar filmoù spont dre-vras (peogwir ne reont ket aon ^^) pe ar filmoù gore betek re (a zo filmoù ‘spont’ peurliesañ, neketa, Saw ?), met sellet a ran eus filmoù farsus, filmoù emgann, lod evit ar merc’hed, lod politikeloc’h, ha steljet e vezen d’an Arvor e Roazhon (ur sinema Art et Essai, evit ar re n’anavezont ket) da welet filmoù na felle ket din hag a gaven dispar a-benn ar fin ^^

N’eus nemet ar priz a zo ur gudenn da vat er sinema , ur gudenn a ya war washaat siwazh ! Gouzout a ran e c’heller kaout koumanantoù evit tri gweneg-toull, met n’am eus ket an tri gweneg-toull-se bepred, ha ne fell ket din kaout un doare ‘redi’ da vont zoken pa n’eus netra dedennus. Boh, gwelet ‘vo pa vin distro e Roazhon (ya, gwashoc’h c’hoazh eo priz ar sinoch amañ, ur vezh, un 9€ bennak, gant un distaol o_Ô). En abeg d’ar gudenn priz se ivez e kavan ken dispar e vefe kavet ur bern berrfilmoù (ha lod n’int ket ken berr-se) war internet, lakaet gant o filmaozourien, a c’heller gourc’hemenniñ ouzhpenn-se ^^. A-drugarez d’ar skolioù sinema eo peurliesañ, ha raktresoù-skol eo an darn vrasañ anezho, met gant kement a draoù mat ez eus peadra da gaout plijadur hep dispign mann ebet hag hep laerezh o oberenn digant an arzourien (bah ya, gellout a reer kavout forzh peseurt film war internet, n’eo ket dav klask gwall bell !)

Anzav a ran em eus bet sellet eus filmoù war internet hep o faeañ, ha n’hellan ket tremen hep sellet eus House e saozneg (oh ma doue, mouezh 13 e galleg ! AAAAAAaaaaaAAaaaAaarrrrgggggl !), pe traoù a-seurt-se. Aesoc’h eo evit an heuliadoù, dre ma n’ouzan ket ma plijo din bepred, ha dre m’ao kalz, kalz, KALZ keroc’h prenañ DVD-où bloavezh un heuliad eget DVD ur film hepken (‘pezh a zo reizh, evel-just, pa geñverier ar badelezh), ha gwelloc’h e kavan gouzout ar pezh a brenan, evel a lâren n’am eus ket an tri gweneg-toull-se bepred ! Ar sapre John McClane a c’hellan sellet enlinenn forzh penaos, emañ ar filmoù er gêr 🙂





Dramm

7 04 2010

 

Hehe, trugarez tudoù ^^ Ur blijadur bepred lenn ar pezh hoc’h eus da lavar, eus ar berrañ smiley d’an hirañ soñj ! D’am soñj eo unan eus an abegoù ma vez savet blogoù gant an dud, evit ezteurel ar pezh a vez da lavar, ya, hogen evit resevout alioù ar re all  ivez, ha gwelet ez oc’h bet lennet. Hep an evezhiadennoù-se e vefe an holl destennoù a skrivan evel boutailhadoù bannet er mor, kollet ganin hep gouzout re vat da belec’h emaint aet; piv en deus o lennet ha petra o deus soñjet. 

Setu perak em eus aon un tammig rak embann, pe bezañ embannet kentoc’h. Pa oa evit Priz ar Yaouankiz e oa anat ar respont, ur genstrivadeg e oa, gouzout a rafen buan daoust ha plijet en doa ar skrid pe get ! N’eus ket tu da lavar e oan beuzet e morad al levrioù kinniget. Met aze ? E-touez ar c’hant (-mil :D) den a vo dedennet gant al levr, pet a zeuio da lavar din pegen null eo (pe pegen mat, hañ, alioù positivel n’int ket displijus ^^) ? Hep soñjoù ar re all hag o alioù ne ‘z eer ket war-raok, chom a reer da neuial a gelc’h en hevelep poull (ya, metaforennoù diwar-zour hiziv). Pa ne vez ket lavaret deoc’h ar pezh ne ya ket, penaos gwellaat ? Ha ma ne vez ket lavaret deoc’h petra a zo mat, penaos gouzout eo ret derc’hel ganto ? 

Marteze ez on me kablus un tammig, rak ne gredan ket reiñ ma soñj bepred, pe kemer amzer da skrivañ un draig pa lennan traoù dedennus, koulskoude e ouzan mat pegen plijus e c’hell bezañ sevel da vintin ha gwelet evezhiadennoù ouzh ma gortoz (me ur geek o lakaat e urzhiataer war-enaou a-boan savet ? me ? Tamm ebet, war-enaou e vez a-raok din sevel zoken :D). Bezañ diouzh an evezh a zo plijus, hag holl e fell deomp bezañ merzet, d’am soñj. Gwir eo e c’hell dont da vezañ un dramm un tammig, ha me da hizivaat ar bajenn meur a wech bemdez da welet ma zo traoù da lavar, war ar blog-mañ pe foromoù a gemeran perzh eno, pe me-oar-me. Gant internet hiziv an deiz eo kalz aesoc’h reiñ e soñj da viliadoù a dud, hag e c’heller kaout respontoù a bep lec’h hag a bep doare, ar pezh a ra e c’hell bezañ dedennus-spontus (pe ur brezel trolled, ivez)

N’am eus biskoazh butunet an disterañ tra, ha ne evan ket kalz kennebeut (ma, ret eo din evañ kaaaaaaaaalz a-raok bezañ mezv, ha ne zegas ket efedoù gwall blijus da c’houde, neuze ne c’hoarvez ket alies ^^), lakaomp emañ aze ma dramm, ma si ^^ “Moran eo ma anv, ha suj on d’an evezhiadennoù”, an ED, Evezhiadennourien Dianv. Alala ! Arabat deoc’h en em santout rediet da lezel tra pe dra ma ne fell ket deoc’h (met ma ‘z eus nebeutoc’h eget 5 evezhiadenn war an notenn-mañ e yelo fall-tre an traoù ! ^^). D’am soñj emañ an efed-se abeg da ziorren al lec’hiennoù evel Facebook ha Twitter (ha, gwashoc’h c’hoazh, Foursquare), an ezhomm bezañ merzet ha kaout ur respont digant ar re all, etre gasterezh ha sellerezh. N’on ket d’ar poent ma vin maleürus ma n’eus evezhiadenn ebet, dre eurvat (!), ha n’am eus ket ezhomm diouto per se, met plijus eo, anzav a ran.

Ma, trawalc’h gant ma rambreal, trugarez deoc’h.