Boñ, n’ouzon ket ma vo embannet an dra-mañ zoken, dre ma n’eo ket aet en-dro an embann evit ar pezh am boa skrivet fenoz, ken fall e ya ma c’hevre-internet… War a seblant ne blij ket ar skridoù damhir dezhañ
Ma digarezit neuze, ha spi am eus e yelo gwelloc’h warc’hoazh (pellgomzet hon eus dezho, ur gudenn vroadel war a seblant…), hag e vo tu din embann digudenn (da lavaret eo deubeul notenn warc’hoazh)
Netra fenoz !
31 03 2010Evezhiadennoù : 1 Comment »
Tagoù : argl
Rannoù : Traoù all
Er gêr
30 03 2010D’am soñj emañ Iwerzhon o prientiñ ac’hanon evit ma distro da Vreizh: krog eo ar glav ! (*c’hwitelladenn*) Ur goañvez dispar hon eus bet, tomm, sec’h, abaoe kreiz miz genver tamm pe damm, goude an hañvez gleb, ha setu ma tarzh en-dro… Tsss ! Met mall zo warnon distreiñ da vro ar c’hrampouezh.
N’eus netra gwelloc’h eget bezañ pell diouzh ar gêr evit kompren pegen pouezus eo. Pe n’eo ket, hervez piv oc’h. Daoust ma kavfen plijus-tre ar vro-mañ ha n’am befe kudenn ebet o c’hom pelloc’h, n’eo ket ma bro, n’on ket bet ganet na savet enni. Keltia (santel) n’eo nemet ur soñj, ha n’eo ket ar geltegezh trawalc’h evidon d’en em santout er gêr, n’eo ket trawalc’h ar mor nag an amzer lous kennebeut.
Petra eo an difoc’h neuze ? Saout a zo, hag amann sall, jentil ha degemerus an dud, lonkerien daonet, sonerezh a vez. Ar boued a zo gwashoc’h, ok, ha n’ouzont ket petra eo gwir vara (fae on gant ar bara minvig, ha me sot gantañ a-raok dont koulskoude ^^), chokolad poultr a zo ral ivez (bennnncooooooooo !)… N’eo ket kalz a dra koulskoude.
Ar merc’hed n’ouzont ket gwiskañ. Nann, ha sirius on, minibrozioù 10 kantimetrad hirder ha netra dindan (da laret eo hep bazoù pe loeroù-hir, hañ, n’on ke bet o wiriañ ar peurrest ^^) pa vez yen sklas an noz ha botoù pik 20 kantrimetr evit bale war bavezioù n’eo ket un dibab mat, an heuzoù eskimo (euzhoù, kentoc’h) ha ‘jeggings’ fluo n’int ket gwall vrav kennebeut, na klet hervezo zoken !… Ne lavarin netra diwar-benn an dremmlivaj lakaet gant ar bal-dre-dan war a seblant, betek ma vefe o c’hroc’hen ken orañjez hag un drederenn eus ar banniel… Hag ur vezh eo ar baotred, sur (bezañ gant ur plac’h evit un nozvezh hepken ? Bah, ya, meur a hini bep sizhun, petra eo ar gudenn ? Tremen amzer gant ma mignonez ? Petra ? >.<). Hogen ar re yaouank eo hepken (a laka ac’hanon d’en em santout kozh buan…).
Ar yezh sur a-walc’h. Hogen ar wech ziwezhañ ma oan deuet da ober un tamm tro e Kig-ha-Farz-land en em c’houlennen perak e oa kement a douristed tro-dro din o komz galleg Brezhoneg a gomzan amañ kement-all ha bemdez (gant an erasmused all, pe’a), ha tro am eus da gomz galleg ivez (gant an erasmused all, pe’a ^^). N’eus ket tu da lavar e vefe kalz muioc’h a zigarezioù da implij brezhoneg e Breizh eget amañ, siwazh.
Ha kouskoude e ra diouer ma bro din. Ar pezh a zo sot un tammig, pa ‘z on bet ganet enni hep ma’m befe goulennet tra pe dra. Ma vefen bet ganet e Galway e vefen stag da C’halway, ha ne rafen ket an disterañ mann toull (pe ur fouzhadenn-nij, evel ma lavaront amañ ^^) eus Breizh moarvat. Hogen n’eo ket e-giz-se emañ an traoù. Laouen on gant an amzer am eus tremenet amañ, ha chom a rafen pelloc’h gant plijadur, hogen laouenoc’h c’hoazh on o c’houzout e karan ma bro ha n’hellin ket bevañ pell diouti, ha bezañ suroc’h eus ar pezh a fell din ober diwezhatoc’h. Pell eus e vro hag e yezh o dizoloer a-nevez, war a seblant. Ur Breizhad oc’h adkavout Breizh, emezañ… A du a-walc’h on 😉
Evezhiadennoù : 2 Comments »
Rannoù : Soñjoù
Identeyezh
29 03 2010Ma c’hentel ziwezhañ war marv hag advevañ ar yezhoù, hag ar yezhoù keltiek er bed a-vremañ a oa hiziv. Unan eus ar c’hentelioù dedennusañ am eus biskoazh bet eo, ha maget am eus kalz soñjoù a-drugarez dezhi. Kalzik traoù a ouzen dija, met mat eo pa vez frammet an traoù ha pa c’heller tabutal ha komz gant tud all, a vroioù all, da skouer, e vez dedennusoc’h. Dre ma oa kalzig bretoned er c’hlas ez eus bet kaoz ues ar brezhoneg kalzig. Raktreset e oa forzh penaos, met dedennus e oa evit ar gelennerez hag ar studierien all, d’am soñj. Ur penadig neuze diwar-benn ar yezhoù, en enor d’ar gentel se, ha peogwir ez on dedennetoc’h-dedennetañ gant an dodenn.
Kement a yezhoù, etre dek ha pevar mil anezho, hervez penaos o c’honter (rannyezhoù, an hevelep yezhoù dispartiet ez politikel, pe gant an douaroniezh, gant anvioù disheñvel e pep keriadenn…), kement a yezhoù ha kement o vont da get. Lod a vez o vervel bemdez, evel m’int bet e-pad miladoù a vloavezhioù. Lod all a zo war grouiñ, hag holl emaint o cheñch. Den ne oar pet yezh a zo bet, ha penaos e vefe kontet ? Pegoulz e teu ur rannyezh da vezañ ur yezh ha pegoulz e tro ur yezh d’unan nevez ? Daoust ha div yezh eo an henvrezhoneg hag ar brezhoneg a-vremañ ? Ma soñj deoc’h int, petra eus ar predennek neuze, pegoulz e vezont dispartiet ? Ma soñj deoc’h n’int ket, pegoulz e vez o difoc’het ?
Evel-just ne cheñch ket ur yezh eus un devezh d’egile, zoken ma c’hell darvoudoù bras he cheñch trumm a-walc’h (brezelioù, aloubadegoù,…), hag atav e vo roet deziadoù dre-vras. An niveroù a vez roet a zo martezeadennoù peurliesañ, ha ne dalvezont netra hep ho c’henaroud. Muioc’h a vrezhonegerien a zo eget a iwerzhonegerien hag a ouezelegerien a-vro skos asambles, ha koulskoude n’emañ ket hor yezhig e stad gwelloc’h.
Chañs hon eus, ni, en ur mod memestra: ul lennegezh on eus, ar pezh a zo kalz muioc’h eget darn vrasañ ar yezhoù, ul lennegezh kozh-mat, yezhadurioù e-leizh, istor ar yezh, studiadennoù a-vil-vern, hag all. Skolioù, skolajoù, skolioù-meur, tiez-embann, kazetennoù, kelaouennoù, filmoù ha bannoù-treset, un hegoun er sonerezh, en dañsoù hag er c’hanañ… Un identelezh.
Dedennus-kenañ e oa an amerikaned er c’hlas (da lavaret eo hanter ar c’hlasad ^^), rak int ne welent ket ar saozneg evel o yezh, nag ul lodenn eus o identelezh. Ne oant ket stag diouti tamm ebet. An darn vrasañ anezho ne gomz nemet ur yezh, hag o doa studiet kastilhaneg un tammig (evel just). Evito ne oa nemet ur yezh. Disheñvel-tre pa vez ‘bras’ ar yezh, ha pa gomz ar bed a-bezh ar yezh-se. E meur a vro, da gentañ, ar pezh a ra n’eo ket stag eus ul lec’h da vat (hag int o soñjal e oa pouezusoc’h ar saozneg evit ar saoznon eget evito), hag gant an holl pe dost evel eil yezh. Emañ Bro-C’hall en eizhvet renk evit an niver a saoznegerien (23 milion), dirak broioù o deus ar saozneg da yezh ofisiel…
Ha koulskoude e oa fuloret an darn vrasañ anezho gant ar gastilhanegerien ne raent striv ebet da zeskiñ saozneg goude bezañ deuet da vevañ er States (o vezañ e oa lod o vevañ e karterioù latino, ha bet e skolioù kastilhaneger, ne soñj ket din e vefe tra pe dra da welet gant gwenelouriezh, hogen war a seblant ez eont fae gant ar c’hastilhaneg en abeg d’an diaouer a strivoù graet gant ar gastilhanegerien). Da lavaret eo ez eus un draig, memestra. Evito e oa anat e rankfed deskiñ yezh ur vro pa yaer dezhi, o c’houzout memestra e vefent komprenet er bed a bezh gant o saozneg, hag hep rankout deskiñ tra pe dra. Dedennus-tre eo ar saozneg evit-se, a gav din. Pa gomz an holl o yezh, daoust ha deoc’h eo c’hoazh ?
Lod eus an iwerzhoniz o doa mezh da vezañ dic’houest da gomz, peogwir eo yezh o bro, ar yezh ofisiel gentañ, ur yezh o deus bet da studiañ e-pad bloavezhioù. Hogen ur yezh kelennet fall, gant ur skeudenn fall e-touez ar re goshañ c’hoazh, hag e remziad o zud ivez, en abeg d’ar c’helenn fall se. D’am soñj emañ gwelloc’h an traoù e Breizh, zoken ma vez un diouer a yezhadur er skolioù c’hoazh, hag em eus aon e kasfe an diouer a gelennerien vrezhoneg (pe e brezhoneg) d’un diouer a vrezhonegerien vat. N’eo ket aes kelenn pa vezer o teskiñ c’hoazh ! Ha gouzout n’eo ket kelenn. Tud ‘zo a gomz ur brezhoneg disi pe dost, hag a zo dic’houest da zisplegañ perak e vez graet tra-mañ-tra. Pell zo ne ran hogos fazi kemmadur ebet, ha koulskoude ez eus traoù c’hoazh n’ouzon ket ar reolennoù anezho. E-giz-se e vez lâret, peogwir eo ‘giz-se ^^ Ma vefen o kelenn e wiriekafenn, evel-just, met traoù all am eus da studiañ er mare mañ.
Mall a zo warnon da vezañ distro d’am yezhadurioù. N’eo ket displijus lenn ar geriadur, met diouer a zo en istor un tammig, ha n’eus ket suspense a-walc’h a gav din 😉
Evezhiadennoù : 1 Comment »
Tagoù : brezhoneg, deskiñ, iwerzhoneg, kentelioù, levr, Skol-Veur, yezh
Rannoù : Soñjoù
Sul #6
28 03 2010Arrrgl, re verr eo an devezhioù, ha berroc’h c’hoazh gant un eurvezh toutou nebeutoc’h :p Emaon o kalsk liesoberiañ ar gwellañ ma c’hellan… Hep dont a-benn ken mat hag ar pezh a fellfe din ^^
E-giz-se eo bet a-hed ar sizhun tamm pe damm, tra ma krogan gant al labourioù am eus da rentañ a-benn fin ar c’hwerc’hmiziad (labourat a ran mat pa vez mall, un tammig re abred eo c’hoazh ^^), ma adwelan evit an iwerzhoneg (arnodenn dre-gomz dimerc’her, dirak daou gelenner, gant ur sonenroller >.<), ma echuan al levr (a zlefe bezañ prest evit an dibenn-pred ^^) emañ gorrekoc’h-gorrekañ an internet dre amañ… Ma, evit poent e ya mat an traoù war-raok memestra. Daoust ha padout a raio ? Bah… gwelet vo :p
Filmoù:
- Things Last, en ‘efe ranket bezañ gant an dastumad SF, hag am eus disoñjet >.< Graet eo mat-kenañ, a gavan, ha dedennus a-walc’h, gant un tammig fent, dres evel a blij din.
- Pivot, ar mare ma ya an traoù da fall… Ur stil iskis marteze, met efedus.
e saozneg
- A Trailer for Every Academy Award Winning Movie Ever (ahaha, an titrloù hirañ ar gwellañ ^^), ma kavit e seblant an holl filmoù kinniget en Oscar bezañ savet war an hevelep patrom hag eo borrodus ha feneant Hollywood… Gourfasus da vat (gourfarsus-kabidant, zoken). Kit da welet video-où all ar strollad, mar plij deoc’h (ha ket ganeoc’h, me ne ran ket van ^^), war britanick.com, lod a zo farsusoc’h c’hoazh ^^
- Broken Things, n’eo ket ken farsus (pa weler an titl…), met graet eo mat, istor ur paotrig o welet e dud o tizimeziñ, o klask peoc’h er piano. Kalsel a-walc’h an istor, met gwirion-tre an tudennoù, ha dedennus.
Lec’hiennoù:
- TinEye, marteze ne servijo ket deoc’h alies, met dispar e kavan ar soñj. Ul lusker-enlask eo (evel Google pe Bing, ma fell deoc’h), met kentoc’h eget kalsk gant gerioù e kalsk skeudennoù. Kinnig a rit ur skeudenndezhañ ha kavout a raio deoc’h ar re heñvel. Da betra servij ? Da gavout mentoù disheñvel, da skouer. Meur a wech em eus kavet skeudennoù bihan, re vihan evit ar pezh a felle din ober ganto (pe c’hoari gant photoshop pe lakaat da foñs-skramm e vefe), poufpouf, kavet ar skeudenn d’ar vent vat !
- DaFont, n’eo ket nevez, met ma vezit o klask ur polis-skritur (font) evit tra pe dra e kavot ho peadra aze sur a-walc’h, hag evit netra. Implij a ran kalz polisoù, ha plijout a ra din kaout un dibab. Lechiennoù all a zo met graet mat eo honnezh, ha kavet ‘ m eus ar pezh a felle din betek-hen ^^
Hop, emañ House o kregiñ, poent eo din mont ! Ha distreiñ d’al labour goude-se 😉
Evezhiadennoù : Leave a Comment »
Tagoù : filmoù, Liammoù, sul, video
Rannoù : Traoù all
Gwastell chokolad ar marv (evit ho kalon ^^)
27 03 2010Ur rekipe bihan evit cheñch, evit ur wastell he deus bet kaaaaaaaalz berzh diriaou da noz ^^
- 400g chokolad
- 360g sukr poultr
- 400g amann
- 170g bleud
- 6 vi + 2 velenn-vi
- Ur bannig laezh (10kl, un dra a-seurt-se, ‘m eus ket muzuliet ^^)
- (200g kraoñ, mar fell deoc’h)
Ma n’oc’h ket bet spontet gant al listennad a-us, raktommit ho forn da 180°C (termostat 6) ha bezit prest.
Troc’hit ar chokolad hag an amann a dammoù, hag o lakait da deuziñ asambles, er mikro-skinoù pe er gastelodenn.
Ouzhpennit ar vioù hag ar sukr d’an diad, hag ur bannig laezh. Meskit mat hag ouzhpennit ar bleud tamm ha tamm (gorrek-gorrek, aze emañ ar c’hevrin). Lakait ar c’hraoñ torret a dammoù d’ar mare-se mar grit ar rekipe gant kraoñ
Ur wech mesket mat pep tra (dibouloud dibouloud dibouloud !), skuilhit an toaz (a vo dourek a-walc’h) en ur moull amannennet, hag er forn e-pad 30 munutenn. Lazhit ar forn goude-se ha lezit ar wastell ennañ e-pad ur c’hard-eur ouzhpenn, tamm pe damm (pe un tammig hiroc’h)
Gant an diouer a c’hoell e raio deoc’h ur wastell paot-spontus: e gwirionez ez eus enni rekipe ur wastell lieskementet dre zaou hep ar goell, ar pezh a ro ur wastell eus ar memes ment me div wech paotoc’h ^^. Da ober ur wech bep daou viz hepken, amzer d’ho kwazhiennoù diskuizhañ ^^
p.s.: gellout a rit ouzhpennañ ur bannig dourenn-vanilh d’ar wastell, evit cheñch… Ah ! Perak eo ken fall an traoù mat ? :p
Evezhiadennoù : 1 Comment »
Tagoù : gwatell, menam menam, rekipe, taol-kalon
Rannoù : Traoù all
Liiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiink !
27 03 2010Tadaaaaaa !
Daoust ha gouest e vot da gavout a belec’h e teu pep tra ?
Evel ma lavar ar c’heekezig en he evezhiadenn n’em eus ket komzet eus Zelda en notenn a-zivoud ar c’hoarioù-video ! Perc’hed marvel sur a-walc’h, setu ur skeudenn neuze a-benn ober pinijenn, ha da c’hortoz kaout amzer da skrivañ un dezenn diwar-benn Link, hag un niverenn a-ratozh eus Al Liamm, advadeziet The Link, a-benn brudañ ar c’hoarioù-video e bed ar brezhoneg !
Siwazh n’eo ket me an treser :p
Evezhiadennoù : 2 Comments »
Tagoù : c'hoari-video, link, Tresañ, zelda
Rannoù : Traoù all
C’hoarioù-Video
26 03 2010O lenn Soubenn ar Geek e oan (hophophop, un tamm bruderezh ouzhpenn :D), ha merzet am eus e vanke ar c’hoarioù-video din. Kalz. Un nebeud am eus war ma urzhiataer amañ, met n’eo ket ar memestra. Mankout a ra ma DS din (ma, hini ma c’hoar ^^), ma Wii. M’am befe arc’hant e prenfen un X-boest ivez (ket ur PS3 rak a] ne blij ket Sony din, diabeg marteze, ha b] emañ darn vrasañ ar c’hoarioù a blijfe din war an Xbox)… Met n’eus ket, just a-walc’h ^^ (ma fell deoc’h profañ unan din… *c’hwitelladenn*).
Mateze eo gwell a se, e-mod all e vefen gorrekoc’h c’hoazh gant ma labour hag em befe muioc’h a draoù o sachañ ma evezh pell diouzh ar pezh a rankfen bezañ oc’h ober ^^. N’eo ket n’em befe bolontez ebet met… nann, n’am eus bolontez ebet >.< War an tu all eo aes mont da straniñ war an Etrerouedad hag ober netra e-pad eurvezhioù (wiki, tvtropes, youtube… ah !)… Gwashoc’h c’hoazh pa lennit saozneg ha kastilhaneg… Ma ouifen Russianeg, Japaneg ha Sinaek… 😀
Met diouer a ra ar c’hoarioù din. Siwazh e chom ur skeudenn fall gant bed ar c’hoarioù video, feuls, dizedennus, dañjerus… Dre wall ar c’hoarioù video eo pep tra, eus ar feulster er banlevioù d”ar c’hrign-bev (hag ar reuz en armerzh, evel-just…). Gwir eo ez eus kalz c’hoarioù armoù enno, e-lec’h m’emañ ar pal pennañ lazhañ ho enebourien (pe ar pal nemetañ…), hogen n’eus ket nemet lod a-seurt-se. Ha lazhañ un dolvead pikseloù war ur skramm n’eus netra da welet gant lazhañ unan bennak (ret ‘vefe bezañ pout evit en soñjal, avat). N’eus ket un den feuls ac’hanon (soñj ket din, ‘bepred), met plijout a ra din seurt c’hoarioù a-wechoù ivez, evit ar blijadur aes a zegas, an diskarg diboell. D’am soñj eo gwelloc’h e vefe doareoù a-seurt se evit ar c’hoantoù feulster da ezteurel, met un afer all eo.
Ar c’hoarioù a blij din ar muañ n’eo ket a re a-seurt se, c’hoarioù tennañ, nag ar re sport pe redadeg (redadeg ‘glann’, lakaomp, sot on gant Mario Kart ^^). Plijusoc’h e kavan ar re ‘savennoù’ (?), da lavaret eo re doare Mario pe Sonic, hag all (ret vefe ober un tamm labour war ar geriaouiñ evit an dachenn-se…), ar c’hoarioù strategiezh (amzer real), evel Starcraft, Warcraft (ket World of ~~), Dawn of War (mmmh, an anvioù n’int ke gwall beoc’hus, hañ…), hag ar re rol (pe ‘perzh’, marteze ?) dreist pep-tra, Diablo, Baldur’s Gate, Oblivion, Mass Effect, The Withcer, World of Warcraft (ar wech mañ), hag all.
Lod a bep seurt a zo, e bedoù tost d’ar gwirvoud, lod all ‘cartoon‘ penn da benn, lod moliac’h, lod skiant-faltazi, peadra da blijout d’an holl… Tost d’al levrioù a blij din, evel ma lavaren. Bevañ-troioù kaer, kemer divizoù, ober traoù. Dedennusoc’h eget chom dirak ar skinwel hep ober tra pe dra, hervezon. Ne lavaran ket eo fall ar skinwel (hehe, ne lavarin netra, dresit-holl), met pa vezer o sellet eus un dra bennak ne raer netra, padal e vez un ober pa vezer o c’hoari. Netra da welet gant mont da redek er maez, evel-just, met kemer divizoù ha soñjal eo memestra, kalz muioc’h eget an doare gouzañv dirak tf1 (hop, an diaoul personelaet ^^). Studioù a zo zoken war ar mat a c’hell a c’hoarioù-video ober, met gwall nevez eo c’hoazh evel-just.
Hag unan eus an traoù a zo dispar a zo gellout c’hoari gant lod all. Evel just e c’hellit c’hoari bolotenn gant tud all, hogen daoust ha gellout a rit en ober gant unan e Afrika hag unan e Japan, ha c’hwi e Breizh ? Haha ! Ya, gounezet ‘m eus redadegoù Mario Kart enepto, hahaha, Breizh reprezzzzent :D. Bremañ emañ ar c’hoarioù en-linenn diouzh ar c’hiz, kaset gant tsunami WoW, ha gwir eo e teu ul lodenn eus ar berzh a ra ar c’hoarioù-se eus an tu sokial a zo ganto, da vare Facebook ha MySpace, Orkut ha Bebo. Kejet am eus bet gant tud, ha bet mignoned zoken. Re eus ma amzer a gemere diganin evit ma c’hellfen kenderc’hel, met mareoù dispar am eus bet gant tud eus penn all ar bed, ar pezh a zo un dra digredus a-walc’h memestra, pa soñjer.
Ha gant remziad nevez ar c’hoarioù evel re ar Wii eo aesoc’h lakaat an holl da gemer perzh (hag ar PlayStation Move a zo o paouez dont er-maez, ha Project Natal war an Xbox, a c’hallfe ma lakaat da brenañ unan da vat). Peurliesañ e seblant diaes ha luziet ar c’hoarioù, evit ar gerent, hogen gant an DS hag ar Wii, oc’h implij jestroù kentoc’h eget poezelloù dibaboù diwar-did (B evit nullañ/mont en a-dreñv, da skouer; perak ?) eo kalz aesoc’h dezho kemer-perzh. Gwelet ma mamm o frikañ ma c’hoar d’ar c’hoari tennis war ar Wii a zo farsus, ha lakaat ar gerent da geveziñ o lakaat al Lapined Droch da seniñ Smoke on the Water tra ma c’hoarzh ar vugale leizh o c’hof a zo un abadenn eus ar plijusañ. D’am soñj ez eus bet kroget ur fiñv war-du digoradur ar bedig-se d’an holl, ha gwell a-se. Ne sikouro ket ma labour da vont war-raok, avat !
Evezhiadennoù : 3 Comments »
Tagoù : c'hoari, c'hoari-video, moliac'h, skiant-faltazi
Rannoù : Traoù all
Skoilhoù Meur
25 03 2010Tra ma oan o c’hortoz e diavaez ur c’hoariva (un añfi, pe’a) hiziv em eus klevet un trouz iskis ennañ, deuet eus ar re a oa gant ar gentel a-raok ma hini. N’eo nemet un eurvezh diwezhatoc’h, pa voe echu ma c’hentel-me, em eus komprenet petra e oa: tud o stlakañ o daouarn. Fin ar c’hwermiziad eo dija, ha war a seblant eo ar c’hiz, ha ni da stlakañ hon daouarn ivez goude gerioù klozañ ar gelennerez.
Me gav e tiskouezh mat a-walc’h an difoc’h a spered a zo er skol-veur amañ. Ne soñj ket din e vefe bet stlaket an daouarn evit ur c’helenner e Roazhon 2, nag er skolioù meur all e Breizh/Bro-C’hall. Hogen amañ ez eus ul liamm kreñvoc’h etre ar gelennerien hag ar studierien. Marteze e teu ivez eus ar fed e vefe kalz keroc’h ar studioù amañ (miliadoù a euroioù, memestra…), hag e talvez e c’hell ar studierien klemm ma ne blij ket ar c’hentelioù dezho, hag e vezint selaouet kerkent. Bodadoù a-ratozh a zo zoken… Ha priz ar gwellañ kelenner bep bloaz, un dra ofisiel. Da lavaret eo e vez mat ar gelennerien dre ret pe dost. Evel just ez eus lod a zo kozh, hag a zo aze abaoe ken pell hag ar skol-veur (ahah, arabat mont re bell ganti met kompren a rit ^^), ha gant doareoù kelenn eus ar c’hantved diwezhañ (penn kentañ ar c’hantved diwezhañ oO), hogen ral int.
Kudennoù arc’hant a zo amañ er mare-mañ evel ma ouzit… Ar pezh a ra e vez serret postoù, hag e vez kevezerezh bep bloaz evit ar postoù a chom (!), un abeg ouzhpenn evito da vezañ mat. N’eo ket aes bepred, er gevrenn geltiek n’eus nemet 2 gelenner evit an aotreegezh hag ar master a-bezh, da skouer !
N’eo ket vit lavar n’hon eus ket kelennerien vat e Roazhon (komz a ran eus ar pezh a anavezan, hañ), met ne soñj ket din e vefe an hevelep darempred (ar gelennerien er gevrenn vrezhonek a zo un dra all c’hoazh, dre ma ‘z eo an darempred ganto kalz tostoc’h eus ar pezh a zo e Diwan da skouer, mont dre ‘te’ hag all)… E-keñver ar Skol-Veur a-bezh eo forzh penaos. Amañ emaint holl o pourmen gant hoodie-où ar skol veur (stammennoù ledan gant ur gabell, gouzout a rit…), pe t-shirtoù (rochedoù-t ?) ar Skol-Veur, pe o c’hevrenn zoken. Piv a gredfe gwiskañ ur stammenn Roazhon II pe ‘kevrenn saozneg’ ? N’eo ket fier an dud eus o Skol-Veur e Breizh. Ha tristik eo a soñj din. Gwir eo e vez roet kalz muoc’h a c’halloud d’ar studierien amañ, hag e veront kalz muioc’h a draoù (pretioù, an davarn, ur stal, servijoù a-bep seurt…), arc’hant a vez roet d’an aozadurioù, pep studier en deus ur c’hod-barennoù war e gartenn, hag lennerien-kodoù a zo gant pe kevredigezh a-benn aesaat ar merañ…
Aesoc’h e seblant pep-tra bezañ, zoken ma chom kudennoù bepred. Ar pezh zo ez eus ur gwir pouez gant ar studierien, dre an doare Sindikad Studierien (ar Student’s Union, SU) a zo, unan dre ret, diliv politikel. Votadegoù a vez evit ar postoù ennañ, (gant skritelloù ha madigoù evit netra, evel er filmoù amerikan^^). Da bep emvod e vezont, ha lakaet e vez ar skol veur da cheñch drezho. Ur garg pounner eo, ha daou bost amzer leun gopret a vez. N’eo ket forzh petra, ha dispar evit ar studierien o studiañ politikerezh. Ma c’hellfe an traoù bezañ e-giz-se er gêr e vefe nebeutoc’h a harzoù labour marteze, met ma vefe lod e vefe kalz nebeutoc’h a zistruj, peogwir e vefe doujañs gant ar studierien evit o Skol-Veur, ha muioc’h eget doujañs e vefe fouge enno.
Lakaat a rin moullañ un t-shirt ‘kevrenn ar brezhoneg’ pe un dra a-seurt-se evidon ar bloaz a-zeu, ha gwelet ‘vo ma vezo lod oc’h heuliañ, rak fier on eus ma Skol-Veurig, memestra, en desped da bep tra ^^
Evezhiadennoù : Leave a Comment »
Tagoù : iwerzhon, kelenn, kentelioù, Skol-Veur
Rannoù : Soñjoù
Dek ha pevar-ugent
24 03 2010Aouch, en ur sevel ur playlist ’90 (evit ur gouel aozet amañ diriaou) e em santan kozh a-greiz holl (!). Hag an tresadennoù-bev, hag ar filmoù… Argl, n’on nemet ur bloaz warn-ugent !.. Daou warn-ugent ar bloaz-mañ… Emañ ar gozhni er penn, emezo. Pa welan ar parkinson a zo gant ma daouarn a-wechoù… Hehe ^^
‘Vel just n’on nemet ur paotrig c’hoazh, gant kement a hent da ober (neketa, kozhien ? :D), met memestra… Ha soñjal e oa deuet Pretty Woman e 1990… Ar Roue Leon, Toy Story, The Fugitive, Matrix, Braveheart, Aladdin, Saving Private Ryan, Titanic, Men in Black, Jurassic Park… Ha Nirvana, hag R.E.M., hag Offspring, The Pixies, Bon Jovi, Meatloaf, U2, Guns N’ Roses, S&M gant Metallica… Ah ! Ne oa ket ken fall hag ar pezh a lavarer, hañ ^^
Farsus eo gwelet an amzer o tremen tamm ha tamm, hir e seblant pep devezh bezañ, met evel un tenn e tremen ar sizhunvezhioù, ar mizvezhioù, ar bloavezhioù. Seblantout a ra din bezañ erru e Galway ar miz tremen, ha bezañ kroget gant ar blog-mañ derc’h pe derc’hent-derc’h. Ma c’hoar ne oar ket petra eo ul lur, na kant lur, for that matter. Ha n’eo deuet an euro nemet er bloavezh 2002, daou vloaz war-lec’h BUG AR BLOAVEZH 2000 ! Aaaaaarrrgll ! Ha fin ar bed (mat eo, fin ar bed 2.0 a vo a-benn nebeut ^^).
Ha kresket eo an Internet, an Etrerouedad, ar gwiad… Soñj ho peus eus ar modemoù 56k, pe (ma doue benniget !) 28k ? Soñj o peus eus an trouz a raent ? (amañ, evit modem Proust) Ahaha, ha pegen hir e c’helle kargañ ur bajenn bezañ ! Ha ret e oa kontañ an amzer tremenet (ma, dre m’emañ ma zad o labourat e France T’es Les Cons ne oa ket dav, met memestra ^^)… AOL ha Wanadoo o kas pladennoù deoc’h gant 20 eurvezh profeeeeeeet. Na brav ar vuhez, hañ. Na pell e oa YouTube d’ar mare-se, ha Facebook, hag ar blogoù, hag all. Edo Ebay hag Amazon o paouez genel, ha Napster o tont da reiñ gwallhunvreoù da Universal, MGM ha Sony Music. Evit sevel ul lec’hienn e oa ret deskiñ skrivañ HTML…
Brezel a oa er C’hosovo, lazhadegoù didruez er Rwanda hag e Bosnia, Brezel ar Pleg-Mor (1.0) ha degadoù all; edo Europa oc’h en em frammañ gant Maastricht, edo Bill Clinton er Stadoù-Unanet ha Tony Blair o tont war-lerc’h Thatcher er Rouantelezh-Unanet. Emgann a oa c’hoazh e Iwerzhon an Norzh. Er bloavezhioù 90 ivez e voe tu d’an iwerzhonadezed kaout ar bilulenn, hag kavout stevelloù aes… Na pegen cheñchet eo ar vro ivez, goude ar C’hletic Tiger…
Gellout a rin lavar d’am bugale, m’am eus lod, e oan aze ^^. Bevet am eus (hon eus ^^) an tremen etre daou gantved ha daou vilved, ganet on bet pa oa c’hoazh eus ar voger, bevet am eus korventenn 1999, an Erika, an Tourioù e New-York… Sonerezh a zo bet, filmoù, er skol e oan, er skolaj, el likes, tud o tont hag o vont… n’eo ket fall memestra, ha kement a chom da zont ^^.
Mall zo warnon.
Evezhiadennoù : Leave a Comment »
Tagoù : 1990, amzer, istor, kozh
Rannoù : Traoù all
Yezhadur #√4
24 03 2010Haha, kement hag ober ec’h ouzhpennin un draig, liammet gant ar matematikoù c’hoazh, evit bezañ hegasus betek-penn. Niec’hec’he 😀
Unan eus an traoù a c’hell bezañ souezhus evit unan o teskiñ ar yezh a zo an doare da gontañ traoù adalek ugent, da lavaret eo “un x warn-ugent”, “pevar x ha tregont”, “c’hwec’h kant seitek x ha pevar-ugent”, hag all (piv a gont x-où, forzh penaos ? N’eus ket eus an dra-se e brezhoneg :p). Alies e klever fazioù (tri warn-ugent den a zo deuet…), ha gwir eo e c’hell bezañ diaes marteze cheñch boazioù bet tapet gant yezhoù all. Ha gwir eo e ro poan-skouarn pa glever, memestra, ha sur on e vez tud da reizhañ kerkent ar re a gredfe ober ar fazi daonet. Un degouezh a zo koulskoude ma vefe ret chom hep ober an eilpennañ. An dregantadoù.
Klevet a ran tud o lavar ‘pemp dregant warn-ugent eus an dud’, ‘seizh dregant ha tri-ugent eus ar boblañs’, hag all, o tiwall mat da chom reizh, evel pa vefe ‘dregant’ un unanenn a c’heller kontañ. Hogen n’eo ket. Pa lavarer ‘dre gant’ e talvez, anatañ tra, e c’hoarvez x gwech an dra-se evit 100 degouezh, ne gonter ket ‘dregant-où’ met degouezhioù.
Reizh e vefe lavar pemp warn-ugent dre gant, neuze, seizh ha tri-ugent dre gant (pe dregant, ar skritur ne ra forzh), hag all.
Cheutu, buan ha buan, bremañ e ouzit e c’hellit ober ar fazi, ha bezañ ar gwir ganeoc’h, hehehe !
Evezhiadennoù : Leave a Comment »
Tagoù : brezhoneg, deskiñ, matematik, torr-pen, yezh, Yezhadur
Rannoù : Yezhadur
Yezhadur #1
23 03 2010Bezomp torr-revr un tammig, ha komzomp eus ar pezh a blij ar muiañ d’an holl, yezhadur (ya, kevrinus e oa an titl ^^).Ur gerig hepken, ne vo ket re hir. Ne fell ket din bezañ re gentelius, ha ne lavaran ket emañ ar gwir ganin (geo), ha ne lavaran ket n’hell ket ur yezh cheñch (en ober a ra, ur reolenn eo). Ha kement ha bezañ torr-revr betek-penn e vo mesket yezhadur ha matematikoù 😀
Cheutu ar gudenn neuze: petra eo 20 e-keñver 10 ?
An darn vrasañ a responto din eo 20 div wech muioc’h eget 10. Hag a-du e vin ganto. Ar brezhoneg n’eo ket. Desket e vez deomp e vez lavaret ‘hanter muioc’h’, ha setu. Perak ? Peogwir e teu ‘div wech muioc’h’ eus ar galleg ‘deux fois plus’, hag eo direizh da geñver jedoniezh. Gwellomp se neuze.
Evit mont eus 10 da 20 e reer +100%. Ma vez kemeret al lavarenn ‘div wech muioc’h’ evit ar pezh eo e talvez n+(n×2) , da lavaret eo+200%:
- div wech muioc’h eget 10= 10+((10/100).200)= 30
Okay, gwir eo neuze, direizh eo penn da benn, e brezhoneg (nevez) hag e galleg. Tsss, dre chañs emañ brezhoneg tradisionel ma zad kozh eus badum evit sikour:
Hanter muioc’h neuze. Ma vez ouzhpennet an hanter e vez graet +50%, pe n+(n/2):
- hanter muioc’h eget 10= 10+(10/100).50)= 15
Woooups. Ken fall all eo.
Petra hon eus desket neuze ? Ne vez ket mesket yezh ha matematikoù, pout eo ar bobl. Ha n’eo ket e Breizh hepken 😉 (goaperezh, hañ, n’on ket sirius ^^’). Emañ ar gwir gant ar saozon, daoust d’ar c’hallaoued bezañ fier eus o spered lojik ha frammet. E saozneg e lavarer twice as much, da lavaret eo n×2, ar pezh a zo reizh da geñver jedoniezh. Ret ‘vefe deomp lavar kement-all e brezhoneg neuze, ‘div wech kement [hag]’.
Met ne vo ket cheñchet, ‘soñj ket din atav. Neuze, dre m’eo ken direizh an daou zoare da geñver jedoniezh e c’hellit dibab an hini a fell deoc’h. Ar peurrest a zo ideologel kentoc’h. Peurliesañ e kavan gwelloc’h ober gant an doare hengounel pa vez kevezerezh (displegañ a rin ar munudoù un deiz all). Koulskoude e kavan gwelloc’h ober gant div wech muioc’h (pe div wech hiroc’h, brasoc’h, donoc’h, h.a., evel just) peogwir eo anatoc’h. Den ebet ne soñjfe e c’hell hanter muioc’h talvezout n×2 ez natuel, ha ne soñj ket din e vefe implijet gant ar re yaouank na gant darn vrasañ an nevezvrezhonegerien forzh penaos. Soñj am eus eus an daoulagad dispourbellet er skol-veur p’eo bet lavaret deomp e oa hanter muioc’h ar stumm brezhoneg, hag e tlefemp implij-se. Ha galleg a zo gant darn vrasañ ar vrezhonegerien, da lavaret eo ez emañ ‘deux fois plus‘ en o fenn dija (hag o deus desket jediñ gant se marteze zoken). Lavar hanter muioc’h peogwir e teu an doare all eus ar galleg ha netra ouzhpenn ne seblant ket bezañ un arguzenn a bouez bremañ.
An deiz all e felle din komz eus un dra a greske da 150% eus e vent orin…(speredoù tort a zo ganeoc’h)… Da lavaret eo +50%… Ha c’hoant am boa da lavar e oa hanter brasoc’h… Ahaha… Ha pa lennan ez eus un hanter muioc’h a vugale e skol mañ skol hep kaout ar siffroù n’ouzon ket ma zo bet +50% pe +100%, ar pezh n’eo ket ar memes-tra… Ma, d’am soñj (ha ma soñj eo, netra all), e vefe mat dilezel hanter muioc’h. Deoc’h da welet.
Evezhiadennoù : 6 Comments »
Tagoù : jediñ, kontañ, niveriñ, torr-penn, Yezhadur
Rannoù : Yezhadur
Dilennad-égout
23 03 2010Ah, ya, disoñjet am eus lavar tri ger diwar-benn an dilennadegoù a zo bet disul, setu neuze: A c’ha c’ha !
Gant ma kendalc’ho an Drian war an hent mat.
Evezhiadennoù : 3 Comments »
Tagoù : Breizh, dilennadegoù
Rannoù : Traoù all
Filmvagner
22 03 2010Farsus eo gwelet arzourien o labourat. Hiziv e oan o sikour adarre evit ar film a gomzen anezhañ derc’h, da lavaret eo straniñ ha gortoz a-hed an deiz, tamm pe damm. Ma, dedennus memestra gwelet anezho o komz e-pad ken pell eus pelec’h lakaat ar gouloù, ha pegen kreñv, ha peseurt liv, hag all, divizout da c’houde e pelec’h e vo lakaet ar c’hamera (n’eus nemet unan ganto, ret eo filmañ hag adfilmañ diwar kognoù disheñvel neuze, da lavaret eo ober an hevelep lodennoù c’hoazh hag adarre)…
Istor ar berrfilm ? Ur skrivagner diawen, gennet dirak e bajenn wenn ! Haha ! Ne oan ket o soñjal er film ha me o skrivañ an deiz all, koulskoude. Hogen dedennus eo gwelet an dibaboù a vez graet ganto, ha soñjal eo evel skrivañ, un tammig. Pa zibabomp ni (ya, lakaomp ez eus ur skrivagner ac’hanon, memestra, pe un danvez-skrivagner d’an nebeutañ) ar gerioù e tibabont int ar gouloù, pa droomp hor frazennoù e cheñchont lec’h d’ar c’hamera, pikoù ha virgulennoù a zo hon talennoù o cheñch, ho frammoù hon rannbennadoù. An diforc’h o vezañ n’eus aktour ebet dirazomp, hag e krouomp holl o zrivliadoù. Dedennusoc’h a-wechoù eget displegañ e-pad 10 munutenn ar pezh a fell deoc’h gwelet an aktour oc’h ober. Hogen gellout a ra tud all degas traoù n’ho pefe ket soñjet, traoù nevez hag o fersonelezh. Mat eo bezañ digor d’ar soñjoù all, digor war ar bed ivez, d’am soñj. Kalz skrivagnerien a lavar e kavont o awen er vuhez pemdez, er bed tro-dro dezho, skrivagnerien gwirvoud ha lod faltaziusoc’h. An disterañ tra a c’hell lakaat an ijin da vont. Setu perak eo pouezus lenn, ivez, d’am soñj. Evit kaout soñjoù nevez. Gwelloc’h ‘vefe evel-just ma c’hellfemp dibab e-touez kantadoù a levrioù nevez e brezhoneg, peadra da blijout d’an holl ha da aweniñ yezh ha stil ar skrivagnerien pe an danvez-skrivagnerien, met graet ‘vo gant ar pezh a vo, ne dalvez ket ar boan lakaat palioù d’ar yezh ne vint tizhet biken.
Ma, geo, mat eo lakaat palioù uhel, kement hag ober, ha strivañ da vont an tostañ diouto, met arabat mont re bell ganti, ne vo morse kant milion a dud o komz brezhoneg, ha n’hon o morse kement a skrivagnerien eget ar galleg, ar rusianeg pe ar saozneg. N’hon eus ket ezhomm kennebeut. Diwar ar c’hantadoù a vez embannet bep bloaz e galleg n’eus nemet un darn vihan eus al levrioù a vez dalc’het soñj anezho, a zo talvoudus e mod pe vod. Mat e vefe deomp kaout kement a levrioù mat (ar pezh am eus lavaret dija pa gomzen eus ar filmoù hag all), ar pezh a zo posubl, kentoc’h eget kement a levrioù hepken, hep soñjal en o zalvoudegezh lennegel. Evit poent neuze e vezan awenet gant al levrioù a lennan e saozneg, a zo tostoc’h o ereadur d’ar brezhoneg a-wechoù eget na c’hell ar galleg bezañ (houeskoc’h eo ereadurezh ar saozneg, memestra). E pep levr ez eus soñjoù da gemer, traoù da zeskiñ ha teknikoù dezrevell da verzout. Ha gant ar stummadur lennegel am eus e seblant din ez on efedusoc’h o skrivañ ivez, pa gomprenan penaos e c’hell traoù zo bezañ lennet, ha war meur a live. An hevelp istor adarre, ul lenner eo ar skrivagner, evel ma ‘z eo an den o filmañ ur seller da gentañ.
Poent eo din distreiñ d’ar film, neuze (lodennoù anezhañ a c’hoarvez diouzh an noz ^^), gant ar spi kavout enno fulennoù da entaniñ ma awen, ur wech ouzhpenn, pe da vagañ he zan, d’an nebeutañ.
Evezhiadennoù : Leave a Comment »
Tagoù : brezhoneg, levr, skritur, skrivañ, tud, video, yezh
Rannoù : Soñjoù
Sul #5
21 03 2010Bet on bet o sikour ober ur film hiziv (savet da eizh eur d’ur sul ? N’a ket mat ?!), chomomp en tem neuze gant un dibabig eus an dibab (haha). Goude ar re Skiant-Faltazi an dibenn-sizhun tremenet, setu un nebeud filmoù moliac’h neuze ^^ Diaesoc’h da gavout eget re Skiant-Faltazi, dre ma ‘z int diaesoc’h da ober marteze ? Farsus a-walc’h gwelet tud gant armoù plastik pe garton o skeiñ war “houarn”-wiskoù paper ha barv faos, met n’eo ket gwall zedennus. Ur bern filmoù a vez graet dre c’hoarioù-video ivez (WoW dreist-holl), n’am eus ket o diskouezet amañ… Gant ma plijo deoc’h ^^
Arz
- Speedpainting a Dragon Again. Sklaer an titl… Bouc’houc’hoù c’hoant am befe da vezañ gouest da ober kement all !
Bevskeudennoù
- Mauvais Rôle, graet e Breizh (en ESRA, e galleg neuze) ! N’eo ket moliac’h kant dre gant, met plijout a rankfe ober d’ar geekelañ ac’hanoc’h… ^^
- The Fly, penaos eo deuet ar zen da Vaster Chen ^^
E saozneg
- Descendants, bleunioù a gomz, loened iskis a karantez dibosubl (gant mouezh Whoopi Goldberg memestra ^^)
- A gentlemen’s Duel, un doare steam-moliac’h (burezvoliac’h ?), un emgann etre ur gall hag ur saoz evit kalon ur vourc’hizez… Ah ! Met kalz farsusoc’h e gwirionez. Savet eo bet Gant Blur Studio, a zo brudet mat e bed ar c’hoarioù-video. Dleout a rafed kompren hep gouzout saozneg zoken.
- Assassin’s Creed: Initiation, a zikouez n’eo ket ret ober pep tra e 3D, hag ez eus un dazont gant an tresañ c’hoazh. Brav eo, met siwazh n’eo ket gwall zedennus mar n’anavezit ket ar choari. (mar plij deoc’h Assassin’s Creed 2 hag e ved e Italia an adginivelzh e alian deoc’h mont da welet Assassin’s Creed Lineage, un heuliad berrfilmoù eus ar bravañ (emañ an 3 en 1 el liamm a roan))
Ha
- The le ar film: Born of Hope, un eurvezh dek a blijadur, soñjit ‘ta, ul lodenn all eus The Lord of The Rings, e doare P. Jackson. Un eurvezh ! Gellout a rit dibab e-touez meur a yezh evit an istitloù. C’hoarvezout a ra an istor a-raok an tri film o peus gwelet hag adwelet dija, diwar stagadennoù Tolkien ! Plijaaaaaaaaduuuur ! *glaour*
p.s.: Bonus droch evit ar re n’ho defe ket gwelet se c’hoazh: Farador, kebekiz oc’h ober goap eus D&D ^^
Evezhiadennoù : Leave a Comment »
Tagoù : filmoù, Liammoù, moliac'h, sul, Tresañ, video
Rannoù : Traoù all
Ne skrivin ket fenoz.
20 03 2010N’ouzon ket mat petra lavar, gwenn e chom ar bajenn dirazon, gwenn e chom ar skramm hag ar varennig o wilc’hañ war erc’h glann ar parkad goullo. Dont a ra gerioù em fenn, gerioù a-vil-vern, dont a ra frazennoù zoken, hogen netra dedennus, netra na c’hellfen rannañ, netra na dalvezfe ar boan lakaat ma bizied da fiñval. Ha mont a ran a bajenn da bajenn, evel pa vefe warno ar pezh am eus da skrivañ, ha n’am befe nemet lakaat minenn ma c’hreion warno evit kavout ma awen. Hogen gwenn e chom pep hini, ken gwenn an eil hag eben pe wennoc’h zoken. Evel ul loenig spontet e troan ar pajennoù buanoc’h buanañ, an aon o tont ennon, emañ ar munutennoù o tremen, emañ an eur o tostaat, n’am eus skrivet ger ebet c’hoazh, n’am eus ket kroget, n’am eus graet netra.
Soñjal a ran neuze er pezh am eus graet hiziv, ur c’holl amzer, n’eus netra da gontañ, n’eus netra da lavar, un druez, daoust ha ken goullo eo bet ma devezh ? Lennet am eus koulskoude, lennet ha treset, chomet da straniñ war an Etrerouedad, war ar wienn a vrasañ bemdez, savet gant kevnid diwelus ha diniver. Aet on da brenañ ur bloc’had pajennoù gwenn nevez, folennoù din da dresañ, paper adimplijet, ar Big Green Sketch Pad (an trede e gwirionez). Treset am eus ennañ endeo, tresadennoù evidon, tresadennoù evit tud all, tresadennoù na vint biskoazh diskouezet, tresadennoù a vez skanet. Aet on pelloc’h gant krouidigezh tudennoù a zo bet o pourmen ‘barzh ma fenn e-pad pell bremañ. Lakaet am eus un dremm resisoc’h war tudennoù am eus lakat da vevañ a hed degadoù a bajennoù, da vezañ tostoc’h diouto marteze. Prenet am eus levrioù ivez, lod da brofañ, lod da lenn, da reiñ boued d’am spered, da vouetañ ma awen, da lakaat dour-tan e keflusker ma c’halon. Ul lenner eo ar skrivagner, n’eus netra gwiroc’h, ha spi am eus e vo ken plijet an dud o lenn eget ma’z on o skrivañ. Gouzout a ran e vefen bet laouen, me. Evel boaz e ran ar pezh a blij din, ha gwazh-a-se evit ar re na blijo ket dezho. Koulskoude e chom labour c’hoazh, hag e adlennan, hag e adlennan c’hoazh kentoc’h eget klokaat ar pezh am eus da ober.
Ha treiñ ha treiñ a ra an nadozioù, ha tik ha tak, cheñch ar sifroù. War gorn ma urzhiater e welan an amzer o tremen, an devezhioù o paseal. Gouzout a ran eo trawalc’h din kregiñ, e teuo ar gerioù o-unan, n’am bo striv ebet da ober ken. Gouzout a ran ha ne ran ket koulskoude. Daoust ha mat a-walc’h e vo ? Daoust ha talvezout a ra ar boan, m’eo da cheñch pep-tra da c’houde ? Daoust ha lennet e vo ? Daoust ha dont a raio tud da welet ac’hanon fenoz, ha daoust ha chom a raint un tammig pelloc’h, da lenn ar pezh am eus bet da lavar ha da reiñ o soñj ? Seblantout a ra din bezañ adkavet tud am boa kollet un tammig, ha dizoloet lod all. Cheñchent eo ma bedig penn-da-benn e doug un nebeud sizhunvezhioù. Ma bedig din-me, evel anv ur blog a zo bet, ken gwir. C’hoant am eus ober eus hemañ unan gwir ivez, gwelet al levrig-mañ o kreskiñ tam ha tamm, redek ha deredek e-pad sizhunvezhioù ha mizvezhioù evit ar blijadur a vo pa c’hellin treiñ kein ha sellet a-dreñv din, gwelet al labour a zo bet graet kentoc’h eget an hini a chom da ober. C’hoant am befe bezañ talvoudus, ha spi am eus e vin, mall a zo warnon gwelet tud, ha sevel raktresoù, c’hoant am eus da ober, c’hoant am eus krouiñ.
Dont a ra ar gerioù, dont a ra ar soñjoù, n’ouzon morse pezh a vo er frazenn a-zeu, n’ouzon ket ma vo mat pe ma torro pep-tra, met ma ne zalc’han ket da vont n’hellin biken echuiñ, n’hellin biken kenderc’hel. Ret eo din kenderc’hel, ret eo din skrivañ, ret eo d’ar soñjoù-se dont ‘maez eus ma spered, ret eo din o skrivañ evit o lakaat da dalvezout. C’hoant am eus skrivañ, pebezh plijadur, c’hoant am eus krouiñ frazennoù n”int bet biskoazh krouet, lavar traoù e doareoù n’int bet biskoazh implijet, c’hoant am eus da gas ma ijin war-raok. C’hoant am eus da zizoloiñ traoù nevez, en ur glask er geriadur, en ur lenn war internet, c’hoant am eus lammat a c’her da cher, nijal a ster da ster, a genaroud da zeveradenn. C’hoant am eus e vefe un dra benak da lenn fenoz, evel ma zo bet bemnoz, c’hoant am eus e teufed amañ da gavout ma c’honerioù, ha da vont gant ur mousc’hoarzh, pe un huanadenn, c’hoant am eus cheñch ac’hanoc’h e mod pe vod, hag ho lakaat da soñjal, perak ket ? C’hoant am eus d’am lakaat da soñjal ivez, ha gouzout a ran ez on disheñvel bemdez, ez an war raok gant pep ger, daoust pegen sot e c’hell bezañ.
Ha plijout a ra din lenn hag adlenn ar pezh emaon o skrivañ, en ur soñjal pegen sot e c’hellan bezañ, hag o lakaat ma evezhiadennoù en destenn diouzhtu, kentoc’h eget brammat uheloc’h eget ma revr (a zo uhel a-walc’h memestra). Spi am eus ho peus plijadur o tont d’am gwelet, ha m’ho peus an disterañ tra da lavar em eus spi en grit. Spi m eus n’eo ket re zigomprenus ar frazennoù tort, rak gouzout a ran e c’hell seblantout anat din padal n’eo ket. Ho kwelet a ran o tistreiñ ha plijadur a ra din, ma derc’hel a rit da vont, ha da gaout spi en dazont. Spi am eus e plijo deoc’h troioù kaer Syra, Kilan, Liz ha Naobi, hag an holl re all. Spi am eus e plijo deoc’h an tresadennoù a zo da zont (prometet eo ! Pa vin e Breizh e labouro ar skaner non-stop). Ret ‘vefe din kontañ pet gwech em eus impljet ar ger spi war ar blog-mañ. Kalz re sur a-walc’h, ha koulskoude on un den leun a spi, e pep keñver. Zoken er mareoù fallañ e welan tuoù mat, peogwir on re speredek evit gwelet un tu eus an traoù hepken, met re sot evit ober tra pe dra. E keit se e kendalc’h a stered hag ar planedennoù da vezañ krouet gant ma gerioù, ha e kendalc’h listri ken divent ma n’eus ger all ebet da implij d’en em gannañ etrezo, hag e kendalc’han d’en em c’houlenn ma ran an traoù evel m’eo dleet.
Digarez neuze ma ‘z oc’h deuet fenoz da glask tra pe dra da lenn e brezhoneg amañ, rak me ne skrivin ket fenoz.
Evezhiadennoù : 7 Comments »
Tagoù : brezhoneg, skritur, skrivañ, Tresañ, yezh
Rannoù : Soñjoù
Menam menam
19 03 2010En heuliad “ar pezh a blij din”, setu ul lodenn nevez: plijout a ra keginañ din. Peogwir e plij debriñ din (‘pezh n’eo ket ur souezh, geo ?). Gouzout a ran n’eo ket un emgefre, met memestra ^^. Dont a ra eus ma zud kement-all, a blij dezho keginañ o daou, hag a gegin mat ivez (mall zo warnon da vezañ distro d’ar gêr !). Ha meuzioù kreiz kement ha dibennoù-pred (mmmmh dibennoù-preeeeeeed !).
Amañ en iwerzhon… Ar pezh a zo mat gant an dud emaon o chom ganto a zo e tebromp asambles bep noz, pep hini o keginañ d’e dro (ha pep hini oc’h ober ar skotaj d’e dro ivez, met ket an hini en/he deus keginet, bravat sistem ^^), plijusoc’h eo evit en em gavout, dre m’hon eus implijoù-amzer disheñvel-tre, ha kalz gwelloc’h eget keginañ pep hini diouzh e du (n’eo ket ‘vel ma vefemp o chom en ur palez ken bras ma ne welfemp ket an eil re ar re all, emañ ar gegin er sal). Hag ar pep pouezusañ: plijusoc’h eo keginañ evit meur a zen eget evit unan hepken. Tra-ken evit an amzer a dremener ouzh en ober, na cheñcho ket kalz hervez ma voc’h unan pe bevar o saouriñ an disoc’h. Ha ret eo anzav e reer muioc’h a strivoù p’eo evit ar re all, memestra. Klask a reer ivez ober traoù disheñvel, kentoc’h eget toazennoù gant lipig tomatez bemdez (studier e vezer pe ne vezer ket, zoken ma veze keginet ganeomp e Roazhon, hag e oa bourc’hiz ar pezh a zebremp xD).
Pa vezer o vevañ en Iwerzhon e teu buan kudenn an dibab. Mar fell deoc’h debriñ legumaj n’emaoc’h ket er vro vat. Ya, bez zo fav gwenn (gant lipig tomatez hepken…), un nebeud fav glas, piz-bihan fluo (kavout a reer un neeeeebeud piz bihan ‘vel er gêr, a vez anvet ‘petit pois’ ganto, ha ket ‘peas’ ^^), ha ket kalz a dra ouzhpenn, pe ket kalz a draoù mat (an tomatez divlaz, ar c’harotez kalet evel mein…)… Da zibab ho peus evit ho predoù koulskoude: avaloù-douar, patatez pe pato.
Hag iskis ar c’hig ivez. Marc’hatmatoc’h eo ar c’hig bevin eget e Breizh (5€ ar c’hilo kig drailhet oO), met n’eo ket ken mat ar blaz anezhañ (iskisat tra), ker ruz eo ar c’hig yar hag ar c’hig oan (!), hag emañ ar c’hig morc’h etre an daou, pa gaver an disterañ tamm. A-benn ar fin n’eo ket keroc’h ar c’hig e ti ar c’higer war a seblant… N’on ket bet o welet c’hoazh. Met gwir eo e c’hell bezañ dipitus keginañ ho tamm steack (a vez poazet re, n’int ket ‘vit gouzañv ar c’hig ruz war a seblant, bruderezh o deus war ar skinwel o lavar dezho poazhañ ar c’hig bevin ‘all the way’, da lavaret eo dek munutenn er boelon d’an nebeutañ… Ne gomzin ket dezho eus stekoù doare tartar, ‘m eus aon) evel m’eo dleet ha merzout p’e zebrit n’eo ket ar pezh a c’hortozed, ha n’eo ket dispar… Ma, kavout a reont mat-tre, int, daoust din bezañ dipitet bep taol ^^.
Ne vez ket debret pesked. Daoust dezho bezañ o chom war un enezenn ha da C’halway bezañ ur porzh(ig). Graet e vez un nebeud soubennoù pesked (chowder, ul lip-e-bav), debriñ a reer meskl marteze, hogen netra all. Gant priz ar pesked forzh penaos (17€ ar c’hilo evit ur c’hozh panga a Viet-Nam ?!)… Ha traoù all a zo iskis a-walc’h evit an neb a zo boaz da gaout un dibab. N’eus ket boued sinad kennebeut, da skouer, war-bouez er pretioù sinad a werzfe boued da gas, hag a zo ral a-walc’h memestra. Ne gaver ket kalz boued estren dre vras, lipigoù Korma pe Curry a zo, ya, met bihan-bihan an dibab. Daou zoare riz, un doare bras-vleud, un nebeud soubennoù… Ha koulskoude on bet o welet ur pevar pep pemp gourmarc’had bennak, memestra, n’eo ket ar stal tostañ d’am zi hepken. Kit da di ar C’hloareg er ger hag o pezo dek gwech an dibab a zo amañ a=e salioù brasoc’h, kit da gompren.
Soñjal a rae din e oa konerioù penn-da-benn brud ar c’hallaoued evit ar boued. Hogen n’eo ket, war ar seblant. Chomet on da gomz betek peder eur vintin gant ur vignonez diwar-benn an holl draoù na c’helle ket debriñ amañ hag a rankfe tañva mar deufe da Vreizh un deiz bennak. Ha ne oa ket bet an disterañ takennad alkol ganeomp ! Rak ne gomzan amañ nemet eus ar meuzioù-kreiz, met bez zo kalz traoù da geñver bara, baraennoù, dibennoù-pred hag all n’heller ket ober amañ en abeg d’an diouer er stalioù. Chokolad zoken, pe siroz grenadin, traoù a-seurt-se ! Ha ne vo ket komzet eus an traoù dre laezh, re hir e vefe listennad an traoù ne vezont ket kavet ! (ma rouantelezh evit ur Yop hag un dienn vanilh).
Mar deuit da Iwerhon un deiz bennak, kig drailhet gant avaloù douar, bezit prest, tudoù !
Evezhiadennoù : 2 Comments »
Tagoù : boued, debriñ, galway, iwerzhon, keginañ
Rannoù : Traoù all
Deiz-ha-bloaz
18 03 2010E saozneg, peogwir e fell din e c’hellfe an holl gouzout. Na leñv ket. Mar plij. Seblantout a rez eürus, spi ‘m eus ez out; spi ‘m eus e vi.
I tried.
I tried to be strong, to be supportive and never let you down. I wanted to be the one to answer your call; I believed I could be the rock on which you would build your castle. I believed that our love would erect the walls I need to protect me from this world, and that our tenderness would support these walls. I believed the warmth of your arms would never leave me, that that secure home would be forever mine. And I believed you wanted my arms to be the same. I believed that no matter what, love prevails, that all you need is love, and that as blind as it may be, love is the answer.
I tried to be the one you wanted, as impossible as it may be; I wanted to make you happy. I wanted you to feel the love you had been denied, I wanted you to have all the things that you never had. I wanted ‘no’ ‘can’t’ and ‘not’ to disappear. I wanted to spoil you with all that you had once longed; I wanted to surprise you and to make you smile. I wanted to be all you had dreamed of, all you wanted, and I wish I would have been able to. I wanted you to know how beautiful you are, how talented, how nice, how amazing, how kind and how perfect you are. I hoped I could make you believe me, make you understand why everyone loves you, and the happiness you bring to those around you. I hoped I was the same for you, and that I, like you, could make the world shine a little brighter.
And I tried to change for you, I really did. I wanted to be a match for your perfection, the perfection you will never admit. I wanted you to tell me again that I was beautiful, because you were the first one to ever tell me so, and I wanted to believe you. I tried to be funny; I tried to make you laugh, for there is no sound more beautiful. I wanted the tears in your eyes to be only tears of joy because I know how painful some other tears can be. I know I should have done more and tried harder, I know I’m lazy and clumsy, that I forget everything and am a mess, but I thought I was getting better, and that you would wait for me.
I learned patience for you; I learned that some proverbs are true. I tried my best to be there when you needed me, but I should maybe have learnt as well when to leave you alone. I tried to learn to give you space, I tried to understand different kinds of love. I still thought, however, that love was the answer, and that in my arms you could find solace. I thought that you could forget about the world when you were in my arms and that when you closed your eyes there was only us. I thought that my words would be enough to give you confidence and make you believe in yourself as much as I do.
And I waited for you. I think I told you from the very start that we would do things as you wanted, and that you should have no fear. In all matters, I was willing to wait for you. Even though I had plans, or so I thought, those could always wait, and no matter what you chose, I wanted to support you. And I thought you trusted me, that we could tell everything to each other and that I would always be the one to understand you and the one to answer your fears and questions.
I wanted you to be proud of me. I wanted someone to tell me that my life is worth living, that I matter to someone and that I can make a difference. I admire you so much and I hoped for that look in your eyes. Your words were gold to me, each of them a thousand kisses and a thousand embraces. You were the one I had waited for, the one that never happens, the one you dream of and the one everyone hopes for.
I would have done anything for you. I meant it then and I still mean it. All the projects I had, all the dreams in my head, those were nothing compared to you, compared to yours. I wanted to impress you; I wanted my dreams to be meaningful, even if inside me I still don’t know what I’m doing. I would kill and I would die then, and I still would do anything for you. I wanted you to feel able to ask me for anything, knowing that I would always do my best for you.
I trusted you. I thought that these words you said, you meant all of them. I thought that even though you say you don’t believe in forever or never, you started to believe them a bit for me, for us, and that I could convince you that love is not just a dream. I thought that you would never lie to me. And I think you never did. I thought that your kisses and your caresses were sincere; I still think they were, and for that I admire you even more, for after you wouldn’t give me false love even though you could see I was suffering from that lack. For that and for all of what you are, I still trust you.
I tried to love you as well as you deserve. I wish I could start again and get everything right. I wish I had known then all I know now. I wish I had been a better person. I wish you were here to comfort me. I wish I didn’t feel so cold inside. I wish I saw that look in your eyes again. I wish you would want to see me. I wish I wasn’t so pathetic. I wish I had never made you cry, I wish I hadn’t made you suffer. I wish you were my angel again, and you would come to save me.
And it’s so hard trying to live without you. It’s so hard to smile without you. It’s so hard laughing, knowing that I’m lying to everyone and to myself. It’s so hard living day by day, knowing that I’ll never know that happiness again. It’s so hard realizing that my life is a failure, and that I have no one. It’s so hard realizing that I disappointed everyone, and disappointed myself. It’s so hard realizing how pathetic, uninteresting I am. It’s so hard seeing that even my family is disappointed in me. It’s so hard having projects and knowing they will fail, for I’m not strong enough anymore.
I tried not to love you anymore, I tried my best to forget you little by little, and I even tried to hate you. But it was no use, for I didn’t want to, for the feelings I have for you are far from buried inside me. As hard as I’ll try to forget you, I’ll still love you, for I have made a promise, and I, for one, believe in those words:
I will always love you.
Evezhiadennoù : 1 Comment »
Tagoù : clumsy, hiraezh, karantez, keuz, love, regret, sorry
Rannoù : Soñjoù
Ur gerig buan gwer
17 03 2010Sant Padrig ! Tud mezv er straed ! Tud vezv en tiez ! E pep-lec’h !
Ha bretoned a oa ivez, un nebeud sonerein ha dañserien a gostez An Oriant, gant o dilhad hengounel. Ar re wellañ en dibunadeg 😉 (‘pezh n’eo ket lavar kalz a dra marteze dre ma oa bugale o tibuniñ dreist-holl, evit o skolioù pe o aozadurioù, kuboù, h.a.). Gouel broadel, tortad broadel, d’am soñj e vo gooooooooorreeeeeeeeeeeek al labour warc’hoazh e 80% eus ar vro !
Digarez neuze ma n’em eus ket re a amzer evit skrivañ fenoz (gouel a zo a-hed an deiz, hag a-hed an noz e vo ivez ^^), emañ ar Guiness ouzh ma gervel. Amzer o ‘po da lenn an danevell am eus lakaet derc’h, e-giz se :D. Sur a walc’h o pezo evet ur banne en ur soñjal ef gendirvi en tu all d’ar mor (pe o soñjal ennon ^^). Ma n’oc’h eus ket e vo tu deoc’h en ober warc’hoazh, pe an devezh war-lerc’h, pe forzh pegoulz e gwirionez, n’eus ket ezhomm an iwerzhonad da gaout un abeg evit pakañ ur banne.
Hogen ken ker eo an alkol amañ m’eo marc’hatmatoc’h dont da brenañ whiskey e Breizh ha distreiñ. Alkol a brener, mezviañ er gêr a-raok mont d’ar boestoù-noz (a zo evit netra peurvuiañ, hag e kreiz-kêr, netra da welet gant Bro-C’hall), kentoc’h eget pakañ baneoù er pub. Evañ er pub a zo evit ar blijadur gant mignoned, evañ ‘mod all a zo evit bezañ mezv. Ha war a seblant e plij dezho bezañ mezv. Meur a iwerzhonad o deus lavaret din e oa gwell-a-se e vefe ker-ruz an evajoù, pe vezv e vefent bepred, int hag ar vroad a-bezh ! Daoust da vrud ar vretoned, n’omp ket d’ar poent-se (c’hoazh ^^), d’am soñj !
Ma, ezhomm he deus ul leprechonez eus ma urzhiataer, ken warc’hoazh neuze, mar dihunan !
Evezhiadennoù : Leave a Comment »
Tagoù : galway, iwerzhon
Rannoù : Soñjoù
Danevellomp.
16 03 2010Un tammig danevell am eus adkavet war ma fladenn-galet. Ur pemp mil ger bennak eo, hirik evit bezañ lakaet war ur blog marteze, met n’eo ket aes da droc’hañ a lodennoù dedennus. Un hollad eo, lakaomp. N’eo ket ur skouer eus ma doare-skrivañ boaz, kalz sec’hoc’h al lusk hag ar frazennoù, tostoc’h d’un doare skrid-emskiant. Klasket am boa c’hoari gant al lusk, ha mont a dudenn da dudenn (ar pezh a ran c’hoazh, da welet ma ‘z on gouest da lakaat al lenner da gompren eus piv ‘maon o komz hep en lavar… ha c’hoari gant se !). Teñval an istor ivez, teñval ha lous. Gellout a rit lavar ho soñj m’ho peus kalon da lenn !
Du
1.
“N’eo ket un afer etre te ha me, paotr. N’em eus netra da welet gant ar pezh a c’houlenner diganin. Ha n’em eus netra da welet ganit kennebeut-all. E-giz-se emañ ar vicher, hag e-giz-se ez a an denelezh war-raok, en ur lezel lod a-gostez, lod en a-dreñv, lod kouezhet war an hent, un hir a hent, un hent ne vo fin ebet dezhañ war-bouez fin an den e-unan. Ha setu me o treiñ da brederour. Forzh petra. Ul lazher prederour. Farsus, neketa paotr ?”
Den ne respont.
“Evel just ne respontez ket, diaes ‘vefe dit, hañ ? Graet mat al labour. N’eo ket e plijfe din muioc’h eget traoù all, ne dalvez ket kement hag ur fouzhadenn, sur. Met n’eo ket falloc’h eget traoù all. Kudenn ebet gant ma c’houstiañs. Hi eo am eus bet lazhet da gentañ. N’eo ket fall ar skeudenn, hañ paotr ? Nann, n’eo ket fall. Pa vin kozh, pe mar erruan kozh, lakaomp, e skrivin ul levr, gwelet a ri, ur sapre pezh levr eñvorennoù, ul levr skrijus. Peadra ‘zo. N’out ket an hini kentañ, paotr, ‘vi ket ‘ni diwezhañ kennebeut.
Kregiñ a ran an den da wiskañ e chupenn en dro. Ur chupenn c’hlas, dineuz. N’eo ket ur roched hag ur gravatenn a zo dindani, ur c’hozh t-shirt ha netra all, ur re vragoù jeans, ur re votoù lêr Mephisto memestra. Plijout a ra ar botoù dezhañ ; pouezus eo pa valeer kalz. Gwisket e chupenn gantañ e laka e ostilhoù enni. N’eus ket bet ezhomm a galz a dra. Ur gontell, un eil kontell e strad chakod e vragoù, un trede hini kuzhet e-barzh seul ar votez Mephisto kleiz. Kontilli n’o deus netra dibar, istor ebet dezho ; troc’hañ a reont, trawalc’h eo. E vanegoù a zo gantañ c’hoazh. Pouezus ar manegoù ivez, ‘forzh piv a oar se bremañ, re aes e vezer tapet ‘mod all. Pa vez klasket war ho lerc’h, ‘pezh ne oa ket c’hoarvezhet c’hoazh, dezhañ da c’houzout. Ar re a veze tapet gantañ ne vankent da zen peurliesañ. Ha ne vezent ket adkavet buan. Ur c’hav didud en ur c’harter hogos didud ivez, dindan un ti dismantret n’eus ennañ nemet un nebeud drameien bet tapet ganto muioc’h eget ma c’hellont gouzañv, kalz re evit gellout klevet an huchadennoù, pe dic’houest da ober an disterañ difoc’h etrezo hag ar re a glevont a –hed an deiz, tud o vouskomz en ho divskouarn, ijinadennoù o speredoù aet sod pell ‘zo.
Rak huchal a reont. Holl. Ha plijout a ra dezhañ, al lodenn blijusañ eo, ma ‘z eus unan. A-wechoù e gwirionez e soñj dezhañ e kav se plijus betek re, e vefe mat dezhañ mont da welet unan bennak. Met piv ? Mont da welet ur bredelfenner ha lavar dezhañ “Demat aotroù, plijadur am bez gant huchadennoù a re a lazhan, reizh eo ?” Ar re ne c’halvfent ket ar polis diouzhtu a lavarfe dezhañ e ya mat pep tra, marteze, piv ‘oar penaos e ya spered ar vezeien-se ? N’en deus ket fiziañs, forzh penaos.
Ar c’horf a c’hell chom aze. Ne vo den da zont d’e gerc’hat. Ha ne vo kavet liamm ebet gantañ. Disheñvel e vez gant pep hini, hervez al lec’h, an den, ar c’hoant, an amzer… Disheñvel-tre e oa bet an hini a-raok, hag an hini araokañ c’hoazh. N’eo ket eñ doare da “sinañ” e labour, ne ra ket se a-benn en diskouez d’ar re all. Ne soñj ket dezhañ bezañ un arzour pe tra pe dra a seurt-se.
Ul lazher eo, tra ken, ur muntrer, diverker, echuer, forzh petra keit ma vez graet al labour, ha paeet war-lerc’h. Evit se eo e ra kement-mañ. Aes eo bezañ pinvidik buan. Ne c’houlenn ket re, graet e vez al labour buan gantañ, ne fell dezhañ gouzout netra ouzhpenn. Neuze o deus fiziañs an dud ennañ, neuze e paeont hag e tistroont. Ha keit ma pado en devo arc’hant, e c’hello bevañ sioul, mont da welet ur c’hast ur wech an amzer, lezel anezhi o leñvañ e strad ar gwele p’eo echu gantañ. Ne blij ket ar gisti dezhañ da vat, met n’hellfe ket chom gant ur vaouez. Evitañ n’eo ket merc’hed ar gisti, na maouezed, na plac’hed, gisti ; ur varc’hadourez evel unan all, a vez paeet. Mar paeer keroc’h eo gwelloc’h, evel an tamm kig er gourvarc’had, evel pep-tra. Ne ra ket van.
Echu gantañ, peont eo mont. Pa laka e droad war bazenn gentañ an diri e well an nebeut boutailhadoù eoul a zo bet lezet da straniñ aze. Re aes, re glasel, met perak ket ? Gant an holl drammet a-us ne vo souezhet den ebet. Ha skarzhet e vo un nebeud loustoni a-ziwar ar bed-mañ. Skuilhañ a ra an eoul e pep lec’h. Pignat gant an diri a ra en ur skuilhañ c’hoazh. Diwall d’e votoù, memestra. Ne chomo ket kalz tra eus an ti. Un alumetezenn ? N’eus ket, n’en deus nemet e Zippo gantañ. Ne vanno ket e zirenn en eoul. Kavout a ra ur c’hozh tamm kazetenn, aet melen gant an oad, lakaat tan ennañ hag e vannañ war an eoul ledet, flaerius. Ha redek, didrouz. Met n’eus den ebet d’e welet, forzh penaos.
***
Gant e garr ez a da greiz kêr. Lec’hioù bet diouzh ar c’hiz pell zo, met ne chom enno nemet tud eus ar gwashañ, o deus kannet evit chom d’o lec’h, ha prest d’en em gannañ c’hoazh. Aze e vo paeet, ket e korn ur straed lous nag en ur salig a-dreñv ur bar, e-lec’h ma tañsfe merc’hed a-boan triwec’h vloaz, nann, se ne weler nemet er filmoù a-vremañ. Emgav en deus en ur c’hozh parklec’h, n’eo ket danzouar zoken. N’eo ket dav dezhañ dont ‘maez eus e garr, gortozet eo. Ur pakad a vez roet dezhañ. Ger ebet. Ne wirieka ket ar pakad. Fiziañs, n’eus nemet se a gont evit gwir.
Goude bezañ pellaet e renk e garr war gostez an hent, ur c’harr a vefe poent dezhañ cheñch, just a-walc’h. Digeriñ a ra ar pakad ha lakaat ar bilhedoù en e zoug moneiz, evel boaz. A-boan ma sell outo, ar sammad a zo hep mar. Ur c’hast a leñvo fenoz.
2.
E penn all ar gêr e tihun ur plac’h. Ugent vloaz d’ar muiañ-holl, leun a vuhez ar yaouankiz, c’hwek he mouez, dous he c’hroc’hen, kiget brav he muzelloù, divronn ront. Rouzet eo, du e blev, met gwer sklaer he daoulagad. Daoulagad a lakafe an disterañ paotr da blegañ dirazi. Met ne ra van gant ar baotred. Ar baotred a vez feuls, ne gont nemet o c’hoantoù evito, displijus int da flourañ, ha n’int ket plijusoc’h da welet. Truez he devez outo a-wechoù, ar re a soñj dezho bezañ brav, gasc’hoant. Ne gompren ket ar merc’hed a gav anezho koant. N’eus netra viloc’h —ha fentusoc’h evit lâret gwir— get ur paotr en noaz. Kaer o devo diskouezh o c’higennoù, m’o deus, atav e vo o zamm kalc’h o tont da vilaat pep-tra. Ne gred dezhi e vefe eus un Doue met ma vefe unan he defe un nebeud traoù da lavar dezhañ diwar-benn kement-se.
Ar merc’hed eo a blij dezhi. N’int ket finoc’h eget ar baotred ; ma, lod a zo ha lod n’int ket, paotred pe verc’hed, met brav int, d’an nebeutañ. N’eus netra kalet ebet dindan he flouradennoù, flour eo an holl stummoù, kromm, dous ar c’hroc’hen. Evel he hini eo o c’horf, gouzout a ra ar pezh a ra vat dezhi hag ar pezh ne ra ket. Ar merc’hed all n’int ket feuls evel ar baotred, int ivez a oar ar pezh a zo mat, int ivez a zo be gant paotred a-raok, met int ne yaint ket da welet lod en-dro. Hi a ranko. Fenoz, evel bemnoz. Fenoz e vo paotred c’hoazh, paotred a vo feuls, paotred a raio poan dezhi. Bewech he devez poan, met mousc’hoazhin a ra, evel m’eo dleet, hag huanadiñ, huchal un tammig, evel gant ar blijadur. Al leñvadennoù a zeuio diwezhatoc’h, pa vo he unan gant poan he c’horf, pe etre divrec’h ur plac’h all. Ur wech hepken he deus kredet leñvañ pa oa unan o palforsiñ anezhi. Hogen kendalc’het en doa kreñvoc’h c’hoazh, en ur c’hoarzhin, kunujenniñ anezhi. Paeet en doa, dezhañ e oa hi evit ar mare. Pell en doa padet, pell he doa leñvet, ha ne baoueze ket. Pa voe echu, goude ken hir amzer ma oa an deiz o tarzhañ dre ar prenestr lous, en doa bannet an den un nebeud bilhedoù ouzhpenn war al leur, o adkemer da dorchañ ar pezh a zivere dioutañ hag o bannañ warni, e lec’h ma chomjont peg un tammig. Ha choarzhin a rae. Gwiskañ en dro, lakaat e votoù, e chupenn, tanañ ur sigaretenn, butuniñ an hanter anezhi en ur sellet outi o leñvañ c’hoazh. Ha mont kuit. Biken ne zisoñjo penn hennezh, nag ar pezh en doa kontet dezhi e-keit m’he gwalle.
N’he deus ket leñvet abaoe. Ma ra plijadur dezho eo gwelloc’h chom hep ober. Loened gouez e teu ar baotred da vezañ pa vez o lost o ren anezho.
Poent eo dezhi hastañ ma ne fell ket dezhi erruout gant dale. Evezh a vez taolet outo gant ar vistri. Petra a c’hellfe ober, he unan hag hep an disterañ gwenneg, forzh penaos ? Met ret bezañ d’an eur, evel pa vefe o labourat en ur burev bennak. Yen eo an noz, met n’heller ket gwiskañ re. N’eo ket hi unan eus ar re a c’hortoz ar pratik astennet en he gwele. Ret eo mont d’e gerc’hat, e zesachañ. Lakaat a ra he du-muzelloù, hiraat he abrantoù, gwiskañ un nebeud pezhioù dilhad lêr ruz, a ziskouez mat ar peadra hep e ziskouez re. Ur gwir treuzwiskamant. Kaz he deus ouzh an “dilhad”-se abaoe ar wech kentañ m’e deus o gwisket. An nozvezh-se. Diverañ a ra al liv du dindan he daoulagad, kaset gant an daeroù. N’eo ket ar mare. Un tamm fichañ a ra d’he blev hir, adlakaat dremmlivaj un tammig. Mont er-maez a ra a-benn ar fin. Diwezhat emañ dija. Gwazh a-se, gwelet ‘vo, n’eus ket kement a dud d’ar c’houlz mañ eus ar bloaz. Aze emañ ar mestr ouzh he gortoz koulskoude. N’int ket bet pell.
Ur flac’had a ro dezhi. N’he devo ket arc’hant fenoz. Arabat leñvañ, gwashoc’h e vo.
“D’al labour,” emezañ. N’eus ket ton un urzh gantañ. N’en deus ket ezhomm, anat e seblant dezhañ e vo graet hervez e c’hoant. Hag emañ ar gwir gantañ.
An nebeut merc’hed all ne lavaront netra. A-boan ma sellont outi. Boaz int, ha graet he deus bet evelto. Lod o deus bet tapet gwashoc’h egeti, kalz gwashoc’h. Ne lavar netra ha mont d’en em lakaat ouzh peul ur gouloù-straed ne ya en-dro nemet a frapadoù. Ha gortoz. Yen eo dezhi, endeo. Tost eo dezhi kaout c’hoant ma teufe unan da gas anezhi d’ur gambr. Tommerezh a vefe sur a-walc’h, tommet e vefe gant unan eus al loened-se ‘mod all. Alies e chome lod merc’hed an noz-pad o c’hortoz, lod aet kozh, ne oant ket gwall vrav. Met hi a oa yaouank c’hoazh. Seul goshoc’h al loen seul vuioc’h e felle dezhañ bezañ gant ur yaouankizenn.
Setu ur c’harr. Met ne ra nemet trement, ne c’horrekaa ket zoken. Kollet er c’harter, emichañs. Ur c’harr all all. Poliserien. Den ne skarr kuit. Da betra ? Loened int, evel ar re all, deuet da balvata gant o dornioù blevek ha lart, evel ar re all, a gouezo war o freizh, o frikañ anezhi, o kas o huanadennoù hag o grozmoladennoù flaerius warni, evel ar re all.
N’int ket dedennet ganti, herzel a reont o c’harr dirak ur plac’h all. Pignat a ra hi er c’harr. Ne anavez ket anezhi.
Ha kirri all c’hoazh, hini ebet eviti. Lavaret ez eus bet dezho e oa erruet gant un nebeut munutennoù dale ? Kastizet eo ? Forzh petra. Yen eo dezhi. Gwell a-se, muioc’h e vo gwelet penn he bronnoù a-dreuz an tamm danvez moan a zo warno, gwriet ouzh al lêr. Marteze e harzo unan a-benn ar fin. Yen eo dezhi. Ur c’harr ruz, a-liv gant he dilhad, chañs a zougo dezhi. Ket, tremen a ra. Distro eo an hini a oa aet gant ar boliserien. Buan o deus graet. Ne oa ket kalz arc’hant ganto. Ur c’harr all, gorrekaat a ra tamm-ha-tamm kent chom a-sav dirazi.
“Pign,” emezañ. Ar ger kentañ a zo un urzh. Kregiñ a ra fall. Fall e krog bepred, ha ne ya ket war wellaat. A-boan serret an nor ganti e loc’h kuit. Gouzout a ra da belec’h emañ o vont, boaz eo moarvat. Koulz lezel anezhañ da ober. Bilhedoù a zo dirazi, war al leur. He heuz he deus lakaet war un nebeud re.
“Dastum, evidout eo.’ Gwelet en deus he selloù. Mousc’hoarzhin a ra. Cheñchet eo e vlev, koshaet en deus, met eñ eo.
“Lez ac’hanon amañ,” emezi,”Diouzhtu !” C’hoarzhin a ra ar paotr, dousig, ur c’hoarzh trist en deus, e gwirionez. Herzel a ra ar c’harr. Diskenn a ra hi, ar bilhedoù en he dorn. Ne blij ket ar re eus ar seurt-se dezhi, ar re “jentil”, a ro arc’hant hep goulenn netra, a fell dezho bezañ ho mignon, a lavar e komprenont. Den ne gompren, ha ne reont ket forzh. Ne blij ket d’ar vistri kennebeut. Eñ ne oa ket deuet abaoe pellig ‘zo.
Betek he lec’h e tistro war droad, fouret ganti an arc’hant en he heuz kleiz. Ha gortoz en-dro.
3.
Lezet en deus e garr kozh dirak un ti dirapar, en ur straed lous ha teñval. N’eus netra da laerezh ennañ, ar rodoù zoken n’emaint ket e stad vat. Mont da aveliñ e benn un tammig, mont da evañ ur banne bennak. En un davarn vihan e ya-tre. N’eus hogos den ebet. Serr e rankfe an davarn bezañ d’an eur-mañ. Met n’eus den o tont da glemm. Ur banne bier a c’hourc’hemenn. Ne blij ket an alkol kreñv dezhañ. Saouriñ a ra e vanne. Re fresk eo. Perak e servijont anezhi yen-sklas ? N’eus blaz ebet. Ma, ret ‘gortoz ur pennadig. Ne vo ket lakaet ar banne er mikro-skinoù, hañ ? Met n’hell ket chom re bell. N’eus ket mall warnañ, ket c’hoazh. Hogen n’eo ket mat chom da straniñ p’hon eus un tren da bakout. Echu ar banne. Ur bilhed war an daol gont. N’eo ket dav lavar kenavo, ne zistroio ket. Distro d’e garr. Ne fell ket da hemañ loc’hañ. Netra da ober. Treiñ a rae ar c’heflusker digudenn ur pennadig zo, ha netra ken bremañ. C’hwitañ a raio war an tren, sur. Perak eo chomet amañ ? ‘Maez eus e garr e ya, ha reiñ ur mell taol dezhañ ; ne servij da netra met vat a ra.
Ma, petra ‘zo gant ar c’harr ? N’eo ket nevez-nevez, met n’eus bet kudenn ebet evit ar mare. Perak fenoz ? Sevel a ra dor ar c’heflusker, ha sellet. Ken teñval eo ken ma rank mont da gerc’hat ul lamp er c’houfr. Aze, un neudenn a seblant diluget. Gwellomp bremañ… Mat eo, e dren en devo.
***
Didrouz eo ar porzh houarn. An tren diwezhañ eo moarvat. N’eus koulz lâret den ebet ennañ. Un den kozh tamolodet war e gador, ouzh an domerezh, o krenañ. Petra ‘maout oc’h ober amañ, tad-kozh ? N’eo ket ul lec’h evidout. Ur vaouez a zo azezet pelloc’h. N’eo ket ur goantenn, skuizh e seblant bezañ. N’eus forzh, ne oa ket e soñj merc’heta fenoz. Piv c’hoazh ? Ur studier gant e urzhiataer hezoug. Gwelloc’h dezhañ chom hep lakaat e sonerezh re greñv, mod all en devo da brenañ unan nevez. Den all ebet.
Mont a ra da azezañ, ouzh ur prenestr e laka e benn. A-benn nebeut e vanno kousket, luskellet gant fraoñvadennoù an tren kozh. C’hwezh an trenioù kozh a blij dezhañ, c’hwezh al lêr, c’hwezh an dud diniver bet o veajiñ enno. C’hwezh un amzer all, ma veze tu da gomz gant an dud en tren hep na barfe selloù du warnoc’h, ma oa tu da sellet ouzh ar gweledva hep kaout da c’houzañv sonerezh ugent sonvaleer disheñvel, dres kreñv a-walc’h evit bezañ hegasus-meurbed.
Ya, plijout a ra an trenioù-se dezhañ, e lec’h ma vez embannet ar porzh-houarn da zont gant un den gwirion, an hini deuet da wiriañ ho pilhed ur pennadig a-raok peurliesañ, pe an hini a zeuio d’en ober ur pennadig war-lerc’h, ket ur vouezh enrollet, frazennoù ne dennont ket da re wir zoken. Yen eo an trenioù nevez. Ar bed a bez a dro da vekanik, ur c’hozh ardivink yen, betek ar mare ma vo tu da vevañ ur vuhez penn-da-benn hep gwelet an disterañ boud bev. Marteze e vo lakaet an den en ur mirdi un deiz bennak. Homo sapiens sapiens, hag ur banellig dindan, gant lizherennoù stouet, “Ur sapre toull-revr”. Imoret fall eo, gwelloc’h menel kousket. Dihunet e vo gant embann e di-gar. An hini diwezhañ eo forzh penaos, n’hell ket faziañ. Emañ o kousket dija.
***
Pell emañ tarzh an deiz c’hoazh pa erru an tren. Diskenn a ra an nebeud tud. N’eus den ouzh o gortoz. An tad-kozh a seblant kollet. E-unan emañ. Mont a ra kuit, e sac’h bihan gantañ. Steuziet eo ar vaouez ; gant ar studier marteze, piv ‘oar ar pezh a zo c’hoarvezhet e-kerzh e gousk. Hogen n’en deus ket amzer da goll amañ. Vil ha lous eo karter an ti-gar. Perak e vez ken gris bepred ? Louet an tiez, louet ar mogerioù, louet an holl savadurioù, louet ha louedet.
Plijout a ra beajiñ dezhañ, met e pep lec’h e vez adkavet an hevelep tra gantañ. N’eus netra brav tro-dro d’ar porzh-houarn. Ha n’eus taksi ebet amañ. Petra eo ar gêr-mañ ? N’eo ket diaes kavout ul leti, d’an nebeutañ. “An ti-gar”, “An erru”, “Ar veaj”, “Ar Marc’h-du”, nag a ijin. Dao d’ar Marc’h-du, an trenioù kozh a blij dezhañ. Ur gambr vihan en deus, prop ha kempenn. Mat eo ar gwele, liñselioù naet. Met n’eo ket skuizh, kousket en deus en tren.
Da vale e ya, a gammedoù bras. Pell ‘zo n’eo ket deuet dre amañ, hogen n’eus netra cheñchet. Ar c’harterioù o vreinañ ne cheñchont ket, ken brein e chomont bepred, met goude ur mare e tizhont ar pezh a ra eñ ar “breinadur kempouez” anezhañ ; ar mare m’eo ken breinet ma ne vrein ket mui. Ne ya ket war welaat, hogen ne ya ket war washaat kennebeut. Ur c’hempouez, pa lavar deoc’h. Hag aze e vezont int o c’hortoz, evel bemnoz. Se n’eus ket cheñchet kennebeut. Seurt traoù ne gemmont ket. Ne anavez mui hini eus e vestrezed-hen, met n’eus hini ebet yen he zoull dre amañ. Kement hag ober e c’hell kaout un tammig plijadur, arc’hant ‘zo, hag amzer forzh pegement. Yen eo an noz, mall ‘zo warnañ mont d’ur gambr. N’eo ket gwall vrav ar re gentañ. Setu unan a-zoare. Yen eo dezhi, sur a-walch. Mont a ra da gomz dezhi.
“O kas a rafen d’en em dommañ a-gevred ?”
Petra eo ar goulenn-se ? Re a levrioù kozh en deus lennet, a dra sur. Ken souezhet all e seblant ar plac’h bezañ. Mousc’hoarzhin a ra. Diaes gouzout m’eo ur gwir vousc’hoarzh pe an hini a vez graet d’an neb prest da reiñ arc’hant evit an disterañ plijadur. Ne ra foutre-kaer, pell ‘zo n’en deus ket plantet, vat a raio, sur. Gant ur fiñv eus e fenn e asant ar plac’h. Zoken m’eo hogos skornet eo lufus he muzelloù dulivet, he zeodig a dremen warno, dousig. N’en deus ket paet c’hoazh, met krog eo hi gant an abadenn, war a seblant. Re strizh e vo e vragoù a-benn nebeut. Treiñ a ra hi ha kregiñ da vont war-du ur savadur dirapar ken heñvel diouzh ar re all. Sabatuet e chom ur mare, e selloù paret war he feskennoù o pellaat. Ur sapre kaledenn a zo gantañ bremañ.
He fennadreñv ront a baouez ur mare, tra ma sell hi war e du, o c’hortoz. Distro un tamm poell dezhañ e krog da vont d’he heul. Rall a wech en deus gwelet ur plac’h a yafe ken mat al lêr dezhi. Lêr ruz, iskisad tra, met p’eo da sterniañ ur revr a seurt-se n’eus ket klemm da sevel.
4.
Diwar e garr e tisken an den. Div eus e gontilli en deus lezet er c’harr. Ne chom nemet hini ar votez dezhañ. Ne gemerer ket e oustilhoù pa n’eus ket ezhomm anezho, neketa ? Nann, ne reer ket, ha fenoz n’en devo ket ezhomm anezho evit ober e damm labour. Klevet en deus yudadenn karr-samm ar bomberien pa oa o kuitaat al lec’h m’en deus bet e arc’hant. Ur minc’hoarzh a zo deuet dezhañ. Ar re-se ne gavint ket hir o amzer fenoz, n’eo ket fall. Sellet a ra tro-dro dezhañ ; ne well ket anezhi. Aze emañ koulskoude, dre ret. Alies eo deuet da wiriañ ; ha p’eo tremenet ur pennadig abretoc’h e oa hi aze c’hoazh, o c’hortoz, harpet ouzh ur peul bennak, ken brav bepred, ken gadal ha biskoazh. Gouzout a ra ne echu ket he amzer a-raok ma savfe an heol. Gant unan all emañ, sur a-walc’h. Ne zeu ket a benn da gaout an disterañ soñj eus hec’h anv. An holl gisti o devez an hevelep anvioù, evel poupinelloù deuet ‘maez eus ur mell labouradeg. N’eo ket fall ar skeudenn, ret e vo dezhañ skrivañ e levr evel m’en deus lavaret d’ar paotr, bremaik. Natacha pe Nancy, ne ra forzh, met hep he anv e vo diaes goulennata ar merc’hed all. Ket, n’eo ket merc’hed, gisti, goulennata ar gisti all. Penaos ober neuze ? Pasianted en deus, met ket kement-se. C’hoant en deus da adkavout anezhi, d’he lakaat da ouelañ c’hoazh a-raok echuiñ al labour. Biskoazh n’hen doa bet kement a blijadur. He daoulagad a oa dispourbellet gant ar spont tra ma konte dezhi. Ar spont-se a oar par d’ar re a wele e daoulagad ar re a lazhe. Met ne gave an daoulagad gwer-se neblec’h. Goulenn a ra digant ur c’hast vil ma oar da belec’h eo aet an hini a oa ouzh ar peul-gouloù. Ne oar ket, evel just. Skeiñ ganti pe reiñ ur bilhed pe zaou ? Imoret mat eo fenoz. Gant an arc’hant e vez diskornet he zeod.Gwelet he deus anezhi gant ur pratik ; o vont-tre en un ti. En diskouezh a ra dezhañ. Ur bravig a zo stag ouzh he zeod. C’hoant dislonkañ a zeu dezhañ pa ijin an teod-se en e veg, o vouchañ dezhañ. Ne drugareka ket anezhi.
Damsklerijennet eo an diri. N’eo ket ken lous hag ar pezh a c’hellfed soñjal. Touzioù ar c’horfoù peg an eil re ouzh ar re all, gwigouradennoù ar gweleoù, garm ar merc’hed, gwirion pe get. Re bell amzer en deus tremenet e seut lec’hioù evit krediñ c’hoazh o deus ar gisti an disterañ plijadur. Penaos kavout an hini a felle dezhañ, bremañ ? Gwazh a se evit an hini a zo ganti, fall en deus graet e zibab fenoz, marteze e servijo kontell e Vephisto a-benn ar fin. N’eus nemet un doare d’o c’havout, digeriñ a ra an nor gentañ. Ur paotr o pokañ da eil re vuzelloù ur c’hast blev melen dezhi. Ne verzont ket en deus digoret, serriñ a ran an nor hep diwall tamm, ha mont war-du unan all. Digeriñ a ra an nor ; goullo ar gambr. Stlakañ a ra an nor, dao d’unan all.
5.
Er gambr e ya-tre, ar paotr war he lerc’h. Iskis e kav anezhañ, evit doare. Sioul e seblant bezañ. Lod a vez sioul, er penn kentañ, hogen er penn-kentañ hepken ; met disheñvel eo gant hemañ. Pebezh doare da ginnig an traoù ! Tra ken evit-se e lez he douetañs a-gostez evit ar mare, gwelet ‘vo. War ar gwele e ya da astenn, kazhez orgedus. Plijadur he deus o sellet outañ, e veg damzigor. Divorfilañ a ra adarre, ha serriñ mat an nor. Tostaat a ra, dousig, tra ma kendalc’h hi gant he hardoù tomm, en ur zistagañ ha blev a lez da redek war he divskoazh noaz, war he bronnoù. Lorc’h a zo enni gant he blev, o c’hempenn a ra ken alies ma soñj dezhi a-wechoù gant fent e anavez an disterañ blevenn eus he c’hlopenn. War ar gwele e teu-eñ da astenn d’e dro goude bezañ lezet e vantell war ar plañchod. Ur roched a zo gantañ gwisket, aes e vo dezhi c’hoari d’an nebeutañ. Marteze ne vo ket re zisplijus an nozvezh. Gant ma pado.
***
Rall a wech en deus gallet parañ e selloù war stummoù ken brav, ken disi. C’hoantaat a ra pep lodenn eus he c’horf, pep tamm eus e c’hroc’hen. Biskoazh bravoc’h blev n’en deus gwelet, ha n’hell ket gortoz mui kent dizoloiñ ar pezh a zo damguzhet gant al lêr strizh hag an nebeudik danvez, evel ur bugel pa wel e brofoù edan ar saprenn. Met gortoz a ra c’hoazh, gwelloc’h eo pa c’hortozer, a soñj-eñ. Kregiñ a ra hi da zantañ kig e c’houzoug. Dont a ra da azezañ war e zargreiz. Santout a c’hell ober he morzhedoù tro-dro dezhañ, mezh en deus un tammig eus ar pezh a zistumm e vragoù. N’eo ket ar wech kentañ koulskoude ! Ha pell alese ! Donezonet ar plac’h, a-dra sur. Brav, dreist-holl. Kregiñ a ra an diaoulez da zinozelenniñ e roched, en ur zarlipat e vruched amañ hag ahont. Mar kendalc’h e-giz-se n’he devo ket kalz muioc’h da ober, a soñj eñ tra ma stard-hi e ibil etre he divesker, ur mousc’hoarzh liboudenn dezhi.
Ne denn ket an nozelennoù diwezhañ zoken, sachañ a-bep tu d’ar roched a zo trawalc’h d’en digeriñ. N’en deus ket fiñvet c’hoazh. Serriñ a ra e zaoulagad. Emañ-hi o lipat e c’houzoug adarre. C’hwezh vat a zo gant he blev. Sevel a ra he fenn. Nag un daoulagad. Forzh petra a rafe evito, betek penn all ar bed e yafe eviti. Me hi ne c’houlenn netra. Peurwisket eo hi c’hoazh, zoken ma n’eo ket kalz tra. Hir e c’hell bezañ c’hoazh. Gwell a-se.
***
A-bep-seurt koubladoù a gav, paotred yaouank ha kozh, o kregiñ gant o fouzherezh pe e bar o c’hoari daou, oc’h ober allazig d’an ellig pe o tibluskañ, hogen neblec’h ne gav an hini emañ o klask. Gevier a vefe bet livet dezhañ gant ar c’hast vil ? Pe faziet e vefe ? En holl gambreier emañ bet. Divizout a ra mont da welet en ti e-kichen. N’emañ ket pell. N’hell ket bezañ pell. ‘Maez e teu eus an ti, ha tre en hini all. An hevelep aergelc’h, an hevelep trouzioù. Betek ar c’hwezh a zo an hevelep hini, c’hwezh vat marc’hadmat, c’hwezh ar c’horfoù; c’hwezhioù tomm ha moest. N’eo ket displijus. Derc’hel a ra gant e glask.
***
Setu unan a oar kemer e amzer, unan ne lamm ket diouzhtu evel ul labous-preizh. Rall eo. Ha lezel a ra eñ anezhi da ober, evit mare. Met betek pegoulz ? Pegoulz e krogo-eñ da vezañ feuls evel an holl re all ? N’eus nement feulster a zegas plijadur dezho, plantañ o c’haledenn ha sankañ-disankañ, buanañ ma c’hellont, kreñvañ ma c’hellont. N’eus nemet feulster evit plijout dezho. Gwelloc’h dezhi lakaat ar mareoù sioul da badout. N’eo ket al lodenn a zisplij dezhi ar muiañ.
***
N’emañ ket en estaj-mañ kennebeut. Div eus enezenn lesbos en deus kavet, iskisad abadenn. Pignat a ra d’an trede estaj. O tostaat emañ, sur eo an tamm anezhañ, o tostaat emañ.
***
Pebezh fulenn, pebezh koantenn, ha pebezh fistoulerez ! En em lezel ara da vont, ne ra van ebet ma n’emañ ket o ren an traoù, war a hañval eo hi kalz gouiziekoc’h eget na vezo biken. Koulz lezel anezhi da ober.
***
Un estaj nebeutoc’h. Ne chom nemet unan. Emañ o tostaat.
***
Dispak eo he bronnoù ganti bremañ, eus ar rontañ, bihan ar penn anezho, ruz flamm. O lakaat a ra da dremen war e zremm, war e vruched.
***
N’eus nemet ur gambr a vefe gouloù enni, aze emañ. E gontell a gemer ; buan. Hag he adlakaat ; ket diouzhtu.
***
Diaesoc’h-diaesañ eo dezhañ derc’hel. Ha n’eo ket kroget da vat c’hoazh koulskoude. Hanter wisket int o daou c’hoazh. Met gouest e vefe da echuiñ he labour hep tennañ tra pe dra all, hep mar. Damzigor eo an nor. N’eo ket reizh. Serret e oa bet mat gantañ, sur, n’emañ ket evit gouzañv an norioù serret fall. N’eo ket reizh. Un dra bennak ne ya ket.
***
Nec’het e seblant ar paotr bezañ a-greiz holl. Petra c’hoarvezh gantañ ? O sellet a-dreñv dezhi emañ. Treiñ a ra hi ivez. N’he deus ket klevet an nor o tigeriñ, ken aketus ma oa oc’h huanadiñ, evel m’eo dleet.
***
P’he deus troet he fenn en deus anavezet anezhi. Seurt daoulagad ne vezont ket disoñjet.
6.
Ne blij ket se dezhañ seurt ebet. Mont a ra kuit a zindan ar plac’h buanañ ma c’hell, ha lammat war e vantell, da gemer e bistolenn. Pa straner e seurt lec’hioù eo gwelloc’h kaout peadra d’en em zifenn. Dont a ra un den-tre. Ur penn fall a zo gantañ, met goullo eo e zaouarn. Derc’hel a ra e bistolenn gantañ memestra.
“Skarzh kuit, paotr,” eme an den dezhañ, “Din en honnezh, neuze e lezan tregont eilenn dit evit tapout da draoù ha skampañ kuit.”
“Penaos, dit ?,” emezañ en ur sevel e arm davet an den nevez-deuet-tre.
“Ya, din. N’em eus na abeg na displegadenn da reiñ d’un tamm lastez ‘veldout, skarzh buan a-raok ma yafe fall an traoù, paotr.”
Sioul e seblant bezañ pa gomz, hogen evel dir eo e selloù. Daoust dezhañ bezañ hep an disterañ arm e seblant eus an dañjerusañ. Sellet a ra hi outañ, hag ur griadenn he deus. Eñ eo. Eñ. Deuet eo. Perak ? Sellet a ra outi ha mousc’hoarzhin. Ar mousc’hoarzh-se, an hini en doa en ur vutuniñ e sigaretenn. Eñ. Kilañ a ra-hi, tremen dreist ar gwele da vont da repuiñ a-dreñv paotr e bistolenn.
“Aon ‘peus, kazhez vihan ?”, eme egile, ken mousc’hoarzhus bepred, “Peus ket aon da gaout, ne vo graet nemet c’hoari pa vo aet hemañ kuit, evel ar wech diwezhañ.” E gontell a zifoup diouzh milgin e chupenn. E deod a dremen war al laonenn.
“Peus ket aon da gaout,” emezañ adarre.
Egile ne rann grik.
Gouzout a ra hi perak eo distroet. Lavaret en deus dezhi ar pezh a ra, a belec’h en doa kement a arc’hant da zispign evit ar c’hast truezus ma oa. Lavaret en doa kalz traoù da spontañ anezhi tra ma skoe ganti, ar munudoù. Hag-hi, paour-kaezh sodez, a oa aet da flatrañ d’ar polis, dre zial moarvat, kentoc’h eget bezañ eürus da vezañ chomet bev. Sodez. C’hoarioù hemañ ne vint ket c’hoarioù plijus. Ha n’eo ket egile a c’hello ober tra pe dra, pistolenn pe get, p’eo diaes dezhañ chom poellek dirak div feskenn.
Ne oar ket ket piv eo ar paour-kaezh hini a zo aet d’en em lakaat gant ar c’hast, met gwelloc’h ‘dezhañ mont kuit a-raok ma vefe aet skuizh. Imoret mat eo c’hoazh fenoz. Anavezout a ra ar re se, ur bistolenn ganto met dic’houest d’he implij, digell. N’en deus nemet unan da lazhañ fenoz, da ziverkañ an disterañ gwanded, unan evit ar blijadur. Met un eil ne vo ket ur gudenn, alato.
“Kontañ ‘ran betek dek, paotr.”
Fiñv ebet.
“Unan.”
Klevet a ra kammedoù en diri. Poent eo. An hini e-tal dezhañ a oar c’hoari gant e gontell, sur ha n’eo ket marteze. Ne ra fiñv trumm ebet, kenderc’hel a ra da vukañ kanol e arm war an den.
“Daou.”
Petra emañ o c’hortoz ? Tenn ! Kerzh kuit ! Ne fell ket dezhi e vefe un eil o vervel dre he gwall.
“Tri.”
Kalonekoc’h eo ar paotr eget ar pezh a soñje dezhañ. Laouen e vezo o troc’hañ e c’houzoug dezhañ.
“Pevar”
Kammedoù en dirri. Pevar estaj n’eo ket kement se.
“Pemp. Poent eo dit ober da soñj, paotr.”
Dedennusoc’h-dedennusañ, ur blijadur e vo o lakaat da huchal.
“C’hwec’h.”
Kerzh kuit ! Kerzh kuit !
“Seizh.”
Kammedoù.
“Eizh.”
N’hellfe ket tennañ zoken ma fellfe dezhañ, ur c’halc’h plat eo hemañ.
“Nav, da chañs diwezhañ, paotr.”
Un heuliad tennoù a doullgof anezhañ. Kouezhañ a ra war al leur. Huchal a ra ar plac’h. Ar paotr n’en deus ket tennet. Pevar den a zeu-tre, ul lifre hobregonet warno.
“Echu eo, dimezell,” eme ar paotr en ur gemer e baperioù hag o tiskouezh e blakenn dezhiñ : Polis; “Oc’h heuliañ hemañ emaomp abaoe pell, trizek den lazhet. A-drugarez deoc’h hon eus bet anezhañ. N’em boa ket c’hoant e vefed ar pevarzekvet.”
Divogediñ a ra mindrailherezhed ar boliserien all c’hoazh. Galvet int bet gant ar c’hast a oa bet ganto nepell zo, an hini he doa kaset al lazher d’an ti fall evel ma oa bet lavaret dezhi ober. Raktreset e oa bet, hogen chañs o deus bet. Chom a ra ar plac’h saouzanet ur mare, ha kouezhañ war ar gwele d’en em reiñ da leñvañ.
Leñvañ a ra, ha leñvañ c’hoazh. Evit ar wech kentañ, n’eus den o vousc’hoarzhin.
Evezhiadennoù : 4 Comments »
Tagoù : brezhoneg, danevell, karantez, levr, skrid, skritur, skrivañ, tud
Rannoù : Skridoù
Evezhiadennoù nevez