Pff

12 12 2011

Boñ, kaer zo din lavar, war a seblant ne zeuan ket a-benn da vezañ reoliek amañ ken ! N’eo ket ken diaes-se kavout un nebeud munutennoù bemdez da skrivañ un draig, memestra, geo?

 

Klask a rin, klask a rin.





Sul #19

28 06 2010

Ya, ar sul a zo evel ar gwastilli en ti-mañ, pa ne vez ken e vez c’hoazh (Tiramisú ar wezh-mañ ^^) N’am eus ket bet tro da lakaat an dastummadig liammoù sizhunvezhiek dec’h, hiziv e vo neuze ^^

Me zo sur n’ho peus ket bet a-walc’h a Star Wars ar wezh tremen, setu unan all neuze, un TB-TouTou, mar karit (ya, e galleg emañ ar c’hoari-gerioù, iskis e vefe e brezhoneg :p, met gwelet e vez oc’h ober TB-TiTich :D). N’ouzon ket penaos eo bet graet, gant un urzhiataer hep mar, ha setu un dra alla a c’heller ober gant un urzhiataer, da ziskouezh pegen galloudus e c’hell merañ ar gouloù hag ar fizik bezañ er c’hoarioù-video bremañ (ha dont a ra a benn da lakaat brikennoù o tañsal da vezañ brav oO), ha bruderezh eus an dazont, ivez.

Ha keit ha m’emaomp gant bruderezh, setu ar pezh a c’hoarvez pa vez mesket Pixar ha Google ^^, hag amañ amañ ar pezh a c’hoarvezfe ma yafe Apple re bell [NSFW] :p

M’ho peus c’hoant un tammig barzhoniezh kentoc’h e c’hellit dont d’e glask amañ, ijin a zo gant tud ‘zo, memestra. Hag e keit-se ez eus tud a ra traoù digredu, evel ur film Batman a 30 munutenn a dalvez ar boan gwelet. N’ouzon ket peseurt budjed o doa met waow. Hag en un doare all penn-da-benn, The Legend of Awesome, d’ober goap eus Zelda un tammig (PETRA ? eme ar c’heekezig :p), c’hoarioù video all a zo goapaet gant an hevelep re, mar klaskit traoù awesome ^^





Sul #18

20 06 2010

Un tammig Star Wars da gregiñ? Ur bern c’hoarioù video a zo bet, hag a vo c’hoazh, ha filmigoù brav a zo bet krouet evito ^^ Setu amañ an teaser evit The Old Republic, un MMO da zont, ur filmig gant sabrennoù-lazer, kloned, robotoù Sithed (sited ?), un Jediez (Jedayez ?) hag he deubeul-sabrenn-lazer, etre fin an trede ha penn-kentañ ar pevare, war Alderaan… Nerdgasm (Starworgasm ?). Ha ma n’eo ket a-walc’h evidoc’h ez eus un arzh o c’hoari gant ur sabrenn-lazer amañ (n’eus nemet efed ar sabrenn a zo ouzhpennet, ar pezh a ra da vat a zo zouezhus dija !). Ha un tammig choazh, ar pennc’heekelezh, ur meskaj Lost ha Star Wars :p (Locke gant ur sabrenn lazer = epic win ^^)

Keit ha m’emaomp gant an traoù geekel, setu tudennoù Aotroù ar Gwalennoù e feur evit ho pabiged ^^ (freaky, memestra :p). N’eo ket geek a-walc’h evidoc’h ? Mmmmh, un den o tisplegañ penaos o deus lakaet ur robot da c’hoari bilhar, marteze ? 😀 Ha penaos e vefe ma vefe graet ar pezh a ra un urzhiataer hiziv an deiz gant an dorn ? (farsuoc’h eo ma ouzit peseurt trouzioù a ra ur Mac ^^)

Ale, pellaomp eus ar geeked iskis-se, deomp da welet un deiziadur pin-uped noazh kentoc’h, a ziskouez pep tra da vat (na vezit ket aon, n’on ket troet da sot memestra ^^). Mmmh, kement ha bezañ gant an traoù iskis, evit ar re n’hellont ket dibab etre CD ha Vinyl, setu unan en eus lakaet an daou war an hevelep pladenn 😀

E mod all e vez atav an dud a fell dezho sikour a laka an traoù da vont falloc’h: Smoking Will Kill You, ur berrfilm plijus a-walc’h.

Setu holl, folks ^^





E3 -Nintendo

15 06 2010

Oh ma Doue benniget, leun e revr a doulloù preñved ! Pebezh prezegenn, 1e30 a nerdgasm ! Big N, roueed ar c’hoarioù-video. Penaos kregiñ gant ur mell flac’had ? Ar Zelda nevez, Paf ! Brav-tre, ur meskaj etre doare Twilight Princess hag hini the Wind Waker, da lavaret eo eo stummet reizh an tudennoù, met e cel-shading memestra. The Legend of Zelda: Skyward Sword, neuze. Daoust d’an nebeud kudennoù wiimote a zo bet gant Miyamoto (hallelujah) e seblant dispar, ur wech ouzhpenn. Gant ar WiiMotionPlus e vez resis-tre ar fiñvoù, ha traoù nevez a zo gant Link ur skourjez, un doare c’hwil a c’hell nijal da gerc’hat traoù pe da weladenniñ. an trovardroioù. Gellout a raer lakaat ar bombezennoù da ruilhañ ivez, evel ur voulenn bowling ^^ Alala, Zelda ! Ar bloaz a zeu, e vo deomp, ma friziuis !

Ha goude-se eo bet flac’hadoù da bep c’hoari pe dost. Distreiñ a ra mario da ved ar sportoù (volley, hockey, dogeball, basket…) e-barzh Mario Sports (+10 poent evit an ijin aze ivez >_<). Okay, se hag Wii Party (un hollad c’hoarioù bihan), un Nintendogs nevez (+cats !), setu ar c’hoarioù ‘meh‘ evidon. Bremañ, to the good stuff (war-bouez Zelda am eus komzet diwar e benn dija, hag a zo dienn karamel amann-sall keñveriet gant forzh pe c’hoari all ^^)

E-kerzh e hir a istor e bed ar c’hoarioù video ez eus bet kalzig merkoù, bedoù, tudennoù ijinet gant Nintendo, ha lod anezho a zo bet disoñjet un tammig nevez ‘zo… Ha distro int holl war an dro, war a seblant !

Sur a-walc’h e anavezit Kirby, pe dre e anv pe dre e neuz, ar vouboulennig roz, ha pell zo (7 vloaz) ne oa ket bet gwelet en ur c’hoari dezhañ e-unan, ha setu eñ distro, hag e pebezh doare ! Graet eo ar c’hoari a-bezh evel ma vefe tammoù danvez gwriet an eil re ouzh ar re all, e 2D, ha gellout a rer digoriñ serroù-prim, pe sachañ war an danvez da zizoloiñ trtaoù,hag all, nez en eus dispar-bazar da vat, degas un haroz en dro en ur cheñch e zoare kentoc’h eget ober ctrl+C ctrl+V, dispar ! Ar c’hontrol-mik evit unan all ne oa ket bet gwelet abaoe ur mare, Donkey Kong ! Roots penn-da-benn ar c’hoari, Donkey Kong Country Returns, e 2D ivez (brav ur spont), ha distro da wriziennoù ar SNES.

Etre an daou emañ Samus Aran, a zo bet gwelet nevez a-walc’h ‘zo e c’hoaroù FPS (er c’hentañ gour, neuze), met a zistro aze d’un doare tostoc’h eus e orin, d’an trede gour (zoken ma vezo tu da c’hoari er c’hentañ ivez, hervez an ezhomm). Metrois: Other M, ur c’hoari dispar ouzhepnn, sur a-walc’h ^^

Oh, kement a draoù  a zo da lavar ! Boñ, an tamm gwastell chugusañ a oa an nevezenti bras: an 3DS. Un DS, met gant ur skramm gouest da siskouezh skeudennoù e teir ment da vat, hep f*cking lunedoù 😀 Evel-just e oa dibosubl din gwelet an efed, dre ma oan o sellet eus ur skramm, ha ket gant an 3DS em dorn, met war a glevan eo kendrec’hus an efed, daoust ma vefe ret diwall da begen pell e vezer eus ar skramm evit ma vefe mat an efed. Ur ruzbouezell (ya, ijinañ a ran gerioù ma fell din :p) a zo da cheñch donder an efed ivez.

Hail your new master 😀

Hag ur c’hoari da ginnig pep-tra, distro un haroz kozh all (a zo bet gwelet e-barzh Super Smash Bros Brawl, memestra), Pit ! Kid Icarius o tistreiñ neuze, ur soñj vat-tre evit an 3D, dre ma vezer o nijal alies-tre er c’hoari ! Brav-tre e seblante bezañ, evel ur GameCube pe ur Wii, met war ur skramm bihan ^^ Mall zo warnon gwelet an efed 3D da vat ! Hag ar pezh a zo kendrec’hus ivez a zo al listenad c’hoarioù a vo prest pa zeuio ‘maes (n’eus bet roet deiziad ebet, siwazh !), sellit ‘ta: 71 c’hoari  (evit poent !)! Hag en o zouez emañ Resident Evil, Bomberman, Contra, PES, Fifa, ar Sims 3, Metal Gear (!), Pr. Layton, Ridge Racer (!), Mario Kart, StarFox 64 3D (pebezh anv :p), Paper Mario, Sonic, Dragon Quest, Final Fantasy, Kingdom Hearts, Dead or Alive, Ninja Gaiden, Assassin’s Creed, Splinter Cell, Lego Batman… Evit reiñ un nebeud anvioù 😀

Gant ul listennad a-seurt-se e ouzan dija e vo berzh-spontus gant an 3DS… Ha n’eo ket tout ! Daou gamera a zo war gein ar benveg, da lavaret eo e c’hell kemer luc’hskeudennoù e 3D… Ha tu a vo da sellet eus filmoù e 3D ivez ! Un emglev a zo gant Disney, Dreamworks hag ar Warner dija. Evel just eo bihan ar skramm, met boaz eo an dud da sellet eus traoù war o iPhone dija, hag aze e vo teirmentek, hep lunedoù, siñpa er metro :p Se mui un bern servijoù digoust dre internet, mho peus ar wifi, ohoho, douaret ar gevezerien a-raok kregiñ, dija xD

Oh shiney video-games, thou shalt be mine !

An tu negativel un tammig a zo n’eus bet kaoz eus hogos c’hoari ‘nevez’ ebet, an holl a oa gant tudennoù anavezet mat dija, betek ur c’hoari nevez gant Mickey zoken, a seblant dispar da vat, etre c’hoari-roll, c’hoari emgann ha lodenoù 2D, ur veaj a-dreuz bedoù Disney gant dibadoù da ober en o toare-c’hoari, pe distruj pe krouiñ eivt mont war-raok (en ur reiñ livioù d’ar bedoù en-dro pe o tiverkañ traoù), a cheñcho an istor hag an doare ma vezo an dud ganeoc’h. Ur spred du a-walc’h, souezhus evit ur Mickey, hag ur veaj marzhus e bed Disney, eus an tresadennoù gwenn ha du kentañ d’ar filmoù nevesoc’h !

Paour-kaezh Sony a zo warc’hoazh… Daoust ma c’hell Move bezañ dedennus e seblant bezañ pell a-dreñv… Nerzhioù ar PlayStation, Final Fantasy, Metal Gear, a zo aet kuit, ne chom nemet ar c’hoarioù made in Sony (God of War, Gran Turismo…), ha n’eo ket kalz a dra, siwazh dezho (anzav a ran ne blj ket Sony din, met boñ ^^). Hag ar PSP a oa o klask adtapout an DS dre ma oa galloudusoc’h, met bremañ m’eo galloudus-mat an 3DS (live ar Wii d’an nebeutañ, war a weler)… Gwelet ‘vo warc’hoazh ^^





E3 – Microsoft

14 06 2010

Fenoz, evel ma oa raktreset, ez eus bet embannet e nevezentizoù gant Microsoft da ved ar c’hoarioù-video. Xbox hepken, gwazh a-se evit ar PC… Tsss. Me boñ, ul lodenn vras eus ar prezegennaouiñ ha diskouez c’hoarioù a oa kreizennet war Kinect (a oa anvet Natal a-raok), o respont d’ar Wii (gant dale :p Go Big N !). Ha ret eo anzav e seblant dedennus a-walc’h, evit un nebeud abegoù… Met da gentañ e veze kinniget ar c’hoarioù bras da zont, Call of Duty, Halo, Fable, Metal Gear, Forza, ar vandennad, pe’a. Netra dianav da vat, war bouez ar Metal Gear marteze, ma vezer ennañ Raiden ez-yaouank kentoc’h eget Snake (n’eo ket anvet ‘Rising’ evit netra), hag ur sistem siñpa a-walc’h a seblant bezañ gant kas ar c’hatana; e fin ar videoig kinnig e veze gwelet an dudenn o troc’hañ ur bastekenn a dammoù munud, resis tre, farsus a-walc’h ^^ Met boñ, c’hoarioù paw paw vroum vroum, dre-vras ^^

Boñ, Kinect neuze, ar c’hoarioù kinniget end-eeun n’o doa netra dreistordinal e gwirionez, klonoù eus ar pezh a vez graet war Wii tamm pe damm (Kinect Sports, da skouer, pe ur c’hoari fitness gant Ubisoft ^^), met un diforc’h a zo memestra : ar vouezh. Gellout a reer kas traoù, urzhioù, gant ar vouezh d’an Xboest, a-drugarez da gamera/mikro Kinect.

Un dra farsus a oa, da skouer, ur babig tigr a responte d’ar pezh a lavare ur plac’hig ha d’he jestroù (‘Kinectimals’, pebezh ijin evit an anvioù !), en ur dostaat, o vezañ flouret, o vont da gerc’hat traoù bannet pe traoù a-seurt-se. N’eo ket dedennus per se, met fromus a-walc’h gwelet ar pezh a c’heller ober. Hag aze e teu ul lodenn fun a-walc’h ivez; an Xboest a zo ul lenner liesvedia, ha m’eo luget da internet e c’heller sellet eus filmoù, ha selou sonerezh, hag all (pe a-ziwar ar bladenn-galet, evel just), ha gant Kinect e c’heller mont dre ar menuioù gant ar vouezh. ‘xbox, music’, ha pouf, setu c’hwi el lenner ^^ Hag an dra plijus ivez, o sellet eus ur film eo trawalc’h lavar ‘xbox, stop’, pe ‘xbox, pause’, hag all, evit ma rafe. Se mui fiñval er menu gant un dorn er vann ? Minority Repooooooort ! Digredus eo da welet, evit lavar gwir, ha seblantout a ra mont mat-tre en-dro ! Met daout ha padout a raio ? Marteze e vo kavet torr revr buan, n’ouzon ket re. Ma, dont a ra er-maez d’ar 4 a viz du, gant ur 15 c’hoari bennak ouh e implij evit ar poent (hag ur Star Waaaars ar bloaz a zeeeeeeeu ! Zioumzioum, sabrennoù laser en ho taouarn !)

Ur gudenn memestra : quid eus ar yezhoù all, hañ (na zisoñjit ket war peseurt blog emaoc’h :p) ?,  Mont a ra ma-tre ar vouezh en dro e saozneg, evit ar pezh a zo bet gwelet (an dud a oa war al leurenn o tiskouez, ne oa ket enrolladennoù ^^), ha troet e vo, met ne vo ket brezhoneg el listenn… Tu a zo da gomz saozneg, ok, met n’eo ket ma yezh kennebeut… Plijus e vefe ma c’hellfed dibab ar pezh a lavarer (hag evit ar re o deus ur pouez-mouezh disheñvel a-walc’h ivez, n’ouzon ket ma kompreno ar sistem tud Glasgow, da skouer ^^), kelenn e vouezh d’ar mekanig. Allas… Ret e vefe d’an Ofis mont e darempred gant Microsoft, troet eo bet Windows hag Office, neketa ?

Boñ, Nintendo warc’hoazh… 3DS ! *kroazet ma bizied*





C’hoarioù, c’hoariiiiiiiiiiiioù !

7 06 2010

A-benn un nebeud devezhioù e vo bodet bed ar c’hoarioù-video e Las Vegas evit an E3 (Electronic Entertainment Exposition), ar brasañ saloñs a vez bep bloaz (40,000 den o weladenniñ warlene, kalz muioc’h ar bloaz-mañ sañset). Degadoù a studioioù hag a embannerien a vez o kinnig o c’hoarioù neveshañ pe da-zont eno, ha gant Nintendo, Microsoft ha Sony e vez ur mell prezegenn diwar benn o… euh… ‘c’hoñsoloù’ (? N’ouzon ket re peseurt get implij e gwirionez, “letrin” a zo null brein ha gwashoc’h c’hoazh  eo ar gudenn evit ‘pad’ pe ‘paddle’… Ha joystick ? Ar blijvazh ? Mmmh ^^). Un doare Cannes e c’hell an E3 bezañ ivez, dre ma vez roet kalzig prizioù d’ar c’hoarioù gant ar c’hazetennoù arbennik d’ar mare-se. Daoust d’an dud ober fae warnomp, geeked, e vez kalz brasoc’h gounidoù hollek ar c’hoarioù-video eget ar sinema, mat eo da c’houzout memestra. Emañ erru ar geidenn-oad da 35bloaz, ha 40% a verc’hed a zo tamm-pe-damm (hervez doare ar c’hoarioù e cheñch, evel-just); a-benn nebeut e vo renet ar bed gant c’hoarierien (saveteet e vimp neuze ^^).

Gant Nintendo on bet dedennet bras a-viskaozh, hag adalek an NES em eus bet pep hini eus ar binviji o deus embannet (war-bouez un doare game-boy bennak, an Advance SP). Plijout a ra din ar c’hoarioù a ya pelloc’h eget skeudennoù brav, ha daoust ma ne oan ket gwall sur e oa ur soñj vat ar pezh a raent gant an DS hag ar Wii, da lavaret eo ober fae war galloud ar c’hoñsoloù ha postañ en doare da c’hoari kentoc’h, em eus fiziañs e Nintendo. Kalz eus ar c’hoarierien a sell eus neuz ur c’hoari a-raok tra pe dra all (evel gant an dud er vuhez, emichañ…), ha foar an troazhañ pellañ e oa bet betek-hen, ha koulskoude eo anat bremañ ez int deuet a-benn, ha pulluc’het o deus an daou gevezer er remziad-mañ tamm pe damm. Ha petra a reont-int, just a-walc’h ? Ober ar pezh a oa bet graet gant Big N, lakaat an dud da c’hoari e modoù disheñvel, Sony gant Move evit e b/PS3, a ya en dro evel ar Wii tamm pe damm, ha Microsoft gant ar pezh a zo anveet Natal evit poent, ur c’hamera a welo ar pezh emaoc’h oc’h ober hag a gaso ar c’heloù d’ar c’hoari. Evit ar re o deus anavezet an EyeToy war PS2 eo ar memes doare soñj, met kaset pelloc’h. Diskouezhet ez eus bet filmoù ma oa ur plac’h o werediñ gant ur paotrig war ur skramm, gant jestroù ha mousc’hoarzhioù, betek komz dezhañ zoken; lod all o tiskouez un den o kas ur c’har en ur zerc’hel ur rod-stur ijinet, e zaouarn dirazañ (tenn a rae d’ur bleup un tammig, ret eo anzav ^^). Ar bloaz-mañ e vo gouezet ma oa gwir pe promesaoù hepken, hag e vo gouezet un tammig muioc’h diwar-benn an dazont.

Pemp bloaz ‘zo dija eo kroget ar remziad-mañ (ar seizhvet), un hir-hir-hir a vare er bed-se, hag pelligoc’h e pado c’hoazh sur a-walc’h, met ket evit marc’had ar c’hoarioù video hezoug, rak emañ an holl o c’hortoz ma vefe diskuilhet petra an diaoul eo an 3DS, benveg diwezhañ Nintendo, a ginnigfe c’hoarioù e 3D (soñjit e Avatar, er sinoch), hep na vefe ket ezhomm da gaout lunedoù war beg ho fri. Ket teir ment faos evel ma zo bremañ, hañ, skeudennoù a seblant ‘dont maez eus ar skramm’, pe’a. M’eo gwir e raio trouz. Ha kaoz a zo ivez eus ar pellgomzioù a zeu da vezañ galloudusoc’h galloudusañ (an iPhone, Evo, NexusOne hag ar re a-seurt-se), hag o trevadenniñ ar marc’had tamm ha tamm; bed ar c’hoarioù war PC o treiñ tamm ha tamm war-du servijoù streaming-c’hoarioù, da lavaret eo e vefe ar c’hoarioù war ur servijer-kreiz e lec’h bennak, ha netra war ho urzhiataer, ne vefe nemet ur skramm, al labour o vezañ graet kantadoù a gilometradoù pelloc’h. The Cloud, emezo. Ha gant se e yafe marc’had ar c’hoñsoloù d’ar strad buan, marteze. Piv a fellfe dezhañ paeañ 600€ (priz ar PS3 pa oa deuet er-maez oÔ) pa c’hell kaout pep tra dre e skinwell hepken ?

Met koumanatoù a vefe sur a-walc’h, ha se ne blij ket re din, plijout a ra din gellout prenañ un dra bennak ha bezañ sur e vo din, ha ne vo den o tont da lakaat e fri er pezh a ran. Siwazh, gant al ‘laeroñsi’ a vez graet e teu muioc’h-mui a grouerien c’hoarioù da vezañ parano, ha da lakaat surentezioù war c’hoarioù a zo hegasusoc’h evit ar c’hoarierien onest eget evit ar re a bellgarfe maez-lezenn… C’hoarvezet eo din dec’h bezañ dic’houest da c’hoari peogwir e oa ur gudenn gant ar surentiñ, just a-walc’h… Dispar.

Ma, kalzig traoù a zo da welet, ha marteze e vin kendrec’het da ouzhpennañ un X-Boest 360 d’am Wii ha d’am urzhiataer, dre ma vez disheñvel-tre ar c’hoarioù hag ez on marnaoniet a-fed c’hoarioù aze. Ma deiz-ha-bloaz a vo 10 devezh goude an E3, perfect timing.

***

Glav glav glav… Distro, Nolwenn ! Ahem… A-hend all em eus kroget da labourat war tresadenn ar Spitfire :p Labour ‘zo met dedennus e tlefe bezañ ^^ Un Mk IX, neuze, dre m’eo an hini a zo bet ar muiañ dioutañ e-kerzh an eil BB.





Liiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiink !

27 03 2010

Tadaaaaaa !

Daoust ha gouest e vot da gavout a belec’h e teu pep tra ?

 

Evel ma lavar ar c’heekezig en he evezhiadenn n’em eus ket komzet eus Zelda en notenn a-zivoud ar c’hoarioù-video ! Perc’hed marvel sur a-walc’h, setu ur skeudenn neuze a-benn ober pinijenn, ha da c’hortoz kaout amzer da skrivañ un dezenn diwar-benn Link, hag un niverenn a-ratozh eus Al Liamm, advadeziet The Link, a-benn brudañ ar c’hoarioù-video e bed ar brezhoneg !

Siwazh n’eo ket me an treser :p





C’hoarioù-Video

26 03 2010

O lenn Soubenn ar Geek e oan (hophophop, un tamm bruderezh ouzhpenn :D), ha merzet am eus e vanke ar c’hoarioù-video din. Kalz. Un nebeud am eus war ma urzhiataer amañ, met n’eo ket ar memestra. Mankout a ra ma DS din (ma, hini ma c’hoar ^^), ma Wii. M’am befe arc’hant e prenfen un X-boest ivez (ket ur PS3 rak a] ne blij ket Sony din, diabeg marteze, ha b] emañ darn vrasañ ar c’hoarioù a blijfe din war an Xbox)… Met n’eus ket, just a-walc’h ^^ (ma fell deoc’h profañ unan din… *c’hwitelladenn*).

Mateze eo gwell a se, e-mod all e vefen gorrekoc’h c’hoazh gant ma labour hag em befe muioc’h a draoù o sachañ ma evezh pell diouzh ar pezh a rankfen bezañ oc’h ober ^^. N’eo ket n’em befe bolontez ebet met… nann, n’am eus bolontez ebet >.< War an tu all eo aes mont da straniñ war an Etrerouedad hag ober netra e-pad eurvezhioù (wiki, tvtropes, youtube… ah !)… Gwashoc’h c’hoazh pa lennit saozneg ha kastilhaneg… Ma ouifen Russianeg, Japaneg ha Sinaek… 😀

Met diouer a ra ar c’hoarioù din.  Siwazh e chom ur skeudenn fall gant bed ar c’hoarioù video, feuls, dizedennus, dañjerus… Dre wall ar c’hoarioù video eo pep tra, eus ar feulster er banlevioù d”ar c’hrign-bev (hag ar reuz en armerzh, evel-just…). Gwir eo ez eus kalz c’hoarioù armoù enno, e-lec’h m’emañ ar pal pennañ lazhañ ho enebourien (pe ar pal nemetañ…), hogen n’eus ket nemet lod a-seurt-se. Ha lazhañ un dolvead pikseloù war ur skramm n’eus netra da welet gant lazhañ unan bennak (ret ‘vefe bezañ pout evit en soñjal, avat). N’eus ket un den feuls ac’hanon (soñj ket din, ‘bepred), met plijout a ra din seurt c’hoarioù a-wechoù ivez, evit ar blijadur aes a zegas, an diskarg diboell. D’am soñj eo gwelloc’h e vefe doareoù a-seurt se evit ar c’hoantoù feulster da ezteurel, met un afer all eo.

Ar c’hoarioù a blij din ar muañ n’eo ket a re a-seurt se, c’hoarioù tennañ, nag ar re sport pe redadeg (redadeg ‘glann’, lakaomp, sot on gant Mario Kart ^^). Plijusoc’h e kavan ar re ‘savennoù’ (?), da lavaret eo re doare Mario pe Sonic, hag all (ret vefe ober un tamm labour war ar geriaouiñ evit an dachenn-se…), ar c’hoarioù strategiezh (amzer real), evel Starcraft, Warcraft (ket World of ~~), Dawn of War (mmmh, an anvioù n’int ke gwall beoc’hus, hañ…), hag ar re rol (pe ‘perzh’, marteze ?) dreist pep-tra, Diablo, Baldur’s Gate, Oblivion, Mass Effect, The Withcer, World of Warcraft (ar wech mañ), hag all.

Lod a bep seurt a zo, e bedoù tost d’ar gwirvoud, lod all ‘cartoon‘ penn da benn, lod moliac’h, lod skiant-faltazi, peadra da blijout d’an holl… Tost d’al levrioù a blij din, evel ma lavaren. Bevañ-troioù kaer, kemer divizoù, ober traoù. Dedennusoc’h eget chom dirak ar skinwel hep ober tra pe dra, hervezon. Ne lavaran ket eo fall ar skinwel (hehe, ne lavarin netra, dresit-holl), met pa vezer o sellet eus un dra bennak ne raer netra, padal e vez un ober pa vezer o c’hoari. Netra da welet gant mont da redek er maez, evel-just, met kemer divizoù ha soñjal eo memestra, kalz muioc’h eget an doare gouzañv dirak tf1 (hop, an diaoul personelaet ^^). Studioù a zo zoken war ar mat a c’hell a c’hoarioù-video ober, met gwall nevez eo c’hoazh evel-just.

Hag unan eus an traoù a zo dispar a zo gellout c’hoari gant lod all. Evel just e c’hellit c’hoari bolotenn gant tud all, hogen daoust ha gellout a rit en ober gant unan e Afrika hag unan e Japan, ha c’hwi e Breizh ? Haha ! Ya, gounezet ‘m eus redadegoù Mario Kart enepto, hahaha, Breizh reprezzzzent :D. Bremañ emañ ar c’hoarioù en-linenn diouzh ar c’hiz, kaset gant tsunami WoW, ha gwir eo e teu ul lodenn eus ar berzh a ra ar c’hoarioù-se eus an tu sokial a zo ganto, da vare Facebook ha MySpace, Orkut ha Bebo. Kejet am eus bet gant tud, ha bet mignoned zoken. Re eus ma amzer a gemere diganin evit ma c’hellfen kenderc’hel, met mareoù dispar am eus bet gant tud eus penn all ar bed, ar pezh a zo un dra digredus a-walc’h memestra, pa soñjer.

Ha gant remziad nevez ar c’hoarioù evel re ar Wii eo aesoc’h lakaat an holl da gemer perzh (hag ar PlayStation Move a zo o paouez dont er-maez, ha Project Natal war an Xbox, a c’hallfe ma lakaat da brenañ unan da vat). Peurliesañ e seblant diaes ha luziet ar c’hoarioù, evit ar gerent, hogen gant an DS hag ar Wii, oc’h implij jestroù kentoc’h eget poezelloù dibaboù diwar-did (B evit nullañ/mont en a-dreñv, da skouer; perak ?) eo kalz aesoc’h dezho kemer-perzh. Gwelet ma mamm o frikañ ma c’hoar d’ar c’hoari tennis war ar Wii a zo farsus, ha lakaat ar gerent da geveziñ o lakaat al Lapined Droch da seniñ Smoke on the Water tra ma c’hoarzh ar vugale leizh o c’hof a zo un abadenn eus ar plijusañ. D’am soñj ez eus bet kroget ur fiñv war-du digoradur ar bedig-se d’an holl, ha gwell a-se. Ne sikouro ket ma labour da vont war-raok, avat !