Badumeg adarre

30 01 2015

A-wechoù (alies), ez an skuizh gant spered a-gozh lod tud a-fed yezh. Diwar se ‘m eus bet komzet dija, hag a-fed reizhskrivañ dreist-holl, met ouzhpenn da se a zo. N’ouzon ket perak e fell da lod chom gennet en un amzer dremenet faltazius a vefe bet ken dispar ha ken glann hervezo, pa ‘z eo peurfall ha direizh kement-tra a zo deuet en 40 vloaz tremenet. Ne gomzin ket amañ eus an daou pe dri skritur nevez am eus bet gwelet c’hoazh nevez zo, lod tud a zo trellatet penn-da-benn ha n’o deus ket komprenet c’hoazh ne oa ket ar skritur ar yezh met ur c’hod d’he skeudenniñ, tra ken. Ur brezhoneg mat n’eo ket gwelloc’h pe falloc’h hervez ar skritur, an hevelep yezh eo. Ma, trawalc’h gant se.

téléchargement

Aet on skuizh gant azeuliñ ar re gozh hag ar gouerien. Netra fall ganto, hañ, n’eo ket an afer tamm ebet, met perak o lakaat da ziazez yezhoniel ? Da ziazez an distagañ ? Piv a ra se ? Peseurt yezh a vez oc’h azeuliñ hec’h implijerien a-us da 60 vloaz hepken, hag ober fae war ar re all ?

Daoust ha galleg peizanted kozh ar Berry a vez desket d’an estrenien pe d’ar vugale ? Saozneg mengleuzerien Kembre ho peus bet desket er skol ? Alamaneg tud-kozh Bavaria ?

Ne vez ket ! Ur yezh keidennek a vez desket, ur c’hronolekt etre, ur standard bennak a zo boutin d’an holl, kentoc’h eget badumek unan pe unan all. Ma soñj d’an dud ez eus a-walc’h a vrezhonegerien da zerc’hel bev kement parlant lec’hel… Traoù brav a zo e-pep-lec’h, troioù lavar, troiennoù, un displegadur dibar marteze, sur, met traoù a zo bet en o raok, ha traoù a ranko dont d’o lerc’h.

4IA8nkd

Ha ya, gouzout a ran n’eo ket ar brezhoneg ur yezh evel ar re all, un troc’h a zo bet, ur c’holl spontus, ha gant ar re gozh emañ chomet traoù n’int ket bet treuzkaset. Met an distagadur, ar pouez-mouezh, tudoù ! Selaouit eus galleg ar bloavezhioù 50, daoust hag e-giz-se e komzer c’hoazh ? Piv ac’hanoc’h a ruilh an r-où e galleg ? Pa glevan ur brezhoneger yaouank o treveziñ (fall !) pouez-mouezh unan kozh em ro c’hoant d’e vazhata. Rak ret anzav eo anat peurliesañ n’eo nemet ur peuztreveziñ a vez graet, gant fazioù pouez-mouezh spontus ouzhpenn-se, seul euzhusoc’h ma’z eo teir gwech kreñvoc’h ganto eget gant darn vuiañ an dud…

58631783

Tu zo da studiañ ur yezh lec’hel, yezh ur c’hornad, un tiegezh, un hinienn, met he lakaat da C’hraal ? Da skeudenn beurvat ur yezh beurbadel, da virout digemm betek Deiz ar Varn ?

Komzomp ur yezh vev, kentoc’h eget unan a fellfe da lod derc’hel en ur mirdi, er stad ma oa pa ‘z eo bet graet e vramm diwezhañ gant skrivagner-mañ skrivagner. Aze emañ an dañjer, kaout aon da gas an traoù war-raok e gwirionez. Tu a zo d’en em soñjal war penaos o c’has war-raok, penaos e c’hell ar yezh kemm, met arabat he derc’hel ‘mod-kozh kousto pe gousto war zigarez e vez komzet ‘giz-se gant ho mamm-gozh, alato !

Rg2cLcK

Brav, tad-kozh, met gant ar prevezioù e rin…





Penn-skañv

11 12 2014

A-wechoù (alies?) n’on ket gwall fin. Edon e Landerne mintin-mañ a-raok kregiñ da labourat, ha me da soñjal : “Perak n’afen ket da glask un nebeud profoù Nedeleg, kement hag ober?”. Peurliesañ e vezont kavet ganint d’ar poent diwezhañ-tout, evel ma tere, e-mesk ar c’hantadoù a bennoù-skañv all. Met ket ar bloaz-mañ ! Setu me neuze o sellet eus al levrioù e gwerenn-dal meur a levrdi, war glask levrioù e saozneg. Ha me gwelet ur pegsun ‘english’ war zor Levrdi ar Geoded (Librairie de la Cité, 9 straed ar Feunteun Wenn e Landerne), ha mont tre neuze, ma sac’h ganin war ma c’hein ha boest ma binoù-bras em dorn. Diouzhtu-dak he gwel pec’henn ar stal, ha da lavar din penaos e sone gant ar vombard ur mare a oa, hag o welet pegsun Bagad Kemper warni, da c’houlenn ma sonen eno hag all, ha dreist-holl, penaos e oan aze, e Landerne? Me neuze da lavar dezhañ emaon o labourat evit Diwan eno… Hag-eñ da vont e brezhoneg ganin diouzhtu !

Eh ya, evel-just, rak ar pegsun ‘english’ am boa gwelet war an nor a oa unan Ya d’ar brezhoneg, dreist-holl ! Gant ar saozneg meneget da drede yezh. Ha me, holl gant ma afer, n’em boa ket soñjet zoken, re voaz ma ‘z on d’ur bed hollc’halleger peurvuiañ, e c’hellfe mestr ar stal komz brezhoneg. Tssss…

Ma, levrioù e saozneg ne oa ket, met kavet em eus lod all, ha gallet ‘m eus kaout ur pennad kaoz plijus e-keit ma vezent paket din. Kement-se a-raok mont da labourat, e brezhoneg c’hoazh. Brav ar vuhez a-wechoù, memestra !





Emvod

15 04 2012

Pennoù-avel o c’hwezhañ kreñv
O barradoù diefedus
War an douar ha don en neñv
O oberoù hag o c’hoantoù

Ha komz ha komz, komzoù goullo
Dibreder pe bred en aner
Berr ar soñjoù pa vez ganto
Blaz ar c’hozh, c’hwezh louedet-kaer

Pe oad karantez an arc’hant ?
Re a dud difoutre amañ
Pa vez gwerzhet c’hoazh d’an amkant
Dazont hor yezh ken gwan bremañ

Hag an hevelep re bepred
O klask lakaat da dalvezout
O fizhoni ken digengred
O brammoù-spered didalvoud

Klevet am eus bet se ivez
Evel an holl bodet er sal
Perak c’hoazh klask gwerzhañ pa vez
Preñved e kalon an aval

Aluzen, aluzen ar paour
Setu petra a chom bremañ
Hag an teñzorioù, hag an aour ?
Mojenn Arzhur, pelec’h emañ ?

Nag haroz nag aerouant
Ne chom nemet an dud diglod
Sec’h o c’halon evel grouan
Pep hini o tifenn e lod

Betek ar re nevez zo kozh
Mirdi an hengounioù kollet
An alarc’h e ziwezhañ poz
War c’hreunvaen o fennoù kalet

Lod a fellfe dezho bodañ
An holl dud asambles, padal
E vezont-int ar re gentañ
O klemmichañ hag o krozal

Hag un nebeud re memestra
O soñjal a-raok digeriñ
O beg bras a-benn dislonkañ
Fallgeusteurenn o c’honeri

.

Me, imoret fall ? Me ? >_>





Amzer gollet

13 12 2011

Kant bro kant giz, emezo din,
ha me ur bugel ;
Lod kaer, lod kriz, ha lod lirzhin
Pabor hag uvel

Ma mamm, ma zad, trugarez
deoc’h-c’hwi evit ma bezañ desket-mat
ha bezañ roet
Holl ho kalon, diere
Allas, na paour, na yen d’an emzivad,
An dilezet

Dre ar maezioù, dre ar c’herioù
ha me ur c’hrennard;
O kantreal , dieub a villoù
Skoliad ha deskard

Kelennerien, trugarez
deoc’h-c’hwi evit ma bezañ desket-mat
ha bezañ roet
Ho kouiziegezh, a-ratre
Allas, na paour, na kuñv an den dizesk,
Ar goapaet

Chopinadoù ha kaozioù hir,
ha me o vevañ
E meur a gêr, e meur a dir
C’hoarzhin ha leñvañ

Ma mignoned, trugarez
Deoc’h-c’hwi evit ma bezañ skoazellet
Ha bezañ roet
Ho levenez, ho pare
Allas, na paour, na klañv an digenvez
An disoñjet

Flouradennoù, daouarn mibin
ha me sorc’hennet
Gant daoulagad o vousc’hoarzhin
Karer ha karet

Ma dousig-koant, trugarez
deoc’h-c’hwi evit ma bezañ gouzañvet
ha bezañ roet
Ho karantez, hoc’h ene
Allas, na paour, na trist an dizimez
An doganet

Eñvorennoù don em spered
ha me koshaet
An dud, ar pezh am eus desket
Hiraezh, pasianted

Holl ac’hanoc’h, trugarez
deoc’h-c’hwi evit ma bezañ ambrouget
ha bezañ roet
Kement a ster d’am buhez
Allas, diouer a rit holl din bremañ
Pa ya da get

Skeudoù du hir er c’huzh-heol
ha me war Gornôg
O vont dilo war-du geol
yen an Tredeog

C’hwi am selaou, me ho ped
Gouezit bepred na pegen kaer ez eo
Bezañ bet roet
Frealz, skoazell, karantez
Allas, bevañ hepto n’eo nemet
Amzer gollet

 

War don ur werz savet evit ar bagad. Brav eo an ton, ha soñjet am eus e vefe dedennus skrivañ pozioù warnañ, ha he c’hanañ da vare Gouelioù Meur Kerne, perak ket.





Awwwwwwwwww yeah!

28 02 2011

Yessssssss, kentañ ! Haha, lavaret ‘m ‘oa deoc’h ! Pebezh stress spontus pa erruer d’an 3 anv diwezhañ… ha d’an 2 ziwezhañ ! (dreist-holl pa grog “Cap Caval” gant an hevelep son ha “Kemper”, brrrr) Daoust ma n’eo ket gwall jentil eo diaes mirout a huchal gant al levenez pa vez embannet an eil… Ha n’eo ket c’hwi !

Reizhoc’h e vefe, en ur mod, kregiñ gant an hini kentañ, ha mont tamm ha tamm betek an hini diwezhañ. Boñ, ne vefe ket kement a suspense, met stlakañ a rafe an dud o daouarn evit gwir, gant levenez evit ar stollad embannet, ha ket peogwir  e soñjont “ouf, n’eo ket me !”. War an tu all, evel-just, ne vefe klevet netra peogwir e vefe ar re gentañ oc’h huchal ha lammat e pep-lec’h xD

Haha, n’eo “nemet” ur genstrivadeg, met vat a ra 😀

D’an Oriant bremañ, da gaout un ugentvet titl a gampion Breizh (d.l.e. kampion ar bed, hehehe), youc’hoù !





Brezhoneg er skolioù

3 01 2011

 





Plik, plok, ‘ra ar gwad…

10 11 2010

Gwir eo ar c’hlichedoù a-wechoù: brav eo ar c’hlañvdiourezed en EFS ^^ Setu me gant un tammig nebetoc’h a blasma em gwad, neuze. Dre ma ‘z on AB eo gwelloc’h din reiñ an dourenn velen-se kentoc’h eget ma gwad penn-da-benn, servij a raio da vuioc’h a dud (AB a zo roer hollvedel evit ar plasma, evel m’eo O evit ar gwad.). War a seblant eo ral an AB-ed ouzhpenn-se (3% AB+, 1% AB-). Kement hag ober n’eo ket kalz a dra tremen un eurvezh bep div sizhun da sikour ar re all. Ma roit gwad pe plaketennoù ne vo ket ken alies zoken ! Farsus a-walc’h eo reiñ plasma e gwirionez, dre a n’eus ezhomm nemet eus ul lodenn eus ho kwad e vez adkaset ar peurrest deoc’h, gwelet a rit an dourenn ruz-teñval o leuniañ ar podig tamm ha tamm, ha pouf!, sunet pep tra en-dro betek ho prec’h ^^ Chug-frouezh, gwastilli ha sandwichoù a vez war-lec’h, ouzhpenn-se, n’eus ket da glemm. Se, mui ar c’hlañvdiourezed, evel a lavaren ^^

A-hend-all, nepell diouzh ma zi, ‘kichen an ti-gar, ez eus ur skritell nevez evit ar Fnac, embannet warni “Fnac nevez Roazhon a zigoro e zorioù d’an 19 a viz Du(e brezhoneg, hañ, n’eo ket troet ganin). Un nebeud traoù: gourel eo ar Fnac e brezhoneg, war a seblant (perak ket, lakaomp, alies e cheñch jener ar gerioù pa vezont lakaet e brezhoneg diwar ar galler… met boñ… Gwir eo eo gourel ‘kevread’, ma ‘z eo bet soñjet e-giz un droidigezh rik eus tavoudegezh f-n-a-c, met iskis e vefe, dre ma n’eo ket bet cheñchet al lizherennoù :p); “digeriñ e zorioù” a zo un droidigezh ger-‘vit-ger ha divalav eus ar galleg a-us (‘ouvrir ses portes’, neuze), ar stal ne zigoro ket he dorioù drezhi hec’h unan, hañ; ha laouen on (memestra) o welet e vez kavet plas evit hor yezh e muioc’h-mui a lec’hioù. Pa vez ar stalioù bras, broadel ha n’eo ket lec’hel hepken, o kemer yezh ar vro (pe ar rannvro) e kont emañ an traoù o vont war an tu mat. Pa welan kirri-samm Saturn o tremen gant brezhoneg warno, pe pa yan d’an Etrevarc’had (ket er C’hloareg, siwazh), hag all, e vezan laouen o welet e ya an traoù war-raok (daoust ma talc’hfent da skrivañ ‘degemer mat’ peurliesañ… Dezho da ober un degemer mat din, un donemat a c’hellont hetiñ…).





Blogerien…

12 10 2010

“Just as it is true that a stream cannot rise above its source,
so it is true that a national literature cannot rise above the moral level
of the social conditions of the people from whom it derives its inspiration.”

(James Connolly, [of Easter Rising fame])

Mmmh, n’ouzon ket re ma ‘z on ali gant ar paotr Connolly, pe neuze, ma n’hell ket mon a-us, ne heul ket al lennegezh ar c’hemmoù kevredigezhel dre ret kennebeut, hag e brezhoneg siwazh n’eo ket ber uhelaet live al lennegezh gant uheladur al live sokial… Ket en 10 bloavezh diwezhañ d’an nebeutañ. Daoust ha nevezet e vo bremañ ma vez un enkadenn-armerzh en-dro ? Mareoù frouezhus evit al lennegezh e vez ar mareoù gwashañ peurliesañ. Marteze e vo ul lennegezh post-Kerviel er vro Vigoudenn, piv ‘oar!

Ma, etre an Internet ne ya en-dro nemet ur wezh diwar ziv (eh ya, “ur wezh war ziv” a vefe iskis, ne welan ket penaos e pignfe ar wezh-se aze), ar redek a-gleiz hag a-zehou hag an dud pedet d’ar gêr da bakout ur banne ha da gomz, ne zeuan ket mat a-benn da skrivañ ma zamm skrid pemdeziek! N’eo ket diouer a draoù a zo da lavar koulskoude, pe soñjoù da lakaat war baper (pe stlennbaper pe me-oar-me). War a seblant ez eus bet graet berzh gant ar gaozeadennig diwar-benn al lennegezh un nebeud devezhioù ‘zo (d’am soñj eo an notenn gant ar muiañ a evezhiadennoù warni betek-henn ^^), ar pezh a zo kalonekaus en ur mod, prest e vezomp da gomz etrezomp 🙂 Hag an daou du a vez er gaoz un tammig, pe an tri: lennerein, embannerien, skrivagnerien (lod ac’hanomp o vezañ an tri war an dro !). Oc’h ober goap e oa Roparz o kinnig en em gavout e Karaez a-benn ober kaol-go mod Gutenberg, met hep dekoñiñ e c’hellfe bezañ dedennus aozañ tabutoù pe divizoù war an dodenn. Da welet evit an dazont marteze, pa vo bet savet ur c’hlub meizerien, “intelektualed”, ganeomp :p

Hag o komz eus plas ar brezhoneg war an Etrerouedad e oan neuze, er fin, ha Chen o c’houlenn ivez e pelec’h e oa lennerien ar blogoù e brezhoneg ! Re wir, daoust ma vefe disheñvel pal ur blog diouzh hini ul lec’hienn-ditouriñ marteze, personeloc’h. Ma, gwir eo ne vez ket kalz tud (ha c’hoazh, ha c’hoazh…), hogen daoust ha brudet e vez ar blogoù a zalc’homp ? Ket brud vat pe fall, hañ, daoust ha gouzout a ra an dud ez eus anezho ? War-bouez an dud hon anavez, evel-just… N’ouzon ket re. Bet on meur a-wech o klask lec’hiennoù e brezhoneg, gant forzh gerioù-alc’hwezh, ha buan en em gaver gant ul listenn verr-verr, siwazh. Ha diaes kavout roud eus ar blogoù a anavezan (pe ma hini, daoust din gouzout petra klask d’e gavout: nolwenn korbell en noazh, kalc’hoù ‘barzh revrioù… >_<). Marteze ne vefe ket fall lavar d’ar vrezhonegerien yaouank ez eus anezho, n’ouzon ket penaos re vat, avat, listennadoù amañ hag aze, keleier ? N’ouzon ket  penaos o zizout… Hag aze emañ an dalc’h ivez, penaos e c’heller brudañ traoù a-seurt-se d’ar re yaouank ma ne vez ket graet gant ar gelennerien? Ne lennont na Bremañ na Ya (haha, piv a ra ?), nag Al Liamm kennebeut, evel-just; ne soñj ket din e vefe taolet an disterañ sell war Kannadig Diwan pe traoù a-seurt-se ganto kennebeut. Petra ‘chom neuze ? evel a lavaran, n’eo ket ken aes-se d’an nen kavout lec’hiennoù e brezhoneg drezhañ e-unan…

Hag a re a vez kavet a-wechoù, ma Doue benniget, leun e revr a doulloù preñved… Lec’hiennoù eus ar bloavezhioù 50, pa ne oa ket eus an Etrerouedad c’hoazh! Haha, geocities, pebezh lamm en amzer… Ha n’eo ket un amzer gwelloc’h eget hemañ ^^ Hiziv an deiz eo aesoc’h ober lec’hiennoù propik koulskoude, hep kaout da zeskiñ html, pe php, pe me-oar-me petra. Savennoù evel WordPress, just a-walc’h, pe Joomla pe n’ouzon ket pet all c’hoazh a c’hell bezañ implijet da ober traoù a-zoare e berr(oc’h) amzer, ha koulskoude en em gavomp c’haozh gant lec’hiennoù re gozh. Boñ, kavet am eus bet blogoù all ivez, darn vrasañ anezho diwar-benn ar relijion >_< Traoù zo ne varvont ket, daoust ma vefe pase poent dezho… Boh, dieub pep hini, hañ, ne ra ket a zroug din, lakaomp; hogen souezhus e kavan e vefe roudoù c’hoazh eus ar c’hliché-se war an Internet, brezhoneg=relijion, daoust ma vefe ar gwiad unan eus luskerien ar vodernelezh… Mmmh… Ma, n’eo ket an afer amañ forzh penaos… An afer o vezañ kentoc’h en em c’houlenn penaos brudañ hon tammig skridoù amañ hag aze, da dizhout an nebeud a dud a vefe dedennet ! Gwir eo e c’hell bezañ diaes derc’hel da skrivañ traoù pa n’ouzer ket re vat ma vezer lennet, digenvezded ar bloger dirak e stlennbajenn-wenn !

Gant ar spi memestra e vo muioc’h-mui a dud ken sot ha ni !

 

p.s.: Lec’hiennoù brav a vez graet memestra, daoust ma vefe resis o zodenn peuliesañ; ar bannieloù pe an douaroniezh da skouer… Lod all a anavezit ?





Dazont

9 10 2010

Kizellet a daolioù taer e greunvaen kozh da goustiañs
Delwennoù o zresoù kaer e roc’h didro da fiziañs
Ar re ac’h eus savet din, daoust ma vefe follentezh
Krediñ ken kreñv e c’hellin sammañ pouez da hêrelezh

Na den all ebet moarvat, ken meurdezus ez out bet,
Ne vez ket gwall aes avat kaout soñj eus an tremenet
Pa vezer o stouañ penn, saotret c’hoazh er poulloù du
Pa vez war lufr ar feur gwenn hini fank glas gwenn ha ruz





Gââââââ

30 05 2010

Setu ar stad ma oan tamm pe damm o tistreiñ d’ar ger… Hag o sevel mintin-mañ… Pe goude-merenn-mañ kentoc’h >__< Ha dre ma ‘z omp un eurvezh en araok war Iwerzhon amañ on kollet un tammig a fed amzer ! Un jet-lag un eurvezh, gant ar vezh… Un nebeud gwastilli ouzhpenn hag en em santin er gêr da vat. Crumble hiziv (per-chokolad, evit cheñch ^^), gwelet vo ‘vit warc’hoazh ! Vakañsoù-soù-soù ! 😀

Spi ‘m eus emañ mat an traoù ganeoc’h diouzh ho tu !





J-3

25 05 2010

Ah, ur wech c’hoazh n’am eus ket kalz amzer, ur gouelig sioul a zo fenoz evit kimiadiñ, amañ er ranndi, fre ma ‘z omp daou o vont kuit a-benn nebeut. Siwazh eo klañv lod, lod all o labourat pell, hag all, ne vimp ket gwall niverus 😉 Hehe, muioc’h a wastilli evit ar re a chomo 😀 Un cheesecake eus-ar-marv-a-lazh a zo bet graet adarre, hehehe, kement ha tapout ar c’hiloioù kollet en-dro (atav e vezan o koll ma zraoù, n’eo ket sirius ^^)

Kimiadiñ ne blij ket din, ha n’ouzon morse penaos ober, petra lavar ha penaos bezañ. Perak ne reer ket gouelioù degemer kentoc’h ? Laouenoc’h e vefemp diouzhtu :p Spi am eus en em welimp en-dro. Bewech ma vez raktreset traom e vez un abeg bennak a zinac’h an tu… Mmmmmmh, kavet ‘vo un doare 🙂

Ur mega-sangria a zo bet graet (c’hwezh vaaaaaaaaaat a zo !), na vezit ket souezhet neuze ma teuan mezv-poch da skrivañ amañ diwezhatoc’h ^^ Klask a rin bezañ fur memestra !





Troioù kaer e Korkig

24 05 2010

Ah, me lâr deoc’h ! Pebez istor, avañturioù zo bet ! Kentañ tra, an hent. En Iwerzhon e komprenan an dud a bren ur pouar-pouar (ya, me skriv petra me ‘m eus c’hoant :p) e kêr ! An hent etre Galway ha Limerick (pe Gaillimh ha Luimneach ma fell deoc’h) a zo ur spont ! Toulloù a zo chomet en ter-du abaoe ar goañv-mañ hag ar skorn a oa bet… Toulloù bras ! Se hag adlammoù ar c’harr… Argl ! Ne oa ket ur c’harr kozh (nag ur c’hozh karr) koulskoude, ur Polo. Ma, stad ma fenn a-dreñv e fin ar veaj ne oa ket eus ar c’hentañ, dre chañs e oa gwelloc’h an hent eus Limerick da Gork, un hent-pras nevez (M7, whaaaaa ^^) ! Pemp e oamp er c’harr, stardet un tammig, hag unan eus an tommañ devezhioù a zo bet en iwerzhon abaoe pell e oa, evel just ! Ur 25°C bennak en disheol, soñjit ‘ta !

Anyway, erruet e Korkig emañ kroget an traoù. Kentañ tra: kit da weladenniñ ar gêr-se. Brav eo ur spont, ur meskaj etre tuoù mat Galway he re Zulenn; etre 200 000 ha 400 000 a dud,hervez ma kontit ar banlev pe get, met ur ger gant kalz glasvez ha lec’hioù digor ha sklaer. Evel-just e seblant pep tra sklaeroc’h ha bravoc’h pa vez an heol o parañ, met memestra. Hag evit ur wech ez eus Ilizoù brav. An ilizoù a vez en Iwerzhon peurliesañ a zo lod karrez-tre ha goloet o mogerioù gant chik (pe krampouezhi, kompren neb a gompreno :p)… N’eo ket dispar da welet. Met du-hont ez eus lod a zo brav-tre (e Dulenn ivez, memestra ). Kalz brasoc’h eget Galway eo, met buan e reer an dro eus kreiz-kêr ivez (evel Roazhon un tammig 🙂 ). Ma, setu, kit. N’ho ‘po ket keuz, sañset.

Anzav a ran ne oa ket bet raktreset pep-ta eus ar gwellañ. Aet e oamp du-hont evit ar fest-noz a vefe, aozet evit ar Siber aze (zoken ma vez unan graet evit Gouel Erwan forzh penaos). Soñjal a rae deomp dont da seniñ ha da ganañ neuze, ha da sikour a-you-vat e mod-all (skiant prenet gouelioù ha standoù Diwan, neketa ^^). Soñjal a rae deomp neuze kavout tud aes a-walc’h d’hol lojañ, ha n’on oa ket miret ur gambr en ul leti bennak. D’ar gwashañ-tout  kouskfemp er c’harr, a sonjemp neuze, ne vefe ket ar wech kentañ ha berr e vefe an nozvezh forzh penaos ^^ Erruet e kreiz-ker eo bet hir kavout ur plas. Ha pa skrivan hir e fell din lavar HIR, ‘keta. Teir eurvezh hon eus lakaet eus Galway da Gorkig (201 km…), hag un hanter-eurvezh d’an nebeutañ da gavout ur plas en ur parking ker-ruz (hir eo pa vezit en heol-kras, ha 3€40 an eurvezh er parking !). Ur wech kavet ar plas hon eus gallet kejañ gant ar re a aoze ar fest-noz, hag unan anezho da lavar deomp en eus kavet ul lec’h deomp da gousket. Dispar ! Betek ma lavarfe deomp e oa ul leti-yaouank, e oa deomp da baeañ (se c’hoazh, n’eo ket souezh, met memestra !), ha 25€ dre zen ! Ha ni o soñjal e vefe bretoned laouen o reiñ bod, tsss ^^ Boñ, dre-chañs hon eus nac’het, 25€, gant ar vezh, lod all a oa er fest-noz ivez o doa kavet letioù-yaouank all da 16€… Alalala ! Hey, bigouter on memestra !

Goude treiñ un tammig e-kêr ha cheñch plas d’ar c’harr hon eus divizet debriñ ar sandwichoù bet kaset hag evañ ur banne (bet kaset ivez). Parket e oa bet ar c’harr e-kichen ar pub ma vefe ar fest-noz ennañ (ma vez graet bier ennañ ivez !), ha dirazañ war vord ar stêr hon oa pozet hor revrioù war ur vogerig. Hop hop hop, debret an traoù e welomp unan a anavezomp oc’h erruout hag ez eomp da welet penaos e vo al lec’h evit an noz. Goude pemp pe zek munutenn eno en em rent kont ar blenier a-daol-trumm en eus disoñjet e zoug-paperioù hag alc’hwezioù ar c’harr war ar vogerig ! Argl. Distroet buan (20 metrad pelloc’h e oa, hañ)… Netra ken. Klasket hon eus war al leur, er poubelennoù, er plant tro-war-dro. Netra… Ha pep-tra er c’harr, seier, mantilli, binviji sonerezh !! Hag ur goulenn hepken ganeomp: e pelec’h emañ an eil re alc’hwezioù ?! Daou dra a oa posubl: e Galway pe… ‘Barzh ar c’harr ! Goude un hir a vare o fachañ, o treiñ hag o tistreiñ ha goude bezañ bet d’ar Gardaí (An Garda Síochána, gwarded ar peoc’h, ar polis, pe’a) e vez divizet gant ar blenier distreiñ da C’halway (daoust da dud bezañ gouest da glask evitañ du-hont… Ma, gwir eo ne oa ket kalon gantañ da ober tra pe dra, met hep e baperioù eo bet ret paeañ ar mont-dont dezhañ…).

Un tu mat memestra: gant an afer-e eo bet aesoc’h deomp goulenn digant an dud ma c’hellent  hol lezel da gousket en o zi, tapet berr ma oamp. Ha diaes eo bet koulskoude, me lavar deoc’h ! N’hellan ket mirout rak soñjal e vije bet kalz aesoc’h e Breizh. Rak bretoned ne oa ket kement-se e-touez ar 150 a du a oa er fest-noz, kalz gallaoued dedennet gant Breizh ne lavaran ket. Ma,  n’eo ket ar mare da vezañ Jakobin marteze, met memestra ^^ Eus ar pemp ac’hanomp ne chome nemet pevar, ha daou ha daou e ejomp da gousket e ti tud (an daou baotr eus un tu hag an div blac’h eus an tu all ^^), gwir vretoned ar re se :p Ma ne vefe ket an alc’hwezioù e Galway e oant er c’harr (spi hon oa, d’an nebeutañ, ne vefent ket chomet e Breizh pe un dra a-seurt-se, rak ur c’hemperad e oa ar blenier, o chom e Galway abaoe ur bloavezh hanter, met 29 war e blakenn memestra), er c’harr, neuze, hag e vefe ret deomp terriñ ur prenestr anezhañ sur a-walc’h, kentoc’h eget lakaat ar blenier da zistreiñ (ha paeañ). A-benn ar fin memestra hon eus kavet gwelloc’h ma teufe, kentoc’h eget displegañ d’ar fliked perak e oamp o terriñ ur c’harr ne oa ket deomp e mod ebet >__< Da vintin e oa erruet neuze (ha ni ouzh e c’hortoz en ti-gar e penn ar gêr o c’hwitañ warnañ ha o kaout da zistreiñ d’ar penn all evit netra…!), ha galvet gantañ niverenn ur potailher a oa bet roet deomp gant paotred Maraí-Robhaín (ur boliserez, e gwirionez). Met 95€ evit frailhañ ur potailh ? Mersi ‘m eus ket ‘im. Gwelloc’h varc’had ar prenestr emichañs (un daou-zor eo ar c’harr, ha ne zigor ket ar prenistri a-dreñv).

Goude bezañ kelaouet an amezein e krogjomp da glask trement ur fustig metal dre an nor, a-benn tizhout ar poezelloù prennañ a oa war gostez dor ar blenier. Siwazh, goude kalz strivoù ha bizied e pilhoù (a-boan ma santan penn daou pe dri anezho hiziv c’hoazh, ur spont) e komprenjomp e oa ret d’an alc’hwezh bezañ er potailh evit kaout tredan da lakaat ar poezelloù da vont en-dro… Blev neuze, ha ni da gregiñ da skeiñ war ar prenestr gant ur maen lemm ! Eh beh, solud ar c’honerioù-se, me lavar deoc’h ! Hag un trouz spontus er straed a-bezh. M’ho peus ur Polo, na rit ket biloù, ne vo ket aes da laerezh ! En heol o poazañ e krogemp d’en em c’houlenn ar pezh a rafemp… 95€ evit ma vije digoret, hep gouzout pegement a vefe ret paeañ da gempenn marteze (c’hwenennoù-tredan a vez en alc’hwez ha tout, n’eo ket ken aes-se digeriñ !). Ur chañs diwezhañ a vefe roet d’ar feulster, ha dao da c’houlenn ur morzol digant an amezien ! Un taol, daou daol, ha Krak ! Haha, ken e laoskjomp ur griadenn/a reas d’an aod ur grenadenn (poentoù bonnus am eus evit an dave ? 😀) Hag e-barzh e oa an alc’hwezioù, hallelujah :p

Skuizh an holl ac’hanomp memestra e oa poent mont gant an hent, goude bezañ kempennet ar prenestr gant forzh seizer poubelenn ha skotch bras :

[Ur fleüt eo ‘barzh da chakod pe laouen out ouzh ma gwelet ?]

 A-hend all e oa plijus ar fest-noz, ha berzh a zo bet gant an tamm kan-ha-diskan hon eus graet. Lavaret zo bet din ivez e oa bet un dedi gant Goulwena e Roazhon evidon ha Marianna ^^ Brudet war an etrerouedad a-bezh, youc’hoù ^^ Ah, troioù-kaer en ur gêr vrav ha gant un amzer dispar, gwashoc’h en efe gallet bezañ kalz. Tugarez d’an holl a oa du-hont neuze, ha da Glevri, Gwendoline, Geoffrey ha Thomas (hor blenier, haha ^^) evit ar veaj :p





Henoazh e vo sonerezh gant ar paotr kozh (da lavar e Gwenedeg, ‘vel just)

14 05 2010

Oooh yeah, bez zo tonioù ‘giz-se… Daoust ha gellout a rit chom difiñv en ur selaou kement-mañ ? Me a vez o fistoulat war al lusk… \o\ \o/ /o/ N’ouzon ket re perak em laka da soñjal e sonerezh Jouin, a zo un Elvis kentoc’h ^^, met pa selaouan ouzh ar fistouler daonet all se e soñjan n’eo ket cheñchet kalz traoù ‘zo, siwazh; sellit ‘ta :

Erru on skuizh

Klevet ‘m eus ur c’hwezh divoutin
C’hwezh ar c’hozh ‘pep-lec’h en-dro din
Mirdioù, dastumerien
Gizioù kozh, boazioù hengounel
Dilhadoù, tiez, ha me-oar’
‘M eus ket c’hoant ‘vevañ ‘giz gwezhall

En hor bro gozh
Erru on skuizh
Erru on skuizh
Erru on skuizh
Skuizh, skuizh

Alies ‘m ‘ez c’hoant plantañ reuz
Pa welan traoù o vont a-dreuz
Sach-blev a-barzh ar vro gozh
Dianav da feiz hon tadoù-kozh
N’eus ket tu, biskoazh kement-all
Da soñjal hiziv ‘giz gwezhall

En hor bro gozh, h.a.

Bremañ e vevan me
‘Benn arc’hoazh, vin ket a’e
Bremañ e vevan me
Ha ‘benn arc’hoazh ‘vin ket a’e
Bremañ e vevan me
‘Benn arc’hoazh, vin ket a’e
Bremañ e vevan me
Ha ‘benn arc’hoazh ‘vin ket a’e

Erru on skuizh, h.a

Ken ‘met ur yezh, doareoù skrivañ
Ra ma vevo c’hoazh ‘benn arc’hoazh
Ken ‘met ur bobl gouest da zivroañ
Ra ma vezo bev ‘benn arc’hoazh
Ken ‘met ur vro o rannvroelañ
Ra ma ‘vo tud dieub ‘benn ‘arc’hoazh

En hor bro gozh
Erru on skuizh
Erru on skuizh
Erru on skuizh
Skuizh, skuizh

Erru on skuizh
Erru on skuizh
Erru on skuizh
Skuizh, skuizh

(ad lib)

G.L. Jouin, Breizh Connection’s, 1998

Dre vurzud an ‘net e c’hellit sealou outi amañ, daoust ma vefe renket gant ar varietoch gall ^^ Ar bladenn a-bezh a dalvez ar boan, ‘forzh penaos (aha, pa soñjan hon oa studiet O Cheyeye er skolaj xD ). Ha N’on ket ‘ganet ‘ba Memphis dreist-holl, evel-just ^^

Met dedennus e kavan ar ganouenn-se (Erru on skuizh, hañ, heuliit mar plij ganeoc’h), peogwir eo bet skrivet 12 vloaz ‘zo bremañ, ha gwir-tre eo c’hoazh koulskoude. Breizh evel un douar kozh, bro gozh ma zadoù, hengounioù ha folkloraj… Mmmh… N’eo ket fall an hengounioù drezho o-unan, mat eo, er c’hontrol, kaout un diazez, spered hag istor. Un den hep istor n’eo ket kalz a -dra (C’hoazh. Keit ‘ma n’en do ket krouet un amzer-drement nevez), ha karantez-bro ne zeu nemet diwar an istor-se, petra ‘mod all ? Hep ar pezh o peus bevet pe ar pezh a ouzit diwar-benn ul lec’h ez int holl heñvel ivez. Hogen, chom gennet en amzer-drement n’eo ket un dra vat (emezañ…), a fed istor, kevredigezh, hag a fed yezh kement-all.
Cheñch a ra an traoù, cheñch pe gemmañ, pe c’hoazh, mar fell deoc’h bezañ resis, cheñchet ha kemmet e vezont. Ha ne blij ket da lod, ne blij ket dezho e vefe disheñvel ar yezh diouzh hini hanter-kant vloaz ‘zo. Ha koulskoude ne gomzont ket galleg mod ‘kozh, war a seblant n’eo mat seurt traoù nemet evit ar brezhoneg. C’hoarzhadeg a vefe ma vije unan o komz saozneg evel e penn-kentañ ar c’hantved, ha kement a saoznegoù a vez anavezet m’eo ur farsadenn pevar pe pemp rannyezh ar brezhoneg. Un nebeud tud a gompren koulskoude eo ret mont war-raok, hag e vez kemmet ar yezh bepred. Anzav a ran e kavan traoù ‘zo torr revr gant brezhoneg ar re yaouank, ha spontet on o welet ar c’hemmadurioù dre vlotaat oc’h aloubiñ tachenn ar re all (kentañ ha brasañ fan ar c’hemmadurioù dre galetaat on ^^), ha traoù all e-giz-se, met asantiñ a ran e cheñfe an traoù. E saozneg e vez gwelet penaos e c’hell un aroagenn cheñch ster penn-da-benn a-hed ar bloavezhioù, ha cheñch a ra sterioù ar gerioù en holl yezhoù, brezhoneg hag all. Ne gomprenan ket ar re a fellfe dezho komz brezhoneg ar c’hatolikon.

Ha souezhet e vezan o welet ez eus kement a dud oc’h ober kan-ha-diskan ha sonerezh hengounel, kement a dud dedennet, hag a chom gant doareoù kozh hepken, aon ganto cheñch an disterañ tra. Dre chañs eo aet an traoù war-raok e bed ar bagadoù (selaouit eus bagad Brieg, da skouer ^^). Gellout a reer chom hengounel, bezañ diskennad eus an hengoun, hep derc’hel dezhañ evel un teñzor sakr ha glann. Ret eo c’hoari gant an hengoun, gant ar sonerezh ha gant ar yezh. Un anv a zo evit ar yezhoù na gemmont ket : marv.

Ah, ur mare all e oa Jouin, hag ezhomm on efe eus tud da blantañ reuz un tammig. Ni hon eus Iwan B. lolroflcopter Nann, arabat din ober goap, setu unan eus ar re nemeto a glask ober traoù all gant ar yezh, ha gwell a-se. Laouen on ivez o klevet ar pezh a ra Nowenn Korbell (gwelit blog Stefan evit e ali), hag all. Spi am eus e vo kollet ar skeudenn gozh-se (a zo ur c’hozh skeudenn, ivez) gant Breizh hag ar brezhoneg, unan eus ar re ziwezhañ o tougen he c’hoef bigouden e oa ma mamm-guñv, ha marvet eo pell ‘zo; poent eo mont war-raok.

p.s:

……ROFL:ROFL:LOL:ROFL:ROFL…….
…………….______|______…………….
..L ………./………………. \………….
LOL===……………….. [].\…………
..L…….. \________________\………..
……………………..|… |……………….
…………………————-/……………





Kenstur

11 05 2010

A-wechoù en em c’houlennan penaos e vefe bet ma buhez ma vefen bet unyezhek, galleger hepken, e Bro-C’hall (ya, rall a wech e klaskan gouzout petra vefe bet bezañ sinaeger e Brazil, amzer am eus da goll a-wechoù met ket d’ar poent-se). Disheñvel a-walc’h e vefe, d’am soñj,daoust ma vefe traoù zo ne cheñchfent ket. Ma’m befe ur blog e galleg on sur e rafen notennoù torr-revr diwar-benn fazioù zo e galleg (“comme même”, “sa/ça”, “-é/-er”, betek lod a skriv “j’est été’ pe traoù a seurt se T_T), ur bern traoù a blijfe din kement ha bremañ dre ma n’int ket liammet gant ma bezañ brezhoneger, tresañ da skouer, lenn, c’hoarioù video, Warhammer zoken… Ar pezh ne ran ket (pe nebeut) e brezhoneg bremañ kennebeut, e gwirionez. N’ouzon ket ma skrivfen kement, dre m’am befe a-walc’h da lenn em yezh.

Met un dra a zo sur, n’en em rentfen ket kont eus petra eo bezañ stag d’e yezh, pe nebeut-tre d’an nebeutañ. Plijout a ra ar saozneg din, ha ne welan ket perak ne blijfe ket din hep komz brezhoneg, ha plijout a ra ar galleg din kement-all, al lennegezh dreist-holl. Met bremañ soken, pa ouzan tamm pe damm penaos e ya ar cheñchamantoù yezh en-dro, ha penaos e varvont, ne soñj ket din e vefe ar galleg en arvar tamm ebet. N’eo nemet ma soñj, met ken kar eo ur rann eus ar c’hallegerien d’o yezh (e Kebek da skouer), ha ken ankeniet eo  lod ma n’eus dañjer ebet e gwirionez (ar pezh a zo iskis, n’eus ket da vezañ ankeniet peogwir eo ankeniet tud zo ^^). Kontrol-mik ar brezhoneg, a oa komzet kement ma ne soñje da zen pe dost e vefe an disterañ dañjer. Hag un dra ouzhpenn: ken null eo ar c’hallaoued evit ar yezhoù estren (dre-vras, hañ, ret eo anzav n’eo ket gwall vat an disoc’hoù ^^) ma chomo ar galleg digudenn. Disheñvel-tre an traoù en Izel-Vroioù da skouer, e lec’h ma komz an holl saozneg mat ha ma soñjer e yelo an izelvroeg da get a-benn dek pe ugent vloaz (!). Hep na rafe darn vrasañ an izelvroiz an disterañ foutre-kaer. Gwir eo ivez ne gaver ket kement a draoù en izelvroeg hag e galleg, da skouer, hag e vez ret dezho mont da glask traoù e saozneg aliesoc’h (ur skouer droch-pout, met troet e vez ar c’hoarioù-video ha traoù teknologel a-seurt se e galleg hag en alamaneg a-raok forzh pe yezh all, un afer marc’had, 64 milion a dud e Bro-C’hall hepken, mui bro Veljik, Suis, Luksembourg hag all; 80 milion en alamagn, mui bro Suis, Aostria hag all…).

Un dra a zo sur, ne vefen ket ankeniet, n’em befe ket abegoù d’en bezañ, pe ket evit se d’an nebeutañ. Ne vefe huanadenn ebet pa welfen ur gartenn eus Breizh marc’hagnet, ne rafen ket vann gant ar fazioù war ar panelloù-hent, war ar bruderezhioù, internet, hag all (ma vefe graet ar memestra e galleg e vefe ar re a ra ar fazioù-se e brezhoneg o huchal, sur ha n’eo ket marteze)… Met war an tu all ne vefen ket bet e Diwan, n’am befe ket kejet gant tud dispar, mignoned ha kelennerien. N’anavezfen ket ac’hanoc’h kennebeut, lennerien gaezh. Sur a-walc’h e vefe tud all, mignoned all, met n’eus netra ken plijus hag aergelc’h ar skolioù Diwan, hag ar Skol-Veur zoken. Disheñvel-tre eo aergelc’h ar gevrenn brezhoneg diouzh an hini saozneg da skouer (pe gwashoc’h c’hoazh gant ar re LEA, istor hag all).

Ha bedig ar brezhoneg ivez, daoust d’ar pezh a c’hellan lavar ha d’ar rebechoù niverus a zo da ober. Un dra am eus dizoloet hag a zizolan c’hoazh: bewech m’az eer don a-walc’h en ur bed bennak (da lavaret eo hini ar brezhoneg, pe ar bagadoù, pe ar c’hoarioù-video, hag all) e teu an hevelep kudennoù, tud o klemm evit netra, emgannoù bihan ha chikanoù bras, egoioù dreistmentet ha taolioù lous. Ha seurt traoù null ne yint biken da get. Dipitet e vezan bepred pa ‘z an donoc’h en ur bed bennak, ha dizoloiñ eo evel an holl re all. An tu mat en teorem se o vezañ n’omp ket gwashoc’h eget ar re all.





Ding !

8 05 2010

Ya, torr-revr on gant ma sifroù, met ding ding ding ! 100 notenn ! Aha, vat a ra. Daoust ma seblant din emaon en ur mare kleuz un tammig dre ma ne ran ket kalz a dra war-bouez skrivañ eztaoladennoù ha n’am eus ket kalz a dra da gontañ ez on laouen da vezañ tizhet ar bon-se 😀 Laouen dreist-holl peogwir e talc’han da vont hag e kavan se plijus. En em santout a ran un tammig evel e rehab’, e digontammiñ, oc’h adkavout plijadurioù ar pemdez hag o welet e c’hellan ober traoù, talvoudus pe get. Ha vat a ra. Hop hop, dalc’homp da vont !

Siwazh n’am eus ket bet amzer da brientiñ tra pe dra a-ratozh; fellout a ra un tamm gwastell deoc’h ? Graet vo unan deoc’h. Ur banne punch ? Ma, graet vo unan ivez, mar fell deoc’h. N’oc’h ket deuet da evañ hepken, spi ‘m eus ? Marteze e chom un dakennig wiski, gortozit. Ah, ya, aze ‘mañ. Piv ‘n do ur bannig ? MacAllan, 12 vloaz. Plijout a ra din kalz, anat deoc’h, gant un anv ‘giz se n’eus ket da dortañ ^^ Mmmmh ? Ya, n’eo ket fall ar punch met n’on ket paotr ar rom, ma lakaat a ra klañv, met evit ‘ta, evit, arabat ‘chomfe anezhañ ! Lakaet e vo Nadine d’ober un cheesecake deoc’h e-keit m’emañ ar wastell avaloù o poazañ, ha chom a ra brownies eus derc’h da noz. Ya, da noz e reomp gwastilli bepred, kit da gompren perak !

Nann, n’eo ket gwall vrav ar voketenn aze, gouzout a ran, ar bleunioù flashy war foñs du… Hag ar gourvez-vank… Met klet eo,hag ar c’hadorioù kement-all, daoust d’o liv ! Ma c’hambr ? Eeeee… ya, an nor er foñs du-hont. Ket an tu se, an tu all. Ya, setu. Met na yit ket ‘barzh, direnket eo ur spont. Ne soñje ket din e teufed, ha n’am eus graet nemet labourat enni e-pad ar sizhunvezh hanter ziwezhañ, paperachoù a zo o straniñ e-pep lec’h, levrioù ha geriadurioù war ar gwele, hini an Here war a Robert & Collins, ar Gleo en ur c’horn ivez gant ur geriadur saozneg unyezhek, loeroù lous war al leur… Ah, setu ma geriadur saozneg-iwerzhoneg. Ya, echu ar c’hentelioù pellig a-walc’h ‘zo bremañ. Ma, lezit an nor-se ha deuit amañ kentoc’h ! Ar privezioù ? Dres ‘kichen ma dor, an hini greiz. Setu, dres.

Eh, piv ‘n eus ur benveg luc’hskeudenniñ ? ‘M eus ket kemeret luc’hskeudennoù eus an ti zoken, tsss ! Hag evit ur wech ma ‘z omp holl asambles, ha gant ur benveg ! Pep-ep ! Deus amañ, an holl war ar skeudenn, sur on ez eus un daleer. Boñ, mat, met ur skeudenn all a vo graet ganit warni neuze. Eh, c’hoant am eus da gaout eñvorennoù ^^ Hag evel a lavaren un deiz all e c’hello bugale hon emsav deomp-ni ( petra vo graet anezhañ, an emsav sioulik ?) ober goap ouzhimp a-benn daou-ugent vloaz, pa vo brezhoneg e korn pep straed. Oh, mat eo, tu ‘zo da c’hoarzhin, n’eo ket dav distreiñ da Bejiach bepred. Lorc’hus pe get e kendalc’h ar marc’h da vont. Ur sapre marc’h-labour, ‘keta ?

Ah, prest ar wastell-avaloù, piv ‘n ‘o un tamm ? Reol-voued ? Peseurt reol-voued ? Moan out evel arguzennoù Sarko, moan evel geriaoueg Brud-Nevez ! Ale hop, un tamm, ha m’eus c’hoant klevet abeg ebet, netra, na bu na ba. Seeetu. Aha, soñj o peus eus an devezh kentañ ma oan erru amañ ? Ne oan sur eus netra, nag eus petra a rafen nag eus pegeit en grafen. Ha n’ouzon ket gwelloc’h hiziv ! Aha ! Dre chañs emaoc’h aze memestra, hag e vez tud o lenn. Pellig ‘zo n’oc’h eus lavaret netra, keit m’emaon ganti, ken dizedennus-se eo ? Mmmh, gwir eo n’eus ket kalz a dra da lavar pa gontan ma buhez ^^Meuh nann n’eo ket ur rebech, rhooo, n’eus ket tu da lavar e lakafen kalz evezhiadennoù er mare-mañ kennebeut.

Gouzout a rit e vo un doare abadenn pa vo roet an diplomoù iwerzhoneg ? Gant an dilhad hir hag an tog-studier amerikan, aze, c’hwi oar ? Oho, distreiñ a rin evit-se tra ken, piv n’en deus ket bet c’hoant bannañ e dog droch en avel ? Aha, fun e vo. Mmh ? E miz here war a seblant. Ya, mont a rin evit se hepken, sur ‘walc’h, emaon o paouez lavar se, evit an abadenn ha gwelet an dud kwa. Oh, plijus ‘vo d’am soñj. M’am eus an diplom, ‘vel just, met ne vo kudenn ‘bet sañset. Bah, nann, gwir eo, ne servij ket da galz tra, met farsus eo war ar seve, ha plijus evito gwelet estrenien dedennet, d’am soñj ! Ale, deoc’h c’hwi bremañ, n’ouzon ket ma vez graet ar memestra gant kembraeg… N’eo ket anveet evel yezh ofisiel en Europa, geo ? Ah… Dont a raio un deiz bennak ! Ha ni an deiz war-lerc’h, emichañs. Da c’hortoz n’omp ket en ul lec’h re fall e gwirionez. Kollet hon eus hogos pep tra hag emaomp oc’h adc’hounid tamm ha tamm… Diaes ‘vefe bezañ e stad falloc’h, neuze e yelo war wellaat. Ya, pa varvo ar re gozh e vo izel-izel an niver a dud. Met ne chomo nemet tud oc’h implij da vat, marteze. Gouzout hag implij… N’eo ket ar memestra, ‘keta ? Met trawalc’h gant se, n’oc’h ket deuet da vagañ soñjoù du. Petra nevez ganeoc’h ?

Un tamm gwastell all ?





Kala-Goañv

7 05 2010

Pa vez hir an devezhioù
Diaes dit o echuiñ
Pa vez re a zibaboù
Diaes dit o didoueziñ

Ur steredenn en oabl du
Un dakennig er mor don
Evel liv e penn ar plu
A skriv da vuhez hepdon

Pa vez berr an nozvezhioù
Diaes dit o c’harout c’hoazh
Pa vez ar c’hridiennoù
O vont dre da groc’hen noazh

Un delienn er c’hozhamzer
Malzennig gentañ ar goañv
Evel barroù al liver
O tresañ eñvor an hañv

Ya, emañ an hañv o tont, ket o vont, met edo ma c’hoar o klemm eus ar yenijenn e Breizh er mare-mañ (14°C a oa er gêr dec’h, ‘kostez Brieg ^^)





Grmmmbll !

5 05 2010

Un dra na vanko ket din pa vin distro: un internet ne ya ket en dro ! Evit ar priz koulskoude… Tsss. Afi, pa ya en-dro e ya en-dro mat-tre (ah, dek gwech galloudusoc’h eget ar pezh am eus er gêr pe ar pezh am boa warlene e Roazhon, memestra !), n’eo ket fall dija… Ha pedet hon oa tud er ger neuze e oa traoù da ober 😉

Keit m’emaomp gant 3615 ma buhez (pe mabuhez.com, bremañ ? Daoust ha gouzout a ra ar re yaouank petra oa ur minitel ? >_<), rentet tri essay hiziv, vat a ra, daoust ma vo ret din pegañ ‘barzh daou all bremañ T__T D’am soñj e voullin ur skouerenn eus kement hini am eus graet ar bloaz-mañ, da lakaat en un teuliad bennak, a-benn kaout soñj. Kalz muioc’h a vez graet amañ eget a arnodennoù per se, ar pezh a gavan dedennusoc’h e gwirionez. Kalz traoù am eus desket en ur glask titouroù a-benn skrivañ ur 1000 ger bennak hepken a-wechoù, muioc’h a draoù eget er gentel zoken, ha d’am soñj em lakao da gaout soñj eus an traoù-se gwelloc’h eget an adweladennoù null a vez graet dres a-raok an arnodennoù. Soñj am eus bezañ disoñjet hogos pep-tra goude bezañ echuet ar bak, ar pezh a zo dipitus un tammig. Dre ma vez kalz personeloc’h an eztaoladennoù pa vezont graet er ger ez int dedennusoc’h, ha kalz donoc’h e c’heller mont gant an traoù dre ma c’heller reiñ daveoù ha lenn degadoù a draoù hep kaout aon o disoñjal e-kerzh an eurvezh hanter o peus da dremen en ur sal dirak ho follenn. O bezañ e saozneg ar bloaz-mañ a zegase un digarez ouzhpenn da zeskiñ traoù, ar pezh a zo gwelloc’h c’hoazh ^^

War an tu all e komprenan ivez e c’hellfe bezañ diaesoc’h da noteniñ evit ur c’helenner, dre ma vez hiroc’h eget an arnodennoù er c’hlas (hag amañ e notennont diwar 100, n’ouzon ket re penaos e reont an difoc’h etre 65% ha 66%…), ha n’eo ket reizh atav evit an holl dre ma zo lod o deus levrioù er gêr, pe tud o sikour anezho padal ez eus lod all a rank en em gannañ evit kaout un urzhiataer el levraoueg (e Roazhon II dreist-holl ^^), hogen daoust ha notenniñ eo ar pouezusañ, pe deskiñ ? E Sweden ne vez ket roet notennoù d’ar vugale a-raok an eizhvet klas (n’eus ket arnodennoù tamm ebet e gwirionez), ha ne vez ket eilet (e Finland kennebeut, da skouer)… Ha n’eo ret ar skol nemet adalek 7 vloaz ! Petra eo an disoc’h ? Gwellañ disoc’hoù ar bed. Poum ^^ Ret eo lavar ivez e vez stummet mat ar gelennerien, hag e vez graet war dro ar vugale (meur a zen dre glas ouzhpenn d’ar c’helenner, hag all). Pell, pell tre eus ar pezh a vez graet e Bro-C’hall, ar muiañ a eurvezhioù dre zevezh evit disoc’hoù hollek dister a-walc’h, zoken m’eo an testoù nemet testoù, ha ne ro ket an notennoù talvoudegezh un den.

N’ouzon ket kalz a dra diwar-benn ar skolioù-meur du-hont en Norzh, met ar memestra e tle bezañ, kelennerien dedennet gant o studierien hag ket gant o disoc’hoù hepken (perzhioù mat ar rannoù bihan evel hini ar brezhoneg e Breizh, met lakaet da dalvezout en holl rannoù er Skol-Veur). Un afer arc’hant ha niver a gelennerien eo bepred, pa vez uheloc’h ar feur dre skoliad/skolajiad/lisead/studier e vez gwelloc’h an disoc’hoù. Paour-kaezh mammouth dilardet, muioc’h a zruzoni en defe ezhomm (mmmh, kenveriañ ar gelennerien gant lard, ne soñj ket din e plijfe dezho ^^). Met diaes e vefe cheñch an traoù, siwazh. Dre chañs e chom kelennerien vat ganeomp, rak hep plijadur ne vez ket desket mat. Plijadur am eus bet o klask traoù a-gleiz hag a-zehoù, ha soñj am eus eus ar pezh am eus skrivet er c’hwec’hmiziad kentañ, hep bezañ studiet se pe adlennet ar c’hentelioù, sin vat ^^

Ma, ken bremaik neuze tudoù, dre ma ‘z omp merc’her dija ^^





Labour, toujours labooooour <3

29 04 2010

Poufpouf, tremen eus ar yezhoù indezeuropek da Arzhur en ur dremen dre ar yezhoù keltiek hag o lennegezhioù, petra natureloc’h ? Dre chañs eo tost echu (ma, ket kement-se e gwirionez, met ma teuan a benn da vont war-raok evel hiziv e vo echu buan 🙂 ).  Peseurt devezh a zo hiziv ? Yaou ? Biskoazh kement all, peval lagad d’ar marc’h dall… Ha me gant ar meurzh c’hoazh, mell baja ma ‘z on. Beuh, n’on ket deuet a-benn da adtapout lusk ar sizhun c’hoazh. M’am eus tro da vont da Island e pakint o fegement, fest ar vazh ! Da c’hortoz eo bet breinet an hañv ganto war a seblant, ha glav-pil-polos a zo amañ endeo… Ma, n’eo ket an islandiz o deus lakaet ar menez-tan da darzhañ evel just 😉 Met fellout a ra deomp kaout unan bennak da damall bepred, neketa (ar pezh a zo kaoz d’ar pezh a lavaren e-barzh ‘Pfff’ an deiz all sur ‘walc’h) ?

  Laouen e voc’h o c’houzout neuze e vez disrannet ar yezhoù indezeuropek e 11 familh (pe phylum), ha e vez komzet 449 yezh indezeuropeg hiziv an deiz, c’hwec’h anezho o vezañ keltiek, ar c’hwec’h anezho renket gant ar yezhoù keltiek enezel ha disrannet etre ar re c’houezelek hag ar re bredenneg; ar c’heltiek o vezañ ar pempvet familh koshañ, diwar an nebeud traoù skrivet hon eus (600 KJK evit ar c’heltiek, lituaneg n’eo bet skrivet evit ar wech kentañ nemet er 16vet kantved !). Me zo sur e kavoc’h dedennus gouzout ez eus bet eus yezhoù indezeuropeg betek Sina (tokarianeg) ha n’eo ket ar Sanskriteg an hini koshañ a anavezomp (Hititeg a zo koshoc’h 🙂 )

Pe marteze ne rit ket forzh, ivez, hañ, pep bro he giz.

Lennegezh neuze ? Plas ar merc’hed er gevredigezh geltiek ? Fall-put, siwazh. Gounnez kenstrivadegoù troazhañ (war vernioù erc’h !) ha bezañ mac’hagnet ha dilagaded da c’houde gant ar merc’hed koll n’eo ket gwall vrav, avat,  ha gwelet galloudusañ rouanez al lennegezh o vezañ lazhet gant un tamm keuz kaset a-benn d’he  fenn (penn-da-benn ha betek-penn, en dibenn) n’eo ket gwall enorus kennebeut. Digarezit, merc’hed, ken koñ all e oa ar baotred d’ar mare se. Spi am eus memestra ez omp un tammig gwelloc’h bremañ pa ne vezit ket hanter talvoudegezh ho kwaz pe ho preur >_< Ur sapre kevredigezh siñpa a oa gant an iwerzhoniz hag ar gembraiz, hañ, ha sur ‘walc’h ne oa ket kalz gwelloc’h en Arvorig.

Hogen Arzhur, Arzhur ! Ya, ma, ne ra ket kalz a dra memestra, e varc’heien eo ar gwir harozed en istorioù. Eñ n’eo nemet ur foñs d’an daolenn, ur background, un tammig evel ma ne vefe komzet eus Robin ha lezet Batman a-gostez, tsss ! Peogwir e oa re anat Arzhur marteze, ha ken anavezet ma ne oa ket dav kontañ e istor ken (penaos e c’helle chom ken anavezet neuze ?). Hag ar Graal… (Gral ? Grall ? Sapre Zavier) Ma, ur plad hepken, netra da welet, hañ, degaset ar peurrest gant Chrétien penn-da-benn, fidamdoustik ! Ha ne reed ket an disterañ foutr eus ar plad d’ar mare-se, ne oa nemet ar pezh a oa war e c’horre a gonte, ma doue benniget, leun e revr a doulloù preñved ! Ha pebezh skeudenn roet anezhañ gant ar venec’h just a-walc’h (Arzhur, ket revr toull-didoull doue, heuliit mar plij ganeoc’h, n’emaomp ket e koad Keryann amañ)… Tsss, gwarezius holl, me lavar deoc’h ^^’

Pa zistroio Nevenoe (Oe !) e vo e lakaet da gontañ an istorioù a gleve diwar-benn mister A., gouzout a raimp neuze petra eo bet perzh Breizh enno hag o zreuskas, rak den ne oar ervat m’eo drezomp eo bet kaset traoù zo da Grétien pe adkaset e skridoù d’ar gembraiz…. Bah ya, e Kerne Veur e oa e gastell en orin, a-raok ma vefe kaset da Gembre gant boadelourien. Kerne-Veur, Breizh, rouantelezhioù doubl, ur morig hepken etre an daou, ul liamm kentoc’h eget ur vevenn e oa ar morioù d’ar mare-se, ken diaes e oa mont gant an hentoù. Mmmh… Met hir ha padus kaoz an arabadus, neketa, ho lezel a ran neuze ha distreiñ d’am labour, eno emañ ar yec’hed sañset.

p.s: n’eus bet mezheven (aha, sapre lise Diwan) ebet gloazet war ober an notenn-mañ, na ne vern pe vutun-drol pe dok-tousog (sapre leoniz)– hud implijet kennebeut, emañ ma nervennoù o vont da nervennigoù ha ma nervennigoù da netra, ‘m eus aon ^^





Pfff !

27 04 2010

Ma, dre ma n’em eus kuitaet ma c’hambr nemet 5 munutenn hiziv e vo diaes kaout traoù da gontañ >.< Un essay hogos echu, ha lod all war ar stern, gant ar spi e yay pep tra buan a-walc’h breamañ m’eo graet ar frammoù… N’eo ket bet gwall vrav an amzer forzh penaos, n’em eus ket c’hwitet kalz a dra ^^

Emañ Breizh er c’heleir er mare-mañ war a seblant, goude afer ar burka e Naoned ez eus bet harzet un islamour e Gwened, alala. Tristig e kavan ar spered a zo e Bro-C’hall abaoe ur pennad, ha ne blijfe ket din bezañ muzulmat er mare-mañ. Perak ne vez klevet komz diouto nemet pa ya fall an traoù ? Mindrailherezet ur voskeenn d’ar memes mare met ne glever komz nemet eus re ar penn pellañ… Lod o kalsk tapout mouezhioù an FN ? Keeeeeeet, n’eo ket posuuuuuubl ! Tsss… War an tu all ne glever komz nemet eus ar vugalegarerien evit ar gatoliked, ‘pezh n’eo ket kalz gwelloc’h. Marteze eo se talvoudegezh “égalité” e ger stur ar Stad ? Lakaat an eil re ken izel hag ar re all ?… Ma, siwazh n’eo ket ur c’hiz a vez kavet e bro c’hall hepken, trawalc’h eo teurel ur sell e bro Suis, Italia ha me oar… Pfff !

Gwelet e vez ne vern penaos emañ an darn vrasañ o treiñ daveto hepken, Alamagn ne fell ket dezhi prestiñ arc’hant da Hellaz, da skouer, met m’eo gwir evit ar broioù eo gwir evit an dud ivez. Pa oa bet izel mat an niver a dud o kemer perzh en dilennadegoù rannvro e Bro-C’hall e oa ankeniet lod tud, ha setu ma lavar din an aostrianez a zo o chom ganin n’eus bet nemet 48% eus tud Aostria evit mont da votiñ da zibab o frezidant… Boñ, ur prezidant doare Iwerzhon pe Alamagn eo, da lavaret eo dic’halloud pe dost, met memestra ! N’eo ket un arouez a zoare evit an demokratelezh, lakaomp.

Ha meskomp an daou dra, Breizh hag Europa, gant ar pezh a oa e Pariz hiziv, 1500 traktour, hehe, me zo sur e oa un darn vras anezho gant plakennoù 22, 29, 35, 44 pe 56 ^^ Traktourien war blasenn ar Republik e Pariz, setu ur skeudenn (hag ul luc’hskeudenn) a chomo e-pad ur mare d’am soñj, hag a vo diskouezet d’ar vugale vihan a-benn un neubeud bloavezhioù marteze, ur biz en nec’h hag ar gasketenn sanket don war ar penn, “Diouzh ma amzer me e oa labourerien douar e Breizh, ne oa ket tout ho embregerezioù teknologel, ne veze ket brudet Breizh evel pennaraog an araokadennoù, ni oa plouked, ni, lod gwir, ket vel an deknokratet daonet a zo bremañ !”… Hum, nann, e-giz se emañ dija, eil rannvro Bro-C’hall evit an nevezentizoù (goude Pariz), ha chomet eo skeudenn ar blouked, n’eus netra da ober ‘m eus aon. Pfff !

Sell ‘ta, keit ha ma ‘z on o komz eus skeudenn, ar re a zo war FaceBook o deus gwelet ar strollad “Prends-moi contre un mur et murmure-moi des cochonneries en Breton.” marteze, en eus ma lakaet da c’hoarzhin kalzig, daoust d’al live brezhoneg bezañ ken sec’h ha muzelloù mamm-gozh (double entendre, emezo e saozneg), pe ken izel hag he bronnoù kentoc’h marteze. Muioc’h eget c’hwerc’h mil a dud ennañ ! Ha petra fellfe da lod ? Lakaat skeudenn ur vigoudenn pe ur c’hozhiad en un c’hravazh kentoc’h eget ar c’houblad chikos a zo war ar skeudenn… Ah bah ya, ‘vel just, ha lakaomp Bécassine kement hag ober ? Evit ur wech ma oa un dra farsus ha ne oa ket re fall evit skeudenn ar brezhoneg ouzhpenn-se (daoust m’eo bet savet gant unan n’eo ket brezhoneger, d’am soñj)… Ad-pfff !

Boñ, bowling fenoz, ken ar c’hentañ, tudoù ^^





Skingomz

23 04 2010

Ah, so much evit skrivañ hiroc’h diwezhatoc’h, erru on er gêr ha kouezhet evel ur vrikenn war ma gwele. Toutou. Dont a rae ar perc’henn da gemer ar feurm mintin mañ ouzhpenn-se, neuze e oa ret din sevel, tamm pe damm. E gwirionez eo deuet gant 3 eurvezh dale (ludu ?), gallet ‘m befe kousket pelloc’h neuze, met kalz traoù am eus da ober. Gant tout an afer se em eus dale war ma labour, em eus c’hwitet un arnodenn… Traoù a zo da aozañ evit en em dennañ, mailoù all da gas, pellgomz marteze, goullo eo an armel ivez, ret ‘vo mont da brenañ traoù. Beuh. Graet ‘vo, graet ‘vo. Etre daou on neuze, laouen da vezañ distro a-benn ar fin, ha na gaout da wiriañ ar c’heleier ha lec’hienn Ryanair bep eurvezh, met war an tu all eo ret din plantañ ‘barzh bremañ, un hir a sizhun e vo.

Un dra vat a zo bet gant tout ar beajoù-se, mont-dont da Roazhon ha Naoned: dizoloet am eus ar skingomz en-dro (a-drugarez d’am lenner mp3 a zo un tuner ennañ, dreist-holl ^^). Boñ, n’eo ket aes en tren evel-just, dre ma cheñch ar gwagennoù bep 10 kilometr (ha sirius on)…. N’eus nemet ar skingomzoù brasañ a c’heller selaou didroc’h pe dost ( ha c’hoazh, Inter pe Info a dremen mat, met evit selaou eus France Cul… Erf, aze emañ an abadennoù dedennusañ koulskoude !). Ha me da soñjal er skingomzioù brezhonek neuze, peogwir en deus divizet ma empenn liammañ pep-tra d’ar yezh (petra ‘n ‘efe Freud da lavar diwar-benn se, hañ ?). Boñ, pell ‘zo ez eus ur abadennoù e brezhoneg (ah, RBO radio ar vro, RBI radio an ti ^^), pell pell zo zoken. Deuet omp a-benn da gaout traoù a zoare, skingomzioù rannvroel e brezhoneg penn da benn (Kerne, Arvorig FM, Bro Wened, hag all…), peogwir int be fin: kentoc’h eget ober pep hini e damm afer en e gorn e rannont o abadennoù, dre ma skignont dre zepartamant tamm pe damm. Marc’hatmatoc’h evito, selaouet muioc’h an abadennoù, abadennoù an devezh-pad pe dost, brezhonegoù a bep rannyezh e pep lec’h, n’eus nemet perzhioù mat. Ya met… Eee, ah bah netra, n’eus met ebet. Evit ur wech e teu an dud a-benn da labourat asambles, digredus ! Ya, sur on eo evel pep lec’h hag e vez brezelig, met un disoc’h a zo d’an nebeutañ, ‘pezh n’eo ket fall dija !

Mar lavaran em eus dizoloet ar skingomz hag e blijadurioù adarre e talvez ivez ne selaouan ket kalz eus ar post, o pezo komprenet. N’eo ket e kavfen displijus, hogen sonerezh a vez em diskouarn peurliesañ, pe dik-tik an douchennaoueg, diaes din selaou un dra bennak aketus hag ober un dra all war an dro (un empenn paotr, neketa ^^). Anat neuze e vefe e-kerzh beajoù e selaoufen, p’am beus netra all da ober. Ret eo lavar ivez ne gavan ket gwall zedennus an abadennoù a vez kinniget peurliesañ. Ne lavaran ket n’int ket mat, met ne zedennont ket ac’hanon. Ma vefe tabutoù dedennus, diwar benn ar gevredigezh a-vremañ, teknologiezh, an estrenvro, ma ne vefe ket ken kreizennet pep tra war Breizh e vefen dedennetoc’h (Me AbMyselfson, hañ, ma ali, netra all). Bed ar brezhoneg troet war-du e doull bepred ? (ha peseurt toull !) Marteze, met n’eo ket ur rebech da vat amañ, kit ‘ta da gavout brezhonegerien gouest da dabutal war seurt dodennoù… Pe… Kit da gavout brezhonegerien gouest da gomz brezhoneg… C’hem…

War a seblant ez eus poan a-wechoù o kavout brezhonegerien zereat da ginnig an abadennoù, n’eo ket dav goulenn re marteze neuze… Ur wech bennak e vefe ret ober un abadenn e galleg gant ur galleg ken paour, ha gwelet ar morad lizhiri klemm oc’h erruout… *huanadenn* Bahbahbah, daoust d’ar medium bezañ kozh e chom buhezek, ha dont a raio brezhonegerien nevez ivez, da harpañ an nebeud re ne reont ket poan d’am skouarn. Ha gwir eo emañ pell galleg ar skingomz a vezañ disi, oc’hoc’ho, ya, pell-tre.

Perak en em gavan o klemm bewech ma komzan eus ar brezhoneg, rhooo ! N’on ket un tad kozh c’hoazh koulskoude. Er c’hontrol zoken, ne lavaran ket e oa mat pep-tra a-raok, er c’hontrol, soñjal a ra din e vo gwelloc’h en dazont. Met evit gwellaat e vo ret mat komz eus pezh n’a ket, hañ ?