Nag a raktresoù…

16 11 2010

…ha ken nebeut a amzer d’o c’has da benn…

Emaon o vont da vezañ fin, evit ur wech, ha mont ganto unan-hag-unan kentoc’h eget holl war an dro. Marteze neuze e welin fin unan a-benn… ar fin. Seul vui a amzer vak a zo ganin seul vui e kavan traoù d’e lonkañ a-raok din bezañ tennet splet dioutañ war a seblant. Ha pa vefe amfin ma amzer e kavfen traoù diniver d’e leuniañ. Ar pezh a zo sin vat en ur mod, gwelloc’h eo eget un dezerzh, dezerzh ar poell hag ar raktresoù, met re ‘zo re a-wechoù ivez, hag aon ‘m eus peuzober re a draoù kentoc’h eget ober nebeut a draoù mat. Pep-tra d’e dro, neuze, tamm pe damm.





Iskis

15 11 2010

Ma empenn = flastrenn ^^ Plijout a ra an doare video-où-se din, doare samploù eus ur film, pe ur brezegenn, traoù a-seurt-se. Evit ober goap e vez peurliesañ (gwelet afer ‘meuporg‘ da skouer), met a-wechoù a e c’hell bezañ dispar a-walc’h, evel the symphony of science, am boa komzet diwar e benn dija, un nebeud mizvezhioù ‘zo…

Evel-just n’eo ket dres ar memestra, en eil video amañ e vez implijet poelladoù doare ‘autotune‘ da cheñch ar mouezioù, ha da reiñ un ‘ton’ da frazennoù lavaret plaen, pe dost. Brudet gant kanerien R&B, dreist-holl, a zistum o mouezhioù betek re bremañ, ne oa er penn-kentañ nemet ur benveg da ‘reizhañ’ an notennoù ‘faos’, betek ma vefe dizoloet dre zegouezh e c’helle degas efedoù dedennus (a blij pe ne blijont ket, un afer all eo). Bremañ e kaver ur bern tud o c’hoari ^^





Keloù WordPress

13 11 2010

Un notennig verr da lavarout em eus kavet ur prantadig amzer da gas an droidigezh war-raok (hini WordPress, hañ, evit ar re n’heulfent ket ^^), muioc’h a vrezhoneg ha nebeutoc’h a fazioù a zlefed gwelet, blogerien, en ur implij ho taolenn-labour hag ar sevel notennoù, hag all (evit ar skeudennoù, da skouer, e chome kalz traoù… N’eo ket peurc’hraet c’hoazh, traoù zo am eus poan da gavout oO). Ul labour war-ober eo c’hoazh, hañ, chom a ra war-dro 7800 ‘string‘ da dreiñ…  Diwar an 10200 orin. Keit ma ne vez ouzhpennet netra (ar pezh a c’hoarvez ur wezh ar mare memestra ^^). Boñ, un darn vras anezho a zo traoù a vez meur a-wech, pe gant ur gerig diforc’h hepken, en abeg d’an temoù, hag ur bern traoù all a zo kemennadennoù fazi pe traoù resis-spontus ne weloc’h ket a-raok pell emichañs, ar pep retañ a zo bet graet… Spi ‘m eus ? Lavarit din ma zo traoù a zo anat deoc’h e vefe ret o zreiñ ar buanañ ar gwellañ. Gouzout a ran ivez e chom kudennoù evit ar frazennoù gant deiziadoù (embannet e/da+deiziad, traoù a seurt-se… Emaon o klask un diskoulm a vefe reizh gant forzh pe zeiziad… N’eo ket aes atav gouzout petra eo an ‘on‘ e saozneg, deiziad, blog, traoù all… hep ar c’henarroud. Arnodiñ a ran un tammig xD). Pell zo n’em oa ket bet tro da lakaat ma fri en treiñ en-dro, ha gwellaet eo bet ar sistem ganto un tammig, aesoc’h eo da implij (ma, ne vug ket ken, kwa ^^). Gwelet a rin ma c’hellan treiñ un nebeud stringoù bemdez, da gas an traoù war-raok tamm ha tamm, evel ar gloan da stamm.

Ma, echuet e vo un deiz bennak, sur a-walc’h, memestra… Neketa ?

 

 

 

 

 

 

 

 

Neketa ?…





Plik, plok, ‘ra ar gwad…

10 11 2010

Gwir eo ar c’hlichedoù a-wechoù: brav eo ar c’hlañvdiourezed en EFS ^^ Setu me gant un tammig nebetoc’h a blasma em gwad, neuze. Dre ma ‘z on AB eo gwelloc’h din reiñ an dourenn velen-se kentoc’h eget ma gwad penn-da-benn, servij a raio da vuioc’h a dud (AB a zo roer hollvedel evit ar plasma, evel m’eo O evit ar gwad.). War a seblant eo ral an AB-ed ouzhpenn-se (3% AB+, 1% AB-). Kement hag ober n’eo ket kalz a dra tremen un eurvezh bep div sizhun da sikour ar re all. Ma roit gwad pe plaketennoù ne vo ket ken alies zoken ! Farsus a-walc’h eo reiñ plasma e gwirionez, dre a n’eus ezhomm nemet eus ul lodenn eus ho kwad e vez adkaset ar peurrest deoc’h, gwelet a rit an dourenn ruz-teñval o leuniañ ar podig tamm ha tamm, ha pouf!, sunet pep tra en-dro betek ho prec’h ^^ Chug-frouezh, gwastilli ha sandwichoù a vez war-lec’h, ouzhpenn-se, n’eus ket da glemm. Se, mui ar c’hlañvdiourezed, evel a lavaren ^^

A-hend-all, nepell diouzh ma zi, ‘kichen an ti-gar, ez eus ur skritell nevez evit ar Fnac, embannet warni “Fnac nevez Roazhon a zigoro e zorioù d’an 19 a viz Du(e brezhoneg, hañ, n’eo ket troet ganin). Un nebeud traoù: gourel eo ar Fnac e brezhoneg, war a seblant (perak ket, lakaomp, alies e cheñch jener ar gerioù pa vezont lakaet e brezhoneg diwar ar galler… met boñ… Gwir eo eo gourel ‘kevread’, ma ‘z eo bet soñjet e-giz un droidigezh rik eus tavoudegezh f-n-a-c, met iskis e vefe, dre ma n’eo ket bet cheñchet al lizherennoù :p); “digeriñ e zorioù” a zo un droidigezh ger-‘vit-ger ha divalav eus ar galleg a-us (‘ouvrir ses portes’, neuze), ar stal ne zigoro ket he dorioù drezhi hec’h unan, hañ; ha laouen on (memestra) o welet e vez kavet plas evit hor yezh e muioc’h-mui a lec’hioù. Pa vez ar stalioù bras, broadel ha n’eo ket lec’hel hepken, o kemer yezh ar vro (pe ar rannvro) e kont emañ an traoù o vont war an tu mat. Pa welan kirri-samm Saturn o tremen gant brezhoneg warno, pe pa yan d’an Etrevarc’had (ket er C’hloareg, siwazh), hag all, e vezan laouen o welet e ya an traoù war-raok (daoust ma talc’hfent da skrivañ ‘degemer mat’ peurliesañ… Dezho da ober un degemer mat din, un donemat a c’hellont hetiñ…).





Oh I will

9 11 2010

Oh I will, but in time,
Throw it out of my mind,
Bury it with a rhyme,
Pierce at last through its rind;

I will cut off the chain;
Tearing down the old bars,
I will be free again
When I look at the stars

In the coldest of nights
There will be fires crackling,
And with each of these lights
No hope to which to cling;

There won’t be starry eyes,
No open book in yours,
Nor will there be surprise,
No happiness in stores;

The seas won’t roar at me,
Nature won’t show its wrath;
Women in scorn or glee,
Far the fury hell hath;

White of snow won’t be pure,
Nor will red be blazing;
Darkness of night won’t lure,
Nor will blue be calming;

Trees won’t cast their murmurs
In the cold wailing blows,
Resolve won’t grow firmer,
There won’t be mocking crows;

Oh I will, but in time,
Quench the aesthetic thirst,
Facing-off the sublime;
But let me taste it first





Skuizh

8 11 2010

Skuizh on, yen eo din. Marteze e vefe poent lakaat tommerezh amañ. Pe mont da gousket. Pe an daou. Ha koulskoude e choman amañ da skrivañ, riv din, skuizh-marv. Sur a-walc’h eo ar skuizhder a laka ma c’halon da vezañ ken yen all. Pe an noz da 5e, peadra da lakaat an ene e kañv. Daoust ma ne gredfen ket e vefe eus un ene. Kimiezh, molekulennoù, tredan, netra all. Un taol chañs, memestra. Ne gomprenin ket ar re o deus ezhomm eus un dra bennak ‘a-us’. Ma zo un abeg da gaout evit pep tra, perak ket.  Hogen ne soñj ket din e vefe. Bezit an abeg, koulskoude. Ne soñj ket din e vefe ur pal gant kement tra. C’hoarvezout a reont, tra ken. N’eo ket bravoc’h soñjal eo degouezh ? Ez oc’h dieub hag e c’hellit ober a r pezh a garit ? Re zañjerus eo ? Aon a ra d’an dud ? Skuizh on. N’ouzon ket perak e seblante din dizoloiñ Roazhon a-nevez hiziv. Peogwir em eus baleet pelloc’h eget boaz marteze. A grec’h da draoñ, a draoñ da grec’h. Pell ‘zo n’am boa ket graet. C’hoant am boa pourmen. Met e-unan n’eo ket gwall farsus. Hep den da rannañ ar marvailhoù a welit. Den da welet an drama pemdeziek ganeoc’h. Den da vousc’hoarzhin gant ur sell dre guzh, “klevet ‘peus ?”. Den da lavar eo poent distreiñ d’ar gêr. Poan treid a zo ganto. Ha ganeoc’h ivez, met ne gredit ket lavar. Met n’eus den ouzh ho kortoz du-hont  bremañ forzh penaos. Perak distreiñ, neuze ? E-unan e kreiz an engroez. N’eus ket brasoc’h digenvezded. Ha koulskoude, ne oa ket displijus. Melkonius, ya. Met ne oa ket displijus.

Brav eo Roazhon.

And now for something completely different:

“Beans are intricately woven into the fabric of human history. The first ‘permanent cultures’ evolved when hunter-gatherers and nomadic people began tilling the earth and developing systems of agriculture, and beans were among the first cultivated crops”; now that’s food for toot.
Bah-doum tchhhhii !
Haha. Dek poent d’an hini a c’hoarzho. Gouzout a ran n’eo ket farsus, rhoo. Met em fenn emañ abaoe dec’h da noz. koulz din chom hep disoñjal pegen hilarious on. Ha desket ho pezo un dra bennak. Marteze (heh, marteze ‘hoc’h arbennikourien war ar fav pe istor al labour-douar, petra ouzan, me?).

Ya, gwelloc’h ‘vefe din stankañ ma forn, sur a-walc’h. Sell ‘ta, penaos e vefe lavare ‘coup de cœur’ e brezhoneg ? (sikour: n’eo ket ‘taol kalon’) Ar saozneg ne sikour ket kennebeut… N’eo ket pouezus, hañ, met m’ho peus un dra bennak da ginnig…

Booouah. Un notenn el levr bras: na skrivañ pa vezan skuizh. Skrivomp-se ruz-flamm, arabat disoñjal.





Un dresadennig

6 11 2010

O labourat war un nebeud traoù emaon, pa vez amzer ganin…






Petra

5 11 2010

Petra lavar pa ne chom mui
Nemet didrouz en ho kalon,
Petra ober war-bouez krouiñ
Ul lec’h da glevet an dasson ?
Neblec’h da sevel un dazont.

Petra skrivañ pa n’hellit ken
Kavout doare da frealziñ,
Petra pa n’hoc’h eus ket, zoken
Kalon da selaou an ali
Trouz ar bed-holl oc’h analiñ ?

Petra sevel pa vez rivin
Tour uhel ho prizhkredennoù
Petra pa ne chom da gevrin
Nemet blaz c’hwek he muzelloù
Nemet sklêrijenn du, selloù

Petra lenn c’hoazh pa vez ingal
Ken paour ken treut ho faltazi
Petra pa ne chom ken ar Fall ?
Evit un dister alaziñ
Ez out an dister a lazhi.





Argl

5 11 2010

Hohoho, sellit ar pezh a zo erru >_<

Met pebezh penn istrogell, alala ! Me lâr deoc’h…

Lezet am eus an tamm stern ma vez resevet al luc’hskeudennoù enno war honnez (ma, troc’het eo met boñ…), da brouiñ e oa ar skol-veur mat 😀

Ah, James Browne hag e sae vigoudenn ^^ Hag aze emañ an diplom en hon daouarn ^^ Skrivet eo:

Universitas Hiberniae Nationalis

Testantur hae literae Diploma

in Artibus

in Universitae Hiberniae Nationali apud

Galviam, quae Universitas particeps Universitatis

Hiberniae Nationalis rite constitua est

ad

Moran Dipode

delatum esse

 

Die xxi Mensis Octobris mmx

 

Met, memestra, pebezh penn istrogell ! Pe istrogellus, marteze 😉





Ha distro !

3 11 2010

Ya, ya, dale a zo ganin, met re vuan e tremen an amzer ! Ur spont. Ar vakañsoù, sur a-walc’h, hag an distro a C’halway (a zo bet folklo un tammig, memestra, daoust ma ‘z on erruet e koulz ha pep-tra ^^). Hiraezh, emichañs. Pe re a draoù da ober ! Un dibenn-sizhun a oa gant Kejadenn e Malastred, ha me e Karaez  buan-ha-buan da sadorn (siwazh, n’on ket chomet gwall bell ha n’em eus gwelet hini ebet ac’hanoc’h !) Tud a oa, memestra, levrioù dedennus… Nebeutoc’h. Soñjet am eus prenañ Buhey Prevez Lola P., da c’hoazhin un tammig (pe leñvañ, marteze), met boñ, reiñ arc’hant da EB a zo ur ranngalon, neuze n’am eus ket ^^ Ma c’hell hini pe hini e brestiñ din… Hehehe ^^

E saloñs Pluguen e vin disul a-zeu, evit ar re a fellfe dezho ma gwelet 😉 Un diviz a vo diwar-benn al levrioù evit ar re yaouank (ehehe). D’am soñj e c’hell bezañ dedennus, ha divizoù all a c’heller kaout en davarn da c’houde, hañ 😀

Plijus-tre eo bet an dibenn-sizhun e Malastred, ha kaozeadennoù eus an dedennusañ am eus bet eno, diwar benn dazont ar brezhoneg, ar skriturioù, ar rannyezhoù hag o fouez-mouezh. Ma, hanter-vezv e oamp, hañ, sur a-walc’h, met dedennus-tre e oa koulskoude (pe a-drugarez da se ^^), ha daoust ma ne oamp ket a-du da vat e oa plijus gwelet e c’hellemp komz ha breutaat, digor a-walc’h hor speredoù da gompren sav-poent ar re all. Spi a zo evit an dazont, d’am soñj, ha spi evit an amzer-vremañ ivez, am eus desket. Ma, n’eo ket gwall sklaer tout-se hep ar gaozeadenn, ha n’em eus na c’hoant nag amzer da zisplegañ pep-tra amañ :p En un davarn gant ur banne hag un nozvezh dieub, marteze 😉 (ya, ya, tavarnioù e pep-lec’h, emaon o tistreiñ eus Iwerzhon, pe’a!)

Ah, Galway, pebezh kêr dispar ! Ha pegen iskis en em gavout du-hont en-dro, evit un digarez a-seurt-se dreist holl. Souezhet e vez an holl du-hont pa vez lavaret dezho e resevomp hon diplomoù dre lizher, pe mont d’o c’hec’hat er sekretourva… N’eo ket gwall c’hlamour ! Amañ e vez ar bal de prom’ e fin ar bloaz ha tout, hag al lid evit reiñ an diplomoù, neuze ^^ Doare ar skolioù-meur Amerikan, a lavaroc’h moarvat, gant ar ‘sae’ hag an togoù karrez (evit ar merc’hed hepken, da aroueziañ ez eus un dra bennak a-us dezho, war a seblant, ha n’hellint biken mont ken uhel hag ar baotred, siñpa, neketa ? Ma, an arouez eo bet en orin marteze, hañ, n’eo ket ar spered a zo bremañ ken ^^). Hogen n’eus netra Amerikan gant al lid, saoz eo penn da benn, hag hogos digemm abaoe krouidigezh skolioù meur Iwerzhon gant ar rouantelezh saoz (1592 evit Trinity College e Dulenn, 1845 evit hini Galway, a oa evit ar gatoliked pa oa Trinity evit ar brotestanted hepken; Oxford a zo eus an 11vet, Harvard eus 1636, evit kaout ur soñj ^^). Savet e oa bet ar re Amerikan war ar patrom saoz, forzh penaos.

 

War ar skoed zoken emañ arouez ar impalaeriezh saoz, al leon; an delenn o vezañ evit Iwerzhon, an erer du hag ar vrec’h wenn evit proviñs Connacht, ar vag evit Galway hag al levr evit aroueziañ eo ur Skol-Veur. Evit lec’hiañ ar skol-veur eo, e gwirionez, eus an uhelañ galloud d’an hini lec’hel, gant doue a-us dezho holl dre al lavarenn latin. Pa oa bet savet ar Skol-Veur e oa ur c’h/Queen’s College (evel m’eo hini Belfast c’hoazh), ha n’eo ket bet cheñchet ar skoed dibaoe.

 

Anyway, chomet eo tost a-walc’h al lid, evel ma lavaren, eus an hini a veze er penn-kentañ, gwisket e vez an holl studierien gant ur sae hag un doare skerb, hag ar gelennerien ivez, gant saeoù bravoc’h, lakaomp, kinklet evel ma c’helle an dilhad sul bezañ e Breizh-Izel (Glazik pe Vigoudenn, lakaomp, ar binvidien :p Doare bigoudenn e oa hini ar prezidant, m’am eus soñ mat, gant broderezh melen ^^). Ha dilhad sul  a oa da gaout dindan ar sae ivez, evel-just, sellit eus ar baja-mañ o paboriñ, tsss ! N’eus ket peadra da vezañ fier koulskoude, darbet e oa bet din na gavout un dilhad a yafe mat din, pe ar bragoù pe ar chupenn a vanke e pep stal, ha n’ae ket al livioù asambles ha patati ha patata, betek ma kavfen hemañ, memestra ! Forz penaos e oa da vezañ kuzhet gant ar sae/kapenn, met ne oan ket sur c’hoazh e c’hellfen kaout unan, dre ma oa ret o c’hourc’hemenn, sañset ! Hag e gwirionez n’em eus bet ma hini (ar sae, neuze) nemet un nebeud munutennoù a-raok ma krogfe al lid. Pfioù ! Ma, n’eo ket ret kaout unan, met pa vez an holl o wiskañ unan e ra kloch un tammig bezañ hepti, hañ ^^ Met unan am eus bet, neuze, hag a-boan kavet ma flas ganin e vez goulennet diganeomp sevel tra ma tremen pennoù ar c’hevrennoù etre an daoù vloc’had kadorioù, da vont da azezañ e-kichen al leurenn ma pign ar prezidant hag un nebeud kelennerien a-enor warni. Paour-kaezh kelennerien all, a ran chom azezet e trañ al leurenn a-hed an abadenn, ha mont kuit er fin, gant sonerezh, setu holl, hag a-hed ar sizhun !

Ha kregiñ a ra al lid… e latin ! Eh ya, n’eo ket cheñchet an traoù pa lavan deoc’h. Evel ul lid sakr eo, ur ritual mar fell deoc’h, ha kinniget e vez ar studierien d’ar prezidant, a respont d’ar c’hinnig, e latin bepred. Div yezh, dreist-holl, a zo bet implijet e-kerzh an abadenn e gwirionez, latin ha gouezeleg :p Ret eo lavar ivez e oa an holl re er sal d’an eur se d’an devezh-se o resevout diplom pe ziplom liammet gant ar gouezeleg (a-hed ar sizhunvezh ez eus bet lidoù, peder pe pemp gwezh bembez), anat a-walc’h e oa an dibab yezhoù neuze, hehehe. Dre eurvat e oa troet an traoù e latin e levrig a oa bet roet deomp, ennañ anvioù an holl re o resevout tra pe dra er bloavezh-se (e-barzh emaon, youh!). Moan-moan eo ma latinum, edo ma fri en droidigezh neuze (e gouezeleg  oa troet, ivez :p). Hag echu gant an digoradur e krog al lodenn farsus, ma vez galvet pep hini unan hag unan da bignat war al leurenn, tra ma vez an holl o stlakañ o daouarn, da vont da gerc’hat e ziplom ha stardañ dorn ar prezidant (James Browne, ooh yeah baby, ‘felt good :p). Stardañ gant an dorn dehou, kemer un tu eus an diplom gant an dorn kleiz, treiñ war-du al luc’hskeudenner ha mousc’hoarzhin, tamm pe damm, hag hop! D’an traoñ ha galvet unan all ! Un tammig plijusoc’h eget ul lizher er voest, memestra. En drederenn gentañ e oan, ha kalz tud a chome war ma lec’h neuze ^^ Poanius e vez an daouarn er fin, dre forzh o stlakañ evit kement hini ! Met farsus gwelet eo chomet an hini a c’halve an anvioù da soñjal un eilenn pe ziv kent distagañ ma anv, souezhet ma oa moarvat o welet un anv-familh  (en Iwerzhon) da anv bihan ! Ha Dipode ne sikour ket kennebeut xD Ma, aet on, n’on ket kouezhet, na netra, sur on em eus ur penn euzhus war al luc’hskeudenn, met boñ, ‘vel e gwirionez kwa 😀 (skaniñ a rin anezhi deoc’h pa vint erru er gêr), ha diskennet didrabas. Heh, plijus eo pa vez an holl o stlakañ o daouarn evidoc’h, memestra, reiñ ar ra ur pouez ouzhpenn d’an diplom 🙂 Fifteen seconds of fame, evel ma farse ar prezidant en e brezegenn.

Ha setu ma diplom ganin neuze… E latin penn da benn! Ma zestantur en Artibus am eus a-berzh an Universitas Hiberniae Nationalis, neuze, en October MMX. Klask a rin e skaniñ, pe ec’h adskrivañ, evit ar fun ^^ War baber doare parch emañ, gant ur gwir siell e koar ha pep-tra ! P’am bo ur burev e Harvard e vo ouzh ma moger… 😀 Luc’hskeudennoù on bet d’ober war lec’h, dirak un doare panel a denne da Versailles pe un dra a-seurt-se, ohohoh, gwelloc’h e vint eget an nebeut re am eus eus ma fellgomz 😉 Ha ret e oa derc’hel an diplom rollet, c’hwezañ e jave (bez loc’h ennout! eme al luc’hskeudenner ^^), gouzout a rit, evel en holl skeudennoù a vez gwelet er filmoù !Farsus e oa al luc’hskeudennerien, sell ‘ta, ha laouen tre o welet ur breizhad o teskiñ iwerzhoneg ! Evit ur wech ma ne vez ket goulennet “da betra servij ?”, hañ ^^ Plijus-tre, daoust d’ar priz 😉 Ma, gwelet vo pa erruint ma talveze ar boan, met dreist e oa an devezh forzh penaos, un dra ne c’hoarvezh ket alies en hor studioù ! Me zo sur e vefe stagoc’h an dud d’o diplomoù ha d’o skol-veur gant un dra ken sot hag ul lid a-seurt-se.