Charlie

30 01 2015

N’eus ket bet kaoz kalz eus Charlie ganin amañ, ha ne soñj ket din em befe tra pe dra a dalvoudegezh da ouzhpennañ, e gwirionez. Mantret on bet gant ar pezh zo c’hoarvezhet, mantret e vefe tud sot pe bet trellet ha trellatet a-walc’h evit soñjal lazhañ tud war zigarez int bet feuket. Mantret on e vefe graet eus ur relijion un digarez da vezañ feuls. Sur on, e gwirionez, n’eo nemet un digarez. Lod tud a zo feuls, hag abeg a gavint, siwazh, da vezañ feuls. Mantret on bet ivez gant an tagoù e brezhoneg a zo bet skrivet war ur voskeen war-sevel ‘kostez Roazhon, o c’houlenn groñs hag e brezhoneg fall ra vefe kaset an arabed kuit a Vreizh. Mantrus, evel a lavaren. Daoust ha ken diaes se eo doujañ an eil d’egile pe d’eben ?

D’am soñj en eus kement hini bet tro d’en em soñjal, ha da vezañ e kañv, ha n’em eus netra gwall fin da ouzhpennañ, siwazh.

Met un dra memestra, “Je suis Charlie“. Ul lugan dreist a-walc’h, aes da implij, aes da lavar, da adimplij hag all. Berr hag efedus, n’eo ket souezh e gwirionez e vefe bet krouet gant un den arbennik war ar marketing (marc’hadiñ? da ziforc’hañ gant marc’hatañ ?). Koulskoude, n’eo ket bet ken aes-se d’ar brezhonegva ober e soñj war an droidigezh. En holl yezhoù a ya en-dro evel ar galleg -rener, verb, renadenn- eo aes a-walc’h treiñ al lugan : I am Charlie, Yo soy Charlie, Ich bin Charlie, Som Charlie ha me oar.

Met e brezhoneg, neuze? A-bep seurt a zo bet graet : Me zo Charlie, Me eo Charlie, Charlie on, pe zoken Charlie zo ac’hanon… Daou dra a zo. Diouzh un tu, ober gant brezhoneg reizh (memestra…), diouzh an tu all, emichañs, klask doujañ d’ar c’hinnig orin, d’ar c’hraferezh. Ha d’am soñj, amañ, ne oa ket aes ober an daou, hep cheñch ar mennozh d’an nebeutañ.

Desket e vo d’an neb a grogo gant ar brezhoneg emañ ouesk an ereadurezh anezhañ, hag e kaver gwelloc’h peurvuiañ lakaat ar c’heloù nevez e penn ar frazenn, pe ar pep pouezusañ. Hag evidon-me, ne oa ket “Je” ar pep pouezusañ e galleg. N’eo ket e vefen ME Charlie a zo pouezus, met ar fed e vefen CHARLIE. Charlie a zo da vezañ lakaet en a-raok, ket me ma-unan, a-hend all en em saver c’hoazh war un enebadur : Me zo Charlie, ha ket ar re all. Gellout a rafer gwelout Charlie evel un anv-gwan, ha peuliesañ e vefe lakaet kement se da gentañ. Daoust ha lavarout a rafed ‘Me zo bras’ pe ‘bras on’, d’en em zeskrivañ ? War-bouez ma ‘z oc’h o respont d’ar goulenn eeun ‘piv zo bras’ e seblant anat din lakaat an anv gwan er penn kentañ. Emaoc’h c’hwi o komz, daoust ha ezhom hoc’h eus d’en em lakaat en a-raok c’hoazh?

Ma, d’am soñj e oa Charlie da lakaat war wel. Evidon me, evel-just, rak gellout a reer kompren al lugan e meur a stêr, met e galleg, gant ar c’hoant pouezañ war Je e vefe bet lakaet C’est moi Charlie, pe Charlie, c’est moi, sur a-walc’h, ar pezh a zo troidigezh rik Me eo Charlie, am eus bet gwelet skritellet.

Graet ‘m befe gant Charlie on, marteze, peogwir eo an eeunañ, ar bravañ, hag an tostañ hervezon eus ar stêr orin. Met dont a ra neuze kudenn ar c’hinnig. En holl yezhoù all emañ al lodenn rener/verb a-raok Charlie, evel ur rakskrid. E brezhoneg en em gavfe ar verb e unan. Kollet ivez an tri ger. Gwall zisheñvel. Gant Charlie on-me hor befe adkavet an tri ger, daoust d’an urzh bezañ eilpennet… Bez on Charlie, marteze, a vefe bet ar gwellañ. N’eo ket ar stumm anatañ e brezhoneg, met d’an nebeutañ e pouez war ar bezañ, ha ket an hinienn, ha derc’hel a ra d’an urzh orin, d’ar garta c’hrafek ma fell deoc’h.

Bez on Charlie, neuze, ha bez omp holl, emichañs. Bezomp holl, a hetan (soutil, neketa?).

En diwezh, ne cheñch netra, sklaer eo bet ar mennozh emichañs, met ur wech c’hoazh, n’eus tamm tu ebet d’ar vrezhonegerien da vezañ a-du war implij o yezh. Ar pezh a zo mat, dre ma chom bev dre an implij, hag e vez tud o klask ober ganti; ar pezh a zo fall, dre ma ne oar ket an holl re vat penaos ober ganti e gwirionez. Soñj a zegas din eus istor ‘Nukleel nann trugarez‘ un nebeut bloavezhioù zo, a zo bet reizhet da ‘Nukleel n’am bo ket‘ da c’houde…

1506770_768739546551399_1477798698080068690_n





!

8 11 2011

Penaos ? Ur sizhunvezh dija ? Argl, re vuan e ya an amzer, a-dra sur ! Ha leun ma implij-amzer ken n’am eus ket kavet amzer da zont da skrivañ. Daoust din na gaout kentelioù (ma, reiñ lod a ran, ket heuliañ) em bez traoù da ober bepred, pe prientiñ kentelioù, pleustriñ, seniñ, mont da emvodoù, lenn evit ar skol veur, beajiñ a-dreuz Breizh pe bezañ gant mignoned e vefe. Merzet am eus an deiz all n’em eus dibenn-sizhun dieub ebet a-raok Nedeleg ! Ha pa ziviz Orange ne fell ket dezho (war a seblant) dont da staliañ internet din amañ ouzhpenn-se… Ma ! N’em eus ket kroget gant ar blog-mañ da gontañ ma buhez warnañ bemdez (ur skyblog am befe graet kentoc’h, hehe), trawalc’h neuze gant ma istorioù:

Glav a ra, glebiañ ‘ra, me ne ran ket van…

Emichañs e vefe bet tostoc’h “foutre-kaer” eus an orin e saozneg, hogen e-giz-se e c’hellan lakaat ar gaoz buan-ha-buan war ‘ne ran ket van’. Man eo ar ger. Perak neuze ober ur c’hemmadur ?

Van ebet n’en deus graet. Sell ‘ta, ha pa ne vez netra dirak e vez graet ar c’hemmadur kement-all ! Iskisat tra. Unan all a c’hoarvez an hevelep tra gantañ: mad, en troiennoù evel Vad a ra, hag all. Merzout  c’heller e vezont implijet gant ar verb-skoazell ober, int-o-daou. Mat, met perak ‘ta ? Laeromp ur skeudenn digant Edern, hep tamm mezh ebet:

Petra a lavar YBB neuze ? En hevelep rannbennad, 156, o c’haver o-daou: En holl stummoù ar verboù kevrennek-se e tro m da v, zoken (sic) pa vez disrannet an anv diouzh ar verb. […] Ar ger man a zo dianav drezañ e-unan. N’her c’haver nemet er verb ober van hag er ger kevrennek un asvan.

Asvan o vezañ heñvelster gant man mui-pe-vui, n’heller ket lavar emaomp aet gwall belloc’h. N’omp ket avañsetoc’h, e galleg brezhoneg flour (pah ! emañ er geriadur zoken). Tu a zo da ouzhpennañ memestra e kaver man e troiennoù evel a van da van,  a dalvez kement ha tamm ha tamm, hogen gant a eo degaset ar c’hemmadur aze.

Daoust hag un dalc’h eus ur ger mell kozh e vefe ? N‘ober ur van a vez kavet c’hoazh, daoust hag ur vad a ra e vefe bet an droienn orin ? Marteze a-walc’h…

M’ho peus tirouroù war gement-se…





Plik, plok, ‘ra ar gwad…

10 11 2010

Gwir eo ar c’hlichedoù a-wechoù: brav eo ar c’hlañvdiourezed en EFS ^^ Setu me gant un tammig nebetoc’h a blasma em gwad, neuze. Dre ma ‘z on AB eo gwelloc’h din reiñ an dourenn velen-se kentoc’h eget ma gwad penn-da-benn, servij a raio da vuioc’h a dud (AB a zo roer hollvedel evit ar plasma, evel m’eo O evit ar gwad.). War a seblant eo ral an AB-ed ouzhpenn-se (3% AB+, 1% AB-). Kement hag ober n’eo ket kalz a dra tremen un eurvezh bep div sizhun da sikour ar re all. Ma roit gwad pe plaketennoù ne vo ket ken alies zoken ! Farsus a-walc’h eo reiñ plasma e gwirionez, dre a n’eus ezhomm nemet eus ul lodenn eus ho kwad e vez adkaset ar peurrest deoc’h, gwelet a rit an dourenn ruz-teñval o leuniañ ar podig tamm ha tamm, ha pouf!, sunet pep tra en-dro betek ho prec’h ^^ Chug-frouezh, gwastilli ha sandwichoù a vez war-lec’h, ouzhpenn-se, n’eus ket da glemm. Se, mui ar c’hlañvdiourezed, evel a lavaren ^^

A-hend-all, nepell diouzh ma zi, ‘kichen an ti-gar, ez eus ur skritell nevez evit ar Fnac, embannet warni “Fnac nevez Roazhon a zigoro e zorioù d’an 19 a viz Du(e brezhoneg, hañ, n’eo ket troet ganin). Un nebeud traoù: gourel eo ar Fnac e brezhoneg, war a seblant (perak ket, lakaomp, alies e cheñch jener ar gerioù pa vezont lakaet e brezhoneg diwar ar galler… met boñ… Gwir eo eo gourel ‘kevread’, ma ‘z eo bet soñjet e-giz un droidigezh rik eus tavoudegezh f-n-a-c, met iskis e vefe, dre ma n’eo ket bet cheñchet al lizherennoù :p); “digeriñ e zorioù” a zo un droidigezh ger-‘vit-ger ha divalav eus ar galleg a-us (‘ouvrir ses portes’, neuze), ar stal ne zigoro ket he dorioù drezhi hec’h unan, hañ; ha laouen on (memestra) o welet e vez kavet plas evit hor yezh e muioc’h-mui a lec’hioù. Pa vez ar stalioù bras, broadel ha n’eo ket lec’hel hepken, o kemer yezh ar vro (pe ar rannvro) e kont emañ an traoù o vont war an tu mat. Pa welan kirri-samm Saturn o tremen gant brezhoneg warno, pe pa yan d’an Etrevarc’had (ket er C’hloareg, siwazh), hag all, e vezan laouen o welet e ya an traoù war-raok (daoust ma talc’hfent da skrivañ ‘degemer mat’ peurliesañ… Dezho da ober un degemer mat din, un donemat a c’hellont hetiñ…).





Kenstur

11 05 2010

A-wechoù en em c’houlennan penaos e vefe bet ma buhez ma vefen bet unyezhek, galleger hepken, e Bro-C’hall (ya, rall a wech e klaskan gouzout petra vefe bet bezañ sinaeger e Brazil, amzer am eus da goll a-wechoù met ket d’ar poent-se). Disheñvel a-walc’h e vefe, d’am soñj,daoust ma vefe traoù zo ne cheñchfent ket. Ma’m befe ur blog e galleg on sur e rafen notennoù torr-revr diwar-benn fazioù zo e galleg (“comme même”, “sa/ça”, “-é/-er”, betek lod a skriv “j’est été’ pe traoù a seurt se T_T), ur bern traoù a blijfe din kement ha bremañ dre ma n’int ket liammet gant ma bezañ brezhoneger, tresañ da skouer, lenn, c’hoarioù video, Warhammer zoken… Ar pezh ne ran ket (pe nebeut) e brezhoneg bremañ kennebeut, e gwirionez. N’ouzon ket ma skrivfen kement, dre m’am befe a-walc’h da lenn em yezh.

Met un dra a zo sur, n’en em rentfen ket kont eus petra eo bezañ stag d’e yezh, pe nebeut-tre d’an nebeutañ. Plijout a ra ar saozneg din, ha ne welan ket perak ne blijfe ket din hep komz brezhoneg, ha plijout a ra ar galleg din kement-all, al lennegezh dreist-holl. Met bremañ soken, pa ouzan tamm pe damm penaos e ya ar cheñchamantoù yezh en-dro, ha penaos e varvont, ne soñj ket din e vefe ar galleg en arvar tamm ebet. N’eo nemet ma soñj, met ken kar eo ur rann eus ar c’hallegerien d’o yezh (e Kebek da skouer), ha ken ankeniet eo  lod ma n’eus dañjer ebet e gwirionez (ar pezh a zo iskis, n’eus ket da vezañ ankeniet peogwir eo ankeniet tud zo ^^). Kontrol-mik ar brezhoneg, a oa komzet kement ma ne soñje da zen pe dost e vefe an disterañ dañjer. Hag un dra ouzhpenn: ken null eo ar c’hallaoued evit ar yezhoù estren (dre-vras, hañ, ret eo anzav n’eo ket gwall vat an disoc’hoù ^^) ma chomo ar galleg digudenn. Disheñvel-tre an traoù en Izel-Vroioù da skouer, e lec’h ma komz an holl saozneg mat ha ma soñjer e yelo an izelvroeg da get a-benn dek pe ugent vloaz (!). Hep na rafe darn vrasañ an izelvroiz an disterañ foutre-kaer. Gwir eo ivez ne gaver ket kement a draoù en izelvroeg hag e galleg, da skouer, hag e vez ret dezho mont da glask traoù e saozneg aliesoc’h (ur skouer droch-pout, met troet e vez ar c’hoarioù-video ha traoù teknologel a-seurt se e galleg hag en alamaneg a-raok forzh pe yezh all, un afer marc’had, 64 milion a dud e Bro-C’hall hepken, mui bro Veljik, Suis, Luksembourg hag all; 80 milion en alamagn, mui bro Suis, Aostria hag all…).

Un dra a zo sur, ne vefen ket ankeniet, n’em befe ket abegoù d’en bezañ, pe ket evit se d’an nebeutañ. Ne vefe huanadenn ebet pa welfen ur gartenn eus Breizh marc’hagnet, ne rafen ket vann gant ar fazioù war ar panelloù-hent, war ar bruderezhioù, internet, hag all (ma vefe graet ar memestra e galleg e vefe ar re a ra ar fazioù-se e brezhoneg o huchal, sur ha n’eo ket marteze)… Met war an tu all ne vefen ket bet e Diwan, n’am befe ket kejet gant tud dispar, mignoned ha kelennerien. N’anavezfen ket ac’hanoc’h kennebeut, lennerien gaezh. Sur a-walc’h e vefe tud all, mignoned all, met n’eus netra ken plijus hag aergelc’h ar skolioù Diwan, hag ar Skol-Veur zoken. Disheñvel-tre eo aergelc’h ar gevrenn brezhoneg diouzh an hini saozneg da skouer (pe gwashoc’h c’hoazh gant ar re LEA, istor hag all).

Ha bedig ar brezhoneg ivez, daoust d’ar pezh a c’hellan lavar ha d’ar rebechoù niverus a zo da ober. Un dra am eus dizoloet hag a zizolan c’hoazh: bewech m’az eer don a-walc’h en ur bed bennak (da lavaret eo hini ar brezhoneg, pe ar bagadoù, pe ar c’hoarioù-video, hag all) e teu an hevelep kudennoù, tud o klemm evit netra, emgannoù bihan ha chikanoù bras, egoioù dreistmentet ha taolioù lous. Ha seurt traoù null ne yint biken da get. Dipitet e vezan bepred pa ‘z an donoc’h en ur bed bennak, ha dizoloiñ eo evel an holl re all. An tu mat en teorem se o vezañ n’omp ket gwashoc’h eget ar re all.





OMD !

6 05 2010

Kenavo ma zad, ma mamm,
Kenavo mignoned
Kenavo ma c’halon drant
Talmerennoù stanket

Ya, oh ya, n’ouzon ket ma vin aze warc’hoazh, emañ Nadine, Miss Cheesecake, o prientiñ un cheesecake Maltesers ha Toblerone. OMD ! N’ouzon ket ma zo bet cheesecake ganeoc’h dija, met n’eo ket eus ar skañvañ (he rekipe dreist-holl, leeeeeeuuuun a fourmaj-dienn), hag aze e vo pounner, ‘m eus aon, met ken maaaaaaaat ! Argl, n’eus etra gwelloc’h eget gwastilli. Ha petra rin me e-keit-se ? Ober ur brownie, evit bezañ sur e varvfemp holl, tarzhet hor c’halonoù ! Yiiiiiiiiic’ha !

Da c’hortoz en em c’houlennen un dra bremaik en ur straniñ war Wikipedia (n’eo ket ar mare koulskoude, met boñ…), perak ez eus kement a boan gant an dud oc’h implij hon, hor hag hol ? Gouzout a ran e c’heller implij hon ha mat pell zo (dreist-holl dre ma n’eus kemmadur ebet, tsss ^^), evel ma ne oa nemet eus ar ger-mell an a-raok, met daoust ha ken diaes se eo soñjal e ya hon hor hol en-dro evel an ar al ? Hon ti, hor c’hi, hol labous, ken aes ha tra, ‘keta ? N’ouzon ket pet den o deus graet ur penn souezhet hag ur mell Aaaaaaañ ! Pa’m eus lavaret dezho ez ae en-dro en hevelep doare… Tsss, petra a vez desket dezho gant ar skolaerien hag ar gelennerien ? Soñj am eus e veze lavaret omp gant ur bern tud er skolaj hag el lise, ha kement e oa bet lavaret dezho e oa fall (gant gwir abeg en degouez-se evel-just) e soñje dezho e oa fall bepred, zoken e-barzh frazennoù evel ‘Deuet omp’ !

Alies e vez traouigoù e-giz-se ne vezont ket lavaret d’an dud hag a zegasfe kalz d’o brezhoneg koulskoude, evel biskoazh ne ris, morse ne ran, biken ne rin, kentoc’h eget implij morse bepred (pe james, evel-just ^^)  pe an r e-barzh war-lerc’h ne vez kavet hogos nemet aze (d.l.e. ket ‘barzh e-lec’h, lec’hienn, hag all; piv a implij ‘lerc’h’ war ar pemdez  ? ^^), pe c’hoazh ar pouez-mouezh war kenavo (war vo, neuze) pe kenañ (war nañ), implij kuit da kentoc’h eget nompas ur wech ar mare Traouigoù a-seurt-se n’int ket kalz a dra hag a ra kement a ziforc’h koulskoude ! Lod all a welit ? (pe fazioù droch a ran me, pell o a vezañ disi ha laouen o teskiñ ^^)

p.s: OMD adarre (pe IMD ? Iche ma Doue ! ^^), ouzhpennet he deus ur gwiskad chokolad war-c’horre !





Yezhahudur

15 04 2010

Plijadur ha kemmadur
Hudur bed ar yezhadur ?
Reizh ha gour ha lavarenn
Ma rannig-verb ez araogenn ?

Barennig-stagañ c’hadal
An anv-gwan o c’hedal
Kerkent aet ar ger-mell kuit
E vez kevrennek, me lâr dit !

Kevreañ hag ereañ
Al liesterioù reizhañ
Displegañ betek bout klañv
Ar verb karout en tu gouzañv

Raganv o perc’hennañ
Derezioù an doareañ
Doare-gourc’hemenn em skouarn
“Huch ma anv gwan ha kadarn !”





Yezhadur #3

8 04 2010

N’eo ket yezhadur da vat, geriaoueg kentoc’h… Met gellout a ra terriñ ma revr kement-all. Ket evel lenner da vat, met pa skrivan kentoc’h, rak fellout a ra din bezañ komprenet, ket treuzkomprenet. Neuze:

Riklus ≠ Risklus !

Pa gleven lod o komz eus mont d’ar poull-risklañ e Roazhon em lakae da c’hoarzhin (en diabarzh, ne ran ket goap eus an dud, memestra ^^). Ma, risklus e c’hell bezañ, met ur poull-riklañ eo kentoc’h  ^^ (pe ruzikat, evel-just, m’ho peus divizet bezañ hegasus 😀)

Risklus: arvarus, dañjerus

Riklus: a c’heller riklañ warnañ (zwiiiiip !), a c’heller fiñval traoù warnañ hep na frotfe, hag all

Agnagnagna, a glevan dija, emañ e geriadur Favereau, hag evel eil-ster evit risklañ ‘barzh an Here emañ merket ‘sellet ouzh riklañ’…Ya, gwir eo marteze, hogen diazezet eo hini Favereau war an implij pemdeziek… A zo fall ^^

Hag un difoc’h a zo etre un dra risklus hag un dra riklus peurvuiañ, neketa ? N’eus ket ? Pa vez riklus e vez risklus ivez peurliesañ, ha ket ar c’hontrol ? Beñ setu perak eo bet dalc’het ur ger evit an 2 ster gant ar yezh-pobl, peogwir ez eus bet graet un heñveladur. Ha n’eus ket eus an heñveladur-se bepred ! Pa fell din lavar eo riskl-us un dra bennak peogwir ez eus ur riskl, neketa, ket ur gwiskad skorn >_<

Riklañ/risklañ, aes ober ar fazi, dre gomz dreist-holl, met daou c’her a zo, tudoù, greomp ganto ! A-du emañ an Ofis ganin ouzhpenn-se 😉

*sponsoret eo an notenn-mañ gant strollad ar c’heriaouerien dorr-revr*





B ha J

1 04 2010

Ah, war a seblant e ya gwelloc’h an traoù gant teh Interwebz (met peurliesañ e ya war fallaat e fin an endrevezh…), setu neuze ar pezh am boa skrivet derc’h, da c’hortoz ar peah emaon o skrivañ hiziv ^^

Emaon e vakañsooooooooooù ! Ma, echu ar c’hentelioù, arnodennoù a chom c’hoazh ha kalz traoù da skrivañ, met echu ar c’hentelioù, gellout a rin kousket da vintin ^^ N’eus ket da glemm e gwirionez, dre ma krog ar c’hentelioù da 9e d’an abretañ amañ (emichañs o deus merzet buan ne oa ket tu d’ur studier iwerzhonad fiñval abretoc’h ^^), diaes e vo an distro da Roazhon II !

Edon oc’h adsoñjal er pezh a lavaren diwar benn bezañ stag da Vreizh, ha karantez-vro hag all, ha me da soñjal neuze e felle din gwelet ar bed koulskoude. N’on ket bet ‘maez eus Europa c’hoazh, bet on da vro Spagn meur a wech, Kembre, Skos, Iwerzhon (!), Alamagn, Euskadi, Bro-C’hall, Tchekia… Ha ket kalz tra ouzhpenn (ma, bet on meur a wech da Vro-Skos, Bro-C’hall, Spagn, Kembre…). Ne oa ket aes mont re bell pa oa bihan ma breur ha ma c’hoar (breudeur ha c’hoarezed vihan: evit ho hegasiñ hepken :D), ne blij ket an heol d’am mamm… Ma ! Met c’hoant am befe beajiñ, mont da Afrika, mont da Asia, gwelet broioù an Norzh (estreget Bro Skos, pe’a)… War an tu all n’on ket bet e-pep-lec’h e Breizh kennebeut, hag ur bern traoù a vez da welet e toull an nor !

C’hoant bras am eus da vont d’ar Stadoù-Unanet (re Amerika, ket re Vec’hiko) ivez, evit gwelet petra eo, penaos eo. Kement a draoù a vez lavaret ha kement a levezon a zo gant sevenadurezh ar States ma fellfe din gwelet pegen gwir eo. C’hoant am befe kaout amzer da chom ur pennadig e New-York, Boston, Chicago, mont da Galifornia da lavar demat da Schwartzie, ha mont da Amerika don ivez, Colorado, Texas, Nebraska, kement ha Montana, Washington (ket D.C.) hag Oregon. Ken bras eo ar vro ma n’heller ket komz eus ‘Amerika’ da vat (ya, ya, ur c’hevandir eo, SUA n’eo ket amerika, gouzout a ran, rhoo), evel ma n’heller ket komz eus ‘Europa’, zoken m’eo tostoc’h an Amerikaned an eil re eus ar re all eget pobloù europa (ar pezh a zo anat a-walc’h dre m’eo bet savet ar vroad gant ur bobl hepken, tamm pe damm, o lazhañ an holl re all…). Ur roadtrip (hentbeaj ? beaj-hent ? ur veaj-karr ? Ur garradenn ?) war an hent 66 marteze (gant led zep’ en ur c’harr didoenn, evel-just)…

Dedennet on gant ar yezh ivez. Ne studian ket ar saozneg evit ober un dra ouzhpenn d’ar brezhoneg hepken, hañ, he studiañ a ran peogwir e plij kalz ar saozneg din, hag an doareoù disheñvel a vez ganti. Gant an niver a dud a vez o komz saozneg e vez ar yezh o kemm buanoc’h eget forzh pe hini hiziv an deiz, ha soñjal a ra da lod e vo ganet meur a yezh distag diwarni a-benn nebeut, e inizi ar Meurvor Habask da skouer, pe e touez kumuniezhioù divroet (pe saoznegerien divroet pe tud envroet e broioù saozneger e vefe). Soñjit ‘ta: tost da zaou viliard a dud o komz saozneg evel yezh vamm pe eil yezh a zo ! Ret eo gouzout ivez eo an divyezhegezh ur reizhenn er bed, kentoc’h eget an unyezhegezh, daoust d’ar pezh a zo en Europa… Ar reizhenn evit poent atav. Ma, soñjal a ra da lod ivez eo un dañjer evit ar saozneg bezañ ken ledet, rak bihan a-walc’h eo an dregantad a saoznegerien a-vihanik kenveriet gant an niver a-bezh, ar pezh a dalvez e teufe fazioù ar re all da vezañ reizh dre nerzh an niver !

Pa ne vez ket a-walc’h a dud ne vezer ket laouen, ha pezh vez re kennebeut, pebezh torr revr mab-den ! Hogen ouzhpenn d’am c’harantez evit ar saozneg hag he gwenvded, he lennegezh hag all e plij din gellout keñveriañ ar yezhoù, ha gouzout unan ken ledet ma c’hellan bezañ komprenet e pep lec’h ganti kement hag unan ken bihan ma n’hec’h implijan nemet gant un nebeud degadoù a dud a zo dedennus. Gwelet o endroadur ha penaos e c’hell ur yezh cheñch hervez an darvoudoù hag an ijinadennoù a zo dedennus ivez, kement hag an implij a ra an dud anezho… Kement a draoù da zizoloiñ ha da studiañ ! Pa vin bras e vin yezhoniour.

p.s: karradenn a blij di kalz, ha n’ouzon ket perak oO





Yezhadur #√4

24 03 2010

Haha, kement hag ober ec’h ouzhpennin un draig, liammet gant ar matematikoù c’hoazh, evit bezañ hegasus betek-penn. Niec’hec’he 😀

Unan eus an traoù a c’hell bezañ souezhus evit unan o teskiñ ar yezh a zo an doare da gontañ traoù adalek ugent, da lavaret eo “un x warn-ugent”, “pevar x ha tregont”, “c’hwec’h kant seitek x ha pevar-ugent”, hag all (piv a gont x-où, forzh penaos ? N’eus ket eus an dra-se e brezhoneg :p). Alies e klever fazioù (tri warn-ugent den a zo deuet…), ha gwir eo e c’hell bezañ diaes marteze cheñch boazioù bet tapet gant yezhoù all. Ha gwir eo e ro poan-skouarn pa glever, memestra, ha sur on e vez tud da reizhañ kerkent ar re a gredfe ober ar fazi daonet. Un degouezh a zo koulskoude ma vefe ret chom hep ober an eilpennañ. An dregantadoù.

Klevet a ran tud o lavar ‘pemp dregant warn-ugent eus an dud’, ‘seizh dregant ha tri-ugent eus ar boblañs’, hag all, o tiwall mat da chom reizh, evel pa vefe ‘dregant’ un unanenn a c’heller kontañ. Hogen n’eo ket. Pa lavarer ‘dre gant’ e talvez, anatañ tra, e c’hoarvez x gwech an dra-se evit 100 degouezh, ne gonter ket ‘dregant-où’ met degouezhioù.

Reizh e vefe lavar pemp warn-ugent dre gant, neuze, seizh ha tri-ugent dre gant (pe dregant, ar skritur ne ra forzh), hag all.

Cheutu, buan ha buan, bremañ e ouzit e c’hellit ober ar fazi, ha bezañ ar gwir ganeoc’h, hehehe !





Yezhadur #1

23 03 2010

Bezomp torr-revr un tammig, ha komzomp eus ar pezh a blij ar muiañ d’an holl, yezhadur (ya, kevrinus e oa an titl ^^).Ur gerig hepken, ne vo ket re hir. Ne fell ket din bezañ re gentelius, ha ne lavaran ket emañ ar gwir ganin (geo), ha ne lavaran ket n’hell ket ur yezh cheñch (en  ober a ra, ur reolenn eo). Ha kement ha bezañ torr-revr betek-penn e vo mesket yezhadur ha matematikoù 😀

Cheutu ar gudenn neuze: petra eo 20 e-keñver 10 ?

An darn vrasañ a responto din eo 20 div wech muioc’h eget 10. Hag a-du e vin ganto. Ar brezhoneg n’eo ket. Desket e vez deomp e vez lavaret ‘hanter muioc’h’, ha setu. Perak ? Peogwir e teu ‘div wech muioc’h’ eus ar galleg ‘deux fois plus’, hag eo direizh da geñver jedoniezh. Gwellomp se neuze.

Evit mont eus 10 da 20 e reer +100%. Ma vez kemeret al lavarenn ‘div wech muioc’h’ evit ar pezh eo e  talvez  n+(n×2) , da lavaret eo+200%:

  • div wech muioc’h eget 10= 10+((10/100).200)= 30

Okay, gwir eo neuze, direizh eo penn da benn, e brezhoneg (nevez) hag e galleg. Tsss, dre chañs emañ brezhoneg tradisionel ma zad kozh eus badum evit sikour:

Hanter muioc’h neuze. Ma vez ouzhpennet an hanter e vez graet +50%, pe n+(n/2):

  • hanter muioc’h eget 10= 10+(10/100).50)= 15

Woooups. Ken fall all eo.

Petra hon eus desket neuze ? Ne vez ket mesket yezh ha matematikoù, pout eo ar bobl. Ha n’eo ket e Breizh hepken 😉 (goaperezh, hañ, n’on ket sirius ^^’). Emañ ar gwir gant ar saozon, daoust d’ar c’hallaoued bezañ fier eus o spered lojik ha frammet. E saozneg e lavarer twice as much, da lavaret eo n×2, ar pezh a zo reizh da geñver jedoniezh. Ret ‘vefe deomp lavar kement-all e brezhoneg neuze, ‘div wech kement [hag]’.

Met ne vo ket cheñchet, ‘soñj ket din atav. Neuze, dre m’eo ken direizh an daou zoare da geñver jedoniezh e c’hellit dibab an hini a fell deoc’h. Ar peurrest a zo ideologel kentoc’h. Peurliesañ e kavan gwelloc’h ober gant an doare hengounel pa vez kevezerezh (displegañ a rin ar munudoù un deiz all). Koulskoude e kavan gwelloc’h ober gant div wech muioc’h (pe div wech hiroc’h, brasoc’h, donoc’h, h.a., evel just) peogwir eo anatoc’h. Den ebet ne soñjfe e c’hell hanter muioc’h talvezout n×2 ez natuel, ha ne soñj ket din e vefe implijet gant ar re yaouank na gant darn vrasañ an nevezvrezhonegerien forzh penaos. Soñj am eus eus an daoulagad dispourbellet er skol-veur p’eo bet lavaret deomp e oa hanter muioc’h ar stumm brezhoneg, hag e tlefemp implij-se. Ha galleg a zo gant darn vrasañ ar vrezhonegerien, da lavaret eo ez emañ ‘deux fois plus‘ en o fenn dija (hag o deus desket jediñ gant se marteze zoken). Lavar hanter muioc’h peogwir e teu an doare all eus ar galleg ha netra ouzhpenn ne seblant ket bezañ un arguzenn a bouez bremañ.

An deiz all e felle din komz eus un dra a greske da 150% eus e vent orin…(speredoù tort a zo ganeoc’h)… Da lavaret eo +50%… Ha c’hoant am boa da lavar e oa hanter brasoc’h… Ahaha… Ha pa lennan ez eus un hanter muioc’h a vugale e skol mañ skol hep kaout ar siffroù n’ouzon ket ma zo bet +50% pe +100%, ar pezh n’eo ket ar memes-tra… Ma, d’am soñj (ha ma soñj eo, netra all), e vefe mat dilezel hanter muioc’h. Deoc’h da welet.