Sterdeiñ

6 02 2015

Mont c’hoazh ganit d’ar broioù pell,
D’an touadennoù disoñjet ;
Ur wezh ouzhpenn, ober ur sell
Ouzh un dazont bet dilezet ;

N’eo ket bevañ en tremenet,
Pa ouzan mat ez eo echu
An amzer gent, ar pezh zo bet
Stered lugernus em noz du ;

Ha stered all bet dibaoe,
Treset ganto steredegoù :
Stergoumoulennoù ma buhez
A chom c’hoazh dister o sterioù

Pa n’on na barzh na steredour
(evit gwir, steredoniour) :
Stergann en noz, asked en dour
N’int nemet skleur er melezour ;

Ha daoust dezho bezañ skedus,
Pellennoù tan er yenijenn,
Emaint ken pell, diziraezus,
Ken n’hellont tommañ glizienn
Ma c’halon noazh, he c’hridienn :
Digenvezded an hinienn





Dit-te

25 03 2012

Flouradennoù klouar anal ar bed e bleuñv
Dilezet ar gounnar hag he c’hrozal re greñv
Pa ne chom mui nemet eñvorenn da wennc’hoarzh,
Da vuzelloù-mouar, ar pradoù a stered
A sklêrijenn ar bed p’o farez war ar barzh;

C’hwezh ar bleunioù diwan hag ar geot troc’het
Frond ar gwez-pin, ar man ha parkad alaouret
Da vlev er gouloù-deiz, kurunenn priñsezig;
Daoust ma n’on ket rouan, na bet ganet er seiz
E rafen dit un neiz, â! kaerañ labousig;

Kanaouenn c’hlan an dour o redek tu pe du
Melezour da vouezh flour pa luskell en noz du
Ma dister a galon, ma ene reuzeudik
Ar puñs kuzh ha loudour ma veuzan en e zon
Ar poanioù hag an aon am distruj goustadik

.

Ah, ar beajoù tren, amzer evit skrivañ…





Sonerezh

21 02 2012

Ur yezh evit an holl, an hollved emezo
Tra ma tason an notennoù, rikamanoù
E yenijenn an ilizoù, sol fa mi do
E tommder an toulloù-noz, glebor ar c’hluboù
E kambr ar stered, hini an amourouzed
En toull-barc’h serret hag en digorañ dezerzh
E richan ha kanaouenn drant al laboused
E pep-lec’h, e pep amzer, a led hag a serzh

Ur yezh evit an holl, an hollved emezi
Tra ma kan he mouezh splann em spered, em soñjoù
E yenijenn ma c’hounoù kuzh, la sol re mi
E tommder ma hunvreoù, glebor ma daeroù
E kambr ma ene, hini ma c’harantez hen
E toull-barc’h kloz ma c’halon, digorañ gouli
E diskan ar ganaouenn a glevan, hepken
E pep-lec’h, e pep amzer, pa vezan hepti





Vakañsoù !

20 02 2012

Bez zo mareoù er vuhez ma soñjer a-daol-trumm “Kaoc’h, kozh on !” Resped d’ar re goshañ ouzh ma lenn, met souezhus e c’hell bezañ ^^ Ha c’hoazh, n’em eus ket da glemm, hañ, studier on c’hoazh, ha pell eus an 3-8 pe eurvezhioù-burev. E gwirionez, n’em eus kentel ebet da heuliañ ken (plijadurioù an doktorelezh !), hogen reiñ kentelioù a ran bremañ, ar pezh a zo disheñvel-mat !

Kentañ poent, ret eo o frientiñ, ar pezh a zo muioc’h a labour eget “dont gant paper hag ur c’hreion” evel ma c’hellen a-raok. Ar bloaz-mañ em eus 4 strollad disheñvel, da lavaret eo peder c’hentel da brientiñ… Ar pezh n’eo netra e gwirionez. Ha koulskoude, dre ma ‘m eus pep-tra da brientiñ dre ma ‘z eo ar wezh kentañ din kelenn e-giz-se e ra kalzig labour. Ur blijadur, dre-chañs. Hag ar plijusañ, e gwirionez, a zo bezañ dirak ar c’hlasad. Un tammig c’hoariva eo evel-just, ur one-man-show sizhuniek, gant ar spi bezañ dedennus a-walc’h. Ar pezh n’eo ket aes kennebeut !

Studiañ ha prientiñ, moullañ, reizhañ, hag all, hiroc’h eo eget ar pezh a soñjer (daoust ma vefe lavaret alies), ha daoust din reiñ un 10 eurvezh kentel bennak ar sizhun hepken en em gavan gant ur garg labour kalz ponneroc’h ! Ha se, evel-just, a zo ouzhpenn d’al labour on sañset ober evit ma zezenn. Met n’eo ket an dalc’h amañ ^^

Nann, an dalc’h a zo en em gav ur poent, aze, m’en em gaver hep re a amzer dieub, ma soñjer e rankfer bezañ oc’h ober un dra bennak bepred, kentoc’h eget straniñ. Pa erru an dibenn-sizhun e klasker mont war-raok gant traoù n’on eus ket bet amzer d’ober a-raok… Hag e-keit-se n’em eus ket amzer da dresañ, emañ levrioù am eus c’hoant da lenn o tastum poultrenn en ur c’horn, kement hag ar wii pe an x-boest, n’em eus ket tro da zont da skrivañ amañ kennebeut (!). Hag a-daol-trumm e teu: “Kaoc’h,  labour am eus d’ober. N’em eus ket amzer evit an traoù-se !”

Ne c’hoarvez ket a-daol trumm, met en em rentañ a reer kont trumm a-walc’h pegen berr e c’hell an devezhioù bezañ, ha pegen plijus eo ar vakañsoù (daoust ma vefe labour d’ober e-kerzh ar vakañsoù ivez, arabat dikoñiñ). Gouzout a ran, evel-just, n’eo ket se “bezañ un den gour”, ha n’eus ket se hepken da c’hortoz al leve, peseurt doare buhez e vefe ? Ha n’eus ket ul leun-amzer ganin zoken, pell alese. Sur ‘walc’h emañ lod ac’hanoc’h  o c’hoazhin goap (gant gwir abeg !), hogen aze eo ivez en em renter kont pegen aes ha plijus e c’hell hor bugaleaj bezañ, pa c’helled pouezañ war ‘off’ ur wezh erru er gêr.

Boñ, kement-se a lavaran, met ur wastell am eus da vont d’ober, hag ur boss bennak da lazhañ ‘barzh Skyrim, kenô !





Ar bugel

18 12 2011

Pa oa sklaer en o spered,
Pa ne oa douetañs ebet,
Pa oant sur en o fiziañs,
Digatar o c’houstiañs
E oa kaer ha nevez-flamm
Ur bed savet gant o mamm,
E oa bev ha birvidik
Ar bed savet gant Tadig

Bremañ, kresket ar bugel,
Dilezet abaoe pell
Marvailhoù ar yaouankiz
Marzhin, Arzhur ha Kêr Is,
E kavo c’hoazh koulskoude
Hunvreoù nevez bemdez,
E kavo da brederiañ
E daoulagad gwer Liza





Tredan

14 12 2011

Abaoe dec’h, ha betek dimeurzh a-zeu (hervez an EDF, atav) n’eus ket tredan em ranndi ken. Labourioù, emezo. C’hoarvezet e oa din warlene dija, em ranndi kent. War a-seblant n’em eus ket kalz a chañs evit seurt traoù. Ma ! N’eo ket gwall strik. Met dedennus eo memestra gwelet pegen pouezus eo an tredan en hor buhez pemdeziek !

Aze da skouer, emañ sklas an amzer e Roazhon, memestra, ha n’em eus mui tommerezh ebet, dre ma ‘z eo tredan hini ar ger. Okay, pourmen a rin gant div stammenn hag ur c’holc’hed tro-dro din, n’eo ket gwall c’hrevus. Met n’hellan ket tommañ dour kennebeut, dre ma ‘z a en dro dre dredan ivez. Da lavaret eo eo ret din en em walc’hiñ gant dour sklas. Bah ! Pleustret am boa se en Erer Kozh dija, hañ, daou vloaz eus renk. Trawalc’h ijinañ ez oc’h ur samourai bennak o kiañ dindan ul lamm dour. *oohmmm* N’on ket ‘vit gouzañv an dour yen.

Boñ, met kement-se ne lazh ket an nen. Koulskoude e ya pelloc’h. Dre ma ‘z eo plakennoù tredan am eus evit keginañ… N’hellan ket ! Haha ! N’eo ket strik ! Ar forn mikro-skinoù a implijin ! Paf ! Tredan evel-just. Boñ bah, bolennadoù edaj ha boued da gas d’ar Skol-Veur, pe’a.

Dre ma vez noz da 5e30 bremañ forzh penaos eo diaes chom er gêr pa vez teñval pep-tra. N’hellan ket lenn ul levr zoken dre ma n’em eus ket goulaouennoù-koar, da skouer, tsss, na pegen sot ar studier a-vremañ. Boh, sellet a rin eus filmoù war ma urzhiataer da c’hortoz… Ah ya, gant 2 eurvezh batri d’ar muiañ n’in ket gwall bell.

Ar gwashañ tout, evel-just, o vezañ n’em eus ket internet na netra. Krenañ ha garmañ a ran en deñvalijenn, dindan ur strinkadenn sklas en ur zebriñ edaj gleb da c’hortoz dimeurzh a-zeu, pa vin dieubet gant aeled marzus o lifre glas EDF.

Pe distreiñ da Benn-ar-Bed, e ti ma zud, ivez, hañ, ken aes ha tra !





Hir

12 12 2011

Hir evel ar goañ yen, du ha Kerzu zoken
Pa vez ar bed e kañv, dibreder en anken
P’en em gav klañv an den, pa grizienn ha pa gren
En avel skourrroù skañv an disterañ gwezenn

Hir evel an noz kriz, pa ne chom war ho tro
Nemet soñjoù diaoz, tasmantoù an amzer
Direpoz war ho kiz, bourev taer an distro
Rak morse ne vez kloz ar c’hontoù a lezer

Hir evel an hirnez pa vez hi o c’hedal
En Diaes Hiraezh, hag ar bleiz o kontañ
D’al Loar e zevezh, pa vez eñ o yudal
Pa n’eus ken hi, roc’h kaezh, d’e selaou o kanañ

Hir evel hun o vont da guzhat diwar wel
Buhezioù-hont goullo, spi splann an amzer gent
Yaouankiz divergont, hunvreoù, broioù pell
“Me ‘vo Napoleon” eme an hini lent

Hir evel an dibenn, pa ne chom nemedoc’h
War zarenn ar pennti bet savet a-ratre
War gein ho koumoulenn, bet savet ganeoc’h
Pa oac’h daou c’hoazh a-benn lojañ ho karantez





Black and Blood

30 10 2011

I see clear through your lies
It’s written in your eyes
In clear lines
of black and blood

I see past your excuses
You can’t hide all the bruises
It’s written
in black and blood

Shallow grave for your happiness
It was buried in the darkness
Of your black eyes, your silence, your quiet shame
When you think you are the one to blame

Shallow grave for your happiness
It was buried with no witness
For you would let no one go through the high wall
It was nothing, nothing but a fall

But I see clear through your lies
It’s written in your eyes
In clear lines
of black and blood

I see past your excuses
You can’t hide all the bruises
It’s written
in black and blood

I saw you sinking day by day
Trying to keep me far away
From your troubles, your sadness, your innocence
All burning irons in my conscience

I saw you sinking day by day
Make wrong turns at every crossway
While all this time I just kept thinking, hoping
You would come back, you would try living

I saw clear through your lies
It was written in your eyes
In clear lines
of black and blood

I saw past your excuses
You couldn’t hide all the bruises
It was written
in black and blood

But when you needed me
I fell down on my knee
I was drowned in the flood,
The sea of black and blood





Ec’hon

25 10 2011

Tren en noz, en didrouz c’hoazh
Pa vez ar bed en e hun
O vont herr, pell, didrabas
Pa chom ar spered war-yun

Ar marc’h-du, ha Kerzu c’hoazh,
Gant an hent ha dre an erc’h
O terc’hel da vont, siwazh,
O poaniañ da vont war-grec’h

Lusk ponner ar rodoù dir
Bemdez ha bemnoz e kañv
Speredoù a dir da dir
Aesoc’h, buanoc’h war-draoñ

Karradoù ha kirri c’hoazh
Kement a soñjoù goullo
Karrbedoù hir ar bed sklas
O ruilhañ, o vont dillo

Tren soñjoù yen al lean
Eñvor un devezh tener
Oc’h adlavar dizehan
E bedennoù en aner





June

24 10 2011

Anv ar plac’h eo June, ket ar miz, evel-just; din da c’houzout, n’emañ ket ar gwez-kerez e bluñv e miz Even 😉





Ha distro !

3 11 2010

Ya, ya, dale a zo ganin, met re vuan e tremen an amzer ! Ur spont. Ar vakañsoù, sur a-walc’h, hag an distro a C’halway (a zo bet folklo un tammig, memestra, daoust ma ‘z on erruet e koulz ha pep-tra ^^). Hiraezh, emichañs. Pe re a draoù da ober ! Un dibenn-sizhun a oa gant Kejadenn e Malastred, ha me e Karaez  buan-ha-buan da sadorn (siwazh, n’on ket chomet gwall bell ha n’em eus gwelet hini ebet ac’hanoc’h !) Tud a oa, memestra, levrioù dedennus… Nebeutoc’h. Soñjet am eus prenañ Buhey Prevez Lola P., da c’hoazhin un tammig (pe leñvañ, marteze), met boñ, reiñ arc’hant da EB a zo ur ranngalon, neuze n’am eus ket ^^ Ma c’hell hini pe hini e brestiñ din… Hehehe ^^

E saloñs Pluguen e vin disul a-zeu, evit ar re a fellfe dezho ma gwelet 😉 Un diviz a vo diwar-benn al levrioù evit ar re yaouank (ehehe). D’am soñj e c’hell bezañ dedennus, ha divizoù all a c’heller kaout en davarn da c’houde, hañ 😀

Plijus-tre eo bet an dibenn-sizhun e Malastred, ha kaozeadennoù eus an dedennusañ am eus bet eno, diwar benn dazont ar brezhoneg, ar skriturioù, ar rannyezhoù hag o fouez-mouezh. Ma, hanter-vezv e oamp, hañ, sur a-walc’h, met dedennus-tre e oa koulskoude (pe a-drugarez da se ^^), ha daoust ma ne oamp ket a-du da vat e oa plijus gwelet e c’hellemp komz ha breutaat, digor a-walc’h hor speredoù da gompren sav-poent ar re all. Spi a zo evit an dazont, d’am soñj, ha spi evit an amzer-vremañ ivez, am eus desket. Ma, n’eo ket gwall sklaer tout-se hep ar gaozeadenn, ha n’em eus na c’hoant nag amzer da zisplegañ pep-tra amañ :p En un davarn gant ur banne hag un nozvezh dieub, marteze 😉 (ya, ya, tavarnioù e pep-lec’h, emaon o tistreiñ eus Iwerzhon, pe’a!)

Ah, Galway, pebezh kêr dispar ! Ha pegen iskis en em gavout du-hont en-dro, evit un digarez a-seurt-se dreist holl. Souezhet e vez an holl du-hont pa vez lavaret dezho e resevomp hon diplomoù dre lizher, pe mont d’o c’hec’hat er sekretourva… N’eo ket gwall c’hlamour ! Amañ e vez ar bal de prom’ e fin ar bloaz ha tout, hag al lid evit reiñ an diplomoù, neuze ^^ Doare ar skolioù-meur Amerikan, a lavaroc’h moarvat, gant ar ‘sae’ hag an togoù karrez (evit ar merc’hed hepken, da aroueziañ ez eus un dra bennak a-us dezho, war a seblant, ha n’hellint biken mont ken uhel hag ar baotred, siñpa, neketa ? Ma, an arouez eo bet en orin marteze, hañ, n’eo ket ar spered a zo bremañ ken ^^). Hogen n’eus netra Amerikan gant al lid, saoz eo penn da benn, hag hogos digemm abaoe krouidigezh skolioù meur Iwerzhon gant ar rouantelezh saoz (1592 evit Trinity College e Dulenn, 1845 evit hini Galway, a oa evit ar gatoliked pa oa Trinity evit ar brotestanted hepken; Oxford a zo eus an 11vet, Harvard eus 1636, evit kaout ur soñj ^^). Savet e oa bet ar re Amerikan war ar patrom saoz, forzh penaos.

 

War ar skoed zoken emañ arouez ar impalaeriezh saoz, al leon; an delenn o vezañ evit Iwerzhon, an erer du hag ar vrec’h wenn evit proviñs Connacht, ar vag evit Galway hag al levr evit aroueziañ eo ur Skol-Veur. Evit lec’hiañ ar skol-veur eo, e gwirionez, eus an uhelañ galloud d’an hini lec’hel, gant doue a-us dezho holl dre al lavarenn latin. Pa oa bet savet ar Skol-Veur e oa ur c’h/Queen’s College (evel m’eo hini Belfast c’hoazh), ha n’eo ket bet cheñchet ar skoed dibaoe.

 

Anyway, chomet eo tost a-walc’h al lid, evel ma lavaren, eus an hini a veze er penn-kentañ, gwisket e vez an holl studierien gant ur sae hag un doare skerb, hag ar gelennerien ivez, gant saeoù bravoc’h, lakaomp, kinklet evel ma c’helle an dilhad sul bezañ e Breizh-Izel (Glazik pe Vigoudenn, lakaomp, ar binvidien :p Doare bigoudenn e oa hini ar prezidant, m’am eus soñ mat, gant broderezh melen ^^). Ha dilhad sul  a oa da gaout dindan ar sae ivez, evel-just, sellit eus ar baja-mañ o paboriñ, tsss ! N’eus ket peadra da vezañ fier koulskoude, darbet e oa bet din na gavout un dilhad a yafe mat din, pe ar bragoù pe ar chupenn a vanke e pep stal, ha n’ae ket al livioù asambles ha patati ha patata, betek ma kavfen hemañ, memestra ! Forz penaos e oa da vezañ kuzhet gant ar sae/kapenn, met ne oan ket sur c’hoazh e c’hellfen kaout unan, dre ma oa ret o c’hourc’hemenn, sañset ! Hag e gwirionez n’em eus bet ma hini (ar sae, neuze) nemet un nebeud munutennoù a-raok ma krogfe al lid. Pfioù ! Ma, n’eo ket ret kaout unan, met pa vez an holl o wiskañ unan e ra kloch un tammig bezañ hepti, hañ ^^ Met unan am eus bet, neuze, hag a-boan kavet ma flas ganin e vez goulennet diganeomp sevel tra ma tremen pennoù ar c’hevrennoù etre an daoù vloc’had kadorioù, da vont da azezañ e-kichen al leurenn ma pign ar prezidant hag un nebeud kelennerien a-enor warni. Paour-kaezh kelennerien all, a ran chom azezet e trañ al leurenn a-hed an abadenn, ha mont kuit er fin, gant sonerezh, setu holl, hag a-hed ar sizhun !

Ha kregiñ a ra al lid… e latin ! Eh ya, n’eo ket cheñchet an traoù pa lavan deoc’h. Evel ul lid sakr eo, ur ritual mar fell deoc’h, ha kinniget e vez ar studierien d’ar prezidant, a respont d’ar c’hinnig, e latin bepred. Div yezh, dreist-holl, a zo bet implijet e-kerzh an abadenn e gwirionez, latin ha gouezeleg :p Ret eo lavar ivez e oa an holl re er sal d’an eur se d’an devezh-se o resevout diplom pe ziplom liammet gant ar gouezeleg (a-hed ar sizhunvezh ez eus bet lidoù, peder pe pemp gwezh bembez), anat a-walc’h e oa an dibab yezhoù neuze, hehehe. Dre eurvat e oa troet an traoù e latin e levrig a oa bet roet deomp, ennañ anvioù an holl re o resevout tra pe dra er bloavezh-se (e-barzh emaon, youh!). Moan-moan eo ma latinum, edo ma fri en droidigezh neuze (e gouezeleg  oa troet, ivez :p). Hag echu gant an digoradur e krog al lodenn farsus, ma vez galvet pep hini unan hag unan da bignat war al leurenn, tra ma vez an holl o stlakañ o daouarn, da vont da gerc’hat e ziplom ha stardañ dorn ar prezidant (James Browne, ooh yeah baby, ‘felt good :p). Stardañ gant an dorn dehou, kemer un tu eus an diplom gant an dorn kleiz, treiñ war-du al luc’hskeudenner ha mousc’hoarzhin, tamm pe damm, hag hop! D’an traoñ ha galvet unan all ! Un tammig plijusoc’h eget ul lizher er voest, memestra. En drederenn gentañ e oan, ha kalz tud a chome war ma lec’h neuze ^^ Poanius e vez an daouarn er fin, dre forzh o stlakañ evit kement hini ! Met farsus gwelet eo chomet an hini a c’halve an anvioù da soñjal un eilenn pe ziv kent distagañ ma anv, souezhet ma oa moarvat o welet un anv-familh  (en Iwerzhon) da anv bihan ! Ha Dipode ne sikour ket kennebeut xD Ma, aet on, n’on ket kouezhet, na netra, sur on em eus ur penn euzhus war al luc’hskeudenn, met boñ, ‘vel e gwirionez kwa 😀 (skaniñ a rin anezhi deoc’h pa vint erru er gêr), ha diskennet didrabas. Heh, plijus eo pa vez an holl o stlakañ o daouarn evidoc’h, memestra, reiñ ar ra ur pouez ouzhpenn d’an diplom 🙂 Fifteen seconds of fame, evel ma farse ar prezidant en e brezegenn.

Ha setu ma diplom ganin neuze… E latin penn da benn! Ma zestantur en Artibus am eus a-berzh an Universitas Hiberniae Nationalis, neuze, en October MMX. Klask a rin e skaniñ, pe ec’h adskrivañ, evit ar fun ^^ War baber doare parch emañ, gant ur gwir siell e koar ha pep-tra ! P’am bo ur burev e Harvard e vo ouzh ma moger… 😀 Luc’hskeudennoù on bet d’ober war lec’h, dirak un doare panel a denne da Versailles pe un dra a-seurt-se, ohohoh, gwelloc’h e vint eget an nebeut re am eus eus ma fellgomz 😉 Ha ret e oa derc’hel an diplom rollet, c’hwezañ e jave (bez loc’h ennout! eme al luc’hskeudenner ^^), gouzout a rit, evel en holl skeudennoù a vez gwelet er filmoù !Farsus e oa al luc’hskeudennerien, sell ‘ta, ha laouen tre o welet ur breizhad o teskiñ iwerzhoneg ! Evit ur wech ma ne vez ket goulennet “da betra servij ?”, hañ ^^ Plijus-tre, daoust d’ar priz 😉 Ma, gwelet vo pa erruint ma talveze ar boan, met dreist e oa an devezh forzh penaos, un dra ne c’hoarvezh ket alies en hor studioù ! Me zo sur e vefe stagoc’h an dud d’o diplomoù ha d’o skol-veur gant un dra ken sot hag ul lid a-seurt-se.





Dazont

9 10 2010

Kizellet a daolioù taer e greunvaen kozh da goustiañs
Delwennoù o zresoù kaer e roc’h didro da fiziañs
Ar re ac’h eus savet din, daoust ma vefe follentezh
Krediñ ken kreñv e c’hellin sammañ pouez da hêrelezh

Na den all ebet moarvat, ken meurdezus ez out bet,
Ne vez ket gwall aes avat kaout soñj eus an tremenet
Pa vezer o stouañ penn, saotret c’hoazh er poulloù du
Pa vez war lufr ar feur gwenn hini fank glas gwenn ha ruz





Gwele ar glav

10 06 2010

Ah, sur a-walc’h n’on ket an hini nemetañ, met mont a ra ma imor diouzh an amzer war a seblant. Dihuniñ edan ma Velux™ ha gwelet ar glav o skeiñ gant ar werenn n’am ro ket c’hoant da sevel peurliesañ (ha sevel a zo anezhañ ar brasañ striv pemdeziek er mare-mañ :D), ha koumoul gris pe c’hrisoc’h (titour droch: distaget e vez “koumoul grich pe c’hrichoc’h” ganin ^^) an devezh-pad ne reont netra evit gwellaat ha laouenaat red ha roud ma froudennoù. Dec’h e oa bet heol bras, heol kras o parañ, hag e oan bet mousc’hoarzhus ha youlek a-hed an devezh; hiziv avat e oa ar c’hontrol kentoc’h. Sur a-walc’h eo ar memestra evit an holl (pe ul loen iskis e vefen ?), ha n’hallan ket ijinañ penaos e c’hell ar vuhez bezañ evit ar re o deus c’hwec’h miz noz da c’houzañv (triiiiii miz noz er mor gwenn ô, tri miiiiiiz noz…).

Ar pezh a zo farsus a zo ne vezan ket direnket gant ar glav da noz; war ar Velux (pe veluks, bremañ m’eo seuet da vezañ ur ger pemdeziek ?), just a-walc’h, e ra evel ul luskelladenn —tiki tiki tiki pik–, netra gwelloc’h a-benn menel kousket, ha gouzout emeur klet en e wele gor padal e ra glav hag eo yen er-maez a zo eus ar plijusañ ivez… Selaou ( *ding* titour droch: “chiloù” e moraneg) ouzh al laboused er-maez, na davont morse, pe un nebeud eurvezhioù hepken e kalon an noz, da gregiñ gant o laz-kanañ da 5e adarre. Ha kreñv e kanont ! Piv a lavar eo sioul ar maezioù ? Laboused o kanañ, chas o harzal, an eost da hanternoz (ya, c’hoarvezet eo, hag emañ ma zi etre daou bark, tamm pe damm :p) pa ne vez ket c’hwezh an hañvouez, ah ! Kêriz o klemmichat 😀

Un hir a zisplegadenn marteze evit ar perak eus ar penaos n’am eus graet hogosik netra hiziv… Un tammig ennui, a lavar a saoznegerien, ur ster kreñvoc’h gant ar ger eget e galleg. Emaon paket un tammig e tric’horn daonet an hirvoudiñ, an hiraezh hag an hirez; hir (haha) e kavan ma devezhioù, en ma unan er gêr; ouzhpennit un disterig a velkoni, ul loaiad mall hag ur meudad diegi, meskit mat ha sellit eus ar meteo. Gris ha gleb (titour droch all: “glip” e tinevezkervenaleg, “grich ha glip”, neuze) e vo ar sizhun, gellout a rit evañ an died ^^

Skrivañ konerioù e-giz-se am laka imoret mat adarre, n’eo ket gwall dra neuze 😉 Ha chom en e wele ‘pad an devezh gant e hezoug,  levrioù ha peadra da dresañ n’eo ket ar fallañ doare da abuziñ e amzer, nann ? Hag e-giz-se ho peus desket un tammig moraneg. Daou skouer ouzhpenn: ‘peogwir’ a lavaran pugur, kit da gompren perak ^^, ha ‘yen’ a lavaran yin “Selaou a raen ouzh al laboused peogwir e oa gris, yen ha gleb an amzer” a vefe lavaret “Chiloù a ren ouzh al laboused pugur e oa grich, yin ha glip an amzer” ganin, neuze. Anat deoc’h em boa disfiz evit ar c’hentelioù fonetek er skol-veur, ne lavaran netra (i.e. “nitra” ^^) evel m’eo ‘dleet’, hehe ^^ (ha ne vo ket kaoz eus ar Roazhoniz, hañ :D). Pebezh yezh zedennus 😉

p.s: bam!, treuzet moger an 200 evezhiadenn, trugarez deoc’h ! 🙂





En diwezh

21 04 2010

Pa vez bet tennet dizamant
Mantell warezus holl ma skiant
Pa vez bet diskaret moger
Ma c’halon hesk, bresk ha tener
Pa vez bet roget geriadur
Ma santadoù ha ma natur
Pa vez bet pulluc’het didro
Ar spi am eus evit ma bro
Pa vez bet diverket taolenn
An dazont sklaer am eus em fenn
Pa vez bet dinac’het ma gwir
Da gaout ur perak ha peogwir
Pa vez bet nac’het din ivez
An disterañ preder nevez
Pa vez bet lamet diganin
Ma gwarezwisk eurvad boutin
Pa vez bet peurlazhet ennon
An tan a ra trid ma c’halon
Pa vez bet skrapet diganti
Holl ma c’harantez eviti
Pa vez bet difennet a-grenn
Huchal ma fulor a-bouez penn
Ne chom mui nemet en diwezh
An aon, ar c’hoant, ar boan, ar vezh





Klañv ‘vi, Dick

2 04 2010

Darbet eo bet d’ar pesk Ebrel dont da wir dre ma ‘z on manet kousket e kreiz an devezh goude un nozvezh tremenet a-gevred gant plijadurioù ar boan-gof (un dra bennak am eus debret ne oa ket fresk, emichañs)… Ma, dihun on dre chañs, hag an dra kentañ am eus soñjet a oa ‘oh kaoc’h, ar blog !’ o.O Iskisad soñj en ur zihuniñ, me lavar deoc’h ^^ (pouezus oc’h evido, gwelet a rit :D). Afi, setu, n’am eus graet netra tamm pe damm hiziv, war bouez tresañ un tammig, ha me em gwele pe gant ma monedone d’ar privezioù (a zo er gambr, en suite, neketa)

Ne vezan ket klañv alies, dre eurvat, ha pa vezan e vez echu buan peurliesañ. Mont a ra gwelloc’h dija, pe muioc’h eget ‘gwelloc’h’, mont  a ra, pik. 😉 N’on ket paotr al louzoù peurliesañ, ha d’a soñj eo gwelloc’h lezel ar c’horf d’en em zifenn e-unan pa c’heller, hag e voaziañ d’en em zifenn. Evel ur gigenn eo an emzifenn un tammig, ret eo e lakaat da bleustriñ evit e greñvaat ^^ (ya beñ gwelloc’h dezhañ tapout ur vedalenn er c’hoarioù Olimpek bremañ, me lavar deoc’h !).

Gant ar spi eo ar memestra evit ar boan-spered, hag e voazier tamm ha tamm betek bezañ digizidik, ha lezel ar boan da vont hep he merzout re. War an tu all ez eus ezhomm eus ar boan se evit en em santout bev marteze. Tud omp, ket loened pe reier, ha gant ar galloud hon eus da soñjal meizadoù luziet e teu ivez ar galloud emboaniañ, emc’hloazañ. Daoust ha bezañ daouduet e-giz-se eo a rafe tud ac’hanomp ? Gant an araokadennoù a vez e bed ar speredoù ‘artifisiel’ e vo ur respont marteze, hag un ezhomm d’en em soñjal donoc’h war ar pezh a zifoc’h un den diouzh ur mekanig, un ardivink. Pa grogo ho mikro-skinoù da dabutal diwar-benn skridoù Sartre ganeoc’h a-raok poazañ tra pe dra e vo kollet an denelezh ^^ (L’enfer, c’est les ondes ?).

Ma, trawalc’h gant ar soñjoù damdrist ha damzu, emañ ma stomog o komz evidon aze (demat a lavar deoc’h). Kontañ a ran an devezhioù bremañ, a dremen buan forzh penaos (ha buanoc’h c’hoazh pa vezer o kousket ! ><), emaon o vont da leuniañ ma DeviantArt an abretañ ar gwellañ, skaniñ ha livañ non-stop e-pad an devezhioù kentañ (ya, siñpa evit ma familh :D). U dra a zo plijus gant WordPress a zo gellout raktresiñ embann un notenn d’ur mare resis (deiziad hag eur), sur on neuze e c’hellin prientiñ pep tra pa ‘m bo da vont d’an aerborzh ^^

Nevezentizoù a vez hogos bep eil devezh ganto (WordPress, ket an aerborzh), ar pezh a zo dispar, hag en unan eus ar re ziwezhañ o deus embarzhiet er sistem an tu da lakaat ‘diapooù’ en notennoù, da lavaret eo ur framm ma c’hellit lakaat  (luc’h)skeudennoù da dremen, ar pezh a zo gwelloc’h eget un arridennad skeudennoù o kemer holl ar bajenn emichañs, ha se dres pa lavaren e kemerfen luc’hskeudennoù ma yafen da veajiñ a-benn diskouez deoc’h. N’eo ket perfect timing se ? Klask a rin ober un arnod bennak gant skeudennoù a-benn nebeud 😉 Ac’han dezhi, chomit yac’h !





Deiz-ha-bloaz

18 03 2010

E saozneg, peogwir e fell din e c’hellfe an holl gouzout. Na leñv ket. Mar plij. Seblantout a rez eürus, spi ‘m eus ez out; spi ‘m eus e vi.

I tried.

I tried to be strong, to be supportive and never let you down. I wanted to be the one to answer your call; I believed I could be the rock on which you would build your castle. I believed that our love would erect the walls I need to protect me from this world, and that our tenderness would support these walls. I believed the warmth of your arms would never leave me, that that secure home would be forever mine. And I believed you wanted my arms to be the same. I believed that no matter what, love prevails, that all you need is love, and that as blind as it may be, love is the answer.

I tried to be the one you wanted, as impossible as it may be; I wanted to make you happy. I wanted you to feel the love you had been denied, I wanted you to have all the things that you never had. I wanted ‘no’ ‘can’t’ and ‘not’ to disappear. I wanted to spoil you with all that you had once longed; I wanted to surprise you and to make you smile. I wanted to be all you had dreamed of, all you wanted, and I wish I would have been able to. I wanted you to know how beautiful you are, how talented, how nice, how amazing, how kind and how perfect you are. I hoped I could make you believe me, make you understand why everyone loves you, and the happiness you bring to those around you. I hoped I was the same for you, and that I, like you, could make the world shine a little brighter.

And I tried to change for you, I really did. I wanted to be a match for your perfection, the perfection you will never admit. I wanted you to tell me again that I was beautiful, because you were the first one to ever tell me so, and I wanted to believe you. I tried to be funny; I tried to make you laugh, for there is no sound more beautiful. I wanted the tears in your eyes to be only tears of joy because I know how painful some other tears can be. I know I should have done more and tried harder, I know I’m lazy and clumsy, that I forget everything and am a mess, but I thought I was getting better, and that you would wait for me.

I learned patience for you; I learned that some proverbs are true. I tried my best to be there when you needed me, but I should maybe have learnt as well when to leave you alone. I tried to learn to give you space, I tried to understand different kinds of love. I still thought, however, that love was the answer, and that in my arms you could find solace. I thought that you could forget about the world when you were in my arms and that when you closed your eyes there was only us. I thought that my words would be enough to give you confidence and make you believe in yourself as much as I do.

And I waited for you. I think I told you from the very start that we would do things as you wanted, and that you should have no fear. In all matters, I was willing to wait for you. Even though I had plans, or so I thought, those could always wait, and no matter what you chose, I wanted to support you. And I thought you trusted me, that we could tell everything to each other and that I would always be the one to understand you and the one to answer your fears and questions.

I wanted you to be proud of me. I wanted someone to tell me that my life is worth living, that I matter to someone and that I can make a difference. I admire you so much and I hoped for that look in your eyes. Your words were gold to me, each of them a thousand kisses and a thousand embraces. You were the one I had waited for, the one that never happens, the one you dream of and the one everyone hopes for.

I would have done anything for you. I meant it then and I still mean it. All the projects I had, all the dreams in my head, those were nothing compared to you, compared to yours. I wanted to impress you; I wanted my dreams to be meaningful, even if inside me I still don’t know what I’m doing. I would kill and I would die then, and I still would do anything for you. I wanted you to feel able to ask me for anything, knowing that I would always do my best for you.

I trusted you. I thought that these words you said, you meant all of them. I thought that even though you say you don’t believe in forever or never, you started to believe them a bit for me, for us, and that I could convince you that love is not just a dream. I thought that you would never lie to me. And I think you never did. I thought that your kisses and your caresses were sincere; I still think they were, and for that I admire you even more, for after you wouldn’t give me false love even though you could see I was suffering from that lack. For that and for all of what you are, I still trust you.

I tried to love you as well as you deserve. I wish I could start again and get everything right. I wish I had known then all I know now. I wish I had been a better person. I wish you were here to comfort me. I wish I didn’t feel so cold inside. I wish I saw that look in your eyes again. I wish you would want to see me. I wish I wasn’t so pathetic. I wish I had never made you cry, I wish I hadn’t made you suffer. I wish you were my angel again, and you would come to save me.

And it’s so hard trying to live without you. It’s so hard to smile without you. It’s so hard laughing, knowing that I’m lying to everyone and to myself. It’s so hard living day by day, knowing that I’ll never know that happiness again. It’s so hard realizing that my life is a failure, and that I have no one. It’s so hard realizing that I disappointed everyone, and disappointed myself. It’s so hard realizing how pathetic, uninteresting I am. It’s so hard seeing that even my family is disappointed in me. It’s so hard having projects and knowing they will fail, for I’m not strong enough anymore.

I tried not to love you anymore, I tried my best to forget you little by little, and I even tried to hate you. But it was no use, for I didn’t want to, for the feelings I have for you are far from buried inside me. As hard as I’ll try to forget you, I’ll still love you, for I have made a promise, and I, for one, believe in those words:

I will always love you.





Dibenn (na lost) sizhun

19 02 2010

Erru an dibenn-sizhun, dija. Buan e tremen an amzer, buanoc’h c’hoazh amañ marteze. Bemdez e vez traoù da zizoloiñ, traoù da glask kompren, strivoù da ober, muioc’h eget er gêr, a zo anezhañ un endro ken anavezet  ma n’eo ket dav soñjal ken. Tamm ha tamm e teu Galway da vezañ ‘er gêr’ ivez koulskoude, enni boazioù, mignoned ha kelenerien all, hengounoù krouet a-nevez.

Ha lod all a chom sanket don. Ar re fall emichañs. Dihuniñ da vintin eus ma zu eus ar gwele, daoust dezhañ bezañ din a-bezh bemañ, astenn ma brec’h war da du, daoust ma n’out ket aze. Sevel ha soñjal ennout, en em walc’hiñ ha dibab dilhad evit plijout dit, padal ne rez ket vann ken. Soñjal ennout a-hed an devezh, padal ne rankfen ket. En em c’houlenn ar pezh emaout oc’h ober hag ar pezh a soñjez, en em c’houlenn ivez ar pezh a lavarfez diwar-benn kement tra a ran ha kement tra a welan. Kaout spi ha gortoz pep mare ma welin ac’hanout, kaout spi bewech ma kren ma hezoug.

Huanadiñ.

Hiziv emañ goullo ar ranndi, unan a zo aet d’he zi, unan all war ar maezioù da arkeologour-añ, hag an trede da welet mignoned e Corcaigh (haha, Korkig e brezhoneg ❤ ). Goullo ha teñval. Goullo evel m’en em santan a-wechoù, teñval evel ar soñjoù ‘barzh ma fenn.

N’on ket immoret gwall vat fenoz.