Bez zo mareoù er vuhez ma soñjer a-daol-trumm “Kaoc’h, kozh on !” Resped d’ar re goshañ ouzh ma lenn, met souezhus e c’hell bezañ ^^ Ha c’hoazh, n’em eus ket da glemm, hañ, studier on c’hoazh, ha pell eus an 3-8 pe eurvezhioù-burev. E gwirionez, n’em eus kentel ebet da heuliañ ken (plijadurioù an doktorelezh !), hogen reiñ kentelioù a ran bremañ, ar pezh a zo disheñvel-mat !
Kentañ poent, ret eo o frientiñ, ar pezh a zo muioc’h a labour eget “dont gant paper hag ur c’hreion” evel ma c’hellen a-raok. Ar bloaz-mañ em eus 4 strollad disheñvel, da lavaret eo peder c’hentel da brientiñ… Ar pezh n’eo netra e gwirionez. Ha koulskoude, dre ma ‘m eus pep-tra da brientiñ dre ma ‘z eo ar wezh kentañ din kelenn e-giz-se e ra kalzig labour. Ur blijadur, dre-chañs. Hag ar plijusañ, e gwirionez, a zo bezañ dirak ar c’hlasad. Un tammig c’hoariva eo evel-just, ur one-man-show sizhuniek, gant ar spi bezañ dedennus a-walc’h. Ar pezh n’eo ket aes kennebeut !
Studiañ ha prientiñ, moullañ, reizhañ, hag all, hiroc’h eo eget ar pezh a soñjer (daoust ma vefe lavaret alies), ha daoust din reiñ un 10 eurvezh kentel bennak ar sizhun hepken en em gavan gant ur garg labour kalz ponneroc’h ! Ha se, evel-just, a zo ouzhpenn d’al labour on sañset ober evit ma zezenn. Met n’eo ket an dalc’h amañ ^^
Nann, an dalc’h a zo en em gav ur poent, aze, m’en em gaver hep re a amzer dieub, ma soñjer e rankfer bezañ oc’h ober un dra bennak bepred, kentoc’h eget straniñ. Pa erru an dibenn-sizhun e klasker mont war-raok gant traoù n’on eus ket bet amzer d’ober a-raok… Hag e-keit-se n’em eus ket amzer da dresañ, emañ levrioù am eus c’hoant da lenn o tastum poultrenn en ur c’horn, kement hag ar wii pe an x-boest, n’em eus ket tro da zont da skrivañ amañ kennebeut (!). Hag a-daol-trumm e teu: “Kaoc’h, labour am eus d’ober. N’em eus ket amzer evit an traoù-se !”
Ne c’hoarvez ket a-daol trumm, met en em rentañ a reer kont trumm a-walc’h pegen berr e c’hell an devezhioù bezañ, ha pegen plijus eo ar vakañsoù (daoust ma vefe labour d’ober e-kerzh ar vakañsoù ivez, arabat dikoñiñ). Gouzout a ran, evel-just, n’eo ket se “bezañ un den gour”, ha n’eus ket se hepken da c’hortoz al leve, peseurt doare buhez e vefe ? Ha n’eus ket ul leun-amzer ganin zoken, pell alese. Sur ‘walc’h emañ lod ac’hanoc’h o c’hoazhin goap (gant gwir abeg !), hogen aze eo ivez en em renter kont pegen aes ha plijus e c’hell hor bugaleaj bezañ, pa c’helled pouezañ war ‘off’ ur wezh erru er gêr.
Boñ, kement-se a lavaran, met ur wastell am eus da vont d’ober, hag ur boss bennak da lazhañ ‘barzh Skyrim, kenô !
Evezhiadennoù nevez