Motherfouzhing Star Wars !

30 11 2014

Gwelet ho peus an trailer evit ar Star Wars nevez ? Ar seizhvet hini ? Ma n’hoc’h eus ket, kit d’en ober diouzhtu ! Gant un nebeud eilennoù (88, ez ofisiel) e vo disoñjet al lodennoù I, II, ha III ganeoc’h, ha ne voc’h ket evit gortoz miz Kerzu ar bloaz a-zeu (ya, ur bloavezh a-bezh da c’hortoz !). Dreist eo pep-tra, an aergelc’h, an neuz (kozh hag implijet), an distro d’al lunelloù ha d’an traoù savet evit gwir kentoc’h eget dre uzhiataer hepken, sonerezh Williams evel-just (sonerezh nevez, ouzhpenn-se), ar Falc’hun Millenium, an X-Wingoù nevez… Pep. Tra. Hag ar sabrenn-lazer never ivez, na! (bez e oa diouzh seurt sabrennoù er bannoù-treset dija, heh, n’eo ket dav tufañ war JJ, alato). D’am soñj e vo mat. Ya, ret eo d’ar film bezañ mat… Me ho ped… Aaaaaah ! N’hellin ket gortoz !

D’am soñj n’hellan ket lavar pegen entanet on ken mat ha gant ur gif (tumblr, setu-me !), ha n’em eus ket kavet ken sklaer ha gwir hag hemañ-dindan :

When-the-new-Star-Wars-Teaser-came-outOh ya, oh ya, Star Wars ! Lod ac’hanoc’h o do soñj eus se marteze e plij SW din forzh penaos ha forzh pegement :

BaS

Bloavezhioù war-lec’h ha ma lakaat a ra da c’hoarzhin c’hoazh (ya, n’eus ket ezhomm a galz tra).

Laouen on o welet e tistro ar skiant-faltazi hag ar space-opera diouzh ar c’hiz mui pe vui. Goude Edge of Tomorrow, Oblivion, pe c’hoazh Gravity emañ deuet Guardians of the Galaxy (a zo ur space-opera ma ‘z eus unan), a zo ennañ ur RAKOUN A GOMZ, memestra ! Rocket Racoooooooon !

raccoon

Ha gros eo war ar marc’had 😉

Interstellar da c’houde, war an tu skiantel kalz muioc’h daout ma chomfe un istor dizoloiñ ha ergerzhiñ e gwirionez. Sot on bet gant an dibaboù graet gant Nolan a-fed neuz, ar pouezelloù-gouloù mod-kozh, ar skrammoù ulliv, ar robotoù karrez penn da benn, hag all. 2001-ek penn-da-benn, ur bamm. Hag an egor, evel-just.

interstellar

Deoc’h da gaout soñj memestra, ne oa ket vil-put GotG kennebeut, daoust ma oa war an tu faltaziek kentoc’h eget an tu skiantel, evel ma tere d’ur Space-O (oh ya, babeh~, kalz re diouzh ar c’hiz on me ivez) :

Evit filmoù a-seurt-se e talvez ar boan c’hoazh mont d’ar sinema, d’o gwelet war ur skramm bras. Fentigelloù ur film farsus a vo ken farsus all war skramm vihan ur skinwel pe un urzhiataer, met pe Avatar, pe C’hravity, pe Interstellar e vefe, ne c’hell bezañ ken saourus d’ho taoulagad nemet pa vezont peurveuzet er skeudenn (ha c’hoazh, n’on ket bet o welet Interstellar en un Imax…). Un abadenn eo, hag arabat disoñjal pegen dreist e c’hell ar sonerezh bezañ ivez e seurt filmoù (ah, Zimmer…).

Ya, bugel on chomet sur ‘walc’h, bammet gant bedoù arall, dudiet gant euzhviled hag harozed, oc’h hunvreal eus an egor c’hoazh, hag eus marvailhoù da zizoloiñ. Ha ne ran van, keit ha ma vo krouet traoù brav ha dizoloet ivez pegen brav e c’hell ar wirionez bezañ e vin laouen o vezañ bammet ha bugel ur wezh c’hoazh.

Ar paour-kaezh kaouenn a zo dall, ha kement a stered en he daoulagad koulskoude…

Hag evit echuiñ, koulz war ar skiant-faltazi ha war marvailhoù ar gweledvaoù-egor, setu Wanderers, un tamm berrfilm brav-eston a ra tro an Etrerouedad er mare-mañ. Mouezh Carl Sagan a glevoc’h enni (diwar Pale Blue Dot, a zo ret deoc’h sellet outañ ma ‘z oc’h dedennet gant an egor pe ar skiant dre vras un disterañ), ken plijus bepred, hogen ar skeudenoù eo a zo ar bammusañ. Da welet en HD ha leun ho skramm, evel-just.





Istorioù buhez

5 06 2010

Marteze —marteze— ez eus bet kavet roudoù buhez war d/Titan, ar brasañ eus 62 loar Sadorn. N’eo ket forzh peseurt loar e gwirionez, brasoc’h eget Merc’her, un aergelc’h dezhi, skorn forzh pegement… Dedennet eo ar skiantourien ganti abaoe pellig, met aet int war-raok un tammig c’hoazh. Ma lennit ar pennad liammet a-us e welot buan n’eo ket sur tamm ebet, hag e fell d’ar skiantourien studiañ an displegadennoù all da gentañ, met er poulloù metan pe etan a zo warni ez eus buhez marteze. Ha m’eo gwir emañ ur bern traoù o vont da cheñch.

Titan, 5 150km e dreuzkiz, e kichen Sadorn, 120 536km (hini an Douar : 12 756km)

Kentañ tra… Beñ… Buhez war ur blanedenn all… M’eo ret din displegañ perak eo pouezus, n’ouzon ket re ‘pezh ‘maoc’h oc’h ober ouzh ma lenn ^^ Rak ma ‘z eus buhez e daou lec’h en hor c’hoskoriad deomp hepken, n’eus tu ebet e vefemp an hini nemetañ a-seurt-se e -touez ar miliardoù a goskoriadoù a zo er stergoumoulenn, hag en hollved. Met evit poent ne raemp nemet klask planedennoù  a denne d’an douar, a fed tolz (pe mas) ha pelladur eus an heol. Sadorn, ha Titan neuze, a zo kalz pelloc’h eus an Heol eget n’emañ an Douar. Tu a vefe da lieskementiñ al lec’hioù da glask buhez eno en dazont.

Eil tra a-bouez, ma teu ar pezh a zo bet rakwelet da wir e vo bet kavet buhez en diavez eus an dour. Un dourenn eo ar metan war Ditan (re yen eo evit an dour, skornet eo, met dourek eo ar metane eno), da lavaret eo ivez e vo klasket muioc’h a-draoù war-bouez dour. An neb en eus prederiet pemp munutenn diwar-benn klask buhez e lec’h all en deus soñjet e oa sot un tammig soñjal e rankfe pep buhez bezañ krouet evel war an Douar. Ya, hag ar skiantourien ivez, met aesoc’h eo klask traoù a anavezomp hag a c’hellomp diellfenniñ. Ma kavomp buhez war Ditan e vo ul lodenn all eus an doareoù-se a zo gant ar vuhez da ziorren a vo anavezet ganeomp ! Hag evit ur skrivagner skiant-faltazi n’eus netra gwelloc’h. Pegen borrodus chom gant an hevelep doare gouennoù hepken ! Boñ, gant an istor emaon o skrivañ e oa ret d’ar gouennoù pennañ en em dennañ un tammig, a-fed biologiezh d’an nebeutañ, evit ma yafe an istor en dro, met ur wech ma vo bet torret un tammig ar soñj dour=buhez hag he resiprokenn e penn al lenner λ e vo aesoc’h e lakaat da grediñ er pezh a zo skrivet, pe da grediñ e c’hellfe c’hoarvezout, d’an nebeutañ. Sellit eus darn vrasañ ar filmoù skiant-faltazi arallvediz enno, an darn vuiañ anezho a zo ‘denek’ en o stumm, peogwir eo aesoc’h ijinañ emaomp e penn ar chadenn, a stumm graet da ren war bedoù. Ma fell deoc’h kaout  un alien feuls ha drouk ? Roit stumm ul loen dezhañ kentoc’h.

Boñ, n’eo ket ur ouenn speredek a vefe kavet, hañ, mikroboù, bakteriennoù, hepken, met e-giz-se hon eus kroget ni ivez. Marteze eo kelchieg ar vuhez dre amañ, Meurzh da gentañ (daoust ma ne vefemp ket sur e vefe bet buhez, ha daoust deomp en em c’houlenn ma chomfe an disterañ roud e skorn ar poloù), an Douar da c’houde, Titan bremañ. Hag al lodenn wellañ en afer-mañ ? Unan eus loaroù all Sadorn, Enseladus (pe Enselad, n’ouzon ket peseurt anv a zo bet roet e brezhoneg), a zo dour dindan he gorre, ha memestra evit Europa, unan eus loaroù Yaou. Aze neuze ez eus doareoù tostoc’h eus ar pezh a anavezomp dija. Ar gudenn ganto o vezañ eo ret mont da glask dindann gorre ar blanedenn, toullañ betek an dour. Un nebeud bloavezhioù ha kalz arc’hant a vo ezhomm c’hoazh emichañs, arc’hant a c’hellfe bezañ dispignet da skoazellañ tud amañ… Met piv ne fell ket dezhañ kaout ur respont sur d’unan eus goulennoù bras hon hollved : ar vuhez !  Â !

Ha da c’hortoz, setu amañ ur skeudenn krouet ganin gant photoshop, diwar hogos netra ^^. Plijadur a c’heller kaout pa ‘zo amzer da goll, ha kalz traoù a zesker. Luziet eo ar poellad-se ur spont, dre ma c’heller ober pep-tra e kant doare. Kant bro, kant gizh, kant efed kant benveg, met laouen on gant an disoc’h ^^ :

Hag evel boaz e c’heller cheñch  al livioù aes-tre :p Planedennoù mouk, melen fluo, roz, limestra, ‘pezh a fell deoc’h ^^ Met brav e oa e glas, ar boaz gwelet hon hini marteze 😉 Hag un dra c’hoazh : ul livadenn eus koskoriad an Heol, brav-tre (haha, ha laouenn on -me gant ma flanedenn… >_<), bras-tre ivez. Dilennus eo an testennoù peogwir e vefe RE vras ar skeudenn, met gellout a rit he c’havout en he ment gwirion amañ, ul liamm a zo er pennadig-kinnig war DA an arzour(ez ?), Licoti.





Tresañ II (an distro)

16 04 2010

Neuze, lavaret am boa e tisplegfen un tammig sklaeroc’h petra ‘oa ar gwiskadoù, e ken degouezh ma n’anavezfer ket seurt poelladoù. Lakaomp e tresit ul linenn war Paint (pe war ar poellad diazez war Mac, pe forzh pe boellad-tresañ ‘diazez’), mar cheñchit liv hag e tremenit gant al liv nevez e lec’h m’emañ al linenn ho poa graet e tremeneo al liv nevez war-c’horre hag e vo ‘diverket’ al linenn orin. Se a zo aes a-walc’h da gompren, mont a ra en-dro evel peñtur, ur gwiskad o kuzhat egile da vat.

Gant poelladennoù arbennikoc’h evel ‘toshop e c’heller disrannañ ar gwiskadoù, kuit dezho diverkañ an eil egile. Setu ur skouer aes-tre, treset am eus teir linenn, pep hini war ur gwiskad disheñvel (layer e saozneg, calque e galleg):

Evel ma welit gant ar panell war ar c’hostez emañ ar gwiskad uhelañ er panell a-us d’an holl re all er skeudenn ivez, hogen aze an dedenn, tu a zo da cheñch urzh evel a fell deoc’h:

Hop, ar ruz e laez ar panell, ha war al livioù all bremañ, hep o diverkañ dre m’emaint holl dispartiet. Diniver an traoù a c’heller ober gant se, ha dedennus-tre ivez ar fed ne c’hellfed labourat nemet war ur gwiskad war an dro (peurliesañ), da lavaret eo n’o peus ket da soursial eus al livioù all p’emaoc’h o cheñch un dra bennak en ur gwiskad resis. N’eo ket ret disrannañ ar gwiskadoù dre liv, gellout a rit lakaat forzh petra en ur gwiskad. Gwelit se evel kement a dresadennoù, meur a b/Paint an eil war egile ^^ Ma, spi ‘m eus eo sklaeroc’h gant skouerioù 🙂

Hop hop, o kenderc’hel gant skeudenn dec’h neuze !
Ur wech echuet an trolinenniñ ganin, war ur gwiskad nevez evel am boa lavaret, e krogan da lakaat al livioù. Un doare aes a walc’h a zo ganin evit o merañ; ur gwiskad, ul liv. ^^ Aze em eus dibabet mont gant livioù retro un tammig, orañjez ha glas evit he unwisk. Lezet am eus an tokarn e gwenn, met gellout a ra cheñch ^^ Evit poent n’eus emet gwiskadoù unvan, braswiskadoù ma fell deoc’h.

Setu ar skeudenn neuze,

ha setu da betra e tenn ma fanell gwiskadoù bremañ:

Dre m’emañ an drolinenn e krec’h ar panell on sur ne vo ket kuzhet hag e c’hellan lakaat al livioù a daolioù ledan gant ar barr-livañ ^^ Plijout a ra din dispartiañ dre liv, met war raktresoù brasoc’h e c’heller ober dre bezh-dilhad da skouer pe dre dudenn… Gellout a reer strobañ gwiskadoù e strolladoù ivez, evit adkavout an hini a fell deoc’h buan. Un dra all a zo plijus gant ar gwiskadoù, ha gant ar rannañ dre liv, a zo e c’hellit cheñch ul liv a-bezh buan tre. Lakaomp ne blijfe ket ar glas-se din ken, kentoc’h eget diverkañ hag adlivañ gant ul liv all e c’hellañ cheñch ar gwiskad buan-tre 🙂

Warc’hoazh e vo lakaet un tammig volum, un tamm bos dezhi 🙂





Tresañ !

15 04 2010

Hophophop, distro ag ar preti ^^ Hag eno e oa Ermeline, a oa ganin er Skol-Veur, hag e Strasbourg/Alamagn er mare-mañ sañset ^^ Pa gomzen eus gwelet tud n’hon oa ket gwelet abaoe pell ^^

Kinnig a ran ober un tamm arnod, evit klask traoù nevez; gwelet e vo un tammig penaos e labouran gant ar skeudennoù a livan dre urzhiataer, peogwir ne ran nemet prometiñ deoc’h e rin ^^ Ur skeudenn am eus damechuet dija, met ken merglet on em eus graet ur bern fazioù droch, hag on aet fae ganti, ah ! Lod all a zo dre eurvat.

Hiziv neuze e vo an an tres diazez, da vezañ kendalc’het warc’hoazh, hehe ^^

Un tamm skiant-faltazi da gregiñ, lomanez un aerlestr bennak. Un nebeud kudennoù a zo ganti marteze, met laouen a-walc’h on a fed anatomiezh, laouen a-walc’h evit derc’hel da vont ganti, bepred.

Graet am eus an dresadenn war baper, gant ur c’hreion koad, hag adlabouret un tammig betek bezañ laouen ganti tamm pe damm. Da c’houde em eus adtremenet an trolinennoù e du gant ur stylo (ar moanañ ar gwellañ), ha kaset d’ar skaner. Peurliesañ e tiverkan ar c’hreion-koad evit buanaat an adlabour war an urzhiataer, met plijout a rae ar skeudoù orin din, neuze em eus lezet pep-tra ha skanet kerkent.

Implij a ran Photoshop CS4 evit al livañ (a-drugarez d’ar Skol-Veur ^^)… Hag eno em eus cheñchet al ‘liveoù’ evit tennañ ar gris ha derc’hel an du hag ar gwenn hepken. Ma vezer sirius ec’h adtremener an holl linennoù gant an ostilh ‘pluenn’, evit kaout un tres brav. Mar greer e-giz se n’eo ket dav tremen an drolinenn gant ar stylo a-raok peogwir emaoc’h o trolinennañ war an urzhiataer diouztu ^^ Me avat a zo lezirek, setu em eus truchet un tammig (kalz), betek kaout un drolinenn zereat, kinniget a-us. Ar pezh a zo dedennus gant poelladoù evel Photoshop (pe Paintshop Pro pe Photofiltre pe the GIMP pe Lodallc’hoazh [unan mat-tre hemañ ^^]) a zo e c’heller labourat war gwiskadoù disheñvel, da lavaret eo n’emañ ket an holl dresoù war an hevelep live, lod a zo a-dreñv pe zirak, ha n’eo ke dav diverkañ ul linenn pa fell deoc’h tremen a-us dezhi, ar pezh a zo dispar evit merañ al livioù –hag ober fazioù.

Emañ an drolinenn zu en ur gwiskad treuzwelus neuze, a-us d’an holl re all, evit gellout lakaat al livioù evel ‘m eus c’hoant hep soursial eus diverkañ an drolinenn zu. Ya ? N’ouzon ket m’eo gwall sklaer evit unan n’en defe biskoazh implijet seurt poelladoù. Un displegadenn gant skeudennoù a rin warc’hoazh, a-gevred gant heuliad an dresadenn-mañ ^^

Lavarit din peseurt liv lakaat d’he unwisk, ha roit un anv dezhi, da c’hortoz ^^