Ha distro !

3 11 2010

Ya, ya, dale a zo ganin, met re vuan e tremen an amzer ! Ur spont. Ar vakañsoù, sur a-walc’h, hag an distro a C’halway (a zo bet folklo un tammig, memestra, daoust ma ‘z on erruet e koulz ha pep-tra ^^). Hiraezh, emichañs. Pe re a draoù da ober ! Un dibenn-sizhun a oa gant Kejadenn e Malastred, ha me e Karaez  buan-ha-buan da sadorn (siwazh, n’on ket chomet gwall bell ha n’em eus gwelet hini ebet ac’hanoc’h !) Tud a oa, memestra, levrioù dedennus… Nebeutoc’h. Soñjet am eus prenañ Buhey Prevez Lola P., da c’hoazhin un tammig (pe leñvañ, marteze), met boñ, reiñ arc’hant da EB a zo ur ranngalon, neuze n’am eus ket ^^ Ma c’hell hini pe hini e brestiñ din… Hehehe ^^

E saloñs Pluguen e vin disul a-zeu, evit ar re a fellfe dezho ma gwelet 😉 Un diviz a vo diwar-benn al levrioù evit ar re yaouank (ehehe). D’am soñj e c’hell bezañ dedennus, ha divizoù all a c’heller kaout en davarn da c’houde, hañ 😀

Plijus-tre eo bet an dibenn-sizhun e Malastred, ha kaozeadennoù eus an dedennusañ am eus bet eno, diwar benn dazont ar brezhoneg, ar skriturioù, ar rannyezhoù hag o fouez-mouezh. Ma, hanter-vezv e oamp, hañ, sur a-walc’h, met dedennus-tre e oa koulskoude (pe a-drugarez da se ^^), ha daoust ma ne oamp ket a-du da vat e oa plijus gwelet e c’hellemp komz ha breutaat, digor a-walc’h hor speredoù da gompren sav-poent ar re all. Spi a zo evit an dazont, d’am soñj, ha spi evit an amzer-vremañ ivez, am eus desket. Ma, n’eo ket gwall sklaer tout-se hep ar gaozeadenn, ha n’em eus na c’hoant nag amzer da zisplegañ pep-tra amañ :p En un davarn gant ur banne hag un nozvezh dieub, marteze 😉 (ya, ya, tavarnioù e pep-lec’h, emaon o tistreiñ eus Iwerzhon, pe’a!)

Ah, Galway, pebezh kêr dispar ! Ha pegen iskis en em gavout du-hont en-dro, evit un digarez a-seurt-se dreist holl. Souezhet e vez an holl du-hont pa vez lavaret dezho e resevomp hon diplomoù dre lizher, pe mont d’o c’hec’hat er sekretourva… N’eo ket gwall c’hlamour ! Amañ e vez ar bal de prom’ e fin ar bloaz ha tout, hag al lid evit reiñ an diplomoù, neuze ^^ Doare ar skolioù-meur Amerikan, a lavaroc’h moarvat, gant ar ‘sae’ hag an togoù karrez (evit ar merc’hed hepken, da aroueziañ ez eus un dra bennak a-us dezho, war a seblant, ha n’hellint biken mont ken uhel hag ar baotred, siñpa, neketa ? Ma, an arouez eo bet en orin marteze, hañ, n’eo ket ar spered a zo bremañ ken ^^). Hogen n’eus netra Amerikan gant al lid, saoz eo penn da benn, hag hogos digemm abaoe krouidigezh skolioù meur Iwerzhon gant ar rouantelezh saoz (1592 evit Trinity College e Dulenn, 1845 evit hini Galway, a oa evit ar gatoliked pa oa Trinity evit ar brotestanted hepken; Oxford a zo eus an 11vet, Harvard eus 1636, evit kaout ur soñj ^^). Savet e oa bet ar re Amerikan war ar patrom saoz, forzh penaos.

 

War ar skoed zoken emañ arouez ar impalaeriezh saoz, al leon; an delenn o vezañ evit Iwerzhon, an erer du hag ar vrec’h wenn evit proviñs Connacht, ar vag evit Galway hag al levr evit aroueziañ eo ur Skol-Veur. Evit lec’hiañ ar skol-veur eo, e gwirionez, eus an uhelañ galloud d’an hini lec’hel, gant doue a-us dezho holl dre al lavarenn latin. Pa oa bet savet ar Skol-Veur e oa ur c’h/Queen’s College (evel m’eo hini Belfast c’hoazh), ha n’eo ket bet cheñchet ar skoed dibaoe.

 

Anyway, chomet eo tost a-walc’h al lid, evel ma lavaren, eus an hini a veze er penn-kentañ, gwisket e vez an holl studierien gant ur sae hag un doare skerb, hag ar gelennerien ivez, gant saeoù bravoc’h, lakaomp, kinklet evel ma c’helle an dilhad sul bezañ e Breizh-Izel (Glazik pe Vigoudenn, lakaomp, ar binvidien :p Doare bigoudenn e oa hini ar prezidant, m’am eus soñ mat, gant broderezh melen ^^). Ha dilhad sul  a oa da gaout dindan ar sae ivez, evel-just, sellit eus ar baja-mañ o paboriñ, tsss ! N’eus ket peadra da vezañ fier koulskoude, darbet e oa bet din na gavout un dilhad a yafe mat din, pe ar bragoù pe ar chupenn a vanke e pep stal, ha n’ae ket al livioù asambles ha patati ha patata, betek ma kavfen hemañ, memestra ! Forz penaos e oa da vezañ kuzhet gant ar sae/kapenn, met ne oan ket sur c’hoazh e c’hellfen kaout unan, dre ma oa ret o c’hourc’hemenn, sañset ! Hag e gwirionez n’em eus bet ma hini (ar sae, neuze) nemet un nebeud munutennoù a-raok ma krogfe al lid. Pfioù ! Ma, n’eo ket ret kaout unan, met pa vez an holl o wiskañ unan e ra kloch un tammig bezañ hepti, hañ ^^ Met unan am eus bet, neuze, hag a-boan kavet ma flas ganin e vez goulennet diganeomp sevel tra ma tremen pennoù ar c’hevrennoù etre an daoù vloc’had kadorioù, da vont da azezañ e-kichen al leurenn ma pign ar prezidant hag un nebeud kelennerien a-enor warni. Paour-kaezh kelennerien all, a ran chom azezet e trañ al leurenn a-hed an abadenn, ha mont kuit er fin, gant sonerezh, setu holl, hag a-hed ar sizhun !

Ha kregiñ a ra al lid… e latin ! Eh ya, n’eo ket cheñchet an traoù pa lavan deoc’h. Evel ul lid sakr eo, ur ritual mar fell deoc’h, ha kinniget e vez ar studierien d’ar prezidant, a respont d’ar c’hinnig, e latin bepred. Div yezh, dreist-holl, a zo bet implijet e-kerzh an abadenn e gwirionez, latin ha gouezeleg :p Ret eo lavar ivez e oa an holl re er sal d’an eur se d’an devezh-se o resevout diplom pe ziplom liammet gant ar gouezeleg (a-hed ar sizhunvezh ez eus bet lidoù, peder pe pemp gwezh bembez), anat a-walc’h e oa an dibab yezhoù neuze, hehehe. Dre eurvat e oa troet an traoù e latin e levrig a oa bet roet deomp, ennañ anvioù an holl re o resevout tra pe dra er bloavezh-se (e-barzh emaon, youh!). Moan-moan eo ma latinum, edo ma fri en droidigezh neuze (e gouezeleg  oa troet, ivez :p). Hag echu gant an digoradur e krog al lodenn farsus, ma vez galvet pep hini unan hag unan da bignat war al leurenn, tra ma vez an holl o stlakañ o daouarn, da vont da gerc’hat e ziplom ha stardañ dorn ar prezidant (James Browne, ooh yeah baby, ‘felt good :p). Stardañ gant an dorn dehou, kemer un tu eus an diplom gant an dorn kleiz, treiñ war-du al luc’hskeudenner ha mousc’hoarzhin, tamm pe damm, hag hop! D’an traoñ ha galvet unan all ! Un tammig plijusoc’h eget ul lizher er voest, memestra. En drederenn gentañ e oan, ha kalz tud a chome war ma lec’h neuze ^^ Poanius e vez an daouarn er fin, dre forzh o stlakañ evit kement hini ! Met farsus gwelet eo chomet an hini a c’halve an anvioù da soñjal un eilenn pe ziv kent distagañ ma anv, souezhet ma oa moarvat o welet un anv-familh  (en Iwerzhon) da anv bihan ! Ha Dipode ne sikour ket kennebeut xD Ma, aet on, n’on ket kouezhet, na netra, sur on em eus ur penn euzhus war al luc’hskeudenn, met boñ, ‘vel e gwirionez kwa 😀 (skaniñ a rin anezhi deoc’h pa vint erru er gêr), ha diskennet didrabas. Heh, plijus eo pa vez an holl o stlakañ o daouarn evidoc’h, memestra, reiñ ar ra ur pouez ouzhpenn d’an diplom 🙂 Fifteen seconds of fame, evel ma farse ar prezidant en e brezegenn.

Ha setu ma diplom ganin neuze… E latin penn da benn! Ma zestantur en Artibus am eus a-berzh an Universitas Hiberniae Nationalis, neuze, en October MMX. Klask a rin e skaniñ, pe ec’h adskrivañ, evit ar fun ^^ War baber doare parch emañ, gant ur gwir siell e koar ha pep-tra ! P’am bo ur burev e Harvard e vo ouzh ma moger… 😀 Luc’hskeudennoù on bet d’ober war lec’h, dirak un doare panel a denne da Versailles pe un dra a-seurt-se, ohohoh, gwelloc’h e vint eget an nebeut re am eus eus ma fellgomz 😉 Ha ret e oa derc’hel an diplom rollet, c’hwezañ e jave (bez loc’h ennout! eme al luc’hskeudenner ^^), gouzout a rit, evel en holl skeudennoù a vez gwelet er filmoù !Farsus e oa al luc’hskeudennerien, sell ‘ta, ha laouen tre o welet ur breizhad o teskiñ iwerzhoneg ! Evit ur wech ma ne vez ket goulennet “da betra servij ?”, hañ ^^ Plijus-tre, daoust d’ar priz 😉 Ma, gwelet vo pa erruint ma talveze ar boan, met dreist e oa an devezh forzh penaos, un dra ne c’hoarvezh ket alies en hor studioù ! Me zo sur e vefe stagoc’h an dud d’o diplomoù ha d’o skol-veur gant un dra ken sot hag ul lid a-seurt-se.





Dazont

9 10 2010

Kizellet a daolioù taer e greunvaen kozh da goustiañs
Delwennoù o zresoù kaer e roc’h didro da fiziañs
Ar re ac’h eus savet din, daoust ma vefe follentezh
Krediñ ken kreñv e c’hellin sammañ pouez da hêrelezh

Na den all ebet moarvat, ken meurdezus ez out bet,
Ne vez ket gwall aes avat kaout soñj eus an tremenet
Pa vezer o stouañ penn, saotret c’hoazh er poulloù du
Pa vez war lufr ar feur gwenn hini fank glas gwenn ha ruz





Brezelvorzhol 40,000 ^^

31 05 2010

C’hoarioù-video ? Check. Skiant-faltazi ? Check. Moliac’h ? Check. Tremen eurvezhioù oc’h ijinañ penaos gwellaat e urzhiataer ? Check. Warhammer ? Check. Ur sapre geek/nerd on, memestra 😀

Un tamm plijadur mezhus un tammig, livañ boulommigoù, met ur blijadur koulskoude. Evel just ne servij da netra (peseurt hobby a ra ?), ha ker ruz e koust, ya (re ger evit ‘pezh eo, sur a-walc’h)… Met boñ, ne ran ket tunning war ur c’harr na labour dorn em c’harrdi, perak ne rafen ket ^^ Oc’h en em zifenn emaon padal n’eus bet rebechet netra din, na taget na netra, met ur skeudenn fall a walc’h a zo gant seurt dudioù memestra, hini ar skiant-faltazi mui hini ar geek hag ar c’hrennard gorek (ha gorrek, sur a-walc’h :p). Koulskoude eo un tammig evel ar c’hoarioù-video, emañ ar geidenn-oad a-us da dregont vloaz (kalzig a-us, zoken), ha tud a bep seurt a vez o kemer perzh (lavaret e vez, a vouezh-izel, e vefe… merc’hed, zoken !).

Ar pezh a gavan dedennus, ouzhpenn d’an tu ‘arzel’ (hey, ya, memestra, kit da livañ boulommigoù 28mm gant aked !), rak ur sapre daouarn-yod on gant barroù-livañ, a zo ar bed savet tro-dro d’ar c’hoari. Rak n’eo ket ur c’hoari a zo bet savet diwar ur bed met ar c’hontrol, ur bed skiant-faltazi ijinet da dreuskas c’hoari emgannoù moliac’h Warhammer en egor. Hiziv an deiz eo brudetoc’h Warhammer 40,000 (W40k, 40k WH40k…) eget ar c’hoari fantasy, Warhammer (Warhammer Fantasy Battle, WHFB, WFB…). Boñ, n’emaon ket o vont da zisplegañ pep tra amañ d’ar re n’anavezfent ket, un dro a c’hellit ober war wikipedia, e brezhoneg mar-plij, da gaout un nebeud titouroù. Boulc’het e oa bet ar pennad gant ul lisead ha kroget am eus d’e glokaat  Kentoc’h eget skrivañ se div wech e c’hellit mont du-hont neuze. Met ur bed eus ar pinvidikañ eo, kredit ac’hanon, a live gant Star Wars/Trek. N’eus nemet Dune, d’am soñj, a zo ken pinvidik (ar pezh a zo souezhus, dre m’eo labour un den dreist holl oO). Savet eo bet gant degadoù a dud a hed muioc’h eget 20 vloaz bremañ. Levrioù, bannoù treset, ur film o vezañ graet, ha tout-se ouzhpenn da reolennoù diazez ar c’hoari. Evit lavar gwir n’am eus ket c’hoariet un droiad c’hoazh, ha koulskoude on arbennik a-walc’h war ar bed-se, ha kalz boulommigoù a zo o c’hortoz an droiad gentañ-se war ma zaol-labour 😉 Rak plijus eo livañ, memestra, evit an disoc’h tra-ken :

Ar skeudenn e krec’h ar pennad a zo eus ma re ivez, ha brasoc’h eo ar boulommig war ar skeudenn aze eget n’eo e gwirionez. Un nerzh a zo gant skeudenn kadourien dreist-denel en egor oc’h en em gannañ gant klezeioù hag houarnwiskoù divent. Ha n’eo nemet ul lodenn eus ar bed, evel-just, meur a ouenn all a zo (re verr an arc’hant evidon da zastum meur a hini ^^).Pa vo bravoc’h an amzer hag ar gouloù e rin ul poltred a-stroll eus ar re am eus livet betek-hen, ehehe ^^Ur sapre kementad skeudennoù a zo bet livet ha treset da sevel ar bed ivez  ivez, ha meur a levr arz hepken am eus amañ ivez, ouzhpenn d’un nebeud romantoù:

N’eo nemet ul lodenn vihan-tout eus ar pezh a zo bet embannet, evel-just, hag o klokaat ar rummad emaon tamm ha tamm. Lod a zo e galleg ha lod all e saozneg amañ, met e saozneg e vezont skrivet holl (an daou levr bras en traoñ a gleiz hag an hini bras du a-zehoù a zo levrioù artwork). N’am eus nemet ul levrenn eus ar bannoù-treset bet nevez embannet, ret ‘vo din kavout a re all, hehe.  E-pad ur mare e oa bet ganto ur gelaouenn ne embanne nemet arz, bannoù-treset ha danevelloù. Boñ, holl al levrioù se n’int ket lennegezh a live uhel-uhel bepred, hañ, ret mat eo anzav e vezo prenet un tammig forzh petra gant ar re a zo sot gant ur bed bennak, met dre vras ez int dudius, ha skrivagnerien ‘zo a zo mat-tre memestra, hag a c’hounnezh prizoù lennegezh (D. Abnett, G. McNeill, B. Counter…) e rann ar faltazi. Levrioù all am eus, diwar ar bed moliac’h kentoc’h, met nebeutoc’h evit poent, dre ma soñj din ez eus traoù all gwelloc’h hag e chom kalz klaseloc’h ar bed-se (daoust dezhañ bezañ pinvidik ha dedennus ivez ^^). E-giz-se e vez krouet ha ledanaet ur bed a-seurt se, dre skrivañ traoù a-bep seurt. Hag ar pezh a zo mat ganto a zo o deus 10,000 bloavezh istor da implij (da lavaret eo e vez kontet ganto darvoudoù eus ar bloavezhiù 30,000 d’ar re 40,000, tamm pe damm), ha milionoù a vedoù hag a lec’hioù, peadra da lezel ijin ar c’hoarierien da labourat, dezho da grouiñ traoù nevez ivez, bedoù, harozed, istorioù da bep tudenn.Ar c’hoari end-eeun a zo unan brezel, ur wargame, ‘keta (‘There is only War’ eo ger-stur ar c’hoari :p), hag un digarez eo seurt romantoù da ziorren tuoù all ar gevredigezh. Bremañ ouzhpenn-se ez eus ur c’hoari-roll da vat, evel D&D da skouer, e bed Warhammer, Dark Heresy (ya, laouen bepred an titloù ^^).

Lod a skriv istorioù o kontañ an troiadoù ho deus graet gant o mignoned, hag all, dudius-tre e c’hell bezañ ! Ha graet eo pep-tra gant ar grouerien evit ma chomfe kevrinus kalzig munudoù ivez, a c’hell pep hini ijinañ. Gant se on dedennet ivez, met anzav a ran eo gant ar skeudennoù hag ar skeudennaouiñ on bet sunet er bed-se, gant ar feulster teñval, ar c’hredennoù ken feulz all, an dispi hag ar Fall. Rall a wech e vez bedoù ken teñval e pep keñver, n’eus gouenn ebet e-touez an degadoù a zo bet ijinet (gellout a reer c’hoari un 7 bennak, disrannet e meur a du) a vefe ‘mat’, holl int feuls ha gouennelour peurliesañ, brezelour bepred, hag ar re washañ pe dost eo an dud en o zouez ^^ A-fed relijion, kevredigezh ha sevenadur ez eus soñjoù dedennus ivez, war don an ‘ha ma ?’, troet d’an teñvalañ posubl.

Ma vefe da dreiñ kement-se e brezhoneg e vefe ur veaj iskis a-walc’h e donder geriaoueg puilh ar spont, an anken hag ar boan e brezhoneg, ‘m eus aon, kement-se mesket gant ijinañ termenoù nevez evit an ijinadennoù en dazont (40,000 bloavezh, memestra ^^) hag ar gerioù bet cheñchet da lakaat liv ur bed all war an destenn (kunujennoù, da skouer :p). Dedennus e c’hellfe bezañ !





Voynich, schmoynich !

19 05 2010

··· ––– ··· ? Ha ma rafen un notenn e Kod Morse penn-da-benn ? (pe e Kod Biken 😀) D’am soñj e vefe hiroc’h da skrivañ eget an essay-où am eus da echuiñ (rhaaaaaaa, ne ya ket war raaaooooook…), ha ken aes da gompren >__<

– ..- | .- | –.. — | -.. .- | –. .-.. .- … -.- | — . — . … – .-. .- | –..– | | — .- .-. – . –.. . | . | …- — | ..-. .- .-. … ..- … | | ..–.. !*

pe c’hoazh

Tango Uniform Alfa Zulu Oscar Delta Alfa Golf Lima Alfa Sierra Kilo Mike Echo Mike Echo Sierra Tango Romeo Alfa (virgulenn) Mike Alfa Romeo Tango Echo Zulu Echo Echo Victor Oscar Foxtrot Alfa Romeo Sierra Uniform Sierra !

Ohoho, tu a zo da ober forzh petra ^^ Ken aes eo bremañ ouzhpenn-se, n’eo ket dav soñjal zoken, trawalc’h eo kavout un amdroer bennak a raio al labour evidoc’h ! E-barzh darn vrasañ ar filmoù ‘fin ar bed’ en em gav ar soudarded o kehentiñ dre Vorse, daoust ha ret eo dezho deskiñ c’hoazh ? Pe ur geek a gavont en eus bet desket ? Gortoz a ran ar mare ma vo savetaet ar bed gant ar steno, farsus e vo ^^

Piv n’en deus ket bet c’hoant ijinañ ur yezh guzh pe un doare kod kevrinus bennak, gant e(/he) v(/m)ignon(ez)ed (a bah pa fell din bezañ politikoreizh, koulz bezañ betek penn ^^) ? Pe klasket eskemm kemennadennoù kuzh e mod pe vod ? Bep an amzer e vez pennadoù e-barzh ar c’hazetennoù evit ar re yaouank (eus J’aime Lire da Science&Vie Junior en ur dremen dre Astrapi ^^) o tisplegañ penaos kuzhat traoù, war ur vazh, dre griptologiezh pe me-oar-me. Hag alies e vez komzet eus yezh digomprenus Dornskrid Voynich ivez:

Ur yezh eo, war a seblant, da lavaret eo n’eo ket un aridennad sinoù di-ster (na dister, kennebeut), hag heuliañ a ra patromoù boutin ar yezhoù a fed gerioù a vez adlavaret (araogennoù, gerioù mell, traoù a seurt-se). Reolennoù a vez kavet da urzh al lizherennoù, hag etre 20 ha 03 lizherenn a vefe. War a seblant eo bet prouet ivez eo eus ar 15vet kantved da vat, ha n’eo ket un ijinadenn nevez. Petra an diaoul eo se neuze ? Unan bennak a felle dezhañ c’hoari gant e vignoned hag en deus mesket an daouzek kod ha tri-ugent a anaveze, evit ar blijadur ? Den ne oar, ha n’eo ket bet dizoloet an diskoulm c’hoazh. Anat eo din kouslkoude eo brezhoneg ar skrid.

Evel Dornskrid Leyden, hor c’hoshañ skrid, neketa, e seblant bezañ diwar-benn plant ha louzoù (tresadennoù  a zo, hag un titl disheñvel da bep paejnnad war a seblant). Aet eo kuit an dornskrid pell diouzh e vro, hag en em gavet gant un dastumer bennak n’en deus ket gouezet e anavezout, ha kement a zispri a zo evit pe a zianvded gant hor yezh ma n’eo ket bet anavezet. Ne denn ket ar skritur d’unan Latin kouslkoude, met piv estreget ar vretoned a c’hoarife cheñch doare-skritur evit ar fun ? Ar gerneveuriz ! Lakaomp e oamp tost-tre diouto er 15vet kantved, un dra da welet gant hon herelezh eo sur a-walc’h. Heuliad dornskrid Leyden eo neuze, skrivet gant menec’h abati Brest (kaset gant ar Chaloni C’hunfal, hervez ma zitouroù).

Ur yezh digomprenus skrivet gant ur skritur nevez-ijinet ? Haha, pa lavaren deoc’h eo brezhoneg ! Leounog sur a-walc’h. Falc’hun hag Hemon n’o deus kroget netra ^^

Ma, . -.-. …. ..- | –. .- -. – | — .- | -.-.  …. — -. . .-. .. — ..- | –..– | | -.- . -. | .- .-. | .– . -.-. …. | .- .-.. .-.. | – ..- -.. — ..- | !

*amañ evit ar re a fell dezho c’hoari^^





Un taol-bangounell rambreüs

13 05 2010

Aet on da gousket abred dec’h evit kousket kalzig, ha skuizh marv on bremañ da 10e noz, petra eo an afer se ? Tss ! Mat, evel a soñje din n’eo ket bet re fall an arnodenn, ha pedet omp bet d’ar preti gant ar gelennerez ^^ (pedet, pedet, paeet hon eus, memestra,  kinniget eo bet ganti, lakaomp ^^) hag en em gavet on er pub gant un nebeud bretoned all da gomz diwar-benn ar cyber-fest-noz a vo e Korkig (ahaha, c’hoarzhin a rin bep tro) ha mont da ober un tamm kan-ha-diskan du-hont, ohoho. Ur mare ‘zo n’am eus ket kanet e gwirionez, met pijus e vo d’am soñj. Ma vez un dupleks a zu-hont e lakain ul liamm amañ ^^

O komz eus ar c’hernevek on bet e-pad an arnodenn, a zo kudennoù ar brezhoneg galloud pevar gantañ, tamm pe damm. Pevar skritur o keveziñ, evit 2000 a dud o komz. Ha. Ha. Ha. Hag emaint e soñj ober tra ped ra gant se ? Pa welan pegen pell e chom ar gudenn amañ, goude ma vefe bet trec’h un tu penn da benn koulskoude… Pff…

rambreal [rãm’bre:al] v. g. Lavaret dibaouez an hevelep kaozioù hep talvoudegezh, hep kalz a ster. Rambreet he doa, kaozioù digompez evel m’oa boas da gaout diwar derzhienn. Dont a rez kozh, hag e stagez da rambreal. Siwazh emaon o rambreal diwar-benn traoù tremenet.  ♦ HS. randoniñ, raneal, riotal

E-giz-se em boa kroget ur entañ-kont diwar-benn En ur rambreal, ul levr am eus kavet plijus-tre d’ar mare-se hag a rankfen adlenn, ha ‘m eus aon n’on ket mat da galz tra all fenoz. O pourmen e oan em zeuliadoù sridoù kozh, d’ur mare ma skriven kalzig e galleg, kalz barzhoniezh. Traoù krennarded, traoù evel-se:

Icône onirique, naguère amour

Je voulais de l’amour qui soit comme dans les livres
Celui qui dure toujours, dont le parfum enivre
J’ai donc cherché quelqu’un que je pourrais aimer
Je n’ai pas cherché loin, tu étais à côté

Puis j’ai rêvé de toi de ce que je dirais
Faisant le premier pas, ce que tu répondrais
J’ai fini par y croire, à cet amour factice
Je commençais à voir le temps comme un supplice

Je voulais te revoir, pouvoir te contempler
Quand tu broyais du noir, te regarder pleurer
Même sans te connaître j’ai été amoureux
Aimant de tout mon être la beauté de tes yeux

C’est l’erreur de ma vie d’avoir voulu pousser
Ce rêve d’amour transi dans la réalité
Les sept merveilles du monde n’étaient rien à côté
De cette envie profonde que j’ai réalisée

J’ai compris bien trop tard que tu étais trop bien
Pour vivre de cauchemars, pour partager les mien
Savoir qui tu étais avant d’imaginer
Qu’un jour on s’aimerait, j’aurais dû y penser

Je le regrette encore et quand je t’aperçois
Tout au fond de mon corps ce pincement est là
Ce que je veux toujours, tout ce qui m’intéresse
Ce n’est pas de l’amour juste un peu de tendresse

Ah, ar yaouankiz, roulomp ha roulomp atav, neketa ! Met e touez an traoù kozh e oa traoù dedennusoc’h:

Noz

“Ur gêr vrav eo, neketa ? Netra da welet gant Edinbourg, evel-just, met plijus mem’stra, ‘keta ?”
Ur sapre mell mousc’horzh a oa gant McNamara, hag eñ o lakaet e gamalad da weladenniñ Picadilly Circus.
“Un tammig re a dud marteze, Killian,” eme egile.
“Ya… Re a dud, ha setu perak eo diaes kavout ar re zrouk, neketa ?” a respontas Killian MacNamara, komiser er Royal Police.
“Te oar mat n’on ket ur mailh war se, zoken m’eo ret din anzav eo ur bamm New Scotland Yard.”
“Ur bamm, n’ouzon ket, met gwelloc’h ‘get a-raok, hey ! Ma wee burev ne ra ket diouer din, nann !”
Ur pezh den e oa ar c’homiser, blev du fonnus dezhañ, un dremm ront.
“Ur banne ‘yelo ganit Killian ?”
“Mmmh, g’out a rez, Erwan, daoust din bezañ skosad n’on ket sot gant ar boeson.”
Gwir e oa avat, lidet e oa bet e bevare deiz ha bloaz hag hanter kant gantañ ur miz a-raok met ne seblante ket bezañ koshoc’h eget Erwan, a oa eizh vloaz ha tregont. Yac’h pesk e oa, ha goude e zek kilometrad jogging da vintin eo e kemere ur banne whisky hepken, ha ket forzh peseurt hini.
“Ma, derc’hel a rin ma
Edradour evidon-me neuze,” eme Erwan.
“Well, te ‘oar, ‘m eus ket lâret ne even morse, hañ.”

Da ranndi Killian e yejont neuze, pep hini o kontañ an nevezenti da egile. Pemp devezh a oa e oa erru Erwan e Londrez, met n’o doa ket bet tro d’en em welet c’hoazh, hag int mignoned a zek vloaz koulskoude.
An devezh war-lerc’h e tistroe Erwan d’e vro, ha d’e vreg, met evit ar mare en doa amzer da lidañ mignoniezh, kement ken ma ne gouskas ket, re a draoù da lavaret ha da selaou etrezo. Troioù kaer ur poliser evel Killian a oa peadra da zerc’hel forzh piv digousk forzh penaos.

1.

Kollet. Kollet e oa Erwan. N’helle mui kompren, n’en doa ket c’hoant da gompren, na da gaout soñj kennebeut. Re ziaes ar c’houn. Mont a rae hep gouzout re vat da belec’h, hep gouzout re vat perak. Kollet. Ne gleve netra ouzhpenn d’e gammedoù war pavezioù ar gêr. Dassoniñ a rae pep kammed ouzh ar mogerioù kozh, mogerioù ledan o doa gwelet mil den eveltañ, o kantreal, o kildreiñ. Noz a oa, un nozvezh goañv, yen, sklas, ha teñval-sac’h en desped d’ar sklerijenn yen a zeue diouzh ar gouleier-straed kozh. Evel ar gouloù. Evel ar gouloù eo an eñvorennoù, setu ar pezh a soñje. Devet e vezer ganto pa dostaer re, devet ar chorf hag ar spered, ha koulskoude hon eus ezhomm anezho, ha koulskoude e vezer desachet ganto evel balafenned-noz. Evel ar gouloù ivez e ya an amzer, a gendalc’he e spered en e rambreadennoù, touelus pa seller ennañ, hogen hep sklerijenn an tremenet n’hellfed gwelet an amzer-vremañ. E soñjoù a oa kollet kement hag e gorf. Ha gwashoc’h-gwashañ e oa ar yenijenn. Seblantout a rae dezhañ bezañ ur c’hadour eus an amzer gozh, diroget e groc’hen gant taolioù , taolioù kontell, taolioù kleze. Dont a rae ar yenijenn d’e dagañ, da lemel digantañ an nebeud a nerzh a chome dezhañ c’hoazh en e gigennoù reuzeudik. Taget e veze, troc’het e zilhad, krabiset e groc’hen, skornet e c’hourlañchenn. Ha pa oa prest da gouezhañ, pa oa o vont da baouez da stourm ez ae kuit ar yenijenn, evel ul loen o c’hoari gant e breiz. Amzer dezhañ gounid un nebeudig e nerzh en dro ha setu ma tistroe ar sklasded d’e hargas. Kollet e oa. Latar a oa. Ne wele ennañ tra war-bouez stummoù iskis krouet gant ar gouleier melen, stummoù iskis a seblante bezañ oc’h ober goap outañ. Ken latarek all e oa eñ. Poaniañ a rae da bep paz, ur berc’h e oa an disterañ fiñv, hogen derc’hel a rae da vont. Arabat e oa dezhañ paouez. Ret e oa dezhañ kaout poan. Ret e oa dezhañ bezañ kastizet.
Perak ?, a soñjas, Perak ?
Ne ouie ket perak. Den ne ouie e gwirionez. Met aze e oa-eñ koulskoude, o vont dre ar gêr, an dourenn ruz o tiverrañ c’hoazh diwar veg e vizied moan.
Strebotiñ a reas, ha kouezhañ er meskaj lous graet diwar erc’h damdeuzet ha douar, loustoni sklas. E zremm war-du an neñv gantañ e krogas da leñvañ.
Soñj en doa.

***

“Ar galv diwezhañ evit an nijadenn 830-9873 da Londrez-Stansted eo; dor niverenn pemp.”
Dasoniñ a rae ar frazenn e sal vras an aerborzh he zoenn wer, hogen e oa ket aes he c’hlevet, mouget ma oa gant ar monedone, an dud o redek a bep tu, da vont d’o c’harr-nij, pe c’hwitet anezhañ ganto endeo hep gouzout dezho, ar vugale o vlejal, o zud o huchal warno hag an dud all tro-dro o sellet outo gant ur sell kounnaret hag aet skuizh, an dud o tebriñ, o evañ, o prenañ kaetennoù, o klemm peogwir e oa dale, peogwir e oa bet kollet o malizennoù, peogwir e oa fall ar c’hafe, peogwir ne oa ket paper er privezioù ha me-oar-me. Hogen me avat ne raen ket vann. O paouez erruout e oan, ha kerkent ha tapet ma malizenn ganin war an tapis-ruilh e c’hellfen mont d’ar gêr. Hir e oa honnezh da zont, met ne raen forzh. Amzer ‘zo pa vezer e vakañsoù c’hoazh. Mall a oa warnon da vezañ distro memestra, da welet Gwenola en-dro. Mall a oa warni ivez sur a walc’h, ha diwar ar bellgomzadenn hor boa bet pa oan o c’hortoz ma c’harr-nij e bro an togoù ront hag ar bakon fritet da vintin e soñje din e vefe plijadur pa zistrofe, evit an daou ac’hanomp. Gouzout a raen dre ar munud peseurt dilhad a oa warni—ha pere ne oant ket— ma veaj am boa tremenet oc’h ijinañ pep tra dre ar munud. Ret e oa prenañ bleunioù, sot e oa hi ganto, forzh peseurt re, forzh peseurt liv e vefent, gant ar bleunioù e veze plijet.
Ar plac’h nemeti ma oan bet ganti a denne un tammig d’ar skeudenn a vez roet eus ar merc’hed gant ar filmoù hag al levrioù e oa-hi, a soñjis en ur vousc’hoarzhin. Ket penn-da-benn koulskoude, dre eurvat. Kelennerez e oa deuet da vezañ, kelennerez war ar galleg en ul lise didrubuilh. Met ur wech distro d’ar gêr e oa pell diouzh ar vaouezig sioul a blije d’he skolidi. Tennet ganti he mantell e teue da vezañ Gwen’, plantet dirak hec’h urzhiataer, a oa arabat dont da zirenkañ keit ma n’he doa ket echu, pe ma veze desachet gant gwastilli hepken. Ne ouien ket re vat ma oa bet Internet ur mad evit ar c’houblajoù dre ar bed, met ne vezen ket direnket, ken sot ma’z on ivez gant an disterañ ardivink teknologel. Minc ‘hoarzhin a ris adarre pa soñjis e oan bet o ober shopping e kalonenn deknologel Londrez, azeuldi ar geek-ed hag an nerd-ed. Marteze ne vefe ket dav prenañ bleunioù, gant ar smartphone e vefe-hi laouen a-walc’h, marteze ne gouskfemp tamm fenoz. Setu ar valizenn. Ket, ne oa ket an hini vat, heñvel a-walc’h koulskoude. Divizhet ho defe ma lakaat da c’hortoz betek ar poent diwezhañ holl ? Ket, aze emañ, an hini vat, a-benn ar fin !
Ma malizenn ganin e yis kuit eus an aerborzh, goude ur mareig, amzer din da ziskouez ma c’hartenn-anv buan ha buan d’ar valtouterez vihan ha kuilh. O tistreiñ d’e vro e oa, neketa ? Ya. Mat ar veaj ? Ya. Kenavo aotroù. Kenavo.
Pebezh micher ! Laouenoc’h e oan gant al labour em boa kavet nevez a oa, goude ur mare en dilabour : treser a-vicher en un ti-bruderezh. Spontet e oa bet ma mamm, “Peus ket mezh kontañ gevier d’an dud evit gounit arc’hant ?”. N’em boa ket lakaet anezho da baeañ ma stummadur graferezh ker-ruz evit netra, koulskoude ! Ha da eizh vloaz warn ugent e oa poent bras kavout ur gwir labour, stabil. Plijout a rae da Wenola, ouzhpenn-se, c’hoant he devoa da c’houc’hemenn skritelloù diganin o vrudañ dre ar gêr a-bezh nag ur c’halloc’h a oa ac’hanon. N’em boa ket he lezet da ober c’hoazh, met sellet a raen mat eus ar panelloù a oa war wel, kent kaout ur souezhadenn bennak.
Un taksi bremañ, n’em boa ket ma aotre, nag hi kennebeut, da betra pa vezer o chom e kêr ? Setu unan dieub. Dale a oa bet gant ar c’harr-nij —daoust ha restaolet e c’hellfe bezañ ?— ha noz a vije anezhi a-barzh pell. Dre chañs ne oa ket gwall bell an aerborzh diouzh an ti, berr e vefe, ha ne goustfe ket re gêr din. Ne oa ket ar priz-noz c’hoazh, a respontas ar blenier din pa c’houlennis. Daou euro warn-ugent memestra. Ma, ne rae forzh, paet mat e vezen bremañ, ha Gwenola ivez a drugarez d’ar c’hentelioù-skoazell a roe da vugale ar binvideien.
Dirak ma zi e chomis ur pennadig, souezet ; un dra bennak ne oa ket evel boaz.

***

N’en doa ket soñj pelloc’h. Ur voger a oa en e eñvor, ur voger wenn n’helle tremen dreist. Ha gouzout a rae e oa ret dezhañ koulskoude, hogen re ziaes e oa, re boanius. Yen e oa dezhañ, e choug war an erc’h, ne oa ket evit santout beg e fri ken, na penn e vizied. Ret e oa kavout tommder, dont a-benn da sevel. Kavout tommer. Fiñval, treiñ, mont war-sav, bale, daoust d’ar boan, daoust dezhañ bezañ ken kollet ha biskoazh. Petra a oa dirak e di ? Perak e oa bet souezhet ? Petra ne oa ket evel boaz ? N‘hen doa ket soñj, met pouezus e oa, gouzout a rae e oa pouezus. Petra ober ? Penaos kavout respontoù ? Ret e oa dezhañ kaout soñj. Re bar e oa an holl vogerioù d’ar re all, ar straedoù a oa o c’hoari gantañ, o cheñch plas tra ma yae. Anavezout ar rae ar c’harter koulskoude. A-gleiz ? Ket, a-zehou. Kenderc’hel a rae an daeroù da redek, ha skornañ a raent war e zivjod. Kavout tommder. Mezv e oa ? N’hen doa ket soñj eus an disterañ banne. Petra oa gantañ ? Dramm ? Nann, ket abaoe ar skol-veur, kalz re bell a oa evit ma vefe se. Petra neuze ? Alzheimer ken yaouank ? Forzh petra… Ne zivere netra diwar e zaouarn ken. Hag aze eo e verzas, en em rentas kont. Ruz e oant, ruz gant ar gwad, ruz evel an diaoul. Ha re vat e ouie petra e oa. Gwad Gwenola.

2.

Tra ma’z ae dre ar straedoù didud ha dianav dezhañ e klevas sonereh. Ur sakso e-kreizh an noz ? Ne oa gouloù ebet er straed war-bouez slêrijenn yen al loar a-dreñvar c’houmoul teñval. Ket. Aze, a-dreuz ur gaelig a-rez d’ar riblenn e tarnije ur skleurenn. A-feur ma tostaen e kleve sklaeroc’h an notennoù, al lusk, ar rikimanoù, ar sonerezh. Donezon a oa er c’hav-se, a-dra sur. Harpañ a reas e gein ouzh ar voger, e-kichen ar gael —ne weled netra dedennus drezhi— ha selaou. Baker Street. E toull an noz, skornet e izili ha revet e galon, taget gant ar yenijenn c’hoazh dindan lagad euzhus al loar peuzc’hann e voe trec’het gant ar sonerezh, he foan hag he c’hlemm. Hep gouzout dezhañ en em gavas war e zaoulin, daeloù o redek par ma c’hallent war e zivjod, didrouz.
O leñvañ e oa c’hoazh pa erruas an iskisañ den en doa biskoazh kejet. Ur pezh-mell tog uhel a oa gantañ pintet war e benn, e vourroù a oa diskennidi da re Zali a dra sur , ur roched ruz flamm a oa war e gein. Ha ne oa ket e neuz an iskisañ, evel a zizoloas da c’houde. Pe kerkent, evit lavaret gwir.
“Eta ma den mat,” emezañ,
‘Chomot ket amañ peurbad ?
Deuit kentoc’h ganin…
D’ar goudor ho kasin ! »
Hag eñ da gemer e vrec’h ha d’e lakaat da sevel.
“Setu, amañ, gwelloc’h,” a lavaras,
Gellout a rin dont ganeoc’h.
Anavezout a ran ul lec’h.
A vo d’ho kwaleur trec’h ! »

E heuliañ a reas hep gouzout re vat ma oa un huñvre pe ar gwirvoud. Poan en oa c’hoazh avat, ha yen-ki e oa dezhañ. Hogen piv a c’hell lavar n’heller ket hunvreal poan, yenijenn hag anken ? Galloud ar spered war ar c’horf, daoust da Nietzsche. Dirak ur c’hozh tavarn ec’h errujomp a-benn ur mare. Touet en defe bet e oa serr, panevet an nebeud a c’houloù a c’helled spurmantiñ a dreuz ar boultren a c’holoe ar prenestri. Tre ez ejont neuze.
« Demat deoc’h tudoù !, a huchas egile
Plas a chom evit ho kwelañ pratikoù ?
Ma banne am bo evel boaz
Hag eñ ivez, n’eus ket da choaz ! »
Daoust dezhañ bezañ eno evit ar wech kentañ ne zeblantas ket souezhet an nebeud tud a oa, hag azezañ a rejont. Pep a vanne Talisker a oa ouzh o gortoz.

Penn-kentañ ur romant-polis, un dra ouzhpenn war listennad an traoù a leunio ma amzer ?





Skrivagnerien

15 04 2010

Goulenn a rae Stefan an deiz all petra e oa bezañ ur Skrivagner, pe petra ho lakae da vezañ lakaet da skrivagner kentoc’h, difoc’het diouzh ur skriver. Piv a lavar n’eo ket resis geriaoueg ar brezhoneg ? Darbet eo bet din respont gant un evezhiadenn meur a-wech, kent diverkañ ar pezh am boa skrivet, a oa re luziet, evel ma oa ma soñjoù.  Gwir eo eo diaes termeniñ piv a zo skrivagner a piv ne ra nemet lakaat gerioù an eil re war-lerc’h ar re all.

Evidon me eo sklaer un dra: skrivagner e vezer pa vezer lennet. Gellout a reer duaat pajennadoù ha pajennadoù, ma n’eus nemedoc’h ouzh o lenn n’eus ket ur skrivagner ac’hanoc’h, un danvez-hini marteze, met ur skriver hepken evit mare. Ur skrivagner a vez lennet, hervezon; ne vez roet enoran titl-se nemet d’ar re a zo deuet a-benn da skrivañ mat a-walc’h da zedenn tud, da gas anezho eus ur penn eus an istor d’ar penn all. Ar vrizskrivagnerien ho lakao da baouez e kreiz, dre ziouer a zonezont marteze.

Dre se e lavaran amañ tamm pe damm eo an embanner a zivizh ma ‘z oc’h ur skrivagner pe get. Ma ne vezit ket embannet ne vo ket kalz tud da lenn ho skridoù, hag e bed ar brezhoneg nebeutoc’h c’hoazh. Koulskoude e c’hell skridoù paour-razh tremen, ha bezañ embann, dre ziouer marteze. War an tu all eo aes bremañ skignañ e destennoù war an Etrerouedad, kalz aesoc’h eget na oa an emembann (sic), postañ arc’hant en ho skridoù, hep gouzout re vat ma vezint gwerzet. War Internet d’an nebeutañ n’hoc’h ues ket da baeañ. Gant ar berzh a ra an e-levrioù (pe Levrel, pe ebook, pe lennerezh-tredan pe me-oar-me) e vo aesoc’h aesañ kinnig testennoù a vezo lennet evel forzh pe levr all. N’eo ket anat an difoc’h neuze, bremañ ma c’hell skrivagner ha skriver tizhout an dud. Met gouest e vo ar skrivagner d’o derc’hel, d’o lakaat da zont da glask skridoù all.

An tu arzel a c’hellfer arguzenniñ devezhioù-pad. Piv a c’hell barn an holl levrioù ? Traoù zo a blij da lod ne blijont ket da lod all (eh, berzh a zo gant Twilight, hañ…), diaes keñveriañ Dickens ha Rowling, ha koulskoude ez eus skrivagnerien eus an daou. Techet e vefent da ‘skrivagnelaat’ unan en defe ijin, da zifoc’hañ diouzh ur c’hazetenner a zle adkas ar fedoù. Ijin en istor pe ijin en doare d’e gontañ, ijin gant ar yezh. Ur skrivagner a c’hell c’hoari gant ar gerioù, a c’hell mont pelloc’h gant ar yezh eget ar pezh a c’hell ur c’hazetenner ober, peogwir n’eo ket ar mennozh a zo pouezus bepred, met an doare a-wechoù. C’hoari re gant ar yezh ne servij da netra kennebeut, gwir eo, met ne vo ket touellet al lennerein gwall bell: ma n’eus dedenn ebet gant ho skrid ne vo ket lennet, pik.

Skrivagner e vezit neuze pa vez mat a-walc’h o skridoù evit ho lennerien. Ur skrivagner mat a zo un afer all.

p.s.: emañ ar bed a-enepdon, mont a reomp d’ar preti fenoz da lidañ deiz-ha-bloaz an tadig, n’ouzon ket re da bet eur e vin distro neuze n’ouzon ket m’am bo amzer da lakaat traoù all hiziv  >__< Ma, gwell a se evit ma c’hof memestra ^^





Levrioù adarre (petra ‘ha ma re’ ?)

9 04 2010

Aha, dre forzh skrivañ evezhidennoù ha respont da lod  a-gleiz hag a-zehou n’ouzen ket mui m’am boa skrivet ma notenn bemdeziek ^^

Petra hiziv neuze ? Emaon o soñjal kalzig diwar-benn bed an embann hag al levrioù er mare-mañ (dre ar c’haozeadennoù amañ hag war A! Lenn…, da skouer), ha pennadoù all a vo a-benn nebeut hep mar war an afer-se… Met ket fenoz, karedig, poan-benn am eus. ^^ Hogen er metoù-se e chomin  memestra.

Un dra a gavan dedennus gant ar fed skrivañ a zo e vez skrivet evit unan all. An holl skridoù a vez evit unan all, pe romant pe varzhoneg pe zeizlevr e vefe. Den ne skriv e zeizlevr evitañ diouzhtu. Pa vo adlennet ganeoc’h diwezhatoc’h e vo un den all ac’hanoc’h, hag ho po aze ul luc’hskeudenn eus ho soñjoù d’ar mare-se, dalc’het difiñv ha digemm. Ma, evit unan all neuze. Hag aze emañ ar pep dedennusañ. Pa skrivan ur frazenn, pa zibaban ma gerioù ha ma ereadurezh e fell din lavar un dra bennak, hag eo sklaer-tre em spered ar pezh a fell din lavar. Met daoust ha komprenet e vo ? Ha pouezusoc’h c’hoazh marteze, daoust ha komprenet e vo evel a felle din ? Marteze e vo kemmet ar ster un tammig, ket kalz a dra, met ne vo ket an arliv a felle din gant an dudenn-mañ tudenn, marteze e vo disheñvel ar santad a vezo evit an tudennoù, marteze e vo disheñvel ar bed.

N’on ket eus ar skrivagnerien a daolenn pep tra betek an disterañ munud. Plijout a ra din ijinañ tudennoù, hag o zaolenniñ, met plijout a ra din lezel un tamm plas d’an ijin. Setu perak ne lakain ket amañ tresadennoù am eus graet eus lod anezho (evit ar fun, neketa ^^), gant ar spi am eus e lennot al levr (Stefan, ma ne rez ket ez eus ur gudenn e lec’h bennak ^^’). hag e vint krouet en ho penn. Marteze on techet da lavar re nebeud just a-walc’h, peogwir eo anat em fenn. Ur wech ar mare e paouezan gant ar skrivañ hag e klaskan bezañ ul lenner o tizoloiñ an destenn, hag e klaskan penaos e c’hellfe ar pezh am eus skrivet bezañ treuzkomprenet, ha c’hoarvezet eo din cheñch traoù evit bezañ sur ne vefe mar ebet gant ster ma frazennoù. Gellout a ran amprouiñ al lusk ivez, daoust din gouzout ar pezh a c’hoarvezo ^^

N’eus netra gwelloc’h eget reiñ ar skrid da lenn da lod all evel just, met eus an dud torr-revr na blij ket dezho diskouezh labourioù hanter-c’hraet on ivez. Koulskoude on gouest da glevet rebechoù (boh, ne blij ket din, met selaou a ran), ha plijus e kavan c’hoari gant ar gerioù da gavout doareoù gwelloc’h da lavar an traoù. Gant lusk an destenn ez on ankeniet muioc’h eget gant ar c’hompren, e gwirionez. Diaes eo sevel ur c’hempouez etre mareoù a vefe re sioul, mareadoù taolenniñ hepken, ha mareoù all a vefe re a draoù o c’hoarvezout enno er memes koulz. Ha skrivañ SF ne sikour ket. War un tu ne fell ket din displegañ pep tra, hag e kavan gwelloc’h en ober dre an tudennoù ma c’hellan, met penaos an diaoul on sañset lakaat tudennoù da gomz diwar benn istor an douar hag he sistem politikel pa n’eus netra da welet gant ar pezh a c’hoarvez evito ?

Alese an aezamant a zo gant heuliadoù, pe skrivañ e bedoù a zo anezho dija. Ma skrivfen ul levr e bed Star Wars ne vefe ket dav din displegañ petra eo un Jedi, ur Sith, ur sabrenn-lazer, rak anat int holl. Me diouzh ma zu a ran displegañ traoù d’al lenner, pe beuzet e vo buan. Plijout a ra din ivez ober pennadoù hir hep envel an tudennoù, klask lakaat al lenner da gompren diouzhtu piv int, pe, er c’hontrol, e lakaat d’en em c’houlenn e-pad meur a bennad piv an diaoul eo an dudenn-se hag a belec’h emañ o tont, e doare un thriller un tammig marteze. Kalz c’hoarioù a c’heller c’hoari gant al lenner, ha klask a rin souezhañ. N’eo ket gwall farsus pa vez divinet pep-tra en a-raok.

Hogen en ur skrivañ ez eus un nebeud soñjoù a fell din treuzkas ivez, un nebeud traoù damguzhet gant ar gerioù, evel ma vez bepred. ‘M eus aon e vezo komprenet a-dreuz penn da benn gant tud ‘zo (gwelet ‘vo buan), met war an tu all e kavan mat e c’hellfe pep hini kaout e soñj, ha dre se ivez on bet desachet gant ar studioù lennegel. Dre ma skriver evit tud all n’ouzer morse penaos e vo lennet an traoù ganto, peseurt kementad eus o buhez dezho a vo adkavet ganto er skrid, peseurt darvoudoù o do un dalvoudeezh ispisial evito. Hag ur wech ouzhpenn e plijfe din gouzout, lenn ali an dud, ar pezh o deus soñjet ! Un dra a zo sur, pa vin distro e vo barnet levrioù ganin amañ.





Levrioù, hag ar golo

8 04 2010

Trugarez da Stefan evit ma  bezañ bet lakaet da soñjal, ur wech ouzhpenn 😉

Petra a laka ac’hanon da brenañ ul levr pe d’e amprestiñ ? Pe kentoc’h: petra a ra e tibaban ul levr e-touez lod all ?

Meur a dra, en urzh-mañ peurliesañ: an dodenn, ar skrivagner, ar pevare golo, ar golo.

An dodenn a zo ur rakdibab dre vras, ar rann eus al leordi pe eus al levraoueg a weladennan p’am bez ur soñj dre-vras eus ar pezh a fell din lenn. Peurliesañ ez an en dro a vareadoù, neuze e ouzan tamm pe damm an doare skrid a fell din lenn, pe voliac’h pe bolis pe thriller, pe lennegezh glasel e vefe (klasel er ster romantoù kozh lakaet da glasel el lennegezh c’hall pe saoz da skouer, ket klasel evel ma vefe disheñvel ur romant faltazi diouzh unan gwirvoud). E brezhoneg, siwazh, n’eo ket gwall vras an dibab, hogen gellout a reer kavout darn vrasañ an doareoù, lakaomp.

Met ur wech aze e chom ledan an dibab. Klask a ran neuze ur skrivagner a anvezan, pe am eus klevet komz diwar e benn. E skiant-faltazi pe moliac’h ez eus poan gant ar skrivagnerien da chom gant ul levrenn, ha kement hag ijinañ ur bed e plij dezho peurliesañ kenderc’hel d’e vrasaat ha d’e spisaat dre levrioù nevez. Kavout a reer traoù e-giz-se neuze. Lod all a zo skrivagnerien lakaet da zave, setu ne soñjin ket re bell peurliesañ a-raok kemer ur P. K. Dick pe ur Gemell n’am eus ket lennet c’hoazh. Ma n’anavezan ket mat an dachenn dija ez an da welet burutelladennoù (war Blog Hoel evit al levrioù polis da skouer) a-benn ober un dibab. Hogen e brezhoneg n’eus ket kalz skridvarnerezh siwazh, ha diaes din ober ma soñj e-giz se. Ha gant an tech a zo e brezhoneg da ober gant anvioù-pluenn (re dost an dud an eil re diouzh ar re all ?) eo diaes a-wechoù gouzout piv en deus skrivet petra ( trugarez evit ar studierien o klask adsevel oberenn ur skrviagner >_<). Ma n’em eus tamm soñj ebet d’ar mare-se pe m’eo re vras an dibab e oberenn ur skrivagner (penaos dibab ur Madeg e touez an holl, hañ ? ^^) e tremenan d’ar bazenn war-lerc’h:

Ar pevare golo, e lec’h ma vez un diveradenn eus an istor peurliesañ. Ur soñj a ro memestra eus an dodenn dre vras, ha ma seblant borrodus dija n’eus ket kalz chañsoù e yafen pelloc’h. D’am soñj e vez roet re nebeud a aked d’an dibab-se a-wechoù, ha souezhet on bet o lenn pevare-golo levrioù zo o deus plijet kalz din (dibabet a-raok ar bazenn-se, neuze) hag o kavout anezho ultra-arabadus. Ha gwashoc’h eget ultra-arrabadus ez eus an nec-plus-ultra-torr-revr, ar re hep netra (emaon o sellet ouzhoc’h, levrioù kozh Al Liamm ! ^^). Mat e oa d’ar mare ma veze prenet forzh pe levr gant Yann vrezhoneger (pe gant Mouloud vrezhoneger ivez, ha Sakura brezhonegerez), met mar fell deomp kaout an disterañ diorren war ar marc’had-se… Ne brenan ket levrioù hep kaout ur soñj eus pezh in, n’on ket pinvidik a-walc’h evit-se (al levraouegoù a zo un afer all, met an dastumad levrioù brezhoneg enno…). Komzet am eus bet gant brezhonegerien all (bez zo diouto, m’en tou !), hag an hevelep soñj a oa ganto: Diverradenn pe kinnig ebet ? Da sutal. Ha penaos e c’hell un tad pe ur vamm kaout ur soñj eus petra a brenont evit o bugale ? Nann, deuet eo da vezañ ur bazenn rekis. Un nebeud bloavezhioù zo e oan bet d’un emvod (un damstummadur e gwirironez) war an embann, ha pouezet e oa bet kalz war bouezusted (just a-walc’h) ar pevare golo.

Ma n’eus ket unan, neuze, lakaomp, pe mar n’on ket bet kendrec’het e chom ar golo. Lakaomp n’eo ket gwall bouezus en dibab, war-bouez ma n’eus netra all (ar pezh a zo ral memestra, dre eurvat). Un treser mat a c’hell bezañ graet golo ul levr peurnull, hag ar c’hontrol kement-all. Met ur perzh all a zo gantañ, ma lakaat da gemer al levr, ha da sellet outañ, d’e zigeriñ zoken. Ur golo savet mat a roio an tirouroù am eus ezhomm kerkent : gantañ e welin an dodenn, ma’z eus un aerouant pe ur marc’heg warnañ e ouzin eo moliac’h, m’eo ruz ha du gant ur skeudenn skrijus e vo ur roman spont pe polis, hag all; bras ha lennus e vo anv ar skrivagner, am lakao da vezañ dedennet diouzhtu marteze. An titl a zo pouezus evel-just, met ket kement hag an elfennoù all (evidon). Ur wech m’eo bet embannet an titouroù-se gant ar golo en do roet c’hoant din e gemer hag ober treiñ kein d’al levr, da gaout un tañva, digeriñ al levr da lenn un nebeud linennoù. Ha de ma ‘z on un treser e vezan desachet gant ar skeudennoù mat, met un afer all eo.

Setu e-pelec’h emañ al labour e brezhoneg hervezon. Skrivañ a zo un dha diaes gwellaat ma ne vezer ket gwall vat, met evit ar c’hinnig e c’heller cheñch kalz traoù buan. N’eo ket ken anavezet-se ar skrivagnerien a-vremañ gant ar re yaouank, ne vezint ket gwerzet diwar o anv hepken, ret eo reiñ c’hoant d’an dud. Ha keit ha ma ne vo ket burutelladennoù aes da gavout ha da lenn (ma un nebeud re a vez en telebramm, met gant live über-null ar brezhoneg er pennadoù-kaoz n’em eus ket kalz spi evit ar skridvarnerezh m’eo graet gant an hevelep tud.). E-pad pell eo chomet bout levrioù Al Liamm war ar poent-se, ha laouen on o welet eo cheñchet an traoù. Labour vat a zo bet graet gant Keit Vimp Bev evit reiñ un neuz arnevesoc’h d’al levrioù; Mouladurioù Hor Yezh war an tu all… Labour ‘zo evit an holl, met war an hent mat emaomp, mar kendalc’homp e vo dedennetoc’h ar re yaouank, ha ne vo ket iskis gwelet ul levr e brezhoneg e-touezar re c’halleg ken. Me zo sur e raio kalz evit skeudenn ar yezh, ha pa vez mat skeudenn ar yezh e ya an traoù war-raok, evit savetiñ ur yezh n’eus netra pouezusoc’h eget he skeudenn, netra. Se am eus desket.

Ha c’hwi tudoù, penaos e rit o tibab ?





Dramm

7 04 2010

 

Hehe, trugarez tudoù ^^ Ur blijadur bepred lenn ar pezh hoc’h eus da lavar, eus ar berrañ smiley d’an hirañ soñj ! D’am soñj eo unan eus an abegoù ma vez savet blogoù gant an dud, evit ezteurel ar pezh a vez da lavar, ya, hogen evit resevout alioù ar re all  ivez, ha gwelet ez oc’h bet lennet. Hep an evezhiadennoù-se e vefe an holl destennoù a skrivan evel boutailhadoù bannet er mor, kollet ganin hep gouzout re vat da belec’h emaint aet; piv en deus o lennet ha petra o deus soñjet. 

Setu perak em eus aon un tammig rak embann, pe bezañ embannet kentoc’h. Pa oa evit Priz ar Yaouankiz e oa anat ar respont, ur genstrivadeg e oa, gouzout a rafen buan daoust ha plijet en doa ar skrid pe get ! N’eus ket tu da lavar e oan beuzet e morad al levrioù kinniget. Met aze ? E-touez ar c’hant (-mil :D) den a vo dedennet gant al levr, pet a zeuio da lavar din pegen null eo (pe pegen mat, hañ, alioù positivel n’int ket displijus ^^) ? Hep soñjoù ar re all hag o alioù ne ‘z eer ket war-raok, chom a reer da neuial a gelc’h en hevelep poull (ya, metaforennoù diwar-zour hiziv). Pa ne vez ket lavaret deoc’h ar pezh ne ya ket, penaos gwellaat ? Ha ma ne vez ket lavaret deoc’h petra a zo mat, penaos gouzout eo ret derc’hel ganto ? 

Marteze ez on me kablus un tammig, rak ne gredan ket reiñ ma soñj bepred, pe kemer amzer da skrivañ un draig pa lennan traoù dedennus, koulskoude e ouzan mat pegen plijus e c’hell bezañ sevel da vintin ha gwelet evezhiadennoù ouzh ma gortoz (me ur geek o lakaat e urzhiataer war-enaou a-boan savet ? me ? Tamm ebet, war-enaou e vez a-raok din sevel zoken :D). Bezañ diouzh an evezh a zo plijus, hag holl e fell deomp bezañ merzet, d’am soñj. Gwir eo e c’hell dont da vezañ un dramm un tammig, ha me da hizivaat ar bajenn meur a wech bemdez da welet ma zo traoù da lavar, war ar blog-mañ pe foromoù a gemeran perzh eno, pe me-oar-me. Gant internet hiziv an deiz eo kalz aesoc’h reiñ e soñj da viliadoù a dud, hag e c’heller kaout respontoù a bep lec’h hag a bep doare, ar pezh a ra e c’hell bezañ dedennus-spontus (pe ur brezel trolled, ivez)

N’am eus biskoazh butunet an disterañ tra, ha ne evan ket kalz kennebeut (ma, ret eo din evañ kaaaaaaaaalz a-raok bezañ mezv, ha ne zegas ket efedoù gwall blijus da c’houde, neuze ne c’hoarvez ket alies ^^), lakaomp emañ aze ma dramm, ma si ^^ “Moran eo ma anv, ha suj on d’an evezhiadennoù”, an ED, Evezhiadennourien Dianv. Alala ! Arabat deoc’h en em santout rediet da lezel tra pe dra ma ne fell ket deoc’h (met ma ‘z eus nebeutoc’h eget 5 evezhiadenn war an notenn-mañ e yelo fall-tre an traoù ! ^^). D’am soñj emañ an efed-se abeg da ziorren al lec’hiennoù evel Facebook ha Twitter (ha, gwashoc’h c’hoazh, Foursquare), an ezhomm bezañ merzet ha kaout ur respont digant ar re all, etre gasterezh ha sellerezh. N’on ket d’ar poent ma vin maleürus ma n’eus evezhiadenn ebet, dre eurvat (!), ha n’am eus ket ezhomm diouto per se, met plijus eo, anzav a ran.

Ma, trawalc’h gant ma rambreal, trugarez deoc’h.





Identeyezh

29 03 2010

Ma c’hentel ziwezhañ war marv hag advevañ ar yezhoù, hag ar yezhoù keltiek er bed a-vremañ a oa hiziv. Unan eus ar c’hentelioù dedennusañ am eus biskoazh bet eo, ha maget am eus kalz soñjoù a-drugarez dezhi. Kalzik traoù a ouzen dija, met mat eo pa vez frammet an traoù ha pa c’heller tabutal ha komz gant tud all, a vroioù all, da skouer, e vez dedennusoc’h. Dre ma oa kalzig bretoned er c’hlas ez eus bet kaoz ues ar brezhoneg kalzig. Raktreset e oa forzh penaos, met dedennus e oa evit ar gelennerez hag ar studierien all, d’am soñj. Ur penadig neuze diwar-benn ar yezhoù, en enor d’ar gentel se, ha peogwir ez on dedennetoc’h-dedennetañ gant an dodenn.

 Kement a yezhoù, etre dek ha pevar mil anezho, hervez penaos o c’honter (rannyezhoù, an hevelep yezhoù dispartiet ez politikel, pe gant an douaroniezh, gant anvioù disheñvel e pep keriadenn…), kement a yezhoù ha kement o vont da get. Lod a vez o vervel bemdez, evel m’int bet e-pad miladoù a vloavezhioù. Lod all a zo war grouiñ, hag holl emaint o cheñch. Den ne oar pet yezh a zo bet, ha penaos e vefe kontet ? Pegoulz e teu ur rannyezh da vezañ ur yezh ha pegoulz e tro ur yezh d’unan nevez ? Daoust ha div yezh eo an henvrezhoneg hag ar brezhoneg a-vremañ ? Ma soñj deoc’h int, petra eus ar predennek neuze, pegoulz e vezont dispartiet ? Ma soñj deoc’h n’int ket, pegoulz e vez o difoc’het ?

Evel-just ne cheñch ket ur yezh eus un devezh d’egile, zoken ma c’hell darvoudoù bras he cheñch trumm a-walc’h (brezelioù, aloubadegoù,…), hag atav e vo roet deziadoù dre-vras. An niveroù a vez roet a zo martezeadennoù peurliesañ, ha ne dalvezont netra hep ho c’henaroud. Muioc’h a vrezhonegerien a zo eget a iwerzhonegerien hag a ouezelegerien a-vro skos asambles, ha koulskoude n’emañ ket hor yezhig e stad gwelloc’h.

Chañs hon eus, ni, en ur mod memestra: ul lennegezh on eus, ar pezh a zo kalz muioc’h eget darn vrasañ ar yezhoù, ul lennegezh kozh-mat, yezhadurioù e-leizh, istor ar yezh, studiadennoù a-vil-vern, hag all. Skolioù, skolajoù, skolioù-meur, tiez-embann, kazetennoù, kelaouennoù, filmoù ha bannoù-treset, un hegoun er sonerezh, en dañsoù hag er c’hanañ… Un identelezh.

Dedennus-kenañ e oa an amerikaned er c’hlas (da lavaret eo hanter ar c’hlasad ^^), rak int ne welent ket ar saozneg evel o yezh, nag ul lodenn eus o identelezh. Ne oant ket stag diouti tamm ebet. An darn vrasañ anezho ne gomz nemet ur yezh, hag o doa studiet kastilhaneg un tammig (evel just). Evito ne oa nemet ur yezh. Disheñvel-tre pa vez ‘bras’ ar yezh, ha pa gomz ar bed a-bezh ar yezh-se. E meur a vro, da gentañ, ar pezh a ra n’eo ket stag eus ul lec’h da vat (hag int o soñjal e oa pouezusoc’h ar saozneg evit ar saoznon eget evito), hag gant an holl pe dost evel eil yezh. Emañ Bro-C’hall en eizhvet renk evit an niver a saoznegerien (23 milion), dirak broioù o deus ar saozneg da yezh ofisiel…

Ha koulskoude e oa fuloret an darn vrasañ anezho gant ar gastilhanegerien ne raent striv ebet da zeskiñ saozneg goude bezañ deuet da vevañ er States (o vezañ e oa lod o vevañ e karterioù latino, ha bet e skolioù kastilhaneger, ne soñj ket din e vefe tra pe dra da welet gant gwenelouriezh, hogen war a seblant ez eont fae gant ar c’hastilhaneg en abeg d’an diaouer a strivoù graet gant ar gastilhanegerien). Da lavaret eo ez eus un draig, memestra. Evito e oa anat e rankfed deskiñ yezh ur vro pa yaer dezhi, o c’houzout memestra e vefent komprenet er bed a bezh gant o saozneg, hag hep rankout deskiñ tra pe dra. Dedennus-tre eo ar saozneg evit-se, a gav din. Pa gomz an holl o yezh, daoust ha deoc’h eo c’hoazh ?

Lod eus an iwerzhoniz o doa mezh da vezañ dic’houest da  gomz, peogwir eo yezh o bro, ar yezh ofisiel gentañ, ur yezh o deus bet da studiañ e-pad bloavezhioù. Hogen ur yezh kelennet fall, gant ur skeudenn fall e-touez ar re goshañ c’hoazh, hag e remziad o zud ivez, en abeg d’ar c’helenn fall se. D’am soñj emañ gwelloc’h an traoù e Breizh, zoken ma vez un diouer a yezhadur er skolioù c’hoazh, hag em eus aon e kasfe an diouer a gelennerien vrezhoneg (pe e brezhoneg) d’un diouer a vrezhonegerien vat. N’eo ket aes kelenn pa vezer o teskiñ c’hoazh ! Ha gouzout n’eo ket kelenn. Tud ‘zo a gomz ur brezhoneg disi pe dost, hag a zo dic’houest da zisplegañ perak e vez graet tra-mañ-tra. Pell zo ne ran hogos fazi kemmadur ebet, ha koulskoude ez eus traoù c’hoazh n’ouzon ket ar reolennoù anezho. E-giz-se e vez lâret, peogwir eo ‘giz-se ^^ Ma vefen o kelenn e wiriekafenn, evel-just, met traoù all am eus da studiañ er mare mañ.

Mall a zo warnon da vezañ distro d’am yezhadurioù. N’eo ket displijus lenn ar geriadur, met diouer a zo en istor un tammig, ha n’eus ket suspense a-walc’h a gav din 😉





Filmvagner

22 03 2010

Farsus eo gwelet arzourien o labourat. Hiziv e oan o sikour adarre evit ar film a gomzen anezhañ derc’h, da lavaret eo straniñ ha gortoz a-hed an deiz, tamm pe damm. Ma, dedennus memestra gwelet anezho o komz e-pad ken pell eus pelec’h lakaat ar gouloù, ha pegen kreñv, ha peseurt liv, hag all, divizout da c’houde e pelec’h e vo lakaet ar c’hamera (n’eus nemet unan ganto, ret eo filmañ hag adfilmañ diwar kognoù disheñvel neuze, da lavaret eo ober an hevelep lodennoù c’hoazh hag adarre)…

Istor ar berrfilm ? Ur skrivagner diawen, gennet dirak e bajenn wenn ! Haha ! Ne oan ket o soñjal er film ha me o skrivañ an deiz all, koulskoude. Hogen dedennus eo gwelet an dibaboù a vez graet ganto, ha soñjal eo evel skrivañ, un tammig. Pa zibabomp ni (ya, lakaomp ez eus ur skrivagner ac’hanon, memestra, pe un danvez-skrivagner d’an nebeutañ) ar gerioù e tibabont int ar gouloù, pa droomp hor frazennoù e cheñchont lec’h d’ar c’hamera, pikoù ha virgulennoù a zo hon talennoù o cheñch, ho frammoù hon rannbennadoù. An diforc’h o vezañ n’eus aktour ebet dirazomp, hag e krouomp holl o zrivliadoù. Dedennusoc’h a-wechoù eget displegañ e-pad 10 munutenn ar pezh a fell deoc’h gwelet an aktour oc’h ober. Hogen gellout a ra tud all degas traoù n’ho pefe ket soñjet, traoù nevez hag o fersonelezh. Mat eo bezañ digor d’ar soñjoù all, digor war ar bed ivez, d’am soñj. Kalz skrivagnerien a lavar e kavont o awen er vuhez pemdez, er bed tro-dro dezho, skrivagnerien gwirvoud ha lod faltaziusoc’h. An disterañ tra a c’hell lakaat an ijin da vont. Setu perak eo pouezus lenn, ivez, d’am soñj. Evit kaout soñjoù nevez. Gwelloc’h ‘vefe evel-just ma c’hellfemp dibab e-touez kantadoù a levrioù nevez e brezhoneg, peadra da blijout d’an holl ha da aweniñ yezh ha stil ar skrivagnerien pe an danvez-skrivagnerien, met graet ‘vo gant ar pezh a vo, ne dalvez ket ar boan lakaat palioù d’ar yezh ne vint tizhet biken.

Ma, geo, mat eo lakaat palioù uhel, kement hag ober, ha strivañ da vont an tostañ diouto, met arabat mont re bell ganti, ne vo morse kant milion a dud o komz brezhoneg, ha n’hon o morse kement a skrivagnerien eget ar galleg, ar rusianeg pe ar saozneg. N’hon eus ket ezhomm kennebeut. Diwar ar c’hantadoù a vez embannet bep bloaz e galleg n’eus nemet un darn vihan eus al levrioù a vez dalc’het soñj anezho, a zo talvoudus e mod pe vod. Mat e vefe deomp kaout kement a levrioù mat (ar pezh am eus lavaret dija pa gomzen eus ar filmoù hag all), ar pezh a zo posubl, kentoc’h eget kement a levrioù hepken, hep soñjal en o zalvoudegezh lennegel. Evit poent neuze e vezan awenet gant al levrioù a lennan e saozneg, a zo tostoc’h o ereadur d’ar brezhoneg a-wechoù eget na c’hell ar galleg bezañ (houeskoc’h eo ereadurezh ar saozneg, memestra). E pep levr ez eus soñjoù da gemer, traoù da zeskiñ ha teknikoù dezrevell da verzout. Ha gant ar stummadur lennegel am eus e seblant din ez on efedusoc’h o skrivañ ivez, pa gomprenan penaos e c’hell traoù zo bezañ lennet, ha war meur a live. An hevelp istor adarre, ul lenner eo ar skrivagner, evel ma ‘z eo an den o filmañ ur seller da gentañ.

Poent eo din distreiñ d’ar film, neuze (lodennoù anezhañ a c’hoarvez diouzh an noz ^^), gant ar spi kavout enno fulennoù da entaniñ ma awen, ur wech ouzhpenn, pe da vagañ he zan, d’an nebeutañ.





Danevellomp.

16 03 2010

Un tammig danevell am eus adkavet war ma fladenn-galet. Ur pemp mil ger bennak eo, hirik evit bezañ lakaet war ur blog marteze, met n’eo ket aes da droc’hañ a lodennoù dedennus. Un hollad eo, lakaomp. N’eo ket ur skouer eus ma doare-skrivañ boaz, kalz sec’hoc’h al lusk hag ar frazennoù, tostoc’h d’un doare skrid-emskiant. Klasket am boa c’hoari gant al lusk, ha mont a dudenn da dudenn (ar pezh a ran c’hoazh, da welet ma ‘z on gouest da lakaat al lenner da gompren eus piv ‘maon o komz hep en lavar… ha c’hoari gant se !). Teñval an istor ivez, teñval ha lous. Gellout a rit lavar ho soñj m’ho peus kalon da lenn !

Du

1.

“N’eo ket un afer etre te ha me, paotr. N’em eus netra da welet gant ar pezh a c’houlenner diganin. Ha n’em eus netra da welet ganit kennebeut-all. E-giz-se emañ ar vicher, hag e-giz-se ez a an denelezh war-raok, en ur lezel lod a-gostez, lod en a-dreñv, lod kouezhet war an hent, un hir a hent, un hent ne vo fin ebet dezhañ war-bouez fin an den e-unan. Ha setu me o treiñ da brederour. Forzh petra. Ul lazher prederour. Farsus, neketa paotr ?”

Den ne respont.

“Evel just ne respontez ket, diaes ‘vefe dit, hañ ? Graet mat al labour. N’eo ket e plijfe din muioc’h eget traoù all, ne dalvez ket kement hag ur fouzhadenn, sur. Met n’eo ket falloc’h eget traoù all. Kudenn ebet gant ma c’houstiañs. Hi eo am eus bet lazhet da gentañ. N’eo ket fall ar skeudenn, hañ paotr ? Nann, n’eo ket fall. Pa vin kozh, pe mar erruan kozh, lakaomp, e skrivin ul levr, gwelet a ri, ur sapre pezh levr eñvorennoù, ul levr skrijus. Peadra ‘zo. N’out ket an hini kentañ, paotr, ‘vi ket ‘ni diwezhañ kennebeut.

Kregiñ a ran an den da wiskañ e chupenn en dro. Ur chupenn c’hlas, dineuz. N’eo ket ur roched hag ur gravatenn a zo dindani, ur c’hozh t-shirt ha netra all, ur re vragoù jeans, ur re votoù lêr Mephisto memestra. Plijout a ra ar botoù dezhañ ; pouezus eo pa valeer kalz. Gwisket e chupenn gantañ e laka e ostilhoù enni. N’eus ket bet ezhomm a galz a dra. Ur gontell, un eil kontell e strad chakod e vragoù, un trede hini kuzhet e-barzh seul ar votez Mephisto kleiz. Kontilli n’o deus netra dibar, istor ebet dezho ; troc’hañ a reont, trawalc’h eo. E vanegoù a zo gantañ c’hoazh. Pouezus ar manegoù ivez, ‘forzh piv a oar se bremañ, re aes e vezer tapet ‘mod all. Pa vez klasket war ho lerc’h, ‘pezh ne oa ket c’hoarvezhet c’hoazh, dezhañ da c’houzout. Ar re a veze tapet gantañ ne vankent da zen peurliesañ. Ha ne vezent ket adkavet buan. Ur c’hav didud en ur c’harter hogos didud ivez, dindan un ti dismantret n’eus ennañ nemet un nebeud drameien bet tapet ganto muioc’h eget ma c’hellont gouzañv, kalz re evit gellout klevet an huchadennoù, pe dic’houest da ober an disterañ difoc’h etrezo hag ar re a glevont a –hed an deiz, tud o vouskomz en ho divskouarn, ijinadennoù o speredoù aet sod pell ‘zo.

Rak huchal a reont. Holl. Ha plijout a ra dezhañ, al lodenn blijusañ eo, ma ‘z eus unan. A-wechoù e gwirionez e soñj dezhañ e kav se plijus betek re, e vefe mat dezhañ mont da welet unan bennak. Met piv ? Mont da welet ur bredelfenner ha lavar dezhañ “Demat aotroù, plijadur am bez gant huchadennoù a re a lazhan, reizh eo ?” Ar re ne c’halvfent ket ar polis diouzhtu a lavarfe dezhañ e ya mat pep tra, marteze, piv ‘oar penaos e ya spered ar vezeien-se ? N’en deus ket fiziañs, forzh penaos.

Ar c’horf a c’hell chom aze. Ne vo den da zont d’e gerc’hat. Ha ne vo kavet liamm ebet gantañ. Disheñvel e vez gant pep hini, hervez al lec’h, an den, ar c’hoant, an amzer… Disheñvel-tre e oa bet an hini a-raok, hag an hini araokañ c’hoazh. N’eo ket eñ doare da “sinañ” e labour, ne ra ket se a-benn en diskouez d’ar re all. Ne soñj ket dezhañ bezañ un arzour pe tra pe dra a seurt-se.

Ul lazher eo, tra ken, ur muntrer, diverker, echuer, forzh petra keit ma vez graet al labour, ha paeet war-lerc’h. Evit se eo e ra kement-mañ. Aes eo bezañ pinvidik buan. Ne c’houlenn ket re, graet e vez al labour buan gantañ, ne fell dezhañ gouzout netra ouzhpenn. Neuze o deus fiziañs an dud ennañ, neuze e paeont hag e tistroont. Ha keit ma pado en devo arc’hant, e c’hello bevañ sioul, mont da welet ur c’hast ur wech an amzer, lezel anezhi o leñvañ e strad ar gwele p’eo echu gantañ. Ne blij ket ar gisti dezhañ da vat, met n’hellfe ket chom gant ur vaouez. Evitañ n’eo ket merc’hed ar gisti, na maouezed, na plac’hed, gisti ; ur varc’hadourez evel unan all, a vez paeet. Mar paeer keroc’h eo gwelloc’h, evel an tamm kig er gourvarc’had, evel pep-tra. Ne ra ket van.

Echu gantañ, peont eo mont. Pa laka e droad war bazenn gentañ an diri e well an nebeut boutailhadoù eoul a zo bet lezet da straniñ aze. Re aes, re glasel, met perak ket ? Gant an holl drammet a-us ne vo souezhet den ebet. Ha skarzhet e vo un nebeud loustoni a-ziwar ar bed-mañ. Skuilhañ a ra an eoul e pep lec’h. Pignat gant an diri a ra en ur skuilhañ c’hoazh. Diwall d’e votoù, memestra. Ne chomo ket kalz tra eus an ti. Un alumetezenn ? N’eus ket, n’en deus nemet e Zippo gantañ. Ne vanno ket e zirenn en eoul. Kavout a ra ur c’hozh tamm kazetenn, aet melen gant an oad, lakaat tan ennañ hag e vannañ war an eoul ledet, flaerius. Ha redek, didrouz. Met n’eus den ebet d’e welet, forzh penaos.

***

Gant e garr ez a da greiz kêr. Lec’hioù bet diouzh ar c’hiz pell zo, met ne chom enno nemet tud eus ar gwashañ, o deus kannet evit chom d’o lec’h, ha prest d’en em gannañ c’hoazh. Aze e vo paeet, ket e korn ur straed lous nag en ur salig a-dreñv ur bar, e-lec’h ma tañsfe merc’hed a-boan triwec’h vloaz, nann, se ne weler nemet er filmoù a-vremañ. Emgav en deus en ur c’hozh parklec’h, n’eo ket danzouar zoken. N’eo ket dav dezhañ dont ‘maez eus e garr, gortozet eo. Ur pakad a vez roet dezhañ. Ger ebet. Ne wirieka ket ar pakad. Fiziañs, n’eus nemet se a gont evit gwir.

Goude bezañ pellaet e renk e garr war gostez an hent, ur c’harr a vefe poent dezhañ cheñch, just a-walc’h. Digeriñ a ra ar pakad ha lakaat ar bilhedoù en e zoug moneiz, evel boaz. A-boan ma sell outo, ar sammad a zo hep mar. Ur c’hast a leñvo fenoz.

2.

E penn all ar gêr e tihun ur plac’h. Ugent vloaz d’ar muiañ-holl, leun a vuhez ar yaouankiz, c’hwek he mouez, dous he c’hroc’hen, kiget brav he muzelloù, divronn ront. Rouzet eo, du e blev, met gwer sklaer he daoulagad. Daoulagad a lakafe an disterañ paotr da blegañ dirazi. Met ne ra van gant ar baotred. Ar baotred a vez feuls, ne gont nemet o c’hoantoù evito, displijus int da flourañ, ha n’int ket plijusoc’h da welet. Truez he devez outo a-wechoù, ar re a soñj dezho bezañ brav, gasc’hoant. Ne gompren ket ar merc’hed a gav anezho koant. N’eus netra viloc’h —ha fentusoc’h evit lâret gwir— get ur paotr en noaz. Kaer o devo diskouezh o c’higennoù, m’o deus, atav e vo o zamm kalc’h o tont da vilaat pep-tra. Ne gred dezhi e vefe eus un Doue met ma vefe unan he defe un nebeud traoù da lavar dezhañ diwar-benn kement-se.

Ar merc’hed eo a blij dezhi. N’int ket finoc’h eget ar baotred ; ma, lod a zo ha lod n’int ket, paotred pe verc’hed, met brav int, d’an nebeutañ. N’eus netra kalet ebet dindan he flouradennoù, flour eo an holl stummoù, kromm, dous ar c’hroc’hen. Evel he hini eo o c’horf, gouzout a ra ar pezh a ra vat dezhi hag ar pezh ne ra ket. Ar merc’hed all n’int ket feuls evel ar baotred, int ivez a oar ar pezh a zo mat, int ivez a zo be gant paotred a-raok, met int ne yaint ket da welet lod en-dro. Hi a ranko. Fenoz, evel bemnoz. Fenoz e vo paotred c’hoazh, paotred a vo feuls, paotred a raio poan dezhi. Bewech he devez poan, met mousc’hoazhin a ra, evel m’eo dleet, hag huanadiñ, huchal un tammig, evel gant ar blijadur. Al leñvadennoù a zeuio diwezhatoc’h, pa vo he unan gant poan he c’horf, pe etre divrec’h ur plac’h all. Ur wech hepken he deus kredet leñvañ pa oa unan o palforsiñ anezhi. Hogen kendalc’het en doa kreñvoc’h c’hoazh, en ur c’hoarzhin, kunujenniñ anezhi. Paeet en doa, dezhañ e oa hi evit ar mare. Pell en doa padet, pell he doa leñvet, ha ne baoueze ket. Pa voe echu, goude ken hir amzer ma oa an deiz o tarzhañ dre ar prenestr lous, en doa bannet an den un nebeud bilhedoù ouzhpenn war al leur, o adkemer da dorchañ ar pezh a zivere dioutañ hag o bannañ warni, e lec’h ma chomjont peg un tammig. Ha choarzhin a rae. Gwiskañ en dro, lakaat e votoù, e chupenn, tanañ ur sigaretenn, butuniñ an hanter anezhi en ur sellet outi o leñvañ c’hoazh. Ha mont kuit. Biken ne zisoñjo penn hennezh, nag ar pezh en doa kontet dezhi e-keit m’he gwalle.

N’he deus ket leñvet abaoe. Ma ra plijadur dezho eo gwelloc’h chom hep ober. Loened gouez e teu ar baotred da vezañ pa vez o lost o ren anezho.

Poent eo dezhi hastañ ma ne fell ket dezhi erruout gant dale. Evezh a vez taolet outo gant ar vistri. Petra a c’hellfe ober, he unan hag hep an disterañ gwenneg, forzh penaos ? Met ret bezañ d’an eur, evel pa vefe o labourat en ur burev bennak. Yen eo an noz, met n’heller ket gwiskañ re. N’eo ket hi unan eus ar re a c’hortoz ar pratik astennet en he gwele. Ret eo mont d’e gerc’hat, e zesachañ. Lakaat a ra he du-muzelloù, hiraat he abrantoù, gwiskañ un nebeud pezhioù dilhad lêr ruz, a ziskouez mat ar peadra hep e ziskouez re. Ur gwir treuzwiskamant. Kaz he deus ouzh an “dilhad”-se abaoe ar wech kentañ m’e deus o gwisket. An nozvezh-se. Diverañ a ra al liv du dindan he daoulagad, kaset gant an daeroù. N’eo ket ar mare. Un tamm fichañ a ra d’he blev hir, adlakaat dremmlivaj un tammig. Mont er-maez a ra a-benn ar fin. Diwezhat emañ dija. Gwazh a-se, gwelet ‘vo, n’eus ket kement a dud d’ar c’houlz mañ eus ar bloaz. Aze emañ ar mestr ouzh he gortoz koulskoude. N’int ket bet pell.

Ur flac’had a ro dezhi. N’he devo ket arc’hant fenoz. Arabat leñvañ, gwashoc’h e vo.

“D’al labour,” emezañ. N’eus ket ton un urzh gantañ. N’en deus ket ezhomm, anat e seblant dezhañ e vo graet hervez e c’hoant. Hag emañ ar gwir gantañ.

An nebeut merc’hed all ne lavaront netra. A-boan ma sellont outi. Boaz int, ha graet he deus bet evelto. Lod o deus bet tapet gwashoc’h egeti, kalz gwashoc’h. Ne lavar netra ha mont d’en em lakaat ouzh peul ur gouloù-straed ne ya en-dro nemet a frapadoù. Ha gortoz. Yen eo dezhi, endeo. Tost eo dezhi kaout c’hoant ma teufe unan da gas anezhi d’ur gambr. Tommerezh a vefe sur a-walc’h, tommet e vefe gant unan eus al loened-se ‘mod all. Alies e chome lod merc’hed an noz-pad o c’hortoz, lod aet kozh, ne oant ket gwall vrav. Met hi a oa yaouank c’hoazh. Seul goshoc’h al loen seul vuioc’h e felle dezhañ bezañ gant ur yaouankizenn.

Setu ur c’harr. Met ne ra nemet trement, ne c’horrekaa ket zoken. Kollet er c’harter, emichañs. Ur c’harr all all. Poliserien. Den ne skarr kuit. Da betra ? Loened int, evel ar re all, deuet da balvata gant o dornioù blevek ha lart, evel ar re all, a gouezo war o freizh, o frikañ anezhi, o kas o huanadennoù hag o grozmoladennoù flaerius warni, evel ar re all.

N’int ket dedennet ganti, herzel a reont o c’harr dirak ur plac’h all. Pignat a ra hi er c’harr. Ne anavez ket anezhi.

Ha kirri all c’hoazh, hini ebet eviti. Lavaret ez eus bet dezho e oa erruet gant un nebeut munutennoù dale ? Kastizet eo ? Forzh petra. Yen eo dezhi. Gwell a-se, muioc’h e vo gwelet penn he bronnoù a-dreuz an tamm danvez moan a zo warno, gwriet ouzh al lêr. Marteze e harzo unan a-benn ar fin. Yen eo dezhi. Ur c’harr ruz, a-liv gant he dilhad, chañs a zougo dezhi. Ket, tremen a ra. Distro eo an hini a oa aet gant ar boliserien. Buan o deus graet. Ne oa ket kalz arc’hant ganto. Ur c’harr all, gorrekaat a ra tamm-ha-tamm kent chom a-sav dirazi.

“Pign,” emezañ. Ar ger kentañ a zo un urzh. Kregiñ a ra fall. Fall e krog bepred, ha ne ya ket war wellaat. A-boan serret an nor ganti e loc’h kuit. Gouzout a ra da belec’h emañ o vont, boaz eo moarvat. Koulz lezel anezhañ da ober. Bilhedoù a zo dirazi, war al leur. He heuz he deus lakaet war un nebeud re.

“Dastum, evidout eo.’ Gwelet en deus he selloù. Mousc’hoarzhin a ra. Cheñchet eo e vlev, koshaet en deus, met eñ eo.

“Lez ac’hanon amañ,” emezi,”Diouzhtu !” C’hoarzhin a ra ar paotr, dousig, ur c’hoarzh trist en deus, e gwirionez. Herzel a ra ar c’harr. Diskenn a ra hi, ar bilhedoù en he dorn. Ne blij ket ar re eus ar seurt-se dezhi, ar re “jentil”, a ro arc’hant hep goulenn netra, a fell dezho bezañ ho mignon, a lavar e komprenont. Den ne gompren, ha ne reont ket forzh. Ne blij ket d’ar vistri kennebeut. Eñ ne oa ket deuet abaoe pellig ‘zo.

Betek he lec’h e tistro war droad, fouret ganti an arc’hant en he heuz kleiz. Ha gortoz en-dro.

3.

Lezet en deus e garr kozh dirak un ti dirapar, en ur straed lous ha teñval. N’eus netra da laerezh ennañ, ar rodoù zoken n’emaint ket e stad vat. Mont da aveliñ e benn un tammig, mont da evañ ur banne bennak. En un davarn vihan e ya-tre. N’eus hogos den ebet. Serr e rankfe an davarn bezañ d’an eur-mañ. Met n’eus den o tont da glemm. Ur banne bier a c’hourc’hemenn. Ne blij ket an alkol kreñv dezhañ. Saouriñ a ra e vanne. Re fresk eo. Perak e servijont anezhi yen-sklas ? N’eus blaz ebet. Ma, ret ‘gortoz ur pennadig. Ne vo ket lakaet ar banne er mikro-skinoù, hañ ? Met n’hell ket chom re bell. N’eus ket mall warnañ, ket c’hoazh. Hogen n’eo ket mat chom da straniñ p’hon eus un tren da bakout. Echu ar banne. Ur bilhed war an daol gont. N’eo ket dav lavar kenavo, ne zistroio ket. Distro d’e garr. Ne fell ket da hemañ loc’hañ. Netra da ober. Treiñ a rae ar c’heflusker digudenn ur pennadig zo, ha netra ken bremañ. C’hwitañ a raio war an tren, sur. Perak eo chomet amañ ? ‘Maez eus e garr e ya, ha reiñ ur mell taol dezhañ ; ne servij da netra met vat a ra.

Ma, petra ‘zo gant ar c’harr ? N’eo ket nevez-nevez, met n’eus bet kudenn ebet evit ar mare. Perak fenoz ? Sevel a ra dor ar c’heflusker, ha sellet. Ken teñval eo ken ma rank mont da gerc’hat ul lamp er c’houfr. Aze, un neudenn a seblant diluget. Gwellomp bremañ… Mat eo, e dren en devo.

***

Didrouz eo ar porzh houarn. An tren diwezhañ eo moarvat. N’eus koulz lâret den ebet ennañ. Un den kozh tamolodet war e gador, ouzh an domerezh, o krenañ. Petra ‘maout oc’h ober amañ, tad-kozh ? N’eo ket ul lec’h evidout. Ur vaouez a zo azezet pelloc’h. N’eo ket ur goantenn, skuizh e seblant bezañ. N’eus forzh, ne oa ket e soñj merc’heta fenoz. Piv c’hoazh ? Ur studier gant e urzhiataer hezoug. Gwelloc’h dezhañ chom hep lakaat e sonerezh re greñv, mod all en devo da brenañ unan nevez. Den all ebet.

Mont a ra da azezañ, ouzh ur prenestr e laka e benn. A-benn nebeut e vanno kousket, luskellet gant fraoñvadennoù an tren kozh. C’hwezh an trenioù kozh a blij dezhañ, c’hwezh al lêr, c’hwezh an dud diniver bet o veajiñ enno. C’hwezh un amzer all, ma veze tu da gomz gant an dud en tren hep na barfe selloù du warnoc’h, ma oa tu da sellet ouzh ar gweledva hep kaout da c’houzañv sonerezh ugent sonvaleer disheñvel, dres kreñv a-walc’h evit bezañ hegasus-meurbed.

Ya, plijout a ra an trenioù-se dezhañ, e lec’h ma vez embannet ar porzh-houarn da zont gant un den gwirion, an hini deuet da wiriañ ho pilhed ur pennadig a-raok peurliesañ, pe an hini a zeuio d’en ober ur pennadig war-lerc’h, ket ur vouezh enrollet, frazennoù ne dennont ket da re wir zoken. Yen eo an trenioù nevez. Ar bed a bez a dro da vekanik, ur c’hozh ardivink yen, betek ar mare ma vo tu da vevañ ur vuhez penn-da-benn hep gwelet an disterañ boud bev. Marteze e vo lakaet an den en ur mirdi un deiz bennak. Homo sapiens sapiens, hag ur banellig dindan, gant lizherennoù stouet, “Ur sapre toull-revr”. Imoret fall eo, gwelloc’h menel kousket. Dihunet e vo gant embann e di-gar. An hini diwezhañ eo forzh penaos, n’hell ket faziañ. Emañ o kousket dija.

***

Pell emañ tarzh an deiz c’hoazh pa erru an tren. Diskenn a ra an nebeud tud. N’eus den ouzh o gortoz. An tad-kozh a seblant kollet. E-unan emañ. Mont a ra kuit, e sac’h bihan gantañ. Steuziet eo ar vaouez ; gant ar studier marteze, piv ‘oar ar pezh a zo c’hoarvezhet e-kerzh e gousk. Hogen n’en deus ket amzer da goll amañ. Vil ha lous eo karter an ti-gar. Perak e vez ken gris bepred ? Louet an tiez, louet ar mogerioù, louet an holl savadurioù, louet ha louedet.

Plijout a ra beajiñ dezhañ, met e pep lec’h e vez adkavet an hevelep tra gantañ. N’eus netra brav tro-dro d’ar porzh-houarn. Ha n’eus taksi ebet amañ. Petra eo ar gêr-mañ ? N’eo ket diaes kavout ul leti, d’an nebeutañ. “An ti-gar”, “An erru”, “Ar veaj”, “Ar Marc’h-du”, nag a ijin. Dao d’ar Marc’h-du, an trenioù kozh a blij dezhañ. Ur gambr vihan en deus, prop ha kempenn. Mat eo ar gwele, liñselioù naet. Met n’eo ket skuizh, kousket en deus en tren.

Da vale e ya, a gammedoù bras. Pell ‘zo n’eo ket deuet dre amañ, hogen n’eus netra cheñchet. Ar c’harterioù o vreinañ ne cheñchont ket, ken brein e chomont bepred, met goude ur mare e tizhont ar pezh a ra eñ ar “breinadur kempouez” anezhañ ; ar mare m’eo ken breinet ma ne vrein ket mui. Ne ya ket war welaat, hogen ne ya ket war washaat kennebeut. Ur c’hempouez, pa lavar deoc’h. Hag aze e vezont int o c’hortoz, evel bemnoz. Se n’eus ket cheñchet kennebeut. Seurt traoù ne gemmont ket. Ne anavez mui hini eus e vestrezed-hen, met n’eus hini ebet yen he zoull dre amañ. Kement hag ober e c’hell kaout un tammig plijadur, arc’hant ‘zo, hag amzer forzh pegement. Yen eo an noz, mall ‘zo warnañ mont d’ur gambr. N’eo ket gwall vrav ar re gentañ. Setu unan a-zoare. Yen eo dezhi, sur a-walch. Mont a ra da gomz dezhi.

“O kas a rafen d’en em dommañ a-gevred ?”

Petra eo ar goulenn-se ? Re a levrioù kozh en deus lennet, a dra sur. Ken souezhet all e seblant ar plac’h bezañ. Mousc’hoarzhin a ra. Diaes gouzout m’eo ur gwir vousc’hoarzh pe an hini a vez graet d’an neb prest da reiñ arc’hant evit an disterañ plijadur. Ne ra foutre-kaer, pell ‘zo n’en deus ket plantet, vat a raio, sur. Gant ur fiñv eus e fenn e asant ar plac’h. Zoken m’eo hogos skornet eo lufus he muzelloù dulivet, he zeodig a dremen warno, dousig. N’en deus ket paet c’hoazh, met krog eo hi gant an abadenn, war a seblant. Re strizh e vo e vragoù a-benn nebeut. Treiñ a ra hi ha kregiñ da vont war-du ur savadur dirapar ken heñvel diouzh ar re all. Sabatuet e chom ur mare, e selloù paret war he feskennoù o pellaat. Ur sapre kaledenn a zo gantañ bremañ.

He fennadreñv ront a baouez ur mare, tra ma sell hi war e du, o c’hortoz. Distro un tamm poell dezhañ e krog da vont d’he heul. Rall a wech en deus gwelet ur plac’h a yafe ken mat al lêr dezhi. Lêr ruz, iskisad tra, met p’eo da sterniañ ur revr a seurt-se n’eus ket klemm da sevel.

4.

Diwar e garr e tisken an den. Div eus e gontilli en deus lezet er c’harr. Ne chom nemet hini ar votez dezhañ. Ne gemerer ket e oustilhoù pa n’eus ket ezhomm anezho, neketa ? Nann, ne reer ket, ha fenoz n’en devo ket ezhomm anezho evit ober e damm labour. Klevet en deus yudadenn karr-samm ar bomberien pa oa o kuitaat al lec’h m’en deus bet e arc’hant. Ur minc’hoarzh a zo deuet dezhañ. Ar re-se ne gavint ket hir o amzer fenoz, n’eo ket fall. Sellet a ra tro-dro dezhañ ; ne well ket anezhi. Aze emañ koulskoude, dre ret. Alies eo deuet da wiriañ ; ha p’eo tremenet ur pennadig abretoc’h e oa hi aze c’hoazh, o c’hortoz, harpet ouzh ur peul bennak, ken brav bepred, ken gadal ha biskoazh. Gouzout a ra ne echu ket he amzer a-raok ma savfe an heol. Gant unan all emañ, sur a-walc’h. Ne zeu ket a benn da gaout an disterañ soñj eus hec’h anv. An holl gisti o devez an hevelep anvioù, evel poupinelloù deuet ‘maez eus ur mell labouradeg. N’eo ket fall ar skeudenn, ret e vo dezhañ skrivañ e levr evel m’en deus lavaret d’ar paotr, bremaik. Natacha pe Nancy, ne ra forzh, met hep he anv e vo diaes goulennata ar merc’hed all. Ket, n’eo ket merc’hed, gisti, goulennata ar gisti all. Penaos ober neuze ? Pasianted en deus, met ket kement-se. C’hoant en deus da adkavout anezhi, d’he lakaat da ouelañ c’hoazh a-raok echuiñ al labour. Biskoazh n’hen doa bet kement a blijadur. He daoulagad a oa dispourbellet gant ar spont tra ma konte dezhi. Ar spont-se a oar par d’ar re a wele e daoulagad ar re a lazhe. Met ne gave an daoulagad gwer-se neblec’h. Goulenn a ra digant ur c’hast vil ma oar da belec’h eo aet an hini a oa ouzh ar peul-gouloù. Ne oar ket, evel just. Skeiñ ganti pe reiñ ur bilhed pe zaou ? Imoret mat eo fenoz. Gant an arc’hant e vez diskornet he zeod.Gwelet he deus anezhi gant ur pratik ; o vont-tre en un ti. En diskouezh a ra dezhañ. Ur bravig a zo stag ouzh he zeod. C’hoant dislonkañ a zeu dezhañ pa ijin an teod-se en e veg, o vouchañ dezhañ. Ne drugareka ket anezhi.

Damsklerijennet eo an diri. N’eo ket ken lous hag ar pezh a c’hellfed soñjal. Touzioù ar c’horfoù peg an eil re ouzh ar re all, gwigouradennoù ar gweleoù, garm ar merc’hed, gwirion pe get. Re bell amzer en deus tremenet e seut lec’hioù evit krediñ c’hoazh o deus ar gisti an disterañ plijadur. Penaos kavout an hini a felle dezhañ, bremañ ? Gwazh a se evit an hini a zo ganti, fall en deus graet e zibab fenoz, marteze e servijo kontell e Vephisto a-benn ar fin. N’eus nemet un doare d’o c’havout, digeriñ a ra an nor gentañ. Ur paotr o pokañ da eil re vuzelloù ur c’hast blev melen dezhi. Ne verzont ket en deus digoret, serriñ a ran an nor hep diwall tamm, ha mont war-du unan all. Digeriñ a ra an nor ; goullo ar gambr. Stlakañ a ra an nor, dao d’unan all.

5.

Er gambr e ya-tre, ar paotr war he lerc’h. Iskis e kav anezhañ, evit doare. Sioul e seblant bezañ. Lod a vez sioul, er penn kentañ, hogen er penn-kentañ hepken ; met disheñvel eo gant hemañ. Pebezh doare da ginnig an traoù ! Tra ken evit-se e lez he douetañs a-gostez evit ar mare, gwelet ‘vo. War ar gwele e ya da astenn, kazhez orgedus. Plijadur he deus o sellet outañ, e veg damzigor. Divorfilañ a ra adarre, ha serriñ mat an nor. Tostaat a ra, dousig, tra ma kendalc’h hi gant he hardoù tomm, en ur zistagañ ha blev a lez da redek war he divskoazh noaz, war he bronnoù. Lorc’h a zo enni gant he blev, o c’hempenn a ra ken alies ma soñj dezhi a-wechoù gant fent e anavez an disterañ blevenn eus he c’hlopenn. War ar gwele e teu-eñ da astenn d’e dro goude bezañ lezet e vantell war ar plañchod. Ur roched a zo gantañ gwisket, aes e vo dezhi c’hoari d’an nebeutañ. Marteze ne vo ket re zisplijus an nozvezh. Gant ma pado.

***

Rall a wech en deus gallet parañ e selloù war stummoù ken brav, ken disi. C’hoantaat a ra pep lodenn eus he c’horf, pep tamm eus e c’hroc’hen. Biskoazh bravoc’h blev n’en deus gwelet, ha n’hell ket gortoz mui kent dizoloiñ ar pezh a zo damguzhet gant al lêr strizh hag an nebeudik danvez, evel ur bugel pa wel e brofoù edan ar saprenn. Met gortoz a ra c’hoazh, gwelloc’h eo pa c’hortozer, a soñj-eñ. Kregiñ a ra hi da zantañ kig e c’houzoug. Dont a ra da azezañ war e zargreiz. Santout a c’hell ober he morzhedoù tro-dro dezhañ, mezh en deus un tammig eus ar pezh a zistumm e vragoù. N’eo ket ar wech kentañ koulskoude ! Ha pell alese ! Donezonet ar plac’h, a-dra sur. Brav, dreist-holl. Kregiñ a ra an diaoulez da zinozelenniñ e roched, en ur zarlipat e vruched amañ hag ahont. Mar kendalc’h e-giz-se n’he devo ket kalz muioc’h da ober, a soñj eñ tra ma stard-hi e ibil etre he divesker, ur mousc’hoarzh liboudenn dezhi.

Ne denn ket an nozelennoù diwezhañ zoken, sachañ a-bep tu d’ar roched a zo trawalc’h d’en digeriñ. N’en deus ket fiñvet c’hoazh. Serriñ a ra e zaoulagad. Emañ-hi o lipat e c’houzoug adarre. C’hwezh vat a zo gant he blev. Sevel a ra he fenn. Nag un daoulagad. Forzh petra a rafe evito, betek penn all ar bed e yafe eviti. Me hi ne c’houlenn netra. Peurwisket eo hi c’hoazh, zoken ma n’eo ket kalz tra. Hir e c’hell bezañ c’hoazh. Gwell a-se.

***

A-bep-seurt koubladoù a gav, paotred yaouank ha kozh, o kregiñ gant o fouzherezh pe e bar o c’hoari daou, oc’h ober allazig d’an ellig pe o tibluskañ, hogen neblec’h ne gav an hini emañ o klask. Gevier a vefe bet livet dezhañ gant ar c’hast vil ? Pe faziet e vefe ? En holl gambreier emañ bet. Divizout a ra mont da welet en ti e-kichen. N’emañ ket pell. N’hell ket bezañ pell. ‘Maez e teu eus an ti, ha tre en hini all. An hevelep aergelc’h, an hevelep trouzioù. Betek ar c’hwezh a zo an hevelep hini, c’hwezh vat marc’hadmat, c’hwezh ar c’horfoù; c’hwezhioù tomm ha moest. N’eo ket displijus. Derc’hel a ra gant e glask.

***

Setu unan a oar kemer e amzer, unan ne lamm ket diouzhtu evel ul labous-preizh. Rall eo. Ha lezel a ra eñ anezhi da ober, evit mare. Met betek pegoulz ? Pegoulz e krogo-eñ da vezañ feuls evel an holl re all ? N’eus nement feulster a zegas plijadur dezho, plantañ o c’haledenn ha sankañ-disankañ, buanañ ma c’hellont, kreñvañ ma c’hellont. N’eus nemet feulster evit plijout dezho. Gwelloc’h dezhi lakaat ar mareoù sioul da badout. N’eo ket al lodenn a zisplij dezhi ar muiañ.

***

N’emañ ket en estaj-mañ kennebeut. Div eus enezenn lesbos en deus kavet, iskisad abadenn. Pignat a ra d’an trede estaj. O tostaat emañ, sur eo an tamm anezhañ, o tostaat emañ.

***

Pebezh fulenn, pebezh koantenn, ha pebezh fistoulerez ! En em lezel ara da vont, ne ra van ebet ma n’emañ ket o ren an traoù, war a hañval eo hi kalz gouiziekoc’h eget na vezo biken. Koulz lezel anezhi da ober.

***

Un estaj nebeutoc’h. Ne chom nemet unan. Emañ o tostaat.

***

Dispak eo he bronnoù ganti bremañ, eus ar rontañ, bihan ar penn anezho, ruz flamm. O lakaat a ra da dremen war e zremm, war e vruched.

***

N’eus nemet ur gambr a vefe gouloù enni, aze emañ. E gontell a gemer ; buan. Hag he adlakaat ; ket diouzhtu.

***

Diaesoc’h-diaesañ eo dezhañ derc’hel. Ha n’eo ket kroget da vat c’hoazh koulskoude. Hanter wisket int o daou c’hoazh. Met gouest e vefe da echuiñ he labour hep tennañ tra pe dra all, hep mar. Damzigor eo an nor. N’eo ket reizh. Serret e oa bet mat gantañ, sur, n’emañ ket evit gouzañv an norioù serret fall. N’eo ket reizh. Un dra bennak ne ya ket.

***

Nec’het e seblant ar paotr bezañ a-greiz holl. Petra c’hoarvezh gantañ ? O sellet a-dreñv dezhi emañ. Treiñ a ra hi ivez. N’he deus ket klevet an nor o tigeriñ, ken aketus ma oa oc’h huanadiñ, evel m’eo dleet.

***

P’he deus troet he fenn en deus anavezet anezhi. Seurt daoulagad ne vezont ket disoñjet.

6.

Ne blij ket se dezhañ seurt ebet. Mont a ra kuit a zindan ar plac’h buanañ ma c’hell, ha lammat war e vantell, da gemer e bistolenn. Pa straner e seurt lec’hioù eo gwelloc’h kaout peadra d’en em zifenn. Dont a ra un den-tre. Ur penn fall a zo gantañ, met goullo eo e zaouarn. Derc’hel a ra e bistolenn gantañ memestra.

“Skarzh kuit, paotr,” eme an den dezhañ, “Din en honnezh, neuze e lezan tregont eilenn dit evit tapout da draoù ha skampañ kuit.”

“Penaos, dit ?,” emezañ en ur sevel e arm davet an den nevez-deuet-tre.

“Ya, din. N’em eus na abeg na displegadenn da reiñ d’un tamm lastez ‘veldout, skarzh buan a-raok ma yafe fall an traoù, paotr.”

Sioul e seblant bezañ pa gomz, hogen evel dir eo e selloù. Daoust dezhañ bezañ hep an disterañ arm e seblant eus an dañjerusañ. Sellet a ra hi outañ, hag ur griadenn he deus. Eñ eo. Eñ. Deuet eo. Perak ? Sellet a ra outi ha mousc’hoarzhin. Ar mousc’hoarzh-se, an hini en doa en ur vutuniñ e sigaretenn. Eñ. Kilañ a ra-hi, tremen dreist ar gwele da vont da repuiñ a-dreñv paotr e bistolenn.

“Aon ‘peus, kazhez vihan ?”, eme egile, ken mousc’hoarzhus bepred, “Peus ket aon da gaout, ne vo graet nemet c’hoari pa vo aet hemañ kuit, evel ar wech diwezhañ.” E gontell a zifoup diouzh milgin e chupenn. E deod a dremen war al laonenn.

“Peus ket aon da gaout,” emezañ adarre.

Egile ne rann grik.

Gouzout a ra hi perak eo distroet. Lavaret en deus dezhi ar pezh a ra, a belec’h en doa kement a arc’hant da zispign evit ar c’hast truezus ma oa. Lavaret en doa kalz traoù da spontañ anezhi tra ma skoe ganti, ar munudoù. Hag-hi, paour-kaezh sodez, a oa aet da flatrañ d’ar polis, dre zial moarvat, kentoc’h eget bezañ eürus da vezañ chomet bev. Sodez. C’hoarioù hemañ ne vint ket c’hoarioù plijus. Ha n’eo ket egile a c’hello ober tra pe dra, pistolenn pe get, p’eo diaes dezhañ chom poellek dirak div feskenn.

Ne oar ket ket piv eo ar paour-kaezh hini a zo aet d’en em lakaat gant ar c’hast, met gwelloc’h ‘dezhañ mont kuit a-raok ma vefe aet skuizh. Imoret mat eo c’hoazh fenoz. Anavezout a ra ar re se, ur bistolenn ganto met dic’houest d’he implij, digell. N’en deus nemet unan da lazhañ fenoz, da ziverkañ an disterañ gwanded, unan evit ar blijadur. Met un eil ne vo ket ur gudenn, alato.

“Kontañ ‘ran betek dek, paotr.”

Fiñv ebet.

“Unan.”

Klevet a ra kammedoù en diri. Poent eo. An hini e-tal dezhañ a oar c’hoari gant e gontell, sur ha n’eo ket marteze. Ne ra fiñv trumm ebet, kenderc’hel a ra da vukañ kanol e arm war an den.

“Daou.”

Petra emañ o c’hortoz ? Tenn ! Kerzh kuit ! Ne fell ket dezhi e vefe un eil o vervel dre he gwall.

“Tri.”

Kalonekoc’h eo ar paotr eget ar pezh a soñje dezhañ. Laouen e vezo o troc’hañ e c’houzoug dezhañ.

“Pevar”

Kammedoù en dirri. Pevar estaj n’eo ket kement se.

“Pemp. Poent eo dit ober da soñj, paotr.”

Dedennusoc’h-dedennusañ, ur blijadur e vo o lakaat da huchal.

“C’hwec’h.”

Kerzh kuit ! Kerzh kuit !

“Seizh.”

Kammedoù.

“Eizh.”

N’hellfe ket tennañ zoken ma fellfe dezhañ, ur c’halc’h plat eo hemañ.

“Nav, da chañs diwezhañ, paotr.”

Un heuliad tennoù a doullgof anezhañ. Kouezhañ a ra war al leur. Huchal a ra ar plac’h. Ar paotr n’en deus ket tennet. Pevar den a zeu-tre, ul lifre hobregonet warno.

“Echu eo, dimezell,” eme ar paotr en ur gemer e baperioù hag o tiskouezh e blakenn dezhiñ : Polis; “Oc’h heuliañ hemañ emaomp abaoe pell, trizek den lazhet. A-drugarez deoc’h hon eus bet anezhañ. N’em boa ket c’hoant e vefed ar pevarzekvet.”

Divogediñ a ra mindrailherezhed ar boliserien all c’hoazh. Galvet int bet gant ar c’hast a oa bet ganto nepell zo, an hini he doa kaset al lazher d’an ti fall evel ma oa bet lavaret dezhi ober. Raktreset e oa bet, hogen chañs o deus bet. Chom a ra ar plac’h saouzanet ur mare, ha kouezhañ war ar gwele d’en em reiñ da leñvañ.

Leñvañ a ra, ha leñvañ c’hoazh. Evit ar wech kentañ, n’eus den o vousc’hoarzhin.





Moliac’h ha Faltazi

12 03 2010

N’ouzon ket re vat perak e plij kement ar moliac’h hag ar skiant-faltazi din. Lenn a ran kalz, meur a levr ar sizhun, hag en o zouez e vez skiant faltazi an darn vrasañ er mare mañ, ouzhpenn d’ar re a zo evit ma studioù (a zo mojennoù iwerzhonad ha kontadennoù, un doare moliac’h ivez e gwirionez ^^). Mareadoù a zo, a-wec’hoù e lennan kalz muioc’h a voliac’h, kent cheñch, hervezh an imor marteze.

A viskoazh ez eus bet kalz levrioù moliac’h hag SF er gêr (ne gavit ket se dispar e yafe SF en dro e brezhoneg ivez ?) a-drugarez d’am zud. Lennet e veze The Lord of The Rings din pa oan bihan a-raok mont da gousket, ha lennet am boa anezho drezon ma-unan (hag an Hobbit) a-raok bezañ dek vloaz. E galleg siwazh, ma zo tro ganeoc’h da lenn Aotroù ar Gwalennoù e saozneg, grit, dre zek e vo lieskementet ar blijadur, d’an nebeutañ (an droidigezh c’hallek… n’eo ket gwall vat). O c’houzout eo bet troet an Hobbit gant ma zad, n’eo ket souezh kennebeut e vefen dedennet (ha mat eo an droidigezh, zoken ma c’hell bezañ diaes ha ma chom fazioù enni). Spi am eus e vo kavet un embanner da vont gant troidigezh AaG ur wezh bennak e brezhoneg, d’am soñj en defe plijet da Dolkien gwelet e levrioù er yezhoù keltiek.

Marteze e plij din mont d’ur bed all, disoñjal hemañ ‘pad ur mare. Marteze e plij din ivez gwelet pegen pell e c’hell ijin ur skrivagner mont ha ma c’has. Gouzout a ran e vo traoù e pep levr a gaso ac’hanon pelloc’h eget na c’hello unan ‘gwirvoud’ ober. Ha n’eus ket nemet ar re goshañ a dalvez ar boan, zoken ma chomo Asimov, Vance pe Dick e-touez ar re wellañ e pad pell. Lennet am eus muioc’h a voliarc’h nevez (Feist, Knaak, McNeill, …) sur a-walc’h, dre m’eo deuet diouzh ar c”hiz en-dro (pe muioc’h, d’an nebeutañ) goude filmoù LotR. Marteze ivez eo peogwir e kavan eo Moliac’h ur ger eus ar bravañ. Ne gavit ket ? Lavarit anezhañ a vouez-uhel. Soniadoù kevrinus a zo gantañ, evel pa vefe un dra kuzh dindan; ar soniadoù a seblant bezañ kozh, diouzh un amzer gozh ma c’hoarveze traoù, seblantout a ra bezañ ur ger graet evit ur c’herienn-hud. Moliac’h, ront ha kalet war an dro. Hogen n’anavezen ket ar ger-se c’hoazh pa blije an doare se din dija, neuze… The truth is out there, Scully (toudou doudou doudoooooou)

Gouzout a ran ivez e plij din harozed greñv gant houarnwiskoù lufrus, oc’h en em gannañ gant klezeioù ha bouc’hilli, o kas bouloù tan da zeviñ euzhviled, o vont da saveteiñ priñsezed koant ha da nijal war gein erevent. Ah, marteze on chomet yaouank. D’am soñj e fell d’an holl bezañ harozed, en ur mod pe en ur mod all. Ar c’hoantoù se a adkavan er filmoù a blij din, da skouer, hag er c’hoarioù video dreist-holl, e lec’h ma c’heller mont pelloc’h eget ijinañ an haroz, ha bezañ anezhañ (pe anezhi, na gont ket gevier, Moran, gwelet hon eus da elfez e jakoun-bikini !). Troc’hañ penn an ork drezoc’h o-unan a c’hell bezañ plijusoc’h c’hoazh eget en lenn o vezañ dibennet (bouchañ d’ar briñsez n’eo ket, avat ^^). Plijout a ra al levrioù se din ivez peogwir e vez kavet harozezed (ha n’eo ket Haro, Zezette !) kreñv aliesoc’h eget e doareoù levr all, daoust ma ne vefe ket kement-se a skrivagnerezed (pe ma kuzhont o identelezh, cf. R. Hobb).

Ne vir ket diouzhin lenn traoù all, a-bep-seurt, pe gwirvoud pe polis pe romantel (youh !) e vefe. Traoù mat a zo e pep doare, d’am soñj. Hogen mankout a ra al lodenn se a… faltazi, just a-walc’h. Ma lakaat a ra da ijinañ, ya, met ket da hunvreal. Ne gas ket ac’hanon ken pell, zoken ma ne chom nemet gerioù war ur bajenn bewech. Diaes un tammig da zisplegañ. Ne lavaran ket e klevan a avel o c’hoari gant ma blev (an nebeud a chom din, bouc’houc’hou) ha skant an aerouant dindan ma bizied pa lennan ul levr moliac’h, met disheñvel eo, dieuboc’h eo ma ijin dre ma n’en deus ket da welet ar bed evel ma tlefe bezañ met evel ma fellfe din e vefe, ma welit ar pezh a fell din lavar.

Trist e oan bet pa oa bet paouezet gant ar Gripi, a blije kalz din lenn ha me er skolaj c’hoazh. Spi am eus e lenn enlinenn a-benn nebeut (*serr lagad, serr-lagad*), ha marteze e vo tu da gavout lod all da adkregiñ gant ur gelaouenn a-seurt-se, pe war baper pe war an Etrerouedad e vefe. Pa welan ar berzh a oa bet gant Brezel an Erevent (hag Hudour an Tour Du, piv en deus kavet an titloù se ? xD) e soñj din ez eus ur c’hoant gant ar remziadoù a-zeu da lenn seurt istorioù. Evel a lavaren e oan e skolaj c’hoazh pa oa bet kroget, ha d’am soñj ez eus e-touez ma remziad tud gouest da skrivañ, hag a vefe laouen ouzh en ober. Gant plijadur ivez e tresfen, ha sur on ez eus lod all a vefe laouen d’en ober ha da sikour. Marteze e oa re abred ar Gripi ?

En ur soñjal er pezh a c’hellfen lakaat amañ war ma blog em boa soñjet ivez e c’hellfen lakaat un tammig skridvarnerezh, hogen pellig ‘zo n’am eus ket lennet ul levr nevez e brezhoneg. Pa vin distro da Vreizh e vo ret din mont d’ober un dro ha ma zammig marc’had, da welet ma zo tra pe dra a c’hellfe dedenn ac’hanon (pe na zedennont ket ac’hanon, ma n’eus nemet se, ha distreiñ a rin da glemm amañ ^^). O komz e oan gant Klervi ha Gwendoline an deiz all ivez, div studierez a Vrest a zo amañ en Erasmus ivez. O komz e oamp eus ar raktres a oa bet ober ur gazetenn etreskolveur (da greñvaat un tammig al liammoù etre ar studierien war ar brezhoneg, ‘keta). Komzet e oa bet eus se warlene, ha ne oa bet graet netra, tamm pe damm. N’ouzon ket ar pezh a zo c’hoarvezhet ar bloaz mañ, hogen war a seblant ne oa bet graet netra er c’hentañ c’hwerc’hmiziad kennebeut (n’int deuet amañ nemet en eil). Ar bloaz a zeu neuze emaon e soñj lakaat un tammig lañs er raktres. D’am soñj e c’hello bezañ dedennus, hag e vo tu da lakaat danevelloù ha traoù a-seurt se enni. Pe kaout ur rann a-bezh evit moliac’h ha faltazi ? Gwelet ‘vo, avat, hogen entanet e seblantent bezañ ivez. Sur a walc’h e vo gwelet ma fri (bras) e Kejadenn aliesoc’h (ne zeuan ket a-benn da adkavout al lec’hienn, marv eo ?).

 Ha tro o pezo da lenn skiant faltazi a-raok ar bloavezh-skol a-zeu, m’en tou !

p.s.: kit da welet Soubenn ar Geek, blog ur c’heekezig e brezhoneg penn-da-benn 😉 C’hoarioù video, filmoù, levrioù,  hop hop hop ! Kit da welet ! (kiiiiiit !)
p.p.s.: distro eo an deiziadur dija, dre m’eo bet lakaaet ur bochad troidigezioù nevez war doare brezhoneg al lec’hienn. A-benn nebeut e vo echu treiñ ar melestradur diazez, hag e vo graet muioc’h war-dro a traoù luzietoc’h (fazioù 404 hag all, merañ media ha skeudennoù, h.a.). Mont a ra war-raok 😀





Re à la bourre am eus

26 02 2010

Labour, labour, labour, ret eo din labourat ! Ha skrivañ. N’eo ket traoù aes da ober war an dro bepred. Peurliesañ e vezan o labourat pa fellfe din skrivañ hag e soñjan el labour p’emaon o skrivañ. Ne sikour ket, nag evit an eil nag evit egile… Hag en em gavout a ran gant dale. Ma ! Graet e vo al labour e-koulz, sañset. Ha dale a vo gant al levr, c’hoazh… Pe get, buanoc’h buanañ e skrivan er mare mañ, a feur ma tostaan eus ar fin eo a anatoc’h anatañ ar pezh a zo da c’hoarvezout, hag aesoc’h aesañ e skrivañ.

Atav em eus kavet iskis ar skrivagnerien a lavar e ‘vev’ o zudennoù hepto, hag eo an tudennoù a zivizh ar pezh a reont, ket ar skrivagner… Un doare plijus da welet an traoù, sur, met at the end of the day, n’eus nemet ar skrivagner dirak e follenn/skramm/daolenn/pezh fell deoc’h (ha perak ne savfen ket ma istor war mogerioù ma c’hambr, hañ ? 😀 )

Pa skrivan em eus doareoù disheñvel, hervez ar pezh a zo da ober. Pa skrivan un danevell e krogan, hag e skrivan hep soñjal re en dibenn, pe er pezh a zo da c’hoarvezhout zoken. Skrivañ a ran, ha gwelet tamm-ha-tamm ar pezh a gontan, hag e klaskan kavout un tu d’e lakaat da vezañ dedennus. Aesat tra pa vezer o skrivañ gant un urzhiataer, ha ma c’heller distreiñ, cheñch traoù, reizhañ diboan.
Pa skrivan barzhonegoù e ran ar memetra, pe frazennoù amañ hag ahont, traoù a blij din ar son anezho. Alies a-walc’h em eus ar frazenn pe ar frazennoù diwezhañ, hag e klaskan penaos erruout d’ar fin se. Pe c’hoazh klask soniadoù ral a-walc’h, ha gwelet penaos e c’hellan reiñ ur ster dezho. Evel-just ez eus lod all o do ur ster diouzhtu, ha din da gavout ar gerioù d’e zisplegañ. Hiroc’h a skrivin diwar-benn se un deiz all, ha ma soñjoù diwar-benn ar sevel barzhoniezh…

Skrivañ ur romant a zo un dra-all penn-da-benn evidon. Ha muioc’h c’hoazh p’eo unan skiant-faltazi emaon o sevel er mare-mañ. En un danevell n’eo ket ret sevel ar bed tro-dro d’an tudennoù kement, rak ne vin aze nemet berr amzer, ha emañ ar c’hevrin e-touez an traoù a zo dedennus gant ar stumm-se. Dre ma ‘z eo berr eo rall e vefe luziet an istor, ha ne vo ket ret kaout kalz darvoudoù da gas an traoù war-raok. En ur romant eo ret kavout an tu da lakaat al lenner da dreiñ ar bajenn, c’hoazh hag adarre, kavout peadra da zedenn anezhañ bepred, war hir dermen. Sevel luziadennoù hag o diskoulmañ, tamm ha tamm, kuzhat traoù hag o diskouez da c’houde. Disheñvel-tre.

Evit hemañ em eus savet ur framm, ur bed (pe un hollved, lakaomp) heñvel a-walc’h eus hon hini, hogen ket a-walc’h evit gellout chom hep e zisplegañ. Ha ret eo kavout ur c’hempouez etre ar pezh a c’hoarvez hag ar pezh a gonter, taolenniñ ha komz, hag all. Meur a ali a zo, ha ne blijo ket an disoc’h d’an holl, evel-just. N’ouzon ket zoken a vo lod dedennet, ma vo lod gouest da lenn ha dedennet… N’eo ket e vefe ur brezhoneg uhel ennañ, hogen soñjal a ra din e vo dedennetoc’h ar re yaouankoc’h gant al levr, ha n’em eus ket graet strivoù resis daveto. Geriaoueg ijinet a zo, un tammig, traoù n’int ket diaes da gompren a soñj din, met piv ‘oar ? Gwelet ‘vo ar pezh a soñjo Stefan da gentañ, marteze e vo ret din adskrivañ pep tra, pe er boubellenn e vo taolet ha mat pell ‘zo. Un dra vat m’eo fall al levr. Embann evit emban a zo un dra fall, d’am soñj.

Ar fin am eus, atav, ar penn kentañ ivez, ha tammoù a-bep seurt skrivet e-kreiz. Trawalc’h din liammañ pep-tra, ha mat e vo. Evit ar poent koulskoude em eus labour d’ober !

 

p.s.: ya, null eo ar c’hoari-gerioù, lavaret am boa deoc’h. 😉





Skriturioù adarre, ha tammoù gwenedeg

25 02 2010

Emaon oc’h echuiñ lenn levr Iwan Wmffre, Breton Orthographies and Dialects, Vol. 1: The Twentieth-Century Orthography War in Brittany er mare-mañ. Un oberenn zedennus, a gav din, a glask chom neutrel a-walc’h zoken ma zo enni alioù souezhus ha skouerioù pe soñjoù n’int ket gwall gendrec’hus a-wechoù. E saozneg emañ al levr, gant un toullad mat a vrezhoneg hag a c’halleg, diskleriadennoù ha lizhiri dreist-holl. Un doare mat da vont donoc’h en afer-se, ma ‘z oc’h dedennet. Luziet-kaer eo an istor a-dra-sur, ha n’eo ket peurechuet c’hoazh (gant ma vezo a-benn nebeut !), ha da bep hini emichañs da ober e soñj war abegoù lod ha lod all, ne vezont ket sklaer bepred etre ar pezh a embannent hag ar pezh a lavarent d’o mignoned dre lizher.

Unan eus al levrioù (nevez) nemetañ a gaver e saozneg diwar-benn ar brezhoneg eo, ha dre-se e weler mat an diouer a anaoudegezh a zo evit hor yezh e diavaez Breizh. Ar skrivagner a zo Kembreat, hogen hanter Vreizhat ivez, dre e vamm, ha brezhoneger a-vihanik ma ‘m eus komprenet mat. (daoust dezhañ bezañ desket e skrivañ diwezhat), kelenner e Skol-Veur Colraine en Ulster, distag a-walc’h neuze eus trivliadoù pemdeziek ar brezhoneg.

Diwar e skrid e soñj din emañ tostoc’h eus ar falc’huneg, ha ne blij ket R. Hemon dezhañ tamm, hogen re a lennan en e c’herioù marteze. Daoust da se e gavan taer gant P. Denez a-wechoù ivez, ar pezh a zo souezhus memestra, ha tommoc’h da Falc’hun eget da forzh piv all. Ma, gellout a reer lenn al levr digudenn, hañ, evel am eus lavaret e chom neutrel a-walc’h an ton. Ne varn ket an neb pe egile, nag ur skritur (mmmh, ha c’hoazh). Fellout a ra dezhañ reizhañ tud ‘zo a-wechoù (gant ur “sic” amañ hag aze), zoken m’eo forzh petra e reizhadennoù ;). Ma ! Daoust din bezañ ur zedacheg n’em eus kudenn ideolologel ebet gant ar skriturioù all. Soñjal a ra din hepken eo ret dibab unan, ha derc’hel gantañ, evel am eus bet lavaret endeo; hag eo bet graet an dibab.

Dedennus eo gwelet ivez penaos emañ troet an holl gudennoù tro da vrezhoneg Gwened, pe brezhonegoù Gwened kentoc’h. Digudenn pe dost e oa bet savidigezh ar C’haelte (sic), daoust da drevadenniñ al Leounog war ar rannyezhoù all, ha ne chome nemet ar Gwenedeg da embarzhiñ evit sevel ur yezh unvan. Ya, hogen aze emañ an dalc’h. Ar pezh a raer Gwenedeg anezhañ n’eo ket ur rannyezh hepken, gant un distagadur, ur c’heriaoueg hag ur reolenn bouezmouezhiañ. Nann nann nann, meur a hini a zo ha disheñvel mat eo brezhoneg Gwened Uhel eus hini Gwened Izel (evel m’emañ, emichañs, hini Ar Gelveneg eus hini Kemper; muioc’h c’hoazh moarvat). N’eo ket nevez, ha n’eo ket souezh. Ar pezh ‘zo, ma vez graet dibaboù en ur gemer Gwened Uhel e kont hepken e vo friket dibarderioù Gwened Izel, hag ar c’hontrol kement-all.

Setu perak ivez eo bet ken trubuilhet savidigezh ur yezh skrivet unvan. Peogwir n’eus ket tu d’hen ober peurvat, peogwir e chomo bepred ur badumeg ne lavaro ket an traoù e-giz-se. Evit ar c’haelte eo bet friket un darn mat eus dibarderioù K ha T, peogwir e oa bet darn vrasañ ar skridoù e rannyezh Leon betek neuze, hag e soñje d’an dud (Hemon ha Falc’hun kement-all) e oa gwelloc’h al Leoneg. Argl ! D’am soñj eo un dra vat ne vefe ket bet ken buan ar Wenediz o plegañ. Peogwir e kavan bourrus  kaout ur bochad gerioù a Wened em brezhoneg, peogwir eo fiskal an disheñvelderioù hag eo drezho e chomo ar yezh unan binvidik. Ha d’am soñj e chom ken gwir ar brezhoneg se e peurunvan. Pa welan galleg Maselha hag hini an Haor-Nevez e soñj din e c’heller kaout yezhoù komzet disheñvel en ur virout ur skritur hepken, memestra gant saozneg Londrez hag hini Dinedin (ahaha, gouzout a ran eo reizh, hogen piv a oar eo Dùn Èideann kerbenn Alba ? Ha piv all a soñj dezhañ e son evel “Din eo ! Din !” :D).

Neuze da razh ar wenedourion da zerc’hel gant o rannyezh, ha d’he hadañ er skridoù a savint e peurunvan. E-giz se e vo tu d’ar skolidi kaout danvez da lenn ha deskiñ gerioù nevez ennañ.