Derc’hel da vont…

5 12 2014

PSX_20141205_130708Ah, un amzer a oa m’am boa amzer, just a-walc’h, ha n’edon ket o redek a-gleiz hag a-zehou evel ma ran bremañ, pe ket kement, d’an nebeutañ. Ma vezen en ul lec’h war ar sizhun, hag ma chomen eno pell a-walc’h da vezañ em aes. Ma, n’eo ket klemm a ran (hepken), mat eo kaout labour ha plijus e chom beajiñ memestra (ma, e Breizh hepken, hañ, n’on ket ken pinvidik/chañsus), ha bep sizhun e vezan en tren etre 10 ha 15 eurvezh. Gellout a ran kadarnaat brud fall an SNCF war an dale, haha !  Keit ma ‘z on yaouank c’hoazh… En tren e c’heller labourat, lenn, kousket zoken, luskellet gant boubou an hent-houarn ha lusk ar c’hrenadennoù. Kemper Landerne, Landerne-Roazhon, Roazhon Kemper… Setu an tric’horn diaoulek ! Ma, diaoulek n’eo ket, hogen diaes eo a-wechoù gouzout pelec’h emañ tra-mañ tra, e peseurt hini eus ho tiez pe ho ranndiez emañ chomet an dra ho peus ezhomm anezhañ diouzhtu-dak ! Pe evel ur maligorn e rankfen bezañ marteze, holl ma feadra war ma c’hein bepred. Diaes a-wechoù rankout sevel abred, bezañ en ti-gar da 6e vintin evit bezañ d’an eur ur wech treuzet Breizh war un tu pe un tu all.

Montourlez, heh

Montroulez diwar ar pont bras

Rak ouzhpenn ar cheñch lec’h emañ ivez ar cheñch bed, hanter ar sizhun er gêr vras, e Roazhon, em ranndi, un hanter all e ti ma zud pe e Landerne, n’eo ket ar memestra evel-just. Ha bedoù disheñvel em fenn ivez, al labour melestradurel hag hini an dezenn n’o deus ket kalz tra da welet (met gellout a ran lakaat un teuliad Word e stumm deoc’h digudenn, c’hac’ha !), ha kentelioù a roan ivez, ur bed all c’hoazh. Se a sonerezh, e Roazhon koulz hag e Kemper, ha mignoned a-bep lec’h ivez. Nag a draoù e gwirionez d’am derc’hel da vont. Ha c’hwi ouzh ma lenn, forzh pelec’h e vefec’h ! Ha war an hent, pe zouar, ter-du pe houarn e vefe, e kaver traoù da welet bepred, traoù brav, ur sav pe ur c’huzh-heol, un asked war ar sterioù, ur porzh dindan an heol, pe c’hoazh un draonienn zianav d’an holl.

Langerne

Landerne, diwar du mat ar ster 😀

En tren e plij din lezel an ijin da vont, a-dizh, buanoc’h eget an TTB emichañs. Eno, evel ma ra da lod er strinkadenn, e teu soñjoù din, eno em eus bet skrivet barzhonegoù hag istorioù, em eus bet savet sonerezh, em eus lennet par ma c’hellen hag em eus kejet gant tud, ivez, a-wechoù. N’eus netra par d’un tren sac’het e-kreiz an noz, etre Kerneblec’h ha Plougollet, evit lakaat an dud da gomz kenetrezo. Profet e vo boued deoc’h gant ar sneuf-neu-neu ma chom re bell an tren difiñv da eur ar pred, na jentil int, neketa ? 🙂 An dieasañ, memestra, a zo n’eus ket amzer da chom. Bezañ dilec’hiet bepred, daosut ma vefe mont a lec’h anavezet da lec’h anavezet, a zo diaes din a-wechoù. N’em eus ket amzer da vezañ sioul en ul lec’h, da gaout ul lusk, ma ‘z an luit d’unan all, d’ul lusk all. Ah, na pegen aes a-wechoù, pegen frealzus un implij-amzer klok, digemm. Ha pegen plijus, war an tu all, ober traoù disheñvel bemdez, bezañ pell eus ar boaz, deus ur bemdez diliv a vefe borrodus re vuan. Un deiz a vo, ha buanoc’h e teuio marteze eget na soñj din, ma ‘m bo keuz d’ar mareoù-se en tren, ma c’hellen beajiñ em fenn a soñj da soñj tra ma veaje ma c’horf a ved da ved, da c’hortoz e klaskin ober ma mad eus an amzer-se am eus evidon c’hoazh.

PSX_20141205_130522

Ti-gar Sant-Brieg, mintin abred





Emvod

15 04 2012

Pennoù-avel o c’hwezhañ kreñv
O barradoù diefedus
War an douar ha don en neñv
O oberoù hag o c’hoantoù

Ha komz ha komz, komzoù goullo
Dibreder pe bred en aner
Berr ar soñjoù pa vez ganto
Blaz ar c’hozh, c’hwezh louedet-kaer

Pe oad karantez an arc’hant ?
Re a dud difoutre amañ
Pa vez gwerzhet c’hoazh d’an amkant
Dazont hor yezh ken gwan bremañ

Hag an hevelep re bepred
O klask lakaat da dalvezout
O fizhoni ken digengred
O brammoù-spered didalvoud

Klevet am eus bet se ivez
Evel an holl bodet er sal
Perak c’hoazh klask gwerzhañ pa vez
Preñved e kalon an aval

Aluzen, aluzen ar paour
Setu petra a chom bremañ
Hag an teñzorioù, hag an aour ?
Mojenn Arzhur, pelec’h emañ ?

Nag haroz nag aerouant
Ne chom nemet an dud diglod
Sec’h o c’halon evel grouan
Pep hini o tifenn e lod

Betek ar re nevez zo kozh
Mirdi an hengounioù kollet
An alarc’h e ziwezhañ poz
War c’hreunvaen o fennoù kalet

Lod a fellfe dezho bodañ
An holl dud asambles, padal
E vezont-int ar re gentañ
O klemmichañ hag o krozal

Hag un nebeud re memestra
O soñjal a-raok digeriñ
O beg bras a-benn dislonkañ
Fallgeusteurenn o c’honeri

.

Me, imoret fall ? Me ? >_>





There and back again

27 12 2010

Hehe, digarez d’ar re a vo bet desachet gant an titl ^^
Sapre Bilbo!

Dedennus e gaven ^^ Ur mareig zo n’on ket deuet da skrivañ amañ, ha ma digarezit evit se, me ho ped. Ur bern traoù am eus bet da ober! Ar sizhunvezh ziwezañ a-raok ar vakañsoù a zo bet eus al leunañ, gant ar garg a oa bet roet da Gejadenn e aozadur un Dazibao ‘sevenadur breizhat’ e Roazhon. Evit ar re na vefent ket roazhoniz, pe n’oufent ket petra eo Dazibao (war bouez e Sina ^^) ez eus anezho nozvezhioù hep alkol aozet da yaou da noz gant an ti-kêr/ar c’hrij evit ma yafe ar re yaouank d’ober un dra all kentoc’h eget evañ ^^ Boñ, ral a wech em eus gwelet kement a dud vev pe stone en ul lec’h, met ne vo lavaret netra 😉 Goulennet e oa bet diganeomp ober war dro ar sonerezh hag all, ar pezh hon eus graet, ha d’am soñj ez eus bet plijadur e-leiz. Ouzhpenn-se e talc’hemp ur stand evit Kejadenn, an Ofis, Skol an Emsav ha Gwagenn TV! Graet am boa war-dro sevel paperennoù kinnig evit kejadenn, ar stal kan ha diskan a reomp hag ur ‘geriaoueg ar festoù noz’ (ma, geriaoueg ar pakañ er festoù-noz, kentoc’h xD). Ma, ar pajennaouiñ ‘m eus graet, pe’a, ket skrivañ an traoù, ar pezh en eus lonket kalzig eus ma amzer memestra.

 

geriaoueg

Klikit da vrasaat, lavarit din ma vez traoù da cheñch (adlennet e vo gant an ofis^^), graet eo da vezañ moullet rekto-verso war ur follenn A5, alese ar c'hinnig iskis (a zo evit kaout pep-tra war ur bajenn, tra ken, diseñvel eo an doare evit moullañ ^^), ar golo a zo el laez a-sehou, ar c'hein el laez a gleiz hag an diabarzh en traoñ

Ouzhpenn se e oa ur strolladig made in Kejadenn da glozañ an nozvezh, gant un nebeud sonerien all (bombard, treujenn-gaol, gitar ha daou ganer, ouzhpenn din ha ma binioù bras ^^), ha pleustradenn hon oa d’al lun. Pleustradenn all gant ur strollad metal breizhat m’emaon ennañ bremañ, KêrIs (muioc’h a ditouroù pa vo bet enrollet un demo bennak, a-benn an nevez-hañv), da verc’her, an dazibao da Yaou, ma ‘z on bet o redek a-hed an devez da dapout traoù evit ar stand, panelloù bet prientet ganeomp da veurzh ha merc’her, dafar an ofis, dafar skol an emsav ha GwagennTV, moullañ ar paperennoù bet pajennet ganin, kas pep tra d’an Hall Martenot ma veze graet an nozvezh ennañ (ya, nozvezh hep alkol el lisoù, ac’hac’hac’ha!). Da wener goude, pleutradenn gant ar bagad, dre ma oa ur fest-deiz ganeomp da sul, devezh ar biniaouioù da sadorn, gouel bras ar binioù-bras (dre-vras!) e Kemper, fest deiz da sul, neuze, a oa plijus-tre. Pouloum, pouloum, ur sapre sizhunvezh (ha disoñjal a ran un dra pe zaou… ah ya! Labourat >_<).

Un diouer a amzer kentoc’h eget unan a c’hoant pe a draoù da lavar, neuze ! Met na rit ket biloù, mat eo bremañ ^^ Back to business babeh, yeah !





Plik, plok, ‘ra ar gwad…

10 11 2010

Gwir eo ar c’hlichedoù a-wechoù: brav eo ar c’hlañvdiourezed en EFS ^^ Setu me gant un tammig nebetoc’h a blasma em gwad, neuze. Dre ma ‘z on AB eo gwelloc’h din reiñ an dourenn velen-se kentoc’h eget ma gwad penn-da-benn, servij a raio da vuioc’h a dud (AB a zo roer hollvedel evit ar plasma, evel m’eo O evit ar gwad.). War a seblant eo ral an AB-ed ouzhpenn-se (3% AB+, 1% AB-). Kement hag ober n’eo ket kalz a dra tremen un eurvezh bep div sizhun da sikour ar re all. Ma roit gwad pe plaketennoù ne vo ket ken alies zoken ! Farsus a-walc’h eo reiñ plasma e gwirionez, dre a n’eus ezhomm nemet eus ul lodenn eus ho kwad e vez adkaset ar peurrest deoc’h, gwelet a rit an dourenn ruz-teñval o leuniañ ar podig tamm ha tamm, ha pouf!, sunet pep tra en-dro betek ho prec’h ^^ Chug-frouezh, gwastilli ha sandwichoù a vez war-lec’h, ouzhpenn-se, n’eus ket da glemm. Se, mui ar c’hlañvdiourezed, evel a lavaren ^^

A-hend-all, nepell diouzh ma zi, ‘kichen an ti-gar, ez eus ur skritell nevez evit ar Fnac, embannet warni “Fnac nevez Roazhon a zigoro e zorioù d’an 19 a viz Du(e brezhoneg, hañ, n’eo ket troet ganin). Un nebeud traoù: gourel eo ar Fnac e brezhoneg, war a seblant (perak ket, lakaomp, alies e cheñch jener ar gerioù pa vezont lakaet e brezhoneg diwar ar galler… met boñ… Gwir eo eo gourel ‘kevread’, ma ‘z eo bet soñjet e-giz un droidigezh rik eus tavoudegezh f-n-a-c, met iskis e vefe, dre ma n’eo ket bet cheñchet al lizherennoù :p); “digeriñ e zorioù” a zo un droidigezh ger-‘vit-ger ha divalav eus ar galleg a-us (‘ouvrir ses portes’, neuze), ar stal ne zigoro ket he dorioù drezhi hec’h unan, hañ; ha laouen on (memestra) o welet e vez kavet plas evit hor yezh e muioc’h-mui a lec’hioù. Pa vez ar stalioù bras, broadel ha n’eo ket lec’hel hepken, o kemer yezh ar vro (pe ar rannvro) e kont emañ an traoù o vont war an tu mat. Pa welan kirri-samm Saturn o tremen gant brezhoneg warno, pe pa yan d’an Etrevarc’had (ket er C’hloareg, siwazh), hag all, e vezan laouen o welet e ya an traoù war-raok (daoust ma talc’hfent da skrivañ ‘degemer mat’ peurliesañ… Dezho da ober un degemer mat din, un donemat a c’hellont hetiñ…).





Aet on

19 10 2010

Boñ, n’em eus ket lakaet traoù amañ abaoe un nebeud devezhioù (war-bouez hir a respontoù da Barisot), evit abegoù liesseurt, ha n’hellin ket lakaat kalz a dra kent dilun a-zeu d’an nebeutañ, dre ma ne gasan ket ma urzhiataer ganin da Iwerzhon (n’eus ket plas !). Marteze e kavin unan du-hont ur wech ar mare, da lakaat un nebeud soñjoù ha da gontañ ma buhez (oh-so-dedennus), gwelet ‘vo. E-mod all e tozvin ur mega-notenn pa vin distro, gant luc’hskeudennoù emichañs, deoc’h d’ober goap un tammig eus ar Moran oc’h ober e damm furlukin ^^

D’am soñj e vo mat din mont kuit eus ar Stad brein-mañ (ne gomzan ket eus ma stad din-me, evit ur wech :p), gwelet traoù all, daoust ma vefe pell ar Stad iwerzhonat a vezañ direbech. Ma, cheñch aer un tammig, gwelet tud en-dro ha glebor sklas Galway, mmmmh 🙂 Un dra bennak a zo gant Iwerzhon, n’ouzon ket petra re vat, met disheñvel e vezer pa vezer war an enezenn. Ar Fomoire, marteze, per ar boudiged, n’ouzon ket, met un dra bennak a zo. Ha kêr Dulenn, ivez, ma vez gwelet an Istor, hag an istorioù, warni c’hoazh. Un aergelc’h a zo, unan dibar d’ar re all, ha n’eo ket ouezh e vefe bet kement a skrivagnerien o lakaat Dulenn da dudenn, pe da foñs meurdezus ha lous, d’an nebeutañ. Un dra bennak a zo.

Ma, evel-just ne vo gwir kement-mañ nemet ma teuan a-benn da vont da Naoned, kentañ tra (na rankfe ket bezañ re ziaes memestra, d’ar gwashañ-holl e kavin tud en ur c’hoari biz-meud xD), ha, dreist-holl, ma zo dour-tan gant ar c’harr-nij ha ma vez e lezet da zibradañ. Evel-just eo e Naoned ez eus ar muiañ a gudennoù gant an dour-tan, ha n’ouzon ket re petra eo stad an harzoù-labour en aerborzhioù met boñ… Sell ‘ta, setu ur stourm efedus, stankadennoù a servij d’un dra bennak, hep trenioù, hep kirri-nij, hep dour-tan e vez diaes d’ur vro kenderc’hel da vont, hag e pleg ar gouarnamantoù. Hag aze on prest da vezañ hegaset, peogwir e tegaso un dra-bennak. Hep skolioù-meur… E vo pout ar bobl, ar pezh a fell da Sarko ha d’e vignoned forzh penaos, hervez ar mac’hagnañ a reont eus an deskadurezh. E gwirionez emañ stankerien R2 o sikour ar gouarnamant ! Omd ! :p

Ha dre ma vez nebeutoc’h a dalvoudegezh gant un aotreegezh (pe un diplom all) tapet en un hanter-bloavezhiad kentelioù e vo tu d’ober fae war studierien R2, hag e teuo nebeutoc’h a dud eno (ar pezh a zo bet gelet goude pep stankadenn), da lavaret eo e vo nebeutoc’h a dud o stourm, peogwir e vint e skolioù-meur n’o deus ket spered stourm Roazhon 2 (ar spered a zo mat, hañ, an doare a zo null). A-benn ar fin e vo koll ar stourm, ur wech ouzhpenn. Padal e c’hellfemp bezañ penn-araok ur stourm nevez, ha bodañ an dud, kreñvaat levezon hor spered, gwelaat ar vro, ar gevredigezh hag he c’heodedourien, pe klask, d’an nebeutañ. Met ne vo ket, evel-boaz e vo ‘stankaaaaaañ‘, evel ma huchfe lod all ‘braaaaaaaaains‘. Brein-s, kentoc’h.

Gortoz a ran ivez ar mare (a zeuio buan ma n’eo ket deuet dija) ma c’halvo an AG da vanifestiñ evit an dud dibaper, al lojeiz, Haiti, chase ar balumed hag Hadopi, kement ha meskañ pep-tra ha tanavaat ar stourm, hañ. Pe doare ar spagetti eo marteze, bannañ pep tra ouzh ar gouarnamant ha gwelet ar pezh a beg ? Mat eo stourm evit pe a-enep d’an holl draoù-se, ha ret eo en ober, met pep-tra war an dro ? Ne ra nemet morañ pep stourm en ul latarenn distumm ha diefedus. Unvaniezh ha sklaerded, n’eus nemet e-giz-se e ya en-dro, pep stourm d’e dro, efedusoc’h e vezer pa vezer holl gant an hevelep pal. Divide et impera, pa lavaran deoc’h, seul vuioc’h a balioù disheñvel seul ziaesoc’h. Evel-just eo teorikel, met n’eus nemet sellet eus ar stourmoù diwezhañ, hañ, pouf-pouf c’hwitet pep-tra. Gouarnamant Sarko n’eo ket evel hini Chichi, ha kentoc’h eget c’hoari pom-pom-girl dirak ar savadur B e vefe mat paouez gant ar chichioù (see what I did there?) ha bezañ efedus. Mod all e c’heller chom da stankañ betek hor 65 bloaz (67 ? :p), ivez, hañ, kement hag ober, ne vo ket efedusoc’h.

Kroget evel m’emañ e vo stanket ar skol-veur betek ar vakañsoù forzh penaos (d.l.e. e yelo an holl studierien d’ar gêr hiziv goude ar vanif’ ^^, pe pa vo trenioù adarre :p). Ha me o soñjal e c’hwitfen kentelioù gant an tamm beaj-mañ, ahaha, pegen buoc’hig ^^ N’eo ket gwall strik, gant ma vo ur skol-veur c’hoazh pa zistroin, ha gant ma ne vo ket bet re a zistruj (bah ya, distruj hag graffiti-añ an añfioù a zo ken efedus, hag a dorr kement revr ar gouarnamant, wou-c’hoù ! Ha kement hag ober e vefe mat distruj an taolioù hag ar c’hadorioù ivez, hag ar prenistri, evel boaz, hag ar mekanig sncf ivez, Sarko n’hello ket prenañ e vilhed er skol-veur, na pegen añmerdet e vo ! /goap). N’ouzon ket perak ez eus kasoni ouzh ar Skol-Veur gant lod studierien, soñjal a rae din e felle deomp he difenn, un nebeud bloavezhioù ‘zo ?

Ma, ne vin ket aze da respont neuze n’eo ket dav tagañ ac’hanon en evezhiadennoù 😉 Pe ket diouzhtu d’an nebeutañ. Ma, pe grit ha tabutit etrezoc’h :p Me a vo oc’h evañ Guinness, sañset, hag o kaout un tammig craic a-raok distreiñ d’ar vro. Pe marteze e vo stanket an holl aerborzhioù hag e vo ret din chom da evañ Guinness pelloc’h, nag ur vezh e vefe !

Bezit fur, da c’hortoz (emañ Nedeleg o tostaat ! 😉 )





Skol-Veur, ma Skol-Veur…

13 10 2010

Oh bah, sell ‘ta, stanket ar Skol-Veur ! Obadidoñ, pebezh souezhadenn !… Ma, evit ur mintinvezh hepken evit poent, ha n’eo ket sur c’hoazh e teufent a-benn, o welet emañ ar surentez aze bep mintin abaoe dilun, hogen ur wech kroget an traoù ‘giz-se… Opala, ma vez stanket a-raok ar vakañsoù e vo marv ar c’hwec’hmiziad, dre ma adkrogo 10 gwech kreñvoc’h goude an Hollsent. Ma, erru e master n’eo ket pouezus, lakaomp, lezet e vezer da dremen peurliesañ, met n’eo ket gwall blijus kennebeut, evit ar gelennerien traken. Ya, ret eo stourm a-enep d’al lezennoù-se ha d’ar gouarnamant, ya, n’eo ket reizh ar raktres kinniget, ya. Met stankañ ar Skol-Veur ? Hag he distruj, dreist-holl, evel ma vez bep bloaz ? Ne welan ket mat ar pezh a zigas. Foutu pour foutu, emezo… Koulz kaout vakañsoù, evit gellout Stourm (oh ya, ur bennlizherenn). Brastresañ a ran, evel just.

Pa soñjer, memestra, erru e master 2 n’eus bet anavezet nemet 1 bloavezh didrabas ganin, hag e Galway e oa … Ar bloavezh-se ne oa bet netra e Roazhon kennebeut, hañ, o c’hortoz ac’hanon e oant ! >_< fmb (fouzh ma buhez :p) Pa soñjer e oa deuet un 2000 studier nevez ouzhpenn ar bloaz-mañ hag e oa spi gant ar gelennerien e kreskfe Roazhon 2 en-dro goude an digresk spontus en abeg d’an harzoù-labour ha d’ar stankañ… Lod a zo o leñvañ druz, me lavar deoc’h. Afi, boaz eo ar paotr Gontard, ar prezidant, bremañ, ha sur a-walc’h ne lezo ket ar studierien d’ober o reuz, pe ne vo ket aes dezho, atav.

Evel bewech e gwirionez ez on a du gant ar soñj, ar meno, met ket gant an doare. Evel a lavare Morwenna din hiziv, n’eo ket reizh meizad an emvodoù-meur, re nebeut a studierien a vez eno ha direizh ar votadegoù peurliesañ. Hag an doare nemetañ da vont a-enep dezho a zo dont da votiñ a-enep ar stankañ hag all, da lavaret eo reiñ boued d’ar sistem hag e gadarnaat ! Etre ar fall hag ar gwashañ…

Wait and see, met diaes e vo fin ar c’hwec’hmiziad d’am soñj… Ha mall zo warnon bezañ e Galway evit un nebeud devezhioù da aveliñ ma fenn, ivez (ha labourat, un tammig ^^). Plijus e vo.





Interwebz, fuck yeah!

12 10 2010

Oh, traoù ‘zo a zo re vat, kaaalz re vat da chom hep bezañ lakaet amañ xD

Evel just e c’heller ober lod e brezhoneg ivez, hañ, daoust ma vefe farsusoc’h ar meme-où e saozneg peurliesañ 😉

Boh, ya, aes eo ^^ Met soñjet ‘m eus e c’hellfen ober un tamm notenn bennak hep klemm, evit ur wech (daoust ma vefe diaes, bremañ ma ‘z eus bet komz eus Emglev Brein, hahaha), peogwir ne ya ket ar bed ken fall se, e gwirionez. Ya, kudennoù zo e pep lec’h, gant an holl, evit an dazont, evit ar yezh, war ar pemdez hag en ideologiezhioù a vez taolet deomp, met daout ha ken pouezus-se eo ? Pa oamp, un nebeud mignoned, brezhonegerien, o farsal ha pakañ banneoù, ne oa ket gwall bouezus ar bed en diavaez, ha gellout a raemp c’hoarzhin a bep-tra. Mareoù zo ‘giz ar re-se, ha pa vefemp gant un enkadenn ha ma vefe teñval ar c’houmoul war dremmwel hon dazont, paour-kaezh studierien ma ‘z omp c’hoazh (opala, trouz a oa en AG hiziv…), bez zo mareoù ‘giz-se ma ne reer ket van.

N’eo ket du pep-tra, dre eurvat, hag e-kreiz an noz e vez ur sklerijenn bepred. Na !





Ka-pow!

23 09 2010

Te, lenner, deus en-dro!

Ale, poent eo diboultrennañ da vat, adkregiñ gant al lusk pemdeziek, kroget eo ar bloavezh-skol-veur, emaon  staliet e Roazhon, ha daoust ma zo kudennoù gant ma internet c’hoazh (faziet ez eus bet war al linenn war a seblant, pffff…) em eus kavet kodoù da vont dre an hotspot-où wifi a zo gant neuf/sfr e kêr, trugarez neuze d’ar re a rann o c’hodoù gant ar re all, soñj am bo eus ho madelezh (kwiz: a belec’h e teu al lavarenn ziwezhañ?)

Ya, kozh eo ar skeudenn, ha ne denn ket ma fenn da se ken, pell ar mare m’am boa kement a vlev c’hoazh >_< Ma c’hoar a lakain da gemer ul luc’hskeudenn an dibenn-sizhun-mañ marteze, deoc’h d’ober goap da welet pegen brav on bremañ :p

16 metrad  skouer, n’eo ket kalz a dra, ha kemeret an hanter gant levrioù ha paperachoù endeo… Bah ya, master daou, hañ, master doubl ouzhpenn-se, Master², lakaomp, traoù a zo da lenn ha da studiañ. An hanter gant levrioù, kelaouennoù ha paerennoù neuze, mesk ha mesk gant ar rikoù tresañ hag ar ch’azetennoù arz am eus prenet e bro-Gembre (oh ya, e Breizh-Veur o deus ur BERN kazetennoù a seurt e, brav-tre, plijust tre, hag enno ur bern traoù da zeskiñ! Lod gouestlet d’ar moliac’h, pe an tresañ moliac’h a faltazi kentoc’h, hepken!), hag an nebeud arrebeuri evel-just. Hag ar wech-mañ emaon e kreiz-kêr da vat, pe dost, ‘kostez an ti-gar, ar pezh a cheñch kalzik eus al lec’h ma oan a-raok, daoust ma n’eo ket bras Roazhon, ha fiñval a rin muioc’h. Nebeutoc’h a amzer er ranndi o straniñ= muioc’h a blas evit ar bordel, dre ma vo urzhieotc’h ar bordel-se. Penaos ‘ta n’eo ket poellek? Boñ, e vin ket ennañ kement, n’eo ket gwall strik ma vez bordel un tammig, hañ? Forzh penaos eo ken bihan n’hellan pediñ den ebet, ne vo den d’am lakaat da c’haouier neuze! Daoust da se e fello d’am c’hoar dont d’ober e shopping e Roazhon-city, hep mar… Ma, gwelet ‘vo.

Abaoe an distro-skol on bet da bakañ baneoù e kêr aliesoc’h eget e-kerzh an aotreegezh a-bezh, d’am soñj. Pakañ ur banne, hañ, ket mezviañ na netra, n’on ket ‘giz se ^^ Met gant emvod piberien ar bagad an devezh all ivez, olalala, prest ma avu evit ar yaou da noz, me lavar deoc’h >_< Ha traoù alla zo da zont ar sizhun-mañ ‘za ivez, opalapala!

Ha setu ma c’hoar en eilvet klas, ma breur gant e vloavezh skol-veur kentañ… Aet ar vugale kuit eus ar gêr! Evit ar wech kentañ aboe… Daou vloaz warn-ugent (!) en em gav ma zud o-unan er gêr ‘pad ar sizhun. Ma, n’eus ket bet ur sizhun c’hoazh, dre ma oa harzoù -labour ha ma tistroe unan pe unan all eus an tri lampon ac’hanomp d’ur mare bennak bepred, met dont a raio, ha dao! Ar re gozh da vont da riboulat, me ‘zo sur! Dañsal ar rock ‘n roll a-hed an noz, beaj da New-York hep lavar deomp, shopping war ar Champs, ya, ya, gouzout mat a ran! Alala, pelloc’h eget farsal, ur cheñchamant bras eo e Dipode-land!

Traoù a vo amañ, neuze, dre ma n’eo ket re garget ar sizhunvezh a-fed ketelioù em o amzer evit un nebeud traoù dedennus.

.

p.s: ya, kenderc’hel a rin gant an notennoù trist, maleürus ha di-spi ivez, na rit ket biloù, met ur wech ar mare hepken, sañset!





Roazhon, Roazhon

27 07 2010

Kefridi a oa hiziv: kavout ur ranndi bennak e Roazhon. Dre ma oa meurzh e teue ar c’hemennadennoù gant ar gazetenn, ha n’am boa ket da vezañ er bagad hiziv, neuze omp bet holl d’ar gêrbenn da chaseal ar metradoù-karrez (ha d’ober shopping, hehehe). Buan e oa aet evit ma breur e Brest ha spi am boa e vefe ken aes… Hogen klask ur ranndi evit 2 a zo aesoc’h, emichañs. Goude pellgomz d’un 10 den bennak e oa 2 emgav ganin hepken, ar re all  ne respontent ket, pe a oa bet kemeret dija ! Ma, goude bezañ galvet 7 ouzhpenn e oa 2 emgav ouzhpenn ganin, ket kalz a dra e gwirionez. Kroget hon eus neuze, straed Vasselot, en ur porzh kozh… Mmmh, lod tud n’o deus ket mezh lakaat ar studierien da baeañ ker evit nebeud a dra, me lavar deoc’h ^^ N’on ket direnket re gant an tiez kozh, met pa vez lavaret ez eus ur gegin e c’hortozan un tammig muioc’h eget 2 blakenn kamping war ur c’hozh pezh-arrebeuri… An hini war lec’h a oa pellig a walc’h eus ar metro, boulouard an TA (ya, ya, lezirek on), ha ur c’hrignol hepken e gwirionez… Alala,studier e vezer pe ne vezer ket…

Met a -benn ar fin eo bet mat an trede, emañ a rez an douar, en ur straed sioul tal-kichen an ti-gar (a vez gwelet a-ziwar ar straed ^^), graet a-nevez pevar bloaz ‘zo, n’eo ket re ger evit ar pezh eo. Boñ, n’eus ket kalz a blas, ur studio eo, hañ, met ur gibell er sal dour, pa fello din diskuizhañ gant petalennoù-roz ha goulaouennoù koar :p Un taol-chañs e gwirionez rak feurmet e oa bet dija ar sizhun tremenet d’ur plac’h a oa o da gaout labour e Roazhon, met n’he doa ket a-benn ar fin. Unan all a oa sañet gweladenniñ dres war ma lec’h, neuze em eus ranket dibab buan, rak hogos sur e oan e vefe kemeret ganti. Banko, neketa ^^ Siñpa e seblant ar perc’henn bezañ, pa ne grogo ar feurm nemet e miz gwengolo, ha mall a zo warnon bezañ du-hont 🙂





Grmmmbll !

5 05 2010

Un dra na vanko ket din pa vin distro: un internet ne ya ket en dro ! Evit ar priz koulskoude… Tsss. Afi, pa ya en-dro e ya en-dro mat-tre (ah, dek gwech galloudusoc’h eget ar pezh am eus er gêr pe ar pezh am boa warlene e Roazhon, memestra !), n’eo ket fall dija… Ha pedet hon oa tud er ger neuze e oa traoù da ober 😉

Keit m’emaomp gant 3615 ma buhez (pe mabuhez.com, bremañ ? Daoust ha gouzout a ra ar re yaouank petra oa ur minitel ? >_<), rentet tri essay hiziv, vat a ra, daoust ma vo ret din pegañ ‘barzh daou all bremañ T__T D’am soñj e voullin ur skouerenn eus kement hini am eus graet ar bloaz-mañ, da lakaat en un teuliad bennak, a-benn kaout soñj. Kalz muioc’h a vez graet amañ eget a arnodennoù per se, ar pezh a gavan dedennusoc’h e gwirionez. Kalz traoù am eus desket en ur glask titouroù a-benn skrivañ ur 1000 ger bennak hepken a-wechoù, muioc’h a draoù eget er gentel zoken, ha d’am soñj em lakao da gaout soñj eus an traoù-se gwelloc’h eget an adweladennoù null a vez graet dres a-raok an arnodennoù. Soñj am eus bezañ disoñjet hogos pep-tra goude bezañ echuet ar bak, ar pezh a zo dipitus un tammig. Dre ma vez kalz personeloc’h an eztaoladennoù pa vezont graet er ger ez int dedennusoc’h, ha kalz donoc’h e c’heller mont gant an traoù dre ma c’heller reiñ daveoù ha lenn degadoù a draoù hep kaout aon o disoñjal e-kerzh an eurvezh hanter o peus da dremen en ur sal dirak ho follenn. O bezañ e saozneg ar bloaz-mañ a zegase un digarez ouzhpenn da zeskiñ traoù, ar pezh a zo gwelloc’h c’hoazh ^^

War an tu all e komprenan ivez e c’hellfe bezañ diaesoc’h da noteniñ evit ur c’helenner, dre ma vez hiroc’h eget an arnodennoù er c’hlas (hag amañ e notennont diwar 100, n’ouzon ket re penaos e reont an difoc’h etre 65% ha 66%…), ha n’eo ket reizh atav evit an holl dre ma zo lod o deus levrioù er gêr, pe tud o sikour anezho padal ez eus lod all a rank en em gannañ evit kaout un urzhiataer el levraoueg (e Roazhon II dreist-holl ^^), hogen daoust ha notenniñ eo ar pouezusañ, pe deskiñ ? E Sweden ne vez ket roet notennoù d’ar vugale a-raok an eizhvet klas (n’eus ket arnodennoù tamm ebet e gwirionez), ha ne vez ket eilet (e Finland kennebeut, da skouer)… Ha n’eo ret ar skol nemet adalek 7 vloaz ! Petra eo an disoc’h ? Gwellañ disoc’hoù ar bed. Poum ^^ Ret eo lavar ivez e vez stummet mat ar gelennerien, hag e vez graet war dro ar vugale (meur a zen dre glas ouzhpenn d’ar c’helenner, hag all). Pell, pell tre eus ar pezh a vez graet e Bro-C’hall, ar muiañ a eurvezhioù dre zevezh evit disoc’hoù hollek dister a-walc’h, zoken m’eo an testoù nemet testoù, ha ne ro ket an notennoù talvoudegezh un den.

N’ouzon ket kalz a dra diwar-benn ar skolioù-meur du-hont en Norzh, met ar memestra e tle bezañ, kelennerien dedennet gant o studierien hag ket gant o disoc’hoù hepken (perzhioù mat ar rannoù bihan evel hini ar brezhoneg e Breizh, met lakaet da dalvezout en holl rannoù er Skol-Veur). Un afer arc’hant ha niver a gelennerien eo bepred, pa vez uheloc’h ar feur dre skoliad/skolajiad/lisead/studier e vez gwelloc’h an disoc’hoù. Paour-kaezh mammouth dilardet, muioc’h a zruzoni en defe ezhomm (mmmh, kenveriañ ar gelennerien gant lard, ne soñj ket din e plijfe dezho ^^). Met diaes e vefe cheñch an traoù, siwazh. Dre chañs e chom kelennerien vat ganeomp, rak hep plijadur ne vez ket desket mat. Plijadur am eus bet o klask traoù a-gleiz hag a-zehoù, ha soñj am eus eus ar pezh am eus skrivet er c’hwec’hmiziad kentañ, hep bezañ studiet se pe adlennet ar c’hentelioù, sin vat ^^

Ma, ken bremaik neuze tudoù, dre ma ‘z omp merc’her dija ^^





Essay

30 04 2010

Emañ miz Mae o tooooooont ! Echu miz Ebrel neuze, hag un notenn ouzhpenn eget ar miz tremenet, hehe ^^ Gwelloc’h vefe din chom hep paboriñ re, ‘mod all e vo ret din ober muioc’h ar miz a zeu, hag ar miz war-lerc’h, hag all o_O’ Disoñjomp neuze, 37 devezh a zo e miz Ebrel ‘forzh penaos 🙂

Ul loaiad indezeuropeg a yelo ganeoc’h c’hoazh ? Ma gwalc’h am eus bet evit ur mare, evit lavaret gwir, met emañ ma fri e-barzh c’hoazh ^^ Plijus eo gwelet memestra ez on gouest da skrivañ pennadoù hirik e saozneg, hag a live uhel a-walc’h ouzhpenn-se. An dedennusañ o vezañ dielfennañ testennoù kentoc’h eget diverañ traoù hon eus gwelet e-pad ar gentel , met ne raer ket ar pezh a garer bepred. Plijadur am eus koulskoude. 

Skouer:

Great poetry does strain at the limit of expression as it pushes the boundaries of language and meaning to their extreme, mastering the sense of words and their connotations as well as their sound and the mental images linked with these phonemes.

                The master poet strives to touch both implicit and explicit meanings. In this, he has to reach for the deepest thoughts, as a duty, for only his carefully chosen words he uses will be able to express rightly these thoughts. The mark of a great poet is his ability to be a-temporal, to make sense at any point for any person, to resonate in spite of time. When Walt Whitman “hears America singing[1], his praise of the work of people building a nation is still palpable today, and could apply to any country, in which men and women will always praise their efforts. The repetition he uses as a stylistic device is reminiscent of the rhythm of a machine, or of the repetitive gestures of the worker in general. In this also he goes beyond the simple meaning of language, adding to it a new layer of interpretation. The force of this kind of poem is their ability to express the feelings common to all humanity, and in doing so allowing us to reach a better understanding of ourselves through the interpretation of the words, an interpretation that will always be personal. A poem that can only be understood from the point of view of the poet himself and which meaning is opaque otherwise is not great poetry, it is merely what a diary is to a novel. Thus when T.S. Eliot writes: “As he rose and fell/He passed the stages of his age and youth/Entering the whirlpool[2], the feeling will resonate in anyone, as fear of death and desire for youth is present in every human being. This is but one theme that is common to all poetries in the world, for all humans have roughly the same questionings and fears, desires and pleasures; and poetry revolves around a series of themes.

                But in expressing these thoughts and feelings, the poet does not need complexity for its own sake, and poetic language does not limit itself to archaic constructions and obscure meaning; it, on the contrary, has the ability to express these ideas in so few words, for they are carefully chosen for the load of their meanings. This is the somewhat paradoxical idea of complexity expressed through simplicity, and this is where the expression is really pushed to its boundaries. This will lead to the crafting images, expressions, to articulate his meaning, and to strangeness sometimes, as in R. Robertson’s The Translator for instance: “Sewing the surface/one quarter man/three quarters verb” [3]; the imagery is stunning, and the doesn’t seem to make sense at first glanc, but is a reflexion on the very personal aspect of translation, the fact that a translation will be according to what the translator understood and felt in his reading.

                When David Long declares that the ‘strangeness is an antidote to the awful sameness of received ideas[4], there is no complexity in the wording, but the very meaning of the phrase goes beyond these mere words, and triggers reflexion, which is the point in which it reaches the boundaries of meaning, in creating a string of thoughts that will perpetuate itself further. One could say that the meaning is exceeded, and the boundaries breached. This is a distinctive feature of great poetry; it doesn’t assert, but conveys meaning and generates thoughts and emotion. If the poem only asserts and gives closure, what can the interest be for the reader? If it is self-explanatory and doesn’t involve the reader, it is not worth reading. Thus when P. Mullineaux describes his “teacher leaning over one shoulder;/saying nothing,/(a cough perhaps)/moving on”[5], he doesn’t describe his feelings, he doesn’t tell the reader what the meaning of it is, but rather lets them remember times when the same situation happened to them, and think upon these moments and their significance.

                This should lead the poet to avoid generalizations, and rather concentrate on particular events, or representation thereof, which would make the reader draw his own conclusion from, by factoring in his own experience. This is what P. Kavanagh does, for instance, when he writes “I heard the Duffys shouting ‘Damn your soul’/And old McCabe stripped to the waist […]”[6], he is not interested in the Duffys and McCabe in particular, but rather uses them as an embodiment of a greater crowd as a pars pro toto synecdoche. Instead of solely describing the outline of a situation, he goes to particular people, and creates a vivid image for the reader. Whitman achieves the same effect in “I Hear…” singling out each profession rather than representing the workforce as homogenous.

                The great poet has the ability to go from abstract to concrete and back again, bringing the reader with him. For every abstract thought he will be able to paint a proper concrete example, to make these thoughts accessible to the reader, and from concrete material he will be able to make the reflexions emerge. In this liminal state lays the great poetry, expanding on both sides and thus pushing the boundaries a bit further.

[1] Whitman, I Hear America Singing, The Answerer, 1900

[2] Eliot, Death By Water, The Wasteland, 1922

[3] Robertson, The Translator, A painted Field, 1988

[4] Long, You Are What You Read, 2006 (essay)

[5] Mullineaux, Gallery, A Father’s Day, 2008

[6] Kavanagh, Epic, 1938

[/paboriñ off]

Boñ, ne oa ket ‘vidon zoken, hag 50% bullshit eo marteze met hohoho, pegen plijus skrivañ, c’hoari gant ar gerioù, dreist-holl pa gomz eus barzhonegiñ-barzhonegañ. Anzav a ran eo un tammig “ar pezh a felle d’ar c’hellener lenn“, met un dae eo un tammig ivez, ha plijout a ra seurt challenge din ur wech ar mare 😉 Plijus e tlefe bezañ mar deuan a-benn da vezañ kelenner-enklasker evel ma fell din bezañ, bezañ gronet gant paperioù, notennoù, ha gwelet an notennoù oc’h ober re vihan e traoñ ar bajenn (n’eo ket fall e talc’hfe WordPress an notennoù diwar word pa vez eilet/peget, sell ‘ta !). Gwell a-se ‘vidon mar plij din, chom a ra 5 da skrivañ ! Un dibenn-sizhun efedus, spi ‘m eus.





Skingomz

23 04 2010

Ah, so much evit skrivañ hiroc’h diwezhatoc’h, erru on er gêr ha kouezhet evel ur vrikenn war ma gwele. Toutou. Dont a rae ar perc’henn da gemer ar feurm mintin mañ ouzhpenn-se, neuze e oa ret din sevel, tamm pe damm. E gwirionez eo deuet gant 3 eurvezh dale (ludu ?), gallet ‘m befe kousket pelloc’h neuze, met kalz traoù am eus da ober. Gant tout an afer se em eus dale war ma labour, em eus c’hwitet un arnodenn… Traoù a zo da aozañ evit en em dennañ, mailoù all da gas, pellgomz marteze, goullo eo an armel ivez, ret ‘vo mont da brenañ traoù. Beuh. Graet ‘vo, graet ‘vo. Etre daou on neuze, laouen da vezañ distro a-benn ar fin, ha na gaout da wiriañ ar c’heleier ha lec’hienn Ryanair bep eurvezh, met war an tu all eo ret din plantañ ‘barzh bremañ, un hir a sizhun e vo.

Un dra vat a zo bet gant tout ar beajoù-se, mont-dont da Roazhon ha Naoned: dizoloet am eus ar skingomz en-dro (a-drugarez d’am lenner mp3 a zo un tuner ennañ, dreist-holl ^^). Boñ, n’eo ket aes en tren evel-just, dre ma cheñch ar gwagennoù bep 10 kilometr (ha sirius on)…. N’eus nemet ar skingomzoù brasañ a c’heller selaou didroc’h pe dost ( ha c’hoazh, Inter pe Info a dremen mat, met evit selaou eus France Cul… Erf, aze emañ an abadennoù dedennusañ koulskoude !). Ha me da soñjal er skingomzioù brezhonek neuze, peogwir en deus divizet ma empenn liammañ pep-tra d’ar yezh (petra ‘n ‘efe Freud da lavar diwar-benn se, hañ ?). Boñ, pell ‘zo ez eus ur abadennoù e brezhoneg (ah, RBO radio ar vro, RBI radio an ti ^^), pell pell zo zoken. Deuet omp a-benn da gaout traoù a zoare, skingomzioù rannvroel e brezhoneg penn da benn (Kerne, Arvorig FM, Bro Wened, hag all…), peogwir int be fin: kentoc’h eget ober pep hini e damm afer en e gorn e rannont o abadennoù, dre ma skignont dre zepartamant tamm pe damm. Marc’hatmatoc’h evito, selaouet muioc’h an abadennoù, abadennoù an devezh-pad pe dost, brezhonegoù a bep rannyezh e pep lec’h, n’eus nemet perzhioù mat. Ya met… Eee, ah bah netra, n’eus met ebet. Evit ur wech e teu an dud a-benn da labourat asambles, digredus ! Ya, sur on eo evel pep lec’h hag e vez brezelig, met un disoc’h a zo d’an nebeutañ, ‘pezh n’eo ket fall dija !

Mar lavaran em eus dizoloet ar skingomz hag e blijadurioù adarre e talvez ivez ne selaouan ket kalz eus ar post, o pezo komprenet. N’eo ket e kavfen displijus, hogen sonerezh a vez em diskouarn peurliesañ, pe dik-tik an douchennaoueg, diaes din selaou un dra bennak aketus hag ober un dra all war an dro (un empenn paotr, neketa ^^). Anat neuze e vefe e-kerzh beajoù e selaoufen, p’am beus netra all da ober. Ret eo lavar ivez ne gavan ket gwall zedennus an abadennoù a vez kinniget peurliesañ. Ne lavaran ket n’int ket mat, met ne zedennont ket ac’hanon. Ma vefe tabutoù dedennus, diwar benn ar gevredigezh a-vremañ, teknologiezh, an estrenvro, ma ne vefe ket ken kreizennet pep tra war Breizh e vefen dedennetoc’h (Me AbMyselfson, hañ, ma ali, netra all). Bed ar brezhoneg troet war-du e doull bepred ? (ha peseurt toull !) Marteze, met n’eo ket ur rebech da vat amañ, kit ‘ta da gavout brezhonegerien gouest da dabutal war seurt dodennoù… Pe… Kit da gavout brezhonegerien gouest da gomz brezhoneg… C’hem…

War a seblant ez eus poan a-wechoù o kavout brezhonegerien zereat da ginnig an abadennoù, n’eo ket dav goulenn re marteze neuze… Ur wech bennak e vefe ret ober un abadenn e galleg gant ur galleg ken paour, ha gwelet ar morad lizhiri klemm oc’h erruout… *huanadenn* Bahbahbah, daoust d’ar medium bezañ kozh e chom buhezek, ha dont a raio brezhonegerien nevez ivez, da harpañ an nebeud re ne reont ket poan d’am skouarn. Ha gwir eo emañ pell galleg ar skingomz a vezañ disi, oc’hoc’ho, ya, pell-tre.

Perak en em gavan o klemm bewech ma komzan eus ar brezhoneg, rhooo ! N’on ket un tad kozh c’hoazh koulskoude. Er c’hontrol zoken, ne lavaran ket e oa mat pep-tra a-raok, er c’hontrol, soñjal a ra din e vo gwelloc’h en dazont. Met evit gwellaat e vo ret mat komz eus pezh n’a ket, hañ ?





Yezhadur #3

8 04 2010

N’eo ket yezhadur da vat, geriaoueg kentoc’h… Met gellout a ra terriñ ma revr kement-all. Ket evel lenner da vat, met pa skrivan kentoc’h, rak fellout a ra din bezañ komprenet, ket treuzkomprenet. Neuze:

Riklus ≠ Risklus !

Pa gleven lod o komz eus mont d’ar poull-risklañ e Roazhon em lakae da c’hoarzhin (en diabarzh, ne ran ket goap eus an dud, memestra ^^). Ma, risklus e c’hell bezañ, met ur poull-riklañ eo kentoc’h  ^^ (pe ruzikat, evel-just, m’ho peus divizet bezañ hegasus 😀)

Risklus: arvarus, dañjerus

Riklus: a c’heller riklañ warnañ (zwiiiiip !), a c’heller fiñval traoù warnañ hep na frotfe, hag all

Agnagnagna, a glevan dija, emañ e geriadur Favereau, hag evel eil-ster evit risklañ ‘barzh an Here emañ merket ‘sellet ouzh riklañ’…Ya, gwir eo marteze, hogen diazezet eo hini Favereau war an implij pemdeziek… A zo fall ^^

Hag un difoc’h a zo etre un dra risklus hag un dra riklus peurvuiañ, neketa ? N’eus ket ? Pa vez riklus e vez risklus ivez peurliesañ, ha ket ar c’hontrol ? Beñ setu perak eo bet dalc’het ur ger evit an 2 ster gant ar yezh-pobl, peogwir ez eus bet graet un heñveladur. Ha n’eus ket eus an heñveladur-se bepred ! Pa fell din lavar eo riskl-us un dra bennak peogwir ez eus ur riskl, neketa, ket ur gwiskad skorn >_<

Riklañ/risklañ, aes ober ar fazi, dre gomz dreist-holl, met daou c’her a zo, tudoù, greomp ganto ! A-du emañ an Ofis ganin ouzhpenn-se 😉

*sponsoret eo an notenn-mañ gant strollad ar c’heriaouerien dorr-revr*





Wiki wiki

13 03 2010

Un devezh dedennus hiziv.

Troet ‘m eus kalzig traoù evit WordPress (pep lodenn da dreiñ a zo anvet ur ‘string‘, n’eo ket souezh e plijfe din ober war dro 300 string :D) Divizet am eus mont da lakaat ma fri donoc’h e bedig Wikipedia, kement ha kenderc’hel gant ar pezh a lavaren an deiz all, hag ober ma lod. Emezelet on neuze, hag erruet on dres d’ar mare ma vez aozet endervezhioù wiki gant liseidi Diwan ha ma vez pajennadoù savet ganto, a vo amprouet en ur mod bennak m’am eus komprenet mat. Un doare raktres pedagogel, a gaso ar wiki war-raok war an dro. Rak pennadoù disheñvel-mat a vez, eus an ‘aotism’ (sic, sur on n’emañ ket hemañ ‘barzh geriadur Preder !) da Warhammer 40,000 (!) dre ar c’hitesurf ha Kevrenn Alre.
Ha trouz ha fulor e-touez ar wikierien en abeg d’ar brezhoneg a zo ganto. Truezus a-walc’h a-wezhioù (alies, gwir eo), betek bezañ digomprenus penn-da-benn a-wezhioù all, gant bolontez vat zoken. Kemmadur plijadur n’eo ket bet sanket don a-walc’h c’hoazh, ha pa n’eus ket liv ar galleg war an ereadurezh emañ liv ar forzh petra a-wezhioù. Fazioù digredus a vez, hag un dibab geriaoueg iskis. O vezañ ez eus kelennerien eus un darn vras eus ar wikierienn, n’eo ket ur blijadur evito, me lavar deoc’h.

Un dra vat eo koulskoude, a soñj din, ha souezhet on e vefe kalonek a-walc’h al liseidi-se evit krediñ embann pennadoù, pa ouzont mat e vo barnet anezho. War a seblant e reont pep-tra o-unan, hag e vo adlennet tamm ha tamm, kent bezañ a-live gant peurrest wiki. Disrannet eo bet o fennadoù diouzh ar re all evit ma ouife an holl eo ul lodenn eus ar raktres, hag evit ma teufe pep hini da reiñ e ali. Aze emañ ar perzh mat. Kentoc’h eget ruz war ur c’haier ha kentelioù borrodus e vo klevet alioù ganto, ha sikouret e vint da welaat tamm ha tamm. Spi ‘m eus. Ma ali a glaskin reiñ, avat (ha kroget ‘m eus gant Warhammer, dre m’eo bet savet ar pennad a-raok m’am befe tro d’en ober ^^).
War an tu all eo pell peurrest ar pennadoù a vezañ direbech. N’eo ket kalz a dra peurvuiañ met… Pep implijer a c’hell lakaat un nebeud titouroù war e bajenn, d’en em ginnig, ha tu a zo da ginnig en un doare sklaer-tre pe yezh a gomzer, ha gant peseurt live. Pa welan neuze tud oc’h embann e vestroniont ar brezhoneg pe ez int brezhonegerien a-vihanik gant ur rann ‘ma vro’ en o frofil e c’hoarzhan dousig (arabat dihuniñ anezho, flourgousk a zo gant an drolled). Tremenet ‘m eus un nebeud eurvezhioù o lammat a bennad da bennad dre zegouezh (evel a lavaront), ha n’am eus ket kavet unan difazi c’hoazh. Ha n’on ket pizmiger (gwir eo; traoù zo am befe cheñchet met a c’helle bezañ displeget, traoù zo a oa vil-put met reizh, n’emaon ket o vont da c’hoari cheñch pep-tra kennebeut.)

N’on ket krog c’hoazh gant ar sevel pennadoù end-eeun. Kement a labour a zo gant ar pezh a zo bet graet dija ! Kalz pennadoù n’int nemet un nebeud linennoù, ha o deus ezhomm bezañ hiraet. Traoù zo am eus kavet e saozneg pe e kastilhaneg penn da benn, kemeret diwar ur wiki all hep ober ar striv da gregiñ gant un tamm troidigezh. Ral eo bet, dre eurvat.

Ma, setu, n’eo ket hollvat bed Wiki (ha ne soñje ket din e vefe ^^). Farsus eo pegen buan e fach an dud e-pad ar c’haozeadennoù en ‘davarn‘ (nag un davarn, me ‘lâr deoc’h, ‘yafen ket da bakañ ur banne eno), ha penaos eo ur skeudenn vihanaet eus bedig ar brezhoneg dre-holl. Spi am eus e talc’ho al liseidi da vont, evit an abegoù am eus roet a-us, hag evit ma ledfent implij gerioù etrefas wiki e-touez ar yaouankiz. Ar buanañ ar gwellañ, zoken ma zo dibaboù zo en droidigezh n’on ket gwall a-du ganto (met n’eo ket kalz a dra, ha lod ne vint ket laouen gant ar pezh a ran evit WordPress kennebeut.). M’ho peus un nebeud eurvezhioù da goll e alifen deoc’h mont da ober un tammig tro du-hont.

Sell ‘ta, un notenn diwar-benn ar brezhoneg gant liseidi o live truezus ha kozhidi berr o sell a-wechoù, ha n’on ket imoret fall, na zigalonekaet na netra, ar c’hontrol mik kentoc’h. Kentoc’h eget ar c’henaroud-se e welan tud stag d’ur yezh reizh ha tud yaouank c’hoant ganto mont war-raok ha kas ar brezhoneg ganto daoust da bep-tra. Emaon o lammikat gant ar balafenned, tudoù !

p.s: E-mod all em eus prenet ur bilhed karr-nij da vont ur sizhunvezh e Breizh, eus an 12 d’an 19 a viz Ebrel. Sur a-walc’h e rin un tamm tro dre Roazhon da welet traoù er Skol-Veur, mar fell da hini pe hini mont da bakout ur banne ^^ (en ur gwir tavarn !)





Ur weladenn

16 02 2010

Deuet eo Stefan Moal da welet ac’hanomp e Galway hiziv (goude bezañ bet e Maynooth hag a-raok mont da Limerick), plijus eo gwelet tud ar skol veur, hag a-daol-trumm ez eus mall warnon distreiñ, ha labourat ganto (ma c’hellan). Zoken ma ne vezan ket sur atav eus an dibaboù am eus graet, hag eus ar re a ran c’hoazh, e soñj din eo mat hemañ.

Sot eo, hogen soñjal a ran a-wec’hoù er pezh am befe gallet ober, kelenner war ar saozneg (n’eo ket dibosubl c’hoazh, gwir eo), treser a-vicher, arzour, soner, kalz traoù a zedenn ac’hanon. Ha koulskoude en em santan rediet da ober un dra bennak liammet gant ar brezhoneg. Ur chañs eo bet evidon bezañ desavet e brezhoneg, ur chañs a gomprenan pa welan an nevezvrezhonegerien, ar re a grog er Skol-Veur, ar re a zo er c’hentelioù noz, ar re o deus graet un dibab. Ha n’hellan ket chom hep ober tra pe dra, peogwir e soñj din (hag ur rabacher on, ya :D) eo deomp-ni da saveteiñ ar yezh. Reolenn an 3 remziad: 3 evit koll ur yezh, 3 evit he adc’hounid. Emaon me en eil, tamm pe damm, pe en trede dija ?

Brezhoneg a oa gant ma zud kozh eus tu ma mamm d’an nebeutañ, hogen n’o deus ket e gaset d’o bugale. Un dibab a-berzh ma mamm e oa deskiñ brezhonge el likes, un dibab a berzh ma zad kemer kentelioù noz, hag eñ ganet e Pariz (hag e dad a Vartinika !). Ur vamm a Vro Dreger (yezh-vamm, neketa ?) ha vakañsoù bep hañv e Breizh, setu peadra da reiñ c’hoant dezhañ da zeskiñ, se hag Alan Stivell. En em gejet int o labourat e Cholori, ganet on bet a-drugarez d’ar brezhoneg ha d’an Emzav. Hag un dibab eo bet c’hoazh bevañ e brezhoneg, deskiñ brezhoneg din, d’am breur, d’am c’hoar (hag mammig o vezañ skolaerez e Diwan ha Tadig e Skol Ober e-pad ur mare, d’ur bern lod all !). An hini kentañ on neuze er remziad se eus ma familh n’en eus ket bet un dibab da ober. War-bouez an hini a genderc’hel gant an treuzkas. Ha c’hoant am eus da vont pelloc’h. Zoken ma n’eo ket ar c’hoantoù kentañ am eus bet, zoken ma zo traoù all am befe karet ober. Aberzhet war aoter ar yezh, lorc’hus, neketa ?