Argl

5 11 2010

Hohoho, sellit ar pezh a zo erru >_<

Met pebezh penn istrogell, alala ! Me lâr deoc’h…

Lezet am eus an tamm stern ma vez resevet al luc’hskeudennoù enno war honnez (ma, troc’het eo met boñ…), da brouiñ e oa ar skol-veur mat 😀

Ah, James Browne hag e sae vigoudenn ^^ Hag aze emañ an diplom en hon daouarn ^^ Skrivet eo:

Universitas Hiberniae Nationalis

Testantur hae literae Diploma

in Artibus

in Universitae Hiberniae Nationali apud

Galviam, quae Universitas particeps Universitatis

Hiberniae Nationalis rite constitua est

ad

Moran Dipode

delatum esse

 

Die xxi Mensis Octobris mmx

 

Met, memestra, pebezh penn istrogell ! Pe istrogellus, marteze 😉





Ha distro !

3 11 2010

Ya, ya, dale a zo ganin, met re vuan e tremen an amzer ! Ur spont. Ar vakañsoù, sur a-walc’h, hag an distro a C’halway (a zo bet folklo un tammig, memestra, daoust ma ‘z on erruet e koulz ha pep-tra ^^). Hiraezh, emichañs. Pe re a draoù da ober ! Un dibenn-sizhun a oa gant Kejadenn e Malastred, ha me e Karaez  buan-ha-buan da sadorn (siwazh, n’on ket chomet gwall bell ha n’em eus gwelet hini ebet ac’hanoc’h !) Tud a oa, memestra, levrioù dedennus… Nebeutoc’h. Soñjet am eus prenañ Buhey Prevez Lola P., da c’hoazhin un tammig (pe leñvañ, marteze), met boñ, reiñ arc’hant da EB a zo ur ranngalon, neuze n’am eus ket ^^ Ma c’hell hini pe hini e brestiñ din… Hehehe ^^

E saloñs Pluguen e vin disul a-zeu, evit ar re a fellfe dezho ma gwelet 😉 Un diviz a vo diwar-benn al levrioù evit ar re yaouank (ehehe). D’am soñj e c’hell bezañ dedennus, ha divizoù all a c’heller kaout en davarn da c’houde, hañ 😀

Plijus-tre eo bet an dibenn-sizhun e Malastred, ha kaozeadennoù eus an dedennusañ am eus bet eno, diwar benn dazont ar brezhoneg, ar skriturioù, ar rannyezhoù hag o fouez-mouezh. Ma, hanter-vezv e oamp, hañ, sur a-walc’h, met dedennus-tre e oa koulskoude (pe a-drugarez da se ^^), ha daoust ma ne oamp ket a-du da vat e oa plijus gwelet e c’hellemp komz ha breutaat, digor a-walc’h hor speredoù da gompren sav-poent ar re all. Spi a zo evit an dazont, d’am soñj, ha spi evit an amzer-vremañ ivez, am eus desket. Ma, n’eo ket gwall sklaer tout-se hep ar gaozeadenn, ha n’em eus na c’hoant nag amzer da zisplegañ pep-tra amañ :p En un davarn gant ur banne hag un nozvezh dieub, marteze 😉 (ya, ya, tavarnioù e pep-lec’h, emaon o tistreiñ eus Iwerzhon, pe’a!)

Ah, Galway, pebezh kêr dispar ! Ha pegen iskis en em gavout du-hont en-dro, evit un digarez a-seurt-se dreist holl. Souezhet e vez an holl du-hont pa vez lavaret dezho e resevomp hon diplomoù dre lizher, pe mont d’o c’hec’hat er sekretourva… N’eo ket gwall c’hlamour ! Amañ e vez ar bal de prom’ e fin ar bloaz ha tout, hag al lid evit reiñ an diplomoù, neuze ^^ Doare ar skolioù-meur Amerikan, a lavaroc’h moarvat, gant ar ‘sae’ hag an togoù karrez (evit ar merc’hed hepken, da aroueziañ ez eus un dra bennak a-us dezho, war a seblant, ha n’hellint biken mont ken uhel hag ar baotred, siñpa, neketa ? Ma, an arouez eo bet en orin marteze, hañ, n’eo ket ar spered a zo bremañ ken ^^). Hogen n’eus netra Amerikan gant al lid, saoz eo penn da benn, hag hogos digemm abaoe krouidigezh skolioù meur Iwerzhon gant ar rouantelezh saoz (1592 evit Trinity College e Dulenn, 1845 evit hini Galway, a oa evit ar gatoliked pa oa Trinity evit ar brotestanted hepken; Oxford a zo eus an 11vet, Harvard eus 1636, evit kaout ur soñj ^^). Savet e oa bet ar re Amerikan war ar patrom saoz, forzh penaos.

 

War ar skoed zoken emañ arouez ar impalaeriezh saoz, al leon; an delenn o vezañ evit Iwerzhon, an erer du hag ar vrec’h wenn evit proviñs Connacht, ar vag evit Galway hag al levr evit aroueziañ eo ur Skol-Veur. Evit lec’hiañ ar skol-veur eo, e gwirionez, eus an uhelañ galloud d’an hini lec’hel, gant doue a-us dezho holl dre al lavarenn latin. Pa oa bet savet ar Skol-Veur e oa ur c’h/Queen’s College (evel m’eo hini Belfast c’hoazh), ha n’eo ket bet cheñchet ar skoed dibaoe.

 

Anyway, chomet eo tost a-walc’h al lid, evel ma lavaren, eus an hini a veze er penn-kentañ, gwisket e vez an holl studierien gant ur sae hag un doare skerb, hag ar gelennerien ivez, gant saeoù bravoc’h, lakaomp, kinklet evel ma c’helle an dilhad sul bezañ e Breizh-Izel (Glazik pe Vigoudenn, lakaomp, ar binvidien :p Doare bigoudenn e oa hini ar prezidant, m’am eus soñ mat, gant broderezh melen ^^). Ha dilhad sul  a oa da gaout dindan ar sae ivez, evel-just, sellit eus ar baja-mañ o paboriñ, tsss ! N’eus ket peadra da vezañ fier koulskoude, darbet e oa bet din na gavout un dilhad a yafe mat din, pe ar bragoù pe ar chupenn a vanke e pep stal, ha n’ae ket al livioù asambles ha patati ha patata, betek ma kavfen hemañ, memestra ! Forz penaos e oa da vezañ kuzhet gant ar sae/kapenn, met ne oan ket sur c’hoazh e c’hellfen kaout unan, dre ma oa ret o c’hourc’hemenn, sañset ! Hag e gwirionez n’em eus bet ma hini (ar sae, neuze) nemet un nebeud munutennoù a-raok ma krogfe al lid. Pfioù ! Ma, n’eo ket ret kaout unan, met pa vez an holl o wiskañ unan e ra kloch un tammig bezañ hepti, hañ ^^ Met unan am eus bet, neuze, hag a-boan kavet ma flas ganin e vez goulennet diganeomp sevel tra ma tremen pennoù ar c’hevrennoù etre an daoù vloc’had kadorioù, da vont da azezañ e-kichen al leurenn ma pign ar prezidant hag un nebeud kelennerien a-enor warni. Paour-kaezh kelennerien all, a ran chom azezet e trañ al leurenn a-hed an abadenn, ha mont kuit er fin, gant sonerezh, setu holl, hag a-hed ar sizhun !

Ha kregiñ a ra al lid… e latin ! Eh ya, n’eo ket cheñchet an traoù pa lavan deoc’h. Evel ul lid sakr eo, ur ritual mar fell deoc’h, ha kinniget e vez ar studierien d’ar prezidant, a respont d’ar c’hinnig, e latin bepred. Div yezh, dreist-holl, a zo bet implijet e-kerzh an abadenn e gwirionez, latin ha gouezeleg :p Ret eo lavar ivez e oa an holl re er sal d’an eur se d’an devezh-se o resevout diplom pe ziplom liammet gant ar gouezeleg (a-hed ar sizhunvezh ez eus bet lidoù, peder pe pemp gwezh bembez), anat a-walc’h e oa an dibab yezhoù neuze, hehehe. Dre eurvat e oa troet an traoù e latin e levrig a oa bet roet deomp, ennañ anvioù an holl re o resevout tra pe dra er bloavezh-se (e-barzh emaon, youh!). Moan-moan eo ma latinum, edo ma fri en droidigezh neuze (e gouezeleg  oa troet, ivez :p). Hag echu gant an digoradur e krog al lodenn farsus, ma vez galvet pep hini unan hag unan da bignat war al leurenn, tra ma vez an holl o stlakañ o daouarn, da vont da gerc’hat e ziplom ha stardañ dorn ar prezidant (James Browne, ooh yeah baby, ‘felt good :p). Stardañ gant an dorn dehou, kemer un tu eus an diplom gant an dorn kleiz, treiñ war-du al luc’hskeudenner ha mousc’hoarzhin, tamm pe damm, hag hop! D’an traoñ ha galvet unan all ! Un tammig plijusoc’h eget ul lizher er voest, memestra. En drederenn gentañ e oan, ha kalz tud a chome war ma lec’h neuze ^^ Poanius e vez an daouarn er fin, dre forzh o stlakañ evit kement hini ! Met farsus gwelet eo chomet an hini a c’halve an anvioù da soñjal un eilenn pe ziv kent distagañ ma anv, souezhet ma oa moarvat o welet un anv-familh  (en Iwerzhon) da anv bihan ! Ha Dipode ne sikour ket kennebeut xD Ma, aet on, n’on ket kouezhet, na netra, sur on em eus ur penn euzhus war al luc’hskeudenn, met boñ, ‘vel e gwirionez kwa 😀 (skaniñ a rin anezhi deoc’h pa vint erru er gêr), ha diskennet didrabas. Heh, plijus eo pa vez an holl o stlakañ o daouarn evidoc’h, memestra, reiñ ar ra ur pouez ouzhpenn d’an diplom 🙂 Fifteen seconds of fame, evel ma farse ar prezidant en e brezegenn.

Ha setu ma diplom ganin neuze… E latin penn da benn! Ma zestantur en Artibus am eus a-berzh an Universitas Hiberniae Nationalis, neuze, en October MMX. Klask a rin e skaniñ, pe ec’h adskrivañ, evit ar fun ^^ War baber doare parch emañ, gant ur gwir siell e koar ha pep-tra ! P’am bo ur burev e Harvard e vo ouzh ma moger… 😀 Luc’hskeudennoù on bet d’ober war lec’h, dirak un doare panel a denne da Versailles pe un dra a-seurt-se, ohohoh, gwelloc’h e vint eget an nebeut re am eus eus ma fellgomz 😉 Ha ret e oa derc’hel an diplom rollet, c’hwezañ e jave (bez loc’h ennout! eme al luc’hskeudenner ^^), gouzout a rit, evel en holl skeudennoù a vez gwelet er filmoù !Farsus e oa al luc’hskeudennerien, sell ‘ta, ha laouen tre o welet ur breizhad o teskiñ iwerzhoneg ! Evit ur wech ma ne vez ket goulennet “da betra servij ?”, hañ ^^ Plijus-tre, daoust d’ar priz 😉 Ma, gwelet vo pa erruint ma talveze ar boan, met dreist e oa an devezh forzh penaos, un dra ne c’hoarvezh ket alies en hor studioù ! Me zo sur e vefe stagoc’h an dud d’o diplomoù ha d’o skol-veur gant un dra ken sot hag ul lid a-seurt-se.





Aet on

19 10 2010

Boñ, n’em eus ket lakaet traoù amañ abaoe un nebeud devezhioù (war-bouez hir a respontoù da Barisot), evit abegoù liesseurt, ha n’hellin ket lakaat kalz a dra kent dilun a-zeu d’an nebeutañ, dre ma ne gasan ket ma urzhiataer ganin da Iwerzhon (n’eus ket plas !). Marteze e kavin unan du-hont ur wech ar mare, da lakaat un nebeud soñjoù ha da gontañ ma buhez (oh-so-dedennus), gwelet ‘vo. E-mod all e tozvin ur mega-notenn pa vin distro, gant luc’hskeudennoù emichañs, deoc’h d’ober goap un tammig eus ar Moran oc’h ober e damm furlukin ^^

D’am soñj e vo mat din mont kuit eus ar Stad brein-mañ (ne gomzan ket eus ma stad din-me, evit ur wech :p), gwelet traoù all, daoust ma vefe pell ar Stad iwerzhonat a vezañ direbech. Ma, cheñch aer un tammig, gwelet tud en-dro ha glebor sklas Galway, mmmmh 🙂 Un dra bennak a zo gant Iwerzhon, n’ouzon ket petra re vat, met disheñvel e vezer pa vezer war an enezenn. Ar Fomoire, marteze, per ar boudiged, n’ouzon ket, met un dra bennak a zo. Ha kêr Dulenn, ivez, ma vez gwelet an Istor, hag an istorioù, warni c’hoazh. Un aergelc’h a zo, unan dibar d’ar re all, ha n’eo ket ouezh e vefe bet kement a skrivagnerien o lakaat Dulenn da dudenn, pe da foñs meurdezus ha lous, d’an nebeutañ. Un dra bennak a zo.

Ma, evel-just ne vo gwir kement-mañ nemet ma teuan a-benn da vont da Naoned, kentañ tra (na rankfe ket bezañ re ziaes memestra, d’ar gwashañ-holl e kavin tud en ur c’hoari biz-meud xD), ha, dreist-holl, ma zo dour-tan gant ar c’harr-nij ha ma vez e lezet da zibradañ. Evel-just eo e Naoned ez eus ar muiañ a gudennoù gant an dour-tan, ha n’ouzon ket re petra eo stad an harzoù-labour en aerborzhioù met boñ… Sell ‘ta, setu ur stourm efedus, stankadennoù a servij d’un dra bennak, hep trenioù, hep kirri-nij, hep dour-tan e vez diaes d’ur vro kenderc’hel da vont, hag e pleg ar gouarnamantoù. Hag aze on prest da vezañ hegaset, peogwir e tegaso un dra-bennak. Hep skolioù-meur… E vo pout ar bobl, ar pezh a fell da Sarko ha d’e vignoned forzh penaos, hervez ar mac’hagnañ a reont eus an deskadurezh. E gwirionez emañ stankerien R2 o sikour ar gouarnamant ! Omd ! :p

Ha dre ma vez nebeutoc’h a dalvoudegezh gant un aotreegezh (pe un diplom all) tapet en un hanter-bloavezhiad kentelioù e vo tu d’ober fae war studierien R2, hag e teuo nebeutoc’h a dud eno (ar pezh a zo bet gelet goude pep stankadenn), da lavaret eo e vo nebeutoc’h a dud o stourm, peogwir e vint e skolioù-meur n’o deus ket spered stourm Roazhon 2 (ar spered a zo mat, hañ, an doare a zo null). A-benn ar fin e vo koll ar stourm, ur wech ouzhpenn. Padal e c’hellfemp bezañ penn-araok ur stourm nevez, ha bodañ an dud, kreñvaat levezon hor spered, gwelaat ar vro, ar gevredigezh hag he c’heodedourien, pe klask, d’an nebeutañ. Met ne vo ket, evel-boaz e vo ‘stankaaaaaañ‘, evel ma huchfe lod all ‘braaaaaaaaains‘. Brein-s, kentoc’h.

Gortoz a ran ivez ar mare (a zeuio buan ma n’eo ket deuet dija) ma c’halvo an AG da vanifestiñ evit an dud dibaper, al lojeiz, Haiti, chase ar balumed hag Hadopi, kement ha meskañ pep-tra ha tanavaat ar stourm, hañ. Pe doare ar spagetti eo marteze, bannañ pep tra ouzh ar gouarnamant ha gwelet ar pezh a beg ? Mat eo stourm evit pe a-enep d’an holl draoù-se, ha ret eo en ober, met pep-tra war an dro ? Ne ra nemet morañ pep stourm en ul latarenn distumm ha diefedus. Unvaniezh ha sklaerded, n’eus nemet e-giz-se e ya en-dro, pep stourm d’e dro, efedusoc’h e vezer pa vezer holl gant an hevelep pal. Divide et impera, pa lavaran deoc’h, seul vuioc’h a balioù disheñvel seul ziaesoc’h. Evel-just eo teorikel, met n’eus nemet sellet eus ar stourmoù diwezhañ, hañ, pouf-pouf c’hwitet pep-tra. Gouarnamant Sarko n’eo ket evel hini Chichi, ha kentoc’h eget c’hoari pom-pom-girl dirak ar savadur B e vefe mat paouez gant ar chichioù (see what I did there?) ha bezañ efedus. Mod all e c’heller chom da stankañ betek hor 65 bloaz (67 ? :p), ivez, hañ, kement hag ober, ne vo ket efedusoc’h.

Kroget evel m’emañ e vo stanket ar skol-veur betek ar vakañsoù forzh penaos (d.l.e. e yelo an holl studierien d’ar gêr hiziv goude ar vanif’ ^^, pe pa vo trenioù adarre :p). Ha me o soñjal e c’hwitfen kentelioù gant an tamm beaj-mañ, ahaha, pegen buoc’hig ^^ N’eo ket gwall strik, gant ma vo ur skol-veur c’hoazh pa zistroin, ha gant ma ne vo ket bet re a zistruj (bah ya, distruj hag graffiti-añ an añfioù a zo ken efedus, hag a dorr kement revr ar gouarnamant, wou-c’hoù ! Ha kement hag ober e vefe mat distruj an taolioù hag ar c’hadorioù ivez, hag ar prenistri, evel boaz, hag ar mekanig sncf ivez, Sarko n’hello ket prenañ e vilhed er skol-veur, na pegen añmerdet e vo ! /goap). N’ouzon ket perak ez eus kasoni ouzh ar Skol-Veur gant lod studierien, soñjal a rae din e felle deomp he difenn, un nebeud bloavezhioù ‘zo ?

Ma, ne vin ket aze da respont neuze n’eo ket dav tagañ ac’hanon en evezhiadennoù 😉 Pe ket diouzhtu d’an nebeutañ. Ma, pe grit ha tabutit etrezoc’h :p Me a vo oc’h evañ Guinness, sañset, hag o kaout un tammig craic a-raok distreiñ d’ar vro. Pe marteze e vo stanket an holl aerborzhioù hag e vo ret din chom da evañ Guinness pelloc’h, nag ur vezh e vefe !

Bezit fur, da c’hortoz (emañ Nedeleg o tostaat ! 😉 )





Son un dazont da zont

12 05 2010

*Evezh, un notenn mabuhez.com eo honnezh, m’emaoc’h o klask soñjoù don emaoc’h war ar blog fall e vefe ret distreiñ diwezhatoc’h ^^*

Un devezh el levraoueg o labourat, toutou abred fenoz, un arnodenn a zo warc’hoazh da 9e30, hini ziwezhañ ar bloavezh ! Chom  a ra eztaoladennoù da echuiñ, met tostaat a ra fin ma maread en Iwerzhon da vat bremañ. N’ouzon ket ar pezh a zo ganin met toull-didoull eo ma c’housk er mare-mañ, klask a rin bezañ diskuizh mat (n’eo nemet 10e30 amañ, padal eo 11e30 e Breizh ^^), an arnodenn diwar-benn ar yezhoù keltiek a-vremañ eo, dedennus-tre !

Trist on un tammig o treiñ ur bajenn all e levrig ma buhez (unan a vil pajennad ?), met laouen war an tu all o welet ez eus lod all a seblant rakskrivet endeo gant plijadurioù da zont. Echuiñ ma levr, da gentañ penn, n’am eus ket gallet ober c’hoazh en abeg d’ar reuz a zo bet gant ar menez-tan hag an niver a draoù o deus cheñchet em flanning dirapar dija, ul levr a zo ken tost da vezañ echuet koulskoude ! Pa soñjan e oa sañset bezañ echu e miz genver d’an diwezhatañ… Komz a rin diwar-benn se un deiz all, p’am bo amzer just a-walc’h, ar fazioù brasañ am eus graet en ur raktresañ al levr-se… Ma ne blij ket e vo pulluc’het ma spered.

 Raktresoù e-pad ar vakañsoù, raktresoù ar bloaz a-zeu, peadra a vo da ober: kavout ul labour bennak e-kerzh an hañv, labourat war ur geriadur saozneg-brezhoneg, prientiñ ur raktres kazetenn etreskolveur, ur gelaouenn all marteze ivez (‘keta ?), diboultrennañ ma levrioù D&D, kregiñ ul levr all gant Marianna marteze (chut, n’am eus lavaret netra !), kenderc’hel gant ma enklaskoù war ar bed all, kenderc’hel gant troidigezh WordPress, mont donoc’h gant soñj Rekipedia (hohoho !), adlakaat ma skevent ha ma bizied da labourat er bagad, skrivañ barzhonegoù ha klask embann… Traoù a vo da ober, ya ! Hag e-kerzh ar vakañsoù ez in d’an Erer Kozh,  da Gembre e-pad div sizhunvezh, da Aostria marteze… An holl draoù se mui ar burutellañ a brometan abaoe pell, tresadennoù a-vil-vern, pennadoù hiroc’h…

Hey, ne seblant ket re fall an traoù, gant ma erruo an dazont-se buan.





Ding !

8 05 2010

Ya, torr-revr on gant ma sifroù, met ding ding ding ! 100 notenn ! Aha, vat a ra. Daoust ma seblant din emaon en ur mare kleuz un tammig dre ma ne ran ket kalz a dra war-bouez skrivañ eztaoladennoù ha n’am eus ket kalz a dra da gontañ ez on laouen da vezañ tizhet ar bon-se 😀 Laouen dreist-holl peogwir e talc’han da vont hag e kavan se plijus. En em santout a ran un tammig evel e rehab’, e digontammiñ, oc’h adkavout plijadurioù ar pemdez hag o welet e c’hellan ober traoù, talvoudus pe get. Ha vat a ra. Hop hop, dalc’homp da vont !

Siwazh n’am eus ket bet amzer da brientiñ tra pe dra a-ratozh; fellout a ra un tamm gwastell deoc’h ? Graet vo unan deoc’h. Ur banne punch ? Ma, graet vo unan ivez, mar fell deoc’h. N’oc’h ket deuet da evañ hepken, spi ‘m eus ? Marteze e chom un dakennig wiski, gortozit. Ah, ya, aze ‘mañ. Piv ‘n do ur bannig ? MacAllan, 12 vloaz. Plijout a ra din kalz, anat deoc’h, gant un anv ‘giz se n’eus ket da dortañ ^^ Mmmmh ? Ya, n’eo ket fall ar punch met n’on ket paotr ar rom, ma lakaat a ra klañv, met evit ‘ta, evit, arabat ‘chomfe anezhañ ! Lakaet e vo Nadine d’ober un cheesecake deoc’h e-keit m’emañ ar wastell avaloù o poazañ, ha chom a ra brownies eus derc’h da noz. Ya, da noz e reomp gwastilli bepred, kit da gompren perak !

Nann, n’eo ket gwall vrav ar voketenn aze, gouzout a ran, ar bleunioù flashy war foñs du… Hag ar gourvez-vank… Met klet eo,hag ar c’hadorioù kement-all, daoust d’o liv ! Ma c’hambr ? Eeeee… ya, an nor er foñs du-hont. Ket an tu se, an tu all. Ya, setu. Met na yit ket ‘barzh, direnket eo ur spont. Ne soñje ket din e teufed, ha n’am eus graet nemet labourat enni e-pad ar sizhunvezh hanter ziwezhañ, paperachoù a zo o straniñ e-pep lec’h, levrioù ha geriadurioù war ar gwele, hini an Here war a Robert & Collins, ar Gleo en ur c’horn ivez gant ur geriadur saozneg unyezhek, loeroù lous war al leur… Ah, setu ma geriadur saozneg-iwerzhoneg. Ya, echu ar c’hentelioù pellig a-walc’h ‘zo bremañ. Ma, lezit an nor-se ha deuit amañ kentoc’h ! Ar privezioù ? Dres ‘kichen ma dor, an hini greiz. Setu, dres.

Eh, piv ‘n eus ur benveg luc’hskeudenniñ ? ‘M eus ket kemeret luc’hskeudennoù eus an ti zoken, tsss ! Hag evit ur wech ma ‘z omp holl asambles, ha gant ur benveg ! Pep-ep ! Deus amañ, an holl war ar skeudenn, sur on ez eus un daleer. Boñ, mat, met ur skeudenn all a vo graet ganit warni neuze. Eh, c’hoant am eus da gaout eñvorennoù ^^ Hag evel a lavaren un deiz all e c’hello bugale hon emsav deomp-ni ( petra vo graet anezhañ, an emsav sioulik ?) ober goap ouzhimp a-benn daou-ugent vloaz, pa vo brezhoneg e korn pep straed. Oh, mat eo, tu ‘zo da c’hoarzhin, n’eo ket dav distreiñ da Bejiach bepred. Lorc’hus pe get e kendalc’h ar marc’h da vont. Ur sapre marc’h-labour, ‘keta ?

Ah, prest ar wastell-avaloù, piv ‘n ‘o un tamm ? Reol-voued ? Peseurt reol-voued ? Moan out evel arguzennoù Sarko, moan evel geriaoueg Brud-Nevez ! Ale hop, un tamm, ha m’eus c’hoant klevet abeg ebet, netra, na bu na ba. Seeetu. Aha, soñj o peus eus an devezh kentañ ma oan erru amañ ? Ne oan sur eus netra, nag eus petra a rafen nag eus pegeit en grafen. Ha n’ouzon ket gwelloc’h hiziv ! Aha ! Dre chañs emaoc’h aze memestra, hag e vez tud o lenn. Pellig ‘zo n’oc’h eus lavaret netra, keit m’emaon ganti, ken dizedennus-se eo ? Mmmh, gwir eo n’eus ket kalz a dra da lavar pa gontan ma buhez ^^Meuh nann n’eo ket ur rebech, rhooo, n’eus ket tu da lavar e lakafen kalz evezhiadennoù er mare-mañ kennebeut.

Gouzout a rit e vo un doare abadenn pa vo roet an diplomoù iwerzhoneg ? Gant an dilhad hir hag an tog-studier amerikan, aze, c’hwi oar ? Oho, distreiñ a rin evit-se tra ken, piv n’en deus ket bet c’hoant bannañ e dog droch en avel ? Aha, fun e vo. Mmh ? E miz here war a seblant. Ya, mont a rin evit se hepken, sur ‘walc’h, emaon o paouez lavar se, evit an abadenn ha gwelet an dud kwa. Oh, plijus ‘vo d’am soñj. M’am eus an diplom, ‘vel just, met ne vo kudenn ‘bet sañset. Bah, nann, gwir eo, ne servij ket da galz tra, met farsus eo war ar seve, ha plijus evito gwelet estrenien dedennet, d’am soñj ! Ale, deoc’h c’hwi bremañ, n’ouzon ket ma vez graet ar memestra gant kembraeg… N’eo ket anveet evel yezh ofisiel en Europa, geo ? Ah… Dont a raio un deiz bennak ! Ha ni an deiz war-lerc’h, emichañs. Da c’hortoz n’omp ket en ul lec’h re fall e gwirionez. Kollet hon eus hogos pep tra hag emaomp oc’h adc’hounid tamm ha tamm… Diaes ‘vefe bezañ e stad falloc’h, neuze e yelo war wellaat. Ya, pa varvo ar re gozh e vo izel-izel an niver a dud. Met ne chomo nemet tud oc’h implij da vat, marteze. Gouzout hag implij… N’eo ket ar memestra, ‘keta ? Met trawalc’h gant se, n’oc’h ket deuet da vagañ soñjoù du. Petra nevez ganeoc’h ?

Un tamm gwastell all ?





Menam menam

19 03 2010

En heuliad “ar pezh a blij din”, setu ul lodenn nevez: plijout a ra keginañ din. Peogwir e plij debriñ din (‘pezh n’eo ket ur souezh, geo ?). Gouzout a ran n’eo ket un emgefre, met memestra ^^. Dont a ra eus ma zud kement-all, a blij dezho keginañ o daou, hag a gegin mat ivez (mall zo warnon da vezañ distro d’ar gêr !). Ha meuzioù kreiz kement ha dibennoù-pred (mmmmh dibennoù-preeeeeeed !).

Amañ en iwerzhon… Ar pezh a zo mat gant an dud emaon o chom ganto a zo e tebromp asambles bep noz, pep hini o keginañ d’e dro (ha pep hini oc’h ober ar skotaj d’e dro ivez, met ket an hini en/he deus keginet, bravat sistem ^^), plijusoc’h eo evit en em gavout, dre m’hon eus implijoù-amzer disheñvel-tre, ha kalz gwelloc’h eget keginañ pep hini diouzh e du (n’eo ket ‘vel ma vefemp o chom en ur palez ken bras ma ne welfemp ket an eil re ar re all, emañ ar gegin er sal). Hag ar pep pouezusañ: plijusoc’h eo keginañ evit meur a zen eget evit unan hepken. Tra-ken evit an amzer a dremener ouzh en ober, na cheñcho ket kalz hervez ma voc’h unan pe bevar o saouriñ an disoc’h. Ha ret eo anzav e reer muioc’h a strivoù p’eo evit ar re all, memestra. Klask a reer ivez ober traoù disheñvel, kentoc’h eget toazennoù gant lipig tomatez bemdez (studier e vezer pe ne vezer ket, zoken ma veze keginet ganeomp e Roazhon, hag e oa bourc’hiz ar pezh a zebremp xD).

Pa vezer o vevañ en Iwerzhon e teu buan kudenn an dibab. Mar fell deoc’h debriñ legumaj n’emaoc’h ket er vro vat. Ya, bez zo fav gwenn (gant lipig tomatez hepken…), un nebeud fav glas, piz-bihan fluo (kavout a reer un neeeeebeud piz bihan ‘vel er gêr, a vez anvet ‘petit pois’ ganto, ha ket ‘peas’ ^^), ha ket kalz a dra ouzhpenn, pe ket kalz a draoù mat (an tomatez divlaz, ar c’harotez kalet evel mein…)… Da zibab ho peus evit ho predoù koulskoude: avaloù-douar, patatez pe pato.

Hag iskis ar c’hig ivez. Marc’hatmatoc’h eo ar c’hig bevin eget e Breizh (5€ ar c’hilo kig drailhet oO), met n’eo ket ken mat ar blaz anezhañ (iskisat tra), ker ruz eo ar c’hig yar hag ar c’hig oan (!), hag emañ ar c’hig morc’h etre an daou, pa gaver an disterañ tamm. A-benn ar fin n’eo ket keroc’h ar c’hig e ti ar c’higer war a seblant… N’on ket bet o welet c’hoazh. Met gwir eo e c’hell bezañ dipitus keginañ ho tamm steack (a vez poazet re, n’int ket ‘vit gouzañv ar c’hig ruz war a seblant, bruderezh o deus war ar skinwel o lavar dezho poazhañ ar c’hig bevin ‘all the way’, da lavaret eo dek munutenn er boelon d’an nebeutañ… Ne gomzin ket dezho eus stekoù doare tartar, ‘m eus aon) evel m’eo dleet ha merzout p’e zebrit n’eo ket ar pezh a c’hortozed, ha n’eo ket dispar… Ma, kavout a reont mat-tre, int, daoust din bezañ dipitet bep taol ^^.

Ne vez ket debret pesked. Daoust dezho bezañ o chom war un enezenn ha da C’halway bezañ ur porzh(ig). Graet e vez un nebeud soubennoù pesked (chowder, ul lip-e-bav), debriñ a reer meskl marteze, hogen netra all. Gant priz ar pesked forzh penaos (17€ ar c’hilo evit ur c’hozh panga a Viet-Nam ?!)… Ha traoù all  a zo iskis a-walc’h evit an neb a zo boaz da gaout un dibab. N’eus ket boued sinad kennebeut, da skouer, war-bouez er pretioù sinad a werzfe boued da gas, hag a zo ral a-walc’h memestra. Ne gaver ket kalz boued estren dre vras, lipigoù Korma pe Curry a zo, ya, met bihan-bihan an dibab. Daou zoare riz, un doare bras-vleud, un nebeud soubennoù… Ha koulskoude on bet o welet ur pevar pep pemp gourmarc’had bennak, memestra, n’eo ket ar stal tostañ d’am zi hepken. Kit da di ar C’hloareg er ger hag o pezo dek gwech an dibab a zo amañ a=e salioù brasoc’h, kit da gompren.

Soñjal a rae din e oa konerioù penn-da-benn brud ar c’hallaoued evit ar boued. Hogen n’eo ket, war ar seblant. Chomet on da gomz betek peder eur vintin gant ur vignonez diwar-benn an holl draoù na c’helle ket debriñ amañ hag a rankfe tañva mar deufe da Vreizh un deiz bennak. Ha ne oa ket bet an disterañ takennad alkol ganeomp ! Rak ne gomzan amañ nemet eus ar meuzioù-kreiz, met bez zo kalz traoù da geñver bara, baraennoù, dibennoù-pred hag all n’heller ket ober amañ en abeg d’an diouer er stalioù. Chokolad zoken, pe siroz grenadin, traoù a-seurt-se ! Ha ne vo ket komzet eus an traoù dre laezh, re hir e vefe listennad an traoù ne vezont ket kavet ! (ma rouantelezh evit ur Yop hag un dienn vanilh).

Mar deuit da Iwerhon un deiz bennak, kig drailhet gant avaloù douar, bezit prest, tudoù !





Ur gerig buan gwer

17 03 2010

Sant Padrig ! Tud mezv er straed ! Tud vezv en tiez ! E pep-lec’h !

Ha bretoned a oa ivez, un nebeud sonerein ha dañserien a gostez An Oriant, gant o dilhad hengounel. Ar re wellañ en dibunadeg 😉 (‘pezh n’eo ket lavar kalz a dra marteze dre ma oa bugale o tibuniñ dreist-holl, evit o skolioù pe o aozadurioù, kuboù, h.a.). Gouel broadel, tortad broadel, d’am soñj e vo gooooooooorreeeeeeeeeeeek al labour warc’hoazh e 80% eus ar vro !

Digarez neuze ma n’em eus ket re a amzer evit skrivañ fenoz (gouel a zo a-hed an deiz, hag a-hed an noz e vo ivez ^^), emañ ar Guiness ouzh ma gervel. Amzer o ‘po da lenn an danevell am eus lakaet derc’h, e-giz se :D. Sur a walc’h o pezo evet ur banne en ur soñjal ef gendirvi en tu all d’ar mor (pe o soñjal ennon ^^). Ma n’oc’h eus ket e vo tu deoc’h en ober warc’hoazh, pe an devezh war-lerc’h, pe forzh pegoulz e gwirionez, n’eus ket ezhomm an iwerzhonad da gaout un abeg evit pakañ ur banne.

Hogen ken ker eo an alkol amañ m’eo marc’hatmatoc’h dont da brenañ whiskey e Breizh ha distreiñ. Alkol a brener, mezviañ er gêr a-raok mont d’ar boestoù-noz (a zo evit netra peurvuiañ, hag e kreiz-kêr, netra da welet gant Bro-C’hall), kentoc’h eget pakañ baneoù er pub. Evañ er pub a zo evit ar blijadur gant mignoned, evañ ‘mod all a zo evit bezañ mezv. Ha war a seblant e plij dezho bezañ mezv. Meur a iwerzhonad o deus lavaret din e oa gwell-a-se e vefe ker-ruz an evajoù, pe vezv e vefent bepred, int hag ar vroad a-bezh ! Daoust da vrud ar vretoned, n’omp ket d’ar poent-se (c’hoazh ^^), d’am soñj !

Ma, ezhomm he deus ul leprechonez eus ma urzhiataer, ken warc’hoazh neuze, mar dihunan !





Dán amhain

8 03 2010

Ar mouezhioù en trepas o komz hag o c’hoarzhin
A voug evit ur pred son ar barzhonegoù
Gouezelek ar mouezhioù, gouezeleg anat din
Gouezelek o eklev er c’hoariva hiziv

Ar vouezh gozh er sal mañ o lenn sioul gant aked
Frouezhioù frommus an eost, disoc’h al labour tenn
Ar vouezh gozh vousc’hoarzhus ne ra tamm vann ebet
A gendalc’h gant he hent pa vez c’hoarzh e kichen

Yaouankizoù seder ha barzhonegoù drant
Trivliadoù er gerioù na gomprenan ket holl
Tevel a ra ar vouezh ha sevel un abrant
Krog an holl da c’hoarzhin, kamaladed diroll

Ha me da vousc’hoarzhin, kollet un nebeudig
Gerioù o vankout din a-benn kompren pep tra
Aesaet gant ar gwin e teu ar minc’hoarzhig
Ul lodenn eus ar fent deuet din memestra

Yezhoù kar met ken pell, hag o skrivagnerien
Ken diaes a-wechoù, koublad minorelaet
Hogen amañ ganto, barzhed ha deskerien
En em santan er gêr, e peoc’h ha sioulaet





Galway

27 02 2010

Farsus eo pegen aes eo gwelet ar c’hallaoued a-bell er vro-mañ. Un doare da vezañ, d’en em wiskañ (ha koulskoude n’eus ke tu da lavar e vefe gwisket kran an iwerzhoniz, ar c’hontrol kentoc’h), un doare da vale, da fiñval. Digredus a-walc’h eo. Pennoù ‘gall’ a zo ganto, blev troc’het gall, betek dilhad gall zoken (ha prenet en Iwerzhon koulskoude ! Penaos e c’hallont gallaouiñ pezhioù dilhad ? xD). Ha gwir eo 90% eus an amzer. Pa dostaer diouto e klever galleg kerkent ^^. Marteze em gweler o tont a-bell ivez.

Iskis eo lavar se, evel pa vefe un doare ‘gall’ gant 65 milion a dud, ha koulskoude eo gwir a-walc’h. Anavezet e vez ar spagnoliz kement-all, dremmoù dibar o deus peurliesañ (ha rouzetoc’h int peurvuiañ, ‘vel just :p ). Tu a zo da soñjal eo chomet pep bro gant e c’henoù, hep re a veskajoù, hag eo sevenadurel ar peurrest. Sur a-walc’h e cheñcho muioc’h mui, ken aes eo bremañ mont da veajiñ, kejañ gant tud all, ha meskañ herelezh genetikel ha sevenadurel. N’eo ket dispar kement-mañ ? Un dra vat hervezon. Marteze e vo un doare tud hepken a-benn un nebeut kantvedoù, ne vo ket tud ‘gwenn’, ‘du’, ‘ruz’, ‘melen’, ‘orañjez gant pikoù mouk’, hag all; ne vo nemet tud. Ha marteze ne vo ket gouennelourien ken…

Met ken seder ha ma fellfe din bezañ e soñj din e vo kavet abegoù all gant seurt genaoueien da glask lakaat lod tud a-us pe dindan ar re all. Keit ha ma vo tud e vo lod koñ e-touezo. Ma ! Ne vin ket aze evit gwelet, gant un tammig chañs e vo gwelloc’h an dazont eget ar pezh a soñj din.

Kalzig estrenien a zo e Galway, gallaoued, spagnoliz, un nebeud alamaned, poloniz evel just hag ur bern amerikaned (darn vrasañ ar studierien estren er c’hwec’hmiziad-mañ a zo amerikan, e gwirionez). Tud du a zo, merc’hed ha maouezed gant gouelioù war o blev, kristenien, muzulmiz, indianed (eus India ^^)… Degemerus eo an iwerzhoniz. En ur vont d’ar skol veur, 15 munutenn war-droad, e tremenan dre greiz-kêr tamm-pe-damm, ha n’eo ket ral din klevet teir yezh pe muioc’h war an hent. Marteze em eus klevet muioc’h a c’halleg eget a iwerzhoneg, ar pezh a zo tristik memestra, dreist holl pa soñjer eo Galway ar gêr vras tostañ d’ur Gaeltacht, an takadoù  ma vez komzet iwerzhoneg enno er vuhez pemdeziek…

Un drederenn a studierien, sevenadurioù disheñvel, studierien ha tud estren, ur meskaj dedennus tre eo Galway, salad-bowl kentoc’h eget melting-pot, derc’hel a ra pep tamm e vlaz. Lipousañ keusteurenn.