War roudoù ur foñs-skramm

31 07 2010

Abaoe dec’h ha betek an dibenn-sizhun a-zeu emaon e ‘maner’ ar Bagad ‘kostez Sant-Evarzeg a-benn pleustriñ da brientiñ kenstrivadeg an Oriant… Piping non-stop 🙂 Evel bep bloaz e vez cheñchet ur bern traouigoù war an tonioù, un notenn amañ, ur rikimant aze, ha plijout a ra deomp gellout kaout partochoù prop evit ar rummadoù war-lerc’h (ha plijusoc’h eo labourat gant traoù propik, ket leun a skrivadennigoù ruz ! ) Ma moullerezh ha ma urzhiataer a gasan neuze, peadra da reizhañ (pegen arnevez, sonerezh hengouel skrivet war un uzhiataer 🙂 ) ha kaout lod nevez pa fell deomp (lod a zo gouest da goll o follennoù en ur pezh 20m² >_<)

Ha dre ma vo ma urzhiataer war ziskouez em eus soñjet e c’hellfen sevel ur foñs-skramm bennak, diwar logo ar bagad:

Ma, n’eo ket an hini ofisiel da vat, c’hoariet am eus gantañ un tammig aze dija… E gwirionez em eus ezhomm eus fichennaouegoù bras a-walc’h a-benn labourat aes, ha n’am boa hini ebet, kavet am eus ul luc’hskeudenn eus golo ar best-of diwezhañ ha goude tremen dre Illustrator (it will be back) em eus gallet kaout ul logo vektoret a c’hellen brasaat digudenn. Mat, teknikel eo ha ne reer ket vann, al logo orin eo, setu :p

Soñjet am eus tennañ ar melen da gentañ, da reiñ un efed  ‘tañpon’ d’an dra, met ne ra brav nemet war ur foñs sklaer, ha ne felle ket din lezel ma skramm e gwenn:

Soñjet am neuze ober ar c’hontrol-mik, derc’hel ar melen hepken, war ar foñs glas. Fellout a rae din labourat gant al livioù-se, hengounel un tammig er bagad. Laouen e oa gant an disoc’h hag e soñj en implij e oan:

Hogen deuet eo din da c’houde e chomfe ma urzhiataer e sal ar viniaouerien hepken sur a-walc’h, hag e vefe farsus ober un dra a-ratozh… Aet on buan-ha-buan da glask skeudenn ur binioù-bras neuze, ha kroget da vitrakiñ un dra bennak. Evit derc’hel da stil ar skeudenn e vefe ret d’ar binioù bezañ ul liv hepken tamm pe damm, evel un dresadenn gant liv Sina, ur skeud, ha daoust ma plije an hini melen hepken din e vefe aesoc’h ober gant an drolinenn zu. Evit lakaat un tamm fent er business em eus divizet pegañ ar c’hoèrnioù-bout, ar sutell hag an chanter war ar maout, dra ma’z eo chakodoù e ler dañvad a veze implijet peurvuiañ a-raok done ar re e gore-tex pe me-oar-me™ ! Un nebeud munutennoù hag un nebeud efedoù war-lerc’h e oa ma skeudenn ganin:

Setu, un draig aes a-walc’h, met efedus d’am soñj; gwelet a rin ma c’hellan lakaat se da vezañ moullet war un t-shirt evit c’hoarzhin un tammig ;p





Time for a New Roman

29 07 2010

Ahaha, pebezh titl, pebezh titl :p Ha keit m’emaomp gant ar fasadennoù null ez eus deuet unan din pa oan oc’h ober gerioù-kroaz, ‘trous de nez’ a oa da gavout, ha ‘méats’ ar respont; ha me da lavar neuze: pa vez sec’h da fri, ‘ton méat coule pas !’ ~dzim boum tchi !~

Boñ, met n’ouzon ket perak am eus bet c’hoant da dresañ romaned nevez-zo, ha tremenet am eus un neubeudig amzer o teskiñ ur bern traoù diwar benn o gwiskamantoù hag o houarnwiskoù. Kalz traoù a ouient ober a zo bet kollet er grennamzer, e gwirionez, ha dedennus tre eo ^^

Re verr e c’hell e zivc’har seblantout, met war ur marc’h e vo e gwirionez, en a-dreñv ha pleget un tammig neuze (sur a-walc’h e vo ret din ledanaat an toull etre an divc’har memestra, mmmh…), e kreiz ur straed e Roma pe un dra a-seurt se ^^





Trouzioù an awen

28 07 2010

Tigidik ha tigidak,
Trouzig an douchennaoueg
Tigidak ha tigidik
Awen er fichennaoueg

Glav er-maez, war ar prenestr
Plik ha plok, plikiti-plik
Gerioù o c’hwezhañ ar restr
Plik ha plok ha tigidik

Pajennoù ar geriadur
Flek ha flak, flekedeflak
Gwiriekaat ar yezhadur
Flep-flap, plik plok, tigidak

An trouzioù a zo em fenn
Paw ha piw ha boudoudoum
Evit ar re ouzh ma lenn
Paw, flep, plok tigidik boum !

Mmmh, ya, goulenn a rin digant ma mann sevel un ton din, rouanez ar c’hanaouennoù evit ar vugale eo :p (meeeeeeeeeeeeeerien xD)





Roazhon, Roazhon

27 07 2010

Kefridi a oa hiziv: kavout ur ranndi bennak e Roazhon. Dre ma oa meurzh e teue ar c’hemennadennoù gant ar gazetenn, ha n’am boa ket da vezañ er bagad hiziv, neuze omp bet holl d’ar gêrbenn da chaseal ar metradoù-karrez (ha d’ober shopping, hehehe). Buan e oa aet evit ma breur e Brest ha spi am boa e vefe ken aes… Hogen klask ur ranndi evit 2 a zo aesoc’h, emichañs. Goude pellgomz d’un 10 den bennak e oa 2 emgav ganin hepken, ar re all  ne respontent ket, pe a oa bet kemeret dija ! Ma, goude bezañ galvet 7 ouzhpenn e oa 2 emgav ouzhpenn ganin, ket kalz a dra e gwirionez. Kroget hon eus neuze, straed Vasselot, en ur porzh kozh… Mmmh, lod tud n’o deus ket mezh lakaat ar studierien da baeañ ker evit nebeud a dra, me lavar deoc’h ^^ N’on ket direnket re gant an tiez kozh, met pa vez lavaret ez eus ur gegin e c’hortozan un tammig muioc’h eget 2 blakenn kamping war ur c’hozh pezh-arrebeuri… An hini war lec’h a oa pellig a walc’h eus ar metro, boulouard an TA (ya, ya, lezirek on), ha ur c’hrignol hepken e gwirionez… Alala,studier e vezer pe ne vezer ket…

Met a -benn ar fin eo bet mat an trede, emañ a rez an douar, en ur straed sioul tal-kichen an ti-gar (a vez gwelet a-ziwar ar straed ^^), graet a-nevez pevar bloaz ‘zo, n’eo ket re ger evit ar pezh eo. Boñ, n’eus ket kalz a blas, ur studio eo, hañ, met ur gibell er sal dour, pa fello din diskuizhañ gant petalennoù-roz ha goulaouennoù koar :p Un taol-chañs e gwirionez rak feurmet e oa bet dija ar sizhun tremenet d’ur plac’h a oa o da gaout labour e Roazhon, met n’he doa ket a-benn ar fin. Unan all a oa sañet gweladenniñ dres war ma lec’h, neuze em eus ranket dibab buan, rak hogos sur e oan e vefe kemeret ganti. Banko, neketa ^^ Siñpa e seblant ar perc’henn bezañ, pa ne grogo ar feurm nemet e miz gwengolo, ha mall a zo warnon bezañ du-hont 🙂





Tresañ…

26 07 2010

Setu un nebeud traoù a zo war an daolenn-labour er mare-mañ…

O labourat war meur a dra, skeudoù, tresoù, livioù, danvez… An tizh ivez… Lod a zo gwelloc’h eget lod all ^^





Sul #22

25 07 2010

Bez zo ar ballet, ha bez zo ar ballet e Rusia, gant tankoù oO Ha war a seblant eo bet aozet gant tud liammet gant ar Bolshoi ha tout ! Eh beh… ‘Mod all e c’heller… Ober goap eus StarWars ? 😀 Pe beajiñ a-dreuz ar Stadoù-Unanet war droad (eus NY da SF, man), gant ur stop-motion graet mat a-walc’h (dedennus eo ar ‘making of o deus graet, sellit outañ ivez :p)

Un dra all penn-da benn, daoust hag en em c’houlennet o peus penaos e vefe IRM ur frouezhenn pe ur penn legumaj ? N’ho peus ket ? Ah, bah… Setu ar respont koulskoude ^^ (hirik da gargañ, fiñvskeudennoù eo, eus ur penn d’egile peurliesañ)

Hag un dra dispar a-walc’h, 35 film e div vunutenn, deoc’h da gavout anezho holl ! Ha dre m’emaomp gant filmoù klasel, ha goaperezh just a-raok, setu penaos e vefe Pulp Fiction gant c’hoarzhadennoù ragenrollet, ehehe

Met n’eus ket nemet traoù brav ha farsus, setu amañ ur skeudenn o tiskouez ar pezh en defe BP gallet prenañ gant tout an arc’hant o deus kollet (en eskemmdi)… Trist eo e gwirionez…





Carlos !

24 07 2010

Youc’hoù ! Ah, pegen dispar e vez bewezh gantañ ! Arvesterien abadennoù bras gouelioù Kerne a vez start o revr gato peurliesañ, ha dieas int da lakaat da fiñval, met gant Carlos… Gantañ e vezent o fiñval a-raok dezhañ pignat war al leurenn zoken ! Ha pebezh abadenn ^^ Boñ, ne oa ket kalz a dra nevez, evit lavar gwir, met n’eo ket ar pezh a felle d’an dud klevet kennebeut ^^ Evel bewezh e oa sonerien pedet gantañ, Fiona, ur plac’h a vro-Skos o seniñ gant ar violoñs, ur gitarour a vro Spagn, hag ur soner tamboulinoù dispar a Vrazil, bro-dem an abadenn. Aze e oa breur Carlos ivez, evel bepred, hag ar bagad, neuze.

Mar kavan unan eus an noz-mañ e cheñchin ^^

Ha dispar e oa, ha pa n’on efe ket sonet kalz zoken ^^ Met aet omp da zañsal an andro (ma, dañsal an dro, kwa), ar valz ha traoù a seurt, hep na vefe ket bet raktreset, evel m’eo dlet, ha distroet omp div wezh goude ar stlakadennoù daouarn, gant Aires de Pontevedra evel just; hag an eil gwezh… An eil gwezh ! Ijinit ur bagad a bez o seniñ en ur lammat da bep taol lusk 😀 Jdoing, jdoing jdoing ! Carlos e-unan a oa souezhet hag e veg digor war nav eur,  ha koulskoude en eus bet gwelet kalz traoù ^^ Eh, Bagad Kemper e vezer pe ne vezer ket ^^ Un dra a zo koulskoude, skuizhus spontus eo da ober :p





24 07 2010

Rhaaaa met n’eo ket posubl ! C’hwitet un devezh ganin c’hoazh… Er porzh ruz e Douarnenez e oan o seniñ, ha ne soñje ket din e vefe ken diwezhat… Kudennoù e-leizh a zo bet, sañset e oamp seniñ war ar Belem, met hemañ n’eo ket deuet-tre er porzh a-benn ar fin (ar pezh en deus fachet ruz tud ar porzh, hahaha), ha war an N.D. de Rocamadour emaomp en em gavet benn ar fin, ur c’hozh bag pesketa grilhed traezh (ur vag grilhed-traezha ?)

E plas se :

Emaomp en em gavet war se:

N’eo ket ken glamour, neketa ^^ Met boñ, mat eo bet memestra, plijus an amzer ha plijet an dud 🙂 Warc’hoazh (pe hiziv, neuze) e vo sonadeg gant Carlos, yay ! Hogen bremañ, diskuizhañ, brevet on.





Toutou !

22 07 2010

Gouelioù Meur Kerne a zo e Kemper er mare-mañ, advadeziet ‘Cornouaille Quimper e galleg pebezh anv null, hag evel bep bloazh abaoe 2003 e vez aozet ur bagad evit ar sizhun en ur vodañ tud a youl vat deuet a vagadoù ar c’horn-bro (pe a belloc’h, lod eus Strasbourg hag Hambourg a zo ar bloaz-mañ ^^), hag evel bep bloazh abaoe ar penn-kentañ e kemeran perzh, tikiji a zo da gaout ! Un doare mat da brientiñ e skevent evit kentstrivadeg an Oriant ivez, hag ar sizhunvezh pleustriñ a vez a-raok. Setu perak neuze on skuizh a-walc’h er mare-mañ hag e vez leun-mat ma devezhioù, rak ouzhpenn d’ar Bagad Festival ez eus pleustradegoù ma bagad din-me, ha sonadeg e Douarnenez warc’hoazh, ha gant Carlos Nuñez disadorn ouzhpenn d’an dibunadegoù a-hed ar sizhun hag an hini hengounel bras da sul… Emaon o kousket war-sav er mare-mañ ^^

Avel zo...





Pe/b/ezh souezh !

21 07 2010

I can has cheezburger ?

Eus donderioù teñval 4chan, unan eus kalonennoù ar gizioù war teh interwebz, deuet drezo al lolcats da skouer (na yit ket d’ober un dro war /b/ ma fell deoc’h chom yac’h a spered, ho pelzet am eus !), ez eus deuet ur meme, da lavaret eo ur skeudenn pe un doare skeudenn pe c’hoazh ur frazenn a vez implijet hag adimplijet (al lolcats a zo ur “meme”, EPIC FAIL ivez, over 9000, traoù a seurt-se), anezhañ ur c’hi war ur foñs liesliv o reiñ kuzulioù,  fall peurliesañ, Advice dog :

Pa lavaran deoc'h eo fall an alioù ^^

kantadoù a skeudennoù pout a zo bet graet ha diwarnañ ez eus bet ganet ur bern lod all, Courage Wolf, Socially Awkward Penguin, hag all, ken droch an eil re hag ar re all ha gant ur perzh pep hini

Perak e komzan eus se ? Ma, gouzout a rit penaos e plij ar c’hoarioù-gerioù din (hag ar breurioù-gerioù ivez), hag ar rakouned kement-all (ha ma n’ouzec’h ket se e ouzit bremañ ^^ Rakoun pe Rakounig eo ma fseudo war internet peurliesañ aboe bloavezhioù ha bloavezhioù bremañ, ha sot on gant all things raccoon ^^), ha dizoloet am eus nevez zo e oa ur skeudenn a seurt-se gant ur rakoun !

Ha n’eo ket Courage Raccoon pe Rich Raccoon, nann nann nann ! PUN RACCOON ! Ahaha ! Rakoun ar c’hoarioù gerioù ! N’eo ket dispar, se ? xD

Ret e vo din ober lod e brezhoneg ^^





Mmmh !

20 07 2010

N’am eus ket amzer,
Emaon o redek,
A zek eur da zek,
Redi da zever

N’am eus ket amzer
Emaon oc’h heuliañ
Keloù diwezhañ
Ma implij-amzer

N’am eus ket amzer
Da skrivañ kalz tra
Pe ne vern petra
Notenn pe lizher

N’am eus ket amzer
Da soñjal ennon
Tapet ‘vel ma’z on
E kreiz ar bizer

N’am eus ket amzer
Da varzhonegañ
Daoust din o vezañ
Ur sapre farser





Ararioù, na !

19 07 2010

Daoust ma zo bet kaoz kalz eus ar glav er c’hazetennoù (evel just e oa evit ar sonadeg vras da yaou…) eo eus an heol em bo soñj ar muiañ d’am soñj, an heol hag an douar sec’h, rak goude bouilhenn ha fank ar yaou da noz hag ar miliadoù a dud o tec’hout kuit daoust da Vuse ez eus bet heol o skediñ e varroù devus e-kerzh an darn vrasañ eus an tri devezh all, hag eo troet ar fank da zouar dic’heotet. Ha gant kement-se eo deuet ar c’hann evit al lec’higoù disheol, dreist-holl pa veze digoret an norioù da vare ar zenit, tamm pe damm ! Daoust da se e oa plijus ivez gourvez war ar geot a chome eus tu al leurenn vihanañ, na oa bet digoret nemet da wener, e lec’h ma chome geot neuze dre ma ne oa ket bet peurflastret gant miliadoù a dreid pa oa dourek al leur.

An heol da vintin ivez, pa vezer o kampiñ, ha pa dro an deltenn da forn-dre-heol, pe da gokell kentoc’h marteze, ha c’hwi en ho sac’h-kousket berv en abeg d’an noz bezañ yen ! Arf ! Morse ne vezer laouen, gouzout a ran, met aesoc’h e vefe ivez ma vefe koumoul ha ket glav, peadra da dalañ eus bannoù hor steredenn ha da zerc’hel un tammig tommder. Re nebeut a goumoul e Karaez, piv en defe kredet ? (goude 3 bloavezh du-hont, ket me :p)

Evel a lavaren an deiz all, ne oan biskoazh bet d’an Erer Kozh, ha bremañ emaon o c’hortoz gouzout ar pezh a vo eno ar bloa a zeu ^^ Plijus eo bet neuze, daoust din bezañ ruz-tan bremañ. Dispar e oa an aergelc’h, hag ar sonadegoù evel-just, Muse, Mika, Indochine, Airbourne, M, Phoenix, Tagada Jones, Souchon, Pony Pony Run Run, d’am soñj eo ar re o deus plijet din ar muiañ, met plijus-tre e oa selaou eus traoù dianv din penn da benn ivez, ha doareoù sonerezh na selaouan ket kalz pe tamm bebet zoken, evel über-metal Gojira pe eletro-tek Vitalik hag Étienne de Crécy. Kompren a ran gwelloc’h ar re a ya d’ar rave-parties, pa vez ar sonioù bout o lakaat o korf a-bezh da grenañ e c’hell bezañ plijus-tre en em lezel da vont gant ar sonerezh (pe marteze e oa re skuizh evit soñjal 😉 ); n’eo ket an doare sonerezh a selaoufen evit ar blijadur met ret mat din anzav eo plijus e-giz se, gant ur bern tud, kreñv-tre ^^

Plijus e oa kaout traoù da ober war-bouez ar sonerezh ivez, hag dreist e oa lod eus an abadennoù c’hoariva a oa el lodenn ‘arz bev’, se hag ar c’hourenerien o zogoù schtroumpf (da welet am eus buan ha buan  o c’houreniñ, Hoel, met n’on ket deuet a benn d’az adkavout da c’houde >.<, war ar skrammoù bras e Kerouac ha Glenmor out tremenet memestra 😉 ) kement hag an dud dic’hizet a bep seurt (ar far west e oa an tem ar bloaz-mañ), ar boued a-bep seurt, an air-guitar, aer binioù, chaseal ar gwerennoù da zastum, sellet eus ar merc’hed, kejañ gant tud, pakañ baneoù, lipat ur skornenn… Hag ur wech echu ar gouel e oa gouel c’hoazh er c’hampeñj (niverenn 5, yoooooouuc’hooooù), gant kanaouennoù gros a-hed an noz gant bandennad an teltennoù e kichen… Gwazh a se evito, flutoù a oa ganeomp, ehehe ! Met klevet o c’hoar vihan o klevet hag oc’h adkanañ traoù savet tro-dro da ‘sodomiser’, ‘gaule’ ha ‘toucher rectal’ a c’hell bezañ souezhus ! Alala, pegen fin an dud, neketa ? Ret eo lavar ivez e oa ur butuner diwar zek marteze gant butun hepken en e sigaretenn, ha ne veze ket kuzhet o barennoù shit gant an dud, o ruilhañ ur mezhevenn e kreiz ar prad, e kreiz an engroez (hag an hen-gwrez), ur c’hwezh all neuze da dalañ ouzh hini an dud chomet war-sav un tammig re bell, hini ar privezioù sec’h divrenn-koad, ar bier o vreinañ el leur. Dre chañs e oa hini c’hwek ar boued ivez, daoust d’ar raclette ha tartiflette !

All in all, ur plijusat 4 devezh, ha mall ‘zo warnon gouzout piv a zeuio da lidañ ugentvet bloavezh ar gouel !





Distro :)

19 07 2010

Hop hop hop, distro goude pevar devezh diroll ^^ Un gerig a-raok mont da gousket, memestra, rak kalzig am eus c’hwitet ar miz-mañ (bah bah bah, adpaket e vo ^^). Ar paour-kaezh traoù a veze graet treid anezho ur mare zo n’int mui nemet amann poanius, hogen warc’hoazh e vo ret sevel abred evit an devezh kentañ en ur sizhunvezh dibuniñ evit Gouelioù Kerne ! Argl !
Mar gwelit un hentig gwad a-dreñv ur bagad e c’helloc’h bezañ sur eo ma zreid ^^ Ha ma fell deoc’h dont da bakañ ur banne gant ar c’horf a-us dezho e c’hellit ivez 😉 Heuliit ar gwad betek an taolioù-heol…

Ma, plijus eo bet ar pevar devezh-se daoust d’an amzer (glav-pil-polos hag heol kras, netra etre an daou >_<), met ur rentañ-kont resisoc’h a rin pa vin distro eus ar boureverezh-mintin-abred (pe “bourreverezh”, marteze, ma vez plijus a-benn ar fin; pe c’hoazh “bourrrevelezh”, met peurliesañ e vez bourrus an dra-se, forzh penaos, ha n’eus netra da welet gant ur bagad :p).

Luc’hskeudennoù ha tresadennoù a vo diwezhatoc’h, ken bremaik neuze ^^





D-1

14 07 2010

Leun eo ar sac’h, n’eo ket bet kollet ar bilhedoù, sañset e vo mat mar savan d’an eur warc’hoazh vintin ! Ha glaaaaav a vooooo, bouc’houc’hooooouu !

Karaez edan ar glav-pil
Fank, bouilhenn ha sonerezh
En desped d’an amzer vil
Tud e-leizh ha levenez

Marteze e vo un dra a-seurt-se, evel m’eo bet dija ^^





D-2

13 07 2010

Yup, ne vin ket aze e-pad 4 devezh, dre ma vin e Karaez gant ma c’hoar hag un nebeud miliadoù a dud, o lonkañ evañ, mezviañ, riboulat, pakañ, selaou ouzh ar sonerezh. Ur gouel sonerezh klasel eo, hañ ? Daoust ma vefe war dachenn lise Diwan (boh, tamm pe damm, hein ^^) n’on biskoazh bet d’ar gouel end-eeun. Na da galz donadegoù dre vras kennebeut, e gwirionez. Gwazh a se evidon, gouzout a ran ! Met ‘kostez ar gêr ne vez ket kalz a dra peurliesañ, n’eo ket Roazhon pe Naoned, hañ ^^ Hag un afer all e o ar priz ivez. Ar pezh a zo mat gant gouelioù evel hini an Erer Kozh (hag droch eo bezañ bet implijet “erer”, memestra, soñj am eus c’hoazh eus ar skritelloù pe bruderezhioù gant… un erer, ahaha !) a zo e c’heller klevet ur bern strolladoù disheñvel evit ur priz dereat, ha dizoloiñ traoù ivez ^^

Un deltenn a vo plantet ganeomp, ha pediñ a vo graet evit ma ne rafe ket re a c’hlav… Kampiñ e-pad pevar devezh e touez kement a dud a zo un dra, dija, met kampiñ ‘barzh ar fank… Beuh. Mar tremenit dre zu-hont  e c’hellit dont da zemata memestra, glav pe get, ne vin ket diaes da gavout: hon teltenn n’eo ket unan Quechua ^^





But I won’t

12 07 2010

I want to kick through the cracks
I want to roar in the rain
I want to slam the door back
I want to slaughter the pain

I want to reject the blame
I want to dissect the beast
I want to forget the shame
I want to tear it at least

I want to shred it at last
I want to free up my mind
I want to forget the past
I want to leave it behind

But for all that I once was
But for all that I am still
But for all these inside flaws
But for all I want to kill

I want to cry in the dark
I want to gouge my eyes out
I want to deepen the mark
I want to leave the fallout

I want to scream it out loud
I want to whisper it too
I want to preach to a crowd
I want to write it for you

I want to punch through the walls
I want to bleed from the hits
I want to forget the Fall
I want to do all but quit





Sul #21

11 07 2010

Un nebeud liammoù c’hoarioù-videoek da gregiñ (adarre ? Beñ ya, adarre ^^), ma fell deoc’h gouzout penaos e vije bet ur mod super-aes gant ar c’hoarioù-video ‘klasel’ (ah, sonic, pong, pac-man, zelda…), ha penaos e c’hellfe Mario bezañ ma vije c’hoariet war ar riblenn-straed. Ha kement ha chom gant c’hoarioù o tont d’ar bed gwirion, setu Bruce, un dresadenn-vev diwar benn un den oc’h implij un doare da sevel eiloù dioutañ e-unan…

Hag eus and desadenn-vev-se da homañ, pe honnezh, e soñj din ez eus stiloù disheñvel-tre da impli, ken dedennus an eil re hag ar re all, kement ha traoù 3D dre urzhiataer, ha pa vefe difetis a-walc’h an danvez…





Le sigh

11 07 2010

Diaes eo skrivañ un huanadenn, ha kas dre c’herioù an holl sterioù hag arlivioù a c’hell bezañ en unan. Peurliesañ e vezan laouen war ar pemdeiz, ha e teu din tu mat an traoù hep kaout re a strivoù da ober. Alese marteze ar c’hantadoù a c’hoarioù -erioù a vez ganin bemdez (null holl, dre vras), fent a zo da gavout e pep lec’h, ha soñjal a ra din e c’heller c’hoarzhin diwar goust pep tra. Ar pezh am dalc’h em sav, ar pezh am laka da vont, ma eoul-mein, ma gremm eo ar fent-se, gellout disoñjal pegen brein e c’hell ar bed bezañ a-wechoù ha gwelet kentoc’h holl e duoù mat. Hogen un orin a zo d’ar gremm se ivez, ar pezh a sav e ziazez, a zo simant houarnet e vogerioù; ar spi. Hep ar spi e yelo an traoù da vat bepred, e vo gwelloc’h an traoù ne yeont ket,  ar spi e vo bravoc’h ar bed daoust da bep-tra, hep ar spi se n’hellan ket kenderc’hel.

Ha ne chom ket kalz. Kollet on, en em santout a ran evel pa erruer e laez an dirri, hag e soñjer e chom ur bazenn. E pad an disterañ amzer e vezer kollet, n’eus ster ebet ken gant ar bed tro-dro, ha daoust ma vez al leur nepell da lakaat e droad e seblanter kouezhañ. Souezh hag aon, met ne bad nemet ur berr vare, betek ma kavfe ho troad e lec’h, ha ma komprenfe ho penn e pelec’h emaoc’h. Evidon-me avat e seblant ar mare-se padout.

Emañ ma zreid war al leur hag o kouezhañ emaon bepred, kaer am eus klask, ne gomprenan ket, kaer am eus tastorniñ ne anavezan stumm ebet en deñvalijenn. Ar gerioù o deus kollet o ster ha koll a ran me ma gerioù. Ne zeuan ket a benn da gomz ket, hep paouez bep daou c’her da glask ar pezh a felle din lavar, ne zeuan ket a benn da soñjal, n’am eus ket lennet ul levr abaoe div sizhun. Emañ ma empenn e stand-by, hag aon am eus e vefe ur bouezell off war e c’horre.

N’eus heñcher ebet en deñvalijenn siwazh, ha brevet on gant an aon, divi gant  ar boan,  faezh gant devezhioù re bar d’ar re all, skuizh on aet gant ar skuizhentezh, kant skuizhder em skuizhded. C’hoant am befe gellout kousket, diskuizhañ, ent strizh ha dre vetaforenn, c’hoant am befe diluziañ ma soñjoù mesk-ha-mesk, troc’hañ skoulm Gordias ma soñjoù du, gwalc’hiñ ma spered gant un dour ne vefe ket hini ma daeroù.

I wish I could come back home.





Starry, starry night

7 07 2010

Emon o klask gwellaat ma foñsoù er mare-mañ ^^

Kroget am eus da labourat war ul loar, neuze, evit ar fun, ha kendalc’het gant un nebeud koumoul, ur goadeg… Laouen a walc’h on gant al loar hag ar c’houmoul, ha farsus e oa ar stered da ober ^^ C’hoari gant an dallijen, ar splannder (pe an displander, kentoc’h), ha lakaat un tammig faltazi gant ar mouk en traoñ… Boh, boh, boh, laouen a-walc’h dre-vras ^^





Lid

6 07 2010

Aha, peadra a zo da lidañ e Dipodeland er mare mañ, tapet e vacho gant ar breur, he breved gant ar c’hoar (boh, en a-raok forzh penaos :p), ha ma deiz ha bloaz ivez, dre ma ne oa ket bet an holl er gêr d’ar memes koulz c’hoazh :p Ho lezel a rin neuze, barzhoneg iskis ebet fenoz…

Koshaat ha deskiñ
Lorc’hus an dud, ar gerent
Lid ha plijadur

Ah, geo 🙂