Argl, diaes kavout amzer da skrivañ er mare-mañ ^^
Ne chom nemet teir sizhunvezh a-raok fin ar bloavezh-skol (-veur) amañ (ahaha !), ha koulskoude e seblant pep-tra bezañ pell-peeeeeeeeell c’hoazh… Chom a rin e bro ar melchon hag ar bier du betek miz Even sur a-walc’h, amzer din echuiñ ma labour (ha profitañ eus ar vakañsoù, perak ket :p).
Ha goude e vo back to Breizh, hag ar bagad… hag an Erer Kozh *glaour*
Piv ‘oar, marteze e vo ar Bagad en Erer Kozh en-dro a-benn nebeut ^^ Eus Bagad Kemper emaon o komz, evit ar re n’oufent ket. Gant ar binioù bras e sonan abaoe un daouzek vloaz bennak bremañ (ken pell se dija ?), hag e Kemper em boa kroget, er bagadig, kent pignat gant ar skeul diabarzh ha mont d’ar bagad glazik (an ‘eilvagad’, ‘keta), ma voen penn-biniaouer ennañ ‘pad ur mare, hag er bagad ‘bras’ bremañ. Nag ur blijadur mont war-raok ^^
N’eus ket kalz a dra plijusoc’h eget pleustriñ tonioù diaes, pleustriñ ha pleustriñ c’hoazh betek bezañ gouest d’o seniñ dirak tud. P’eo echu ganeoc’h, p’eo bet mat hag emañ an dud o stlakañ o daouarn, n’eus nemet plijadur ennoc’h, na pegen skuizh e vefec’h (ya, skuizhus eo soniñ gant ar binioù-bras… skuizhus-tre :p). D’am soñj eo evit-se e plij da gement a dud mont war al leurenn, pe evit soniñ pe c’hoari pe kanañ pe forzh petra all; evit ar santad-se p’eo echu, hag emañ laouen an arvesterien, hag e c’houlennon bis. N’ho peus nemet ur c’hoant: adkregiñ. Hag an diaesañ ar gwellañ, evel-just. Soniñ evit ar re all kement hag evidoc’h. Bet on dirak miliadoù a dud, beajet am eus, ha n’eus ket an disterañ keuz ganin (na kilevardon kennebeut) da vezañ kroget gant ar benveg diaoulek se :p
Rak n”eo ket ar pipe ar benveg aesañ da zeskiñ, dreist holl dre ma vo ho korf a-bezh o labourat; n’eo ket an aesañ evit pleustriñ kennebeut, kement a drouz ma ra e vo diaes deoc’h soniñ en ho ranndi, ha ma ne sonit ket ne vo ket boaz ho korf, ha ne vo ket gwall blijus evidoc’h. Luziet e c’hell ar c’hentoniñ bezañ, a-stroll dreist-holl, zoken m’eo deuet da vezañ aesoc’h bremañ gant lañchennoù e plastik ha karbon e-plas ar c’horzh, rak ne zigentonont (opala !) ket bep c’hwec’h munutenn ha peder eilenn warn-ugent (kontet ‘m eus). Digredus a-walc’h eo an nevezentizoù a vez e bedig ar piping, hag ar c’hementad a deknologiezhoù nevez a vez ijinet er bed a-bezh (evit ar pipe-bands dreist-holl, a zo niverus e bros Skos, Kanada, Aostralia…).
Binioù-bras, bombard, piano, violin, gitar, forzh petra, aliañ a ran deoc’h deskiñ soniñ gant ur benveg bennak, evit ar blijadur a zigas, deoc’h ha d’ar re all. Ha kontit o mouezh e-touez ar binviji-se.
Evezhiadennoù nevez