Lun !

29 12 2014

Kalon d’ar re a zo o labourat hiziv ! Gwall c’houllo e oa an tren mintin-mañ, me ‘lâr deoc’h… Hag evit ar wezh kentañ em c’horn bro e oa an derez-gwrez dindan zero. Erru ar goañv marteze… Tommheoligoù a zo el liorzh koulskoude, ha bleunioù leun ar rodo (pe ar brug-roz, pe’a)… Ur wespedenn a zo deuet d’am gwelet em c’hambr an deiz all zoken. Gwesped e fin miz Kerzu, kentañ klevet.

Spi ‘m eus neuze emañ prest ho pikini-nedeleg ganeoc’h, da vont da gouronkañ dindan an heol kraz (evel o deus graet lod, am eus gwelet en Telebramm mintin-mañ ivez). Deuet e oa an douristed hag ar c’hallaoued dre-vras betek Breizh da gaout o lod a vitamin D an hañv tremen, gwir eo. Ha me, paour-kaezh inosant, a oa aet da Strasbourg, soñj ganin mervel gant an tommder, mouget gant an aer sec’h. Netra ‘bet ! 15 derez, avel ha glav, e miz Eost. Ah bah brav ! Bretzeloù ha bier a oa, dre chañs, met memestra…

A-hed ar bloaz e klever komz eus cheñch an hin hag all, hag an amzer n’eo ket an hin, gwir eo, met gwelout a reer e cheñch an traoù abaoe un nebeud bloavezhioù memestra, a soñj din… Hag evel bep bloaz koulskoude e vez pennfollet an dud hag ar Stad pa vez erc’h e bro Savoie… Non ket evit kompren penaos n’int ket boaz, e gwirionez. Erc’h er menezioù n’eo ket nevez-nevez, hag ez eo ? N’eo ket bloavezh an erc’h du c’hoazh, koulskoude…

Ma, treiñ a raio ar bed, ganeomp pe get. N’eo ket ar blanedenn a zo ret saveteiñ, met ni hon-unan, kentoc’h…





Ah, Kerzu

19 12 2011

Amzer lous ha koumoul gris, n’eo ket peadra da lakaat laouen an nen, neketa ! Evel ma teuer laouenoc’h pa erru an hañv (ma, an heol; pegeit ‘zo n’on eus ket bet un hañv da vare an hañv ? :p) e welan pennoù mouzet gant an dud pa vezan o vale e kêr er mare-mañ. Pe neuze eo gant prenadennoù Nedeleg emañ o soñjoù, profoù evit ar vugale, ar gerent, ar breur, ar c’hoar, ar c’henderv, an nizez, chokoladoù hag avu-druz evit fiskoan, stalioù leun-kouch-barr-chouk-tenn gant tud o lammat eus ar yar-indez d’ar madigoù hag eus ar champagne d’ar grilhed-traezh, sonerezh nul ha riell war an hentoù, bugale, tadoù-Nedeleg, tailhoù da baeañ… Haha, ya, sur ‘walc’h ez eus abegoù da vezañ skuizh un tammig !

Met mare Nedeleg eo, neketa ? Mignoned, familh, boued mat, gouelioù, profoù ! Bezomp mousc’hoarzhus. Ya, noz e vez da 5e30, met e-giz-se e vez gwelet gwelloc’h ar c’hinkladurioù a zo bet staliet en ho kêr emichañs, hag e c’hellit c’hoarzhin goap ouzh an amezeg en deus GOLOET e di a c’harlantezennoù-gouloù (un amezeg a-seurt-se hon eus holl, hañ); ya, yen eo an amzer, met pegen plijus distreiñ d’ar gêr, pa vez tomm-mat eno, hag evañ ur banne chokolad pe un tasad te en ur sellet dre ar prenestr, pe c’hoazh ober tan ma zo ur simial ganeoc’h, hag en em vodañ e tal dezhañ ; ya, leun-chouk eo ar stalioù, met… bah, euh… met netra, leun eo ar stalioù, okay. Grit ho prenadennoù en a-raok 😉