Bannoù-treset

8 12 2014

Ur mare ‘zo em boa kemeret perzh en ur genstrivadeg bannoù-treset e brezhoneg… Ne oa ket kalz tud o kemer perzh neuze em eus gounezet, haha ! Met spi ‘m eus e vo lod ac’hanoc’h o kemer perzh ar bloaz a-zeu ! N’eus nemet ur bajennad da ober…

Klikidi-klikit evit brasaat, evel-just !

bd3

Gant ur bajennad n’eo ket aes kontañ un istor luziet, neuze e oa an aesañ din mont gant ur gag. Erevent, elfed, orked, moliac’h dre vras, traoù zo ne cheñchont ket !


Oberioù

Titouroù

6 responses

8 12 2014
stlabezer

Arc’hg, “bandenn-dreset” a ra poan da’m daoulagad!
Gourc’hemennoù dit, mod-all 🙂

8 12 2014
Moran

Bannenn a gavfes gwelloc’h?
Dre vras e ran gant bannoù-treset pa ne vez ket kaoz eus ur strip, met boñ, n’on ket gwall chalet gant bandenn end-eeun…

8 12 2014
stlabezer

bannoù-treset dre vras forzh penaos (ouzhpenn ur bann zo aze) pe bann-treset.
Bandenn = tamm tra kelc’hiek (danvez, metal…) diwar “bandennañ” pe strollad tud pe loened (evel bandennad). E-barzh Geriadur Merser zoken ne gavi ket bandenn dreset 😉
Ur vandenn-dreset zo evidomp-me pe tresadenn ur “bandage” pe tresadenn ur vandennad tud pe loened.
Ur bann-heol n’o ket ur vandenn-heol, ma karez ^_^

8 12 2014
Moran

Alese ma lavar e raen gant “bannoù-treset” pa vez ouzhpenn ur strip (d.l.e. ouzhpenn ur bann 😉 )
A-du on ganit, e gwirionez, daoust ma lavarin memestra n’eus ket tu da lavar e vefe bandenn-dreset tresadenn ur ‘bandage’ evel ma lavarez, ur vandenn dreset hep ar varennig-stagañ e vefe neuze 😉
Ma, cheñch a rin an titl, gwelloc’h e vo !

8 12 2014
stlabezer

Dav gouzout ivez eo “bann” un termen embann ha moullañ (tri, pevar pe pemp bann evit kinnig ur skrid da skouer). E galleg e veze graet gwechall gant “un livre de bandes-dessinées” evel “a comic book” e saozneg ha abaoe nevez zo e vez graet gant “une bande-dessinée” evit ober anv eus ul levr e gwirionez. Kenkoulz e kavan ober gant “ul levr bannoù-treset” e brezhoneg. Kavout a ran bravoc’h ha n’eus kemmadur ebet ouzhpenn-se gant “bann” 🙂

8 12 2014
Moran

Re wir ! Bannoù a vez bepred, ha ket unan hepken ^^

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s




%d bloggers like this: