Emgleo Breiz annonce la création d’un point .bz

30 01 2015

Hahaha, c’hoarzhet ‘m eus, anzav a ran.

Fent eo, evel-just, doare Le Gorafi pe The Onion, met a-wechoù en em lâran e vefe lod prest da vont ken pell evit difenn ur skritur aet da gozh pell ‘zo bremañ…

Kement hag ober ec’h adkasin da soñj d’an dud eo gwelloc’h ober gant ar berradur bzhg evit brezhoneg, kentoc’h eget bzg, grafemennoù disheñvel eo z ha zh gant gwir abeg… #bzhg

skriddael

point bzBrest – Branle-bas de combat dans le monde très fermé des géants de l’édition en langue bretonne. Après la sortie éclatante du comics « Paotr Louarn » par Keit Vimp Bev, c’est au tour d’Emgleo Breiz de sortir l’artillerie lourde en officialisant la création d’un point .bz pour son site Internet. Une annonce qui a totalement pris les acteurs du monde de l’édition par surprise, tout comme les lecteurs. Reportage.

Alors que tout le monde avait les yeux rivés sur le comics « Paotr Louarn » édité par Keit Vimp Bev, c’est Emgleo Breiz qui a créé la surprise en annonçant la création d’un point .bz. La maison d’édition, jugé en perte de vitesse depuis plusieurs années, démontre une vitalité et une énergie qu’on ne lui connaissait plus. « Ils ont pris tout le monde par surprise, c’est un beau coup de poker » commente le directeur des éditions Keit Vimp Bev.

View original post 170 more words


Oberioù

Titouroù

2 responses

31 01 2015
dreistrealour

fazi a rez lellig, ganet eo ar peurunvan santel er bloavez 1941 (dindan beli XX evel ma oar pep hini /:# ) pa oa kinniget diazezou all gand e 1955. Ma ouezez konta eo yaouankoh ar skolveuriek, a bevarzek vloaz. Feiz, mersi dit evid da ranellachou hag evid boueta gwelien d’ar re a fell dezo ober gand eur skritur sañsup ha trei kein ouz da ouenn. Sell, te zo enebour ar PUV ive, dalh mad ganti !

31 01 2015
Moran

Lenn adarre, n’em eus ket lavaret e oa koshoc’h ar peurunvan. Lavaret ‘m eus e oa aet da gozh ar skriturioù all.
Feiz, ma vefe da vont gant ar skritur koshañ ez eus bet kalz anezho a-raok. Met pezh ne seblant ket lod kompren, ha te en o zouez kredabl, a zo n’eus skritur ebet ‘gwelloc’h’ eget egile. N’eo ket ar skolveurieg falloc’h eget ar peurunvan (pe lod all). Ur skritur ne cheñch ket ar pezh zo lavaret, ha se am eus bet lavaret c’hoazh.
Hogen ur c’hod boutin en eus da vezañ, un diazez evit an holl. Pell zo bremañ e vez implijet ar peurunvan gant ar muiañ niver, ha pase poent e vefe d’an tabut se mont da get.
Ar skritur ne cheñch ket ar mennozh, koulz neuze d’an holl ober gant an hevelep hini, kentoc’h eget disrannañ hor yezh n’emeur ket niverus ouzh he c’homz ken.

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s




%d bloggers like this: