Troc’h-didroc’h

8 12 2014

A-wechoù e vez mat ober un troc’h. Ha paotr an troc’hoù ez on emichañs, pa n’on bet amañ nemet a frapadoù e-pad re bell. Abegoù a zo, emichañs, hag abegoù fall int holl. Ur blijadur eo bet skrivañ amañ a-viskoazh, daoust ma vefe cheñchet ma doare tamm ha tamm, eus pennadoù hepken ‘pad ur mare da varzhoniezh betek re, ha kement a ec’hon da vareoù zo mar kleven ma c’heuz o tasseniñ.

Ha koulskoude ez on laouen, en ur mod, o vezañ bet ken pell da zistreiñ. Nevez e seblant pep-tra bezañ en-dro. C’hoant ha youl a zo, pell ar randon, ha n’eo ket diaes din bezañ mall warnon skrivañ un dra bennak. N’hellan ket bezañ ken reoliek hag ur mare zo bet, marteze, ha n’hellan ket lavar e vezo skrivet ganin bemdez-Doue (daoust ma klaskin a-walc’h en ober), met n’eus forzh, ha pa vefe c’hwitet un devezh amañ hag aze ganin e ouio an dud ez eus traoù nevez amañ ingal, ha spi ‘m eus e tistrooc’h d’am lenn (marketing 101, ar reoliekañ an traoù ar gwellañ 😉 ). Ur mare zo bet e veze tud bemdez amañ (daoust ma n’eus ket kalz ac’hanoc’h oc’h ober evezhiadennoù, haha !).

Gouzout a ran ervat n’eo ket danvez ma buhez un dedenn d’an holl, hogen spi ‘m eus n’eo ket re zisplijus ma lenn, e gwirionez. Ul lienn werc’h eo ar blog-mañ evidon, din da glask kement koñeri warni. Emgar eo emichañs soñjal e vefe dedennet an dud gant ar pezh a skrivin, pa n’eus tem pe dodenn hollek resis ebet d’am rambreadennoù. Geekadennoù, soñjoù, un nebeud skridoù ha keleier, netra gwall entanus ! Ha koulskoude e vezan frealzet o welet tud o tremen. Evit embregiñ ma spered ha ma skrivañ dre vras eo ivez, klask bezañ an aesañ posubl da lenn. Ul labour war ar stil hag ar yezh eo ivez, pa gavan ken diaes gwelet skridoù zo ken kamm a-wechoù e-kerzh ma c’hantreadennoù war an Etrerouedad. N’eo ket da lavar ez on un dave, pell alese, met piv a skrivo ur brezhoneg evit hon amzer ma n’eo ket ni ?

Dibaboù fall ha fazioù am eus bet graet em buhez, ha kollet amzer ha mignoned ganin. Tamm-ha-tamm, spi ‘m eus, e c’hellin adkavout un darn anezho, ma n’eo ket an holl. An amzer gollet n’adkaver ket, siwazh, met n’eus buhez ebet digammdro. Pep hini e si, neb n’en eus daou en eus tri, emezo, neketa ?


Oberioù

Titouroù

2 responses

8 12 2014
geekezig

Me gav eo mat ivez kaout ur blog “traoù a bep seurt” evel da hini. Meur a wech eo deuet ar c’hoant din sevel ur skridig diwar-benn un dra c’hoarvezet em labour, pe unan all bet gwelet er straed pe soñjoù savet e kerzh kaozeadennoù gant ma familh pe me oar me. Siwazh, ‘blam d’am dibab sevel blogoù gant dodennoù resis e vank din ul lec’h evit seurt traoù… Da welet, marteze e fello din kontañ traoù eus ma buhez e Pariz da skouer hag e savin neuze ur blog randonadennoù 😀 Gwelet a rin (siwazh ‘m eus tapet dale spontus gant pennadoù ma blogoù all dija, n’eo ket fur bepred klask chom reoliek, ne oa ket droch ober un tamm troc’h evel ‘t eus graet!)….

Me oar e lakan kalz evezhiadennoù (gouzout a ran petra eo skrivañ hep resev evezhiadennoù ^^) ha spi ‘m eus n’on ket re dorr-penn neuze :p
Met ur blijadur eo ivez kaout traoù da lenn reoliek e brezhoneg evelse, goude un devezh start da skouer…

Ma! Tristik fin da bennad. Ar pep pouezusañ eo ober ar pezh a blij dit, gav ket dit? Da vignoned a vo laouen o welet ac’hanout o tistreiñ (e doare pe zoare) emichañs!

9 12 2014
Moran

Ah, den n’hell ober re a evezhiadennoù, na ra ket biloù ! Ret e vefe din ober muioc’h anezho diouzh ma zro 😉 Ha lennet e vez da vlogoù, na ra ket biloù !
Laouen on o c’houzout e c’hell ur skrid degas un tamm levenez, avat.

Ha ya, gwir eo eo plijus gellout komz a bep tra hep kaout da soursial gant dodenn resis ur blog, hogen war an tu all eo mat ivez kaout blogoù arbennikaet, ma ouzer en a-raok pe zanvez a vo warno. Pep hini e lod, neuze !

Met krou unan all, ya, pa vo amzer ganit, seul vui a draoù a vo skrivet e brezhoneg war an internet seul welloc’h !

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s




%d bloggers like this: