Lun !

29 12 2014

Kalon d’ar re a zo o labourat hiziv ! Gwall c’houllo e oa an tren mintin-mañ, me ‘lâr deoc’h… Hag evit ar wezh kentañ em c’horn bro e oa an derez-gwrez dindan zero. Erru ar goañv marteze… Tommheoligoù a zo el liorzh koulskoude, ha bleunioù leun ar rodo (pe ar brug-roz, pe’a)… Ur wespedenn a zo deuet d’am gwelet em c’hambr an deiz all zoken. Gwesped e fin miz Kerzu, kentañ klevet.

Spi ‘m eus neuze emañ prest ho pikini-nedeleg ganeoc’h, da vont da gouronkañ dindan an heol kraz (evel o deus graet lod, am eus gwelet en Telebramm mintin-mañ ivez). Deuet e oa an douristed hag ar c’hallaoued dre-vras betek Breizh da gaout o lod a vitamin D an hañv tremen, gwir eo. Ha me, paour-kaezh inosant, a oa aet da Strasbourg, soñj ganin mervel gant an tommder, mouget gant an aer sec’h. Netra ‘bet ! 15 derez, avel ha glav, e miz Eost. Ah bah brav ! Bretzeloù ha bier a oa, dre chañs, met memestra…

A-hed ar bloaz e klever komz eus cheñch an hin hag all, hag an amzer n’eo ket an hin, gwir eo, met gwelout a reer e cheñch an traoù abaoe un nebeud bloavezhioù memestra, a soñj din… Hag evel bep bloaz koulskoude e vez pennfollet an dud hag ar Stad pa vez erc’h e bro Savoie… Non ket evit kompren penaos n’int ket boaz, e gwirionez. Erc’h er menezioù n’eo ket nevez-nevez, hag ez eo ? N’eo ket bloavezh an erc’h du c’hoazh, koulskoude…

Ma, treiñ a raio ar bed, ganeomp pe get. N’eo ket ar blanedenn a zo ret saveteiñ, met ni hon-unan, kentoc’h…





Ar pal

1 05 2010

If practice makes perfect, but nobod’y’s perfect, why practice ?” eme Philosoraptor, ha gwir a-walc’h e gonerioù a-wechoù. Daoust d’ar pal gantañ bezañ ober goap ez eus lod eus e c’houlennoù am laka da soñjal; marvailhoù 4chan hag an Internet.

Perak klask gwellaat neuze, pa ouzer ne vimp hogos biken ar re wellañ ? Evit ar spi bezañ memestra, marteze, e-touez ar re-se a c’hell soñjal emaint er penn, e barr o arz pe o gouiziegezh, a oar ez int are wellañ ? Piv n’en deus ket bet c’hoant bezañ ar reder buanañ, ar gwellañ treser, brasañ skrivagner, ha me-oar-me, evit ur mare hepken, zoken ?

Marteze eo dre wall Hollywood hag an istorioù dre vras, a zikouez atav eo ar re vunud a zeu a-benn, eo aes pep tra pa vez kalon, hag an harozed o  kreskiñ ha deskiñ e div vunutenn war son ul laz-seniñ. N’eus violon ha gourrebez ebet ganin amañ, n’eus ket ur B.O. d’am buhez, ha daoust d’ar strivoù e ouzan ne zeuio ket pep tra aes en diwezh. Karma is a bitch, marteze, met ne c’hoarvez ket an traoù mat gant an dud vat hepken, nag an traoù fall gant an dud fall, ha sod e vefe e grediñ. Kement-se a ouzomp holl, daoust ma vez ganeomp bepred ar santad e yelo mat an traoù en dibenn, ez eus un doare urzh en hollved, hag e vo loreet al labour hag ar furnez. Ah ! N’eo ket souezh e vefe dipitet an dud ha c’hwerv ar re gozh a-wechoù.

Ne lavaran ket emañ hanter c’houllo ar werenn dre ret (techet on d’ar c’hontrol, evel am eus bet lavaret endeo), met ret eo anzav n’hellomp ket holl bezañ ‘an hini gwellañ’, ma ‘z eus tud a-us d’ar geidenn ez eus lod dindan, dre ret. Lavaret e vez d’ar vugale int holl dibar, hag o deus holl an hevelep chañsoù, ar pezh a zo konerioù penn da benn ivez. Tud zo a zo gwelloc’h eget tud all evit traoù zo, pik echu. Ha pegoulz e tro ar vugale dibar da dud gour… par ? Nann, daoust da zarn vrasañ an dud bezañ talvoudus e mod pe voll (ha lod da vann ebet, siwazh), n’omp ket holl dreist (na me kennebeut, hañ).

Koulskoude ez eus ur blijadur er pleustriñ, soñjal ez eer war-raok, pe wir pe c’haou e vefe. Pa vez ur pal gant an nen  emañ aesoc’h dezhañ, ha daoust ma vefe dibosubl ar pal da dizhout a-wechoù, n’eo ket didalvoud klask evit kelo-se. Istor ar c’habiten oc’h ober hanter-dro tizhet ar porzh gantañ eo un tammig, gwelloc’h ar veaj eget an disoc’h a-wechoù. Ha n’eus nemet e-giz-se emichañ ez eer war-raok da vat, en ur lakaat ur pal dibosubl marteze, met a gaso pelloc’h eget ur pal izeloc’h, aesoc’h da dizhout. Ur blijadur a zo er striv, poaniañ. Mazo omp marteze, evel unan a skofe war e vizied gant ur morzhol evit ar blijadur a zegas pa baouez, met en ur glask ober traoù a soñjer dibosubl e teuer a-benn d’ober muioc’h eget ar pezh en em soñjed dic’houest da ober. Hogen gwelloc’h bezañ emskiant un tammig, ha gouzout pa vez lakaaet ur pal dibosubl, ha perak, kentoc’h eget bezañ dipitet en diwezh.