Un draig hepken, evit ar re a implij WP e brezhoneg : daoust ha gellout a rit lavar din e pelec’h e chom traoù hewel a-walc’h da dreiñ, pe fazioù euzhus ho peus merzet ? An deiziadoù a zo ur gudenn, gouzout a ran ; emaon o klask un diskoulm. Ar portugaleg a zo unan all (trugarez d’ar C’heekezig da vezañ aet d’ar foromoù da c’houlenn hiroc’h)
Ur 1200 bomm bennak a zo bet troet ganin abaoe ma ‘z on krog ‘barzh a-nevez, met diwar an 11639 (!) a chom e vefe kerkoulz din treiñ ar pep mallusañ da gentañ… Un dra memestra, traoù zo ne vint ket troet peogwir ez int liammet ouzh an tem, ha lod temoù n’eus ket tu o zreiñ. Amañ emañ listennad ar re a zo posubl din (ha deoc’h !) treiñ : http://translate.wordpress.com/projects/wpcom/themes . Ma n’emañ ket hoc’h hini e-barzh, tough luck… (ha ma hini n’emañ ket, haha !)
Setu setu, lavarit din ! Spi ‘m eus e vo WordPress un dave evit ar sevel blogoù e brezhoneg, ha laouen on o welet ez eus muioc’h-mui a dud hag a skolioù oc’h ober ganti.
N’am eus gwelet netra spontus nevez zo met klask a rin bezañ aketusoc’h!
(N’emañ ket tem SaG el listenn kennebeut!)