Boñ, boñ, boñ

22 02 2011

Setu, tremenet ar rush dre-vras. Ur spont eo bet, met boñ, en em dennañ a reer xD Nag a draoù a zo c’hoarvezet, fall peurliesañ… Met setu, emañ ma zaou c’hwec’hmiziad ganin, meneg mat-tre evit an daou (pa lavaran deoc’h e labouran, memestra !), gellout a ran analat un tammig. N’eo ket ne chomfe ket dek mil tra mallus d’ober hag n’em befe ket ur c’hounskrid da skrivañ, met n’eo ket ken mallus pep-tra bremañ ha n’eo ket ken pouezus an traoù war verr-dermen kennebeut, lakaomp.

Gant Kejadenn e vo aozet ur bern traoù, sañset, ma ya mat, festoù noz, un devezh Afrika-Breizh, skignañ filmoù, sevel ur c’hafe-filo miziek… Ya, traoù a vo da ober. Traoù am eus da skrivañ ivez, bremañ m’am eus amzer en-dro, lec’hiennoù internet da dreiñ… Piv en eus lavaret e oa sioulik buhez ar studierien ? Afi, dre zibab ivez, marteze.

Emaon, pe emaomp, o peurlipat ma goulennoù evit an doktorelezh ar bloaz a-zeu, gant ma yelo mat pep-tra evit se (n’ouzon ket piv eo sant patrom ar studioù, Jerom? Pedit evidomp, forzh piv ‘vefed :p), an tem: ar skrivagnerien zivroet/harluet en 20vet kantved, kreizennet war Hemon, Gwernig hag Ar C’halan. Peadra a vo da lavar, emichañs.

Evit poent ez eus un deiziad bras war an deiziadur ken bras all, kenstrivadeg ar bagadoù disul a-zeu, er C’hwartz e Brest-city. Ah, kement a eurvezhioù o pleustriñ, ha n’am eus mui dibenn-sizhun ebet abaoe div pe deir sizhunvezh dija… Gant ma talvezo ar boan ! N’eo ket an dachenn eus an dedennusañ ar bloaz-mañ –bro an Naoned, met hep hini Gwenrann, da lavaret eo ne chom ket kalz a dra a-fed sonerezh xD. Koulskoude n’eo ket ken borrodus hag ar pezh a soñje deomp er penn-kentañ. Ma ‘z oc’h dedennet e kinnig FR3 an abadenn war-eeun d’ar sul 27 (amañ). Tremen a ran me (ma, ni) da 4e19, ma fell deoc’h gwelet kampioned Breizh a-zeu, haha! (kregiñ a ra da 1e30, ‘mod all ^^)

Mat, mat, setu, distro d’al lusk pemdeziek 🙂