Iskis

15 11 2010

Ma empenn = flastrenn ^^ Plijout a ra an doare video-où-se din, doare samploù eus ur film, pe ur brezegenn, traoù a-seurt-se. Evit ober goap e vez peurliesañ (gwelet afer ‘meuporg‘ da skouer), met a-wechoù a e c’hell bezañ dispar a-walc’h, evel the symphony of science, am boa komzet diwar e benn dija, un nebeud mizvezhioù ‘zo…

Evel-just n’eo ket dres ar memestra, en eil video amañ e vez implijet poelladoù doare ‘autotune‘ da cheñch ar mouezioù, ha da reiñ un ‘ton’ da frazennoù lavaret plaen, pe dost. Brudet gant kanerien R&B, dreist-holl, a zistum o mouezhioù betek re bremañ, ne oa er penn-kentañ nemet ur benveg da ‘reizhañ’ an notennoù ‘faos’, betek ma vefe dizoloet dre zegouezh e c’helle degas efedoù dedennus (a blij pe ne blijont ket, un afer all eo). Bremañ e kaver ur bern tud o c’hoari ^^


Oberioù

Information

2 responses

19 11 2010
Ed

Plijus eo an traoù kinniget ganit, kempenn ha tout… Labour “sirius” en ur mod, arz. Anzav a ran ez on techet kentoc’h da vont da sellet eus ar pezh a vez graet “You Tube Poop” anezhañ. Peadra da lakaat yod da empenn o tiverañ diwar toulloù da divskouarn =D

22 11 2010
geekezig

Anzav a ran e kavan hegasus awalc’h an efed autotune a vez klevet pep lec’h ><
Met dedennus eo ar videoioù a ginnigez 🙂

Ober un evezhiadenn