Red an amzer

3 10 2010

Mmmh? Netra da welet gant an abadenn, nann ^^ Red an amzer, hepken, ha pegen herr pe c’horrek e c’hell bezañ, evel ma oar an holl. Hiziv a zo bet un devezh hir, ar pezh n’eo ket fall dre ret; plijus eo bourrañ e leziregezh an dibenn-sizhun. Dec’h, avat, a oa disheñvel, hag an nebeud eurvezhioù se a zo tremenet buan, ken buan. Re vuan marteze, ha c’hoazh, n’ouzon ket, adkas a ra soñj din eus traoù all, prantadoù all hag eurvezhioù er pellgomz.

Ha koulskoude n’eus ket bet graet kalz a dra, soñjal a rae din e oa gorrek ar red d’ar mare-se. Pe un afer plijadur e vefe hepken. Pegen buan e c’hell an eurvezhioù tremen, zoken pa ne veze graet netra…

Bremañ e plij deomp muzuliañ an amzer, gouzout bepred pet eur eo, pegeit a zo tremenet, kentoc’h eget bevañ, ken aes ha tra, ha soñjal e oa re verr ar mareoù-se, daoust ma oant hir ez-skiantel.

N’ouzon ket re vat ar pezh a fell din lavar. Trugarez, sur a-walc’h


Oberioù

Information

Ober un evezhiadenn