Ec’hon

25 10 2011

Tren en noz, en didrouz c’hoazh
Pa vez ar bed en e hun
O vont herr, pell, didrabas
Pa chom ar spered war-yun

Ar marc’h-du, ha Kerzu c’hoazh,
Gant an hent ha dre an erc’h
O terc’hel da vont, siwazh,
O poaniañ da vont war-grec’h

Lusk ponner ar rodoù dir
Bemdez ha bemnoz e kañv
Speredoù a dir da dir
Aesoc’h, buanoc’h war-draoñ

Karradoù ha kirri c’hoazh
Kement a soñjoù goullo
Karrbedoù hir ar bed sklas
O ruilhañ, o vont dillo

Tren soñjoù yen al lean
Eñvor un devezh tener
Oc’h adlavar dizehan
E bedennoù en aner


Oberioù

Information

Ober un evezhiadenn