Ne skrivin ket fenoz.

20 03 2010

N’ouzon ket mat petra lavar, gwenn e chom ar bajenn dirazon, gwenn e chom ar skramm hag ar varennig o wilc’hañ war erc’h glann ar parkad goullo. Dont a ra gerioù em fenn, gerioù a-vil-vern, dont a ra frazennoù zoken, hogen netra dedennus, netra na c’hellfen rannañ, netra na dalvezfe ar boan lakaat ma bizied da fiñval. Ha mont a ran a bajenn da bajenn, evel pa vefe warno ar pezh am eus da skrivañ, ha n’am befe nemet lakaat minenn ma c’hreion warno evit kavout ma awen. Hogen gwenn e chom pep hini, ken gwenn an eil hag eben pe wennoc’h zoken. Evel ul loenig spontet e troan ar pajennoù buanoc’h buanañ, an aon o tont ennon, emañ ar munutennoù o tremen, emañ an eur o tostaat, n’am eus skrivet ger ebet c’hoazh, n’am eus ket kroget, n’am eus graet netra.

Soñjal a ran neuze er pezh am eus graet hiziv, ur c’holl amzer, n’eus netra da gontañ, n’eus netra da lavar, un druez, daoust ha ken goullo eo bet ma devezh ? Lennet am eus koulskoude, lennet ha treset, chomet da straniñ war an Etrerouedad, war ar wienn a vrasañ bemdez, savet gant kevnid diwelus ha diniver. Aet on da brenañ ur bloc’had pajennoù gwenn nevez, folennoù din da dresañ, paper adimplijet, ar Big Green Sketch Pad (an trede e gwirionez). Treset am eus ennañ endeo, tresadennoù evidon, tresadennoù evit tud all, tresadennoù na vint biskoazh diskouezet, tresadennoù a vez skanet. Aet on pelloc’h gant krouidigezh tudennoù a zo bet o pourmen ‘barzh ma fenn e-pad pell bremañ. Lakaet am eus un dremm resisoc’h war tudennoù am eus lakat da vevañ a hed degadoù a bajennoù, da vezañ tostoc’h diouto marteze. Prenet am eus levrioù ivez, lod da brofañ, lod da lenn, da reiñ boued d’am spered, da vouetañ ma awen, da lakaat dour-tan e keflusker ma c’halon. Ul lenner eo ar skrivagner, n’eus netra gwiroc’h, ha spi am eus e vo ken plijet an dud o lenn eget ma’z on o skrivañ. Gouzout a ran e vefen bet laouen, me. Evel boaz e ran ar pezh a blij din, ha gwazh-a-se evit ar re na blijo ket dezho. Koulskoude e chom labour c’hoazh, hag e adlennan, hag e adlennan c’hoazh  kentoc’h eget klokaat ar pezh am eus da ober.

Ha treiñ ha treiñ a ra an nadozioù, ha tik ha tak, cheñch ar sifroù. War gorn ma urzhiater e welan an amzer o tremen, an devezhioù o paseal. Gouzout a ran eo trawalc’h din kregiñ, e teuo ar gerioù o-unan, n’am bo striv ebet da ober ken. Gouzout a ran ha ne ran ket koulskoude. Daoust ha mat a-walc’h e vo ? Daoust ha talvezout a ra ar boan, m’eo da cheñch pep-tra da c’houde ? Daoust ha lennet e vo ? Daoust ha dont a raio tud da welet ac’hanon fenoz, ha daoust ha chom a raint un tammig pelloc’h, da lenn ar pezh am eus bet da lavar ha da reiñ o soñj ? Seblantout a ra din bezañ adkavet tud am boa kollet un tammig, ha dizoloet lod all. Cheñchent eo ma bedig penn-da-benn e doug un nebeud sizhunvezhioù. Ma bedig din-me, evel anv ur blog a zo bet, ken gwir. C’hoant am eus ober eus hemañ unan gwir ivez, gwelet al levrig-mañ o kreskiñ tam ha tamm, redek ha deredek e-pad sizhunvezhioù ha mizvezhioù evit ar blijadur a vo pa c’hellin treiñ kein ha sellet a-dreñv din, gwelet al labour a zo bet graet kentoc’h eget an hini a chom da ober. C’hoant am befe bezañ talvoudus, ha spi am eus e vin, mall a zo warnon gwelet tud, ha sevel raktresoù, c’hoant am eus da ober, c’hoant am eus krouiñ.

Dont a ra ar gerioù, dont a ra ar soñjoù, n’ouzon morse pezh a vo er frazenn a-zeu, n’ouzon ket ma vo mat pe ma torro pep-tra, met ma ne zalc’han ket da vont n’hellin biken echuiñ, n’hellin biken kenderc’hel. Ret eo din kenderc’hel, ret eo din skrivañ, ret eo d’ar soñjoù-se dont ‘maez eus ma spered, ret eo din o skrivañ evit o lakaat da dalvezout. C’hoant am eus skrivañ, pebezh plijadur, c’hoant am eus krouiñ frazennoù n”int bet biskoazh krouet, lavar traoù e doareoù n’int bet biskoazh implijet, c’hoant am eus da gas ma ijin war-raok. C’hoant am eus da zizoloiñ traoù nevez, en ur glask er geriadur, en ur lenn war internet, c’hoant am eus lammat a c’her da cher, nijal a ster da ster, a genaroud da zeveradenn. C’hoant am eus e vefe un dra benak da lenn fenoz, evel ma zo bet bemnoz, c’hoant am eus e teufed amañ da gavout ma c’honerioù, ha da vont gant ur mousc’hoarzh, pe un huanadenn, c’hoant am eus cheñch ac’hanoc’h e mod pe vod, hag ho lakaat da soñjal, perak ket ? C’hoant am eus d’am lakaat da soñjal ivez, ha gouzout a ran ez on disheñvel bemdez, ez an war raok gant pep ger, daoust pegen sot e c’hell bezañ.

Ha plijout a ra din lenn hag adlenn ar pezh emaon o skrivañ, en ur soñjal pegen sot e c’hellan bezañ, hag o lakaat ma evezhiadennoù en destenn diouzhtu, kentoc’h eget brammat uheloc’h eget ma revr (a zo uhel a-walc’h memestra). Spi am eus ho peus plijadur o tont d’am gwelet, ha m’ho peus an disterañ tra da lavar em eus spi en grit. Spi m eus n’eo ket re zigomprenus ar frazennoù tort, rak gouzout a ran e c’hell seblantout anat din padal n’eo  ket. Ho kwelet a ran o tistreiñ ha plijadur a ra din, ma derc’hel a rit da vont, ha da gaout spi en dazont. Spi am eus e plijo deoc’h troioù kaer Syra, Kilan, Liz ha Naobi, hag an holl re all. Spi am eus e plijo deoc’h an tresadennoù a zo da zont (prometet eo ! Pa vin e Breizh e labouro ar skaner non-stop). Ret ‘vefe din kontañ pet gwech em eus impljet ar ger spi war ar blog-mañ. Kalz re sur a-walc’h, ha koulskoude on un den leun a spi, e pep keñver. Zoken er mareoù fallañ e welan tuoù mat, peogwir on re speredek evit gwelet un tu eus an traoù hepken, met re sot evit ober tra pe dra. E keit se e kendalc’h a stered hag ar planedennoù da vezañ krouet gant ma gerioù, ha e kendalc’h listri ken divent ma n’eus ger all ebet da implij d’en em gannañ etrezo, hag e kendalc’han d’en em c’houlenn ma ran an traoù evel m’eo dleet.

Digarez neuze ma ‘z oc’h deuet fenoz da glask tra pe dra da lenn e brezhoneg amañ, rak me ne skrivin ket fenoz.


Oberioù

Information

7 responses

21 03 2010
Stefan

Digarez paotr, pell zo ne’m eus ket lezet ur gerig dit. Tapet on gant al labour. Krog on da lenn da verrdanevell, peurlennet e vo pa’m bo kaset ma labour d’an embanner…
Un evezhiadennig a netra kent pep tra: “ho peus” ha neket “o peus” a zo deuet alies ganit.

Me ‘oar re vat petra eo kleñved ar bajenn wenn, petra eo chom pout daoust d’ar frazennoù o c’houlenn digor. Me avat e tle bezañ abalamour d’an dister, d’an nebeut a dalvoudegezh a gav din ez eo ma skridoù ha ma soñjoù… ar pezh na seblant ket bezañ diouzh da du ^_^

Un dra ‘m eus desket avat: gwelloc’h eget spial pe c’hedal, ober!

21 03 2010
Moran

Plijadur a ra ur gerig bepred, met arabat en em rediañ, hañ ^^
Lavar din da soñj pa vo peurrechuet al lenn ganit… Ne gomprenan ket mat ar pezh a fell dit lavar gant “ho peus” ha “o peus”, ar c’hontrol e vefe kentoc’h, “ho peus” o vezañ reizh, ket ? (pe hoc’h eus)

Aon am eus bepred ne vefe ket mat a-walc’h ar pezh a skrivan… Setu perak e klaskan ober traoù a blijfe din lenn, da laret eo e plijo da unan d’an nebeutañ !

22 03 2010
Stefan

Eee, goude adlenn ma frazenn, gwir eo n’eo ket sklaer. Un H a zo da vezañ lakaet dirak O. Neuze *o peus > ho peus. Ar stumm “ho peus” a zo degemeret er yezh lennek a-bell zo ‘gav din.

Aon ‘teus? An aon a gas d’an ernez hag an ernez da du teñvel an Nerzh!
Evit da frealziñ: lenn ar pezh a vez embannet en hor yezh, buan e vi disouezhet!
Me zo bet ivez (hag e vefen c’hoazh?) ankeniet gant ma live yezh, gant ma barregezh da livañ ar paper gant frazennoù bamus, gant an diijin a c’hallfen bezañ.
Koulskoude n’eo ket diwar an aon e vez savet tourioù uhel da dizhout an neñv, arzel pa lavarin mat!

22 03 2010
Moran

Okay, sklaeroc’h evit an ho ^^ Re vuhan e skrivan a-wechoù (alies ><)ha ya, degemeret eo ho peus, ne skrivan morse hoc’h eus, peogwir ne lavaran morse hoc’h eus, ken aes ha tra ^^

An diaesañ eo kregiñ, bepred, hag alese e teu an aon marteze. Ur wech tapet lañs e vez aesoc’h-aesañ, d’am soñj 🙂
Evit ar pezh a sell eus ar pezh a vez embannet… re bell ‘zo n’am eus ket bet lennet al liamm pe hor yezh, hogen sur ‘walc’h n’eo ket cheñchet kalz an danvez (siwazh…). Ma fri tougn a lakain enno pa vin distro !

21 03 2010
Chen

‘M eus aon n’on ket den dedennusañ ar bed (siwazh!) met plijadur em eus o tistreiñ da lenn da skridoù, zoken ar hemañ. :p

23 03 2010
Ed

Huhuhu, ar c’hlozadur am eus kavet fentus-tre ^^

23 03 2010
Moran

Huhuhu, evel ma lârez 😀

Ober un evezhiadenn