Soniadoù ma fulor (da lenn a vouezh uhel)

20 02 2010

Gwalldanioù ha tan-gwall
E tir tomm hon tadoù
Tra ma teu an tamall;
Poanioù taer ho kadoù
Kof ouzh kof, tal ouzh tal
Treitour kriz ha ki taer
O reiñ, treiñ  hag o skeiñ
War ho pro, ho tud kaer
Diouzh ho tehoù, ho kleiz
Lorgnez lous, lovr ha laer

Kenedoù klanvidik
Ho koun hag o parlant
Kleñvedoù leñvidik
Da gement cheñchamant
Pilhoù teilh reuzeudik
Didalvoud, par gant kon
Ken peg, penn karn, ken stag
D’ho toue, kampion
D’ho kaou, d’ho kraou, d’ho pag
D’ar paourañ leksikon

O kas kuit, kontellet
Spi  ha skiant gant ho skeud
P’ho klever, peurheuget
O tont krak gant ho preud
Tirvi kozh kounnaret
Holl ho kaz o krozal
Pa welit ken kaeroc’h
Eo ar yezh ‘get gwechall
Unan kalz habaskoc’h
Ha dibar d’ar re all